Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

ivre

mezv

Gwelet an tem Bezañ mezv

  • 🔗 mezv-kaer

    [mɛw kɛ:r]

    très ivre

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

[troioù-lâr / expressions]

  • 👂 🔗 Papa marteze e oa arri tomm ar soubenn gantañ a-benn neuze, me ne oaran ket met...

    Papa matéé oa ai tomm zoubenn gantañ bènn neuhé, mé oaran ket, mè...

    Papa était peut-être un peu ivre pour alors, je ne sais pas mais...

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 Ha feiz neuze 'na lavaret dezhe e oa bet o lavaret da X 'na bet ur paotr bihan, ha ac'hanen ha aleshont, met a-benn neuze e oa arri tomm ar soubenn.

    A fé neuhé na lât tè oa béd lât te X na bé pot pien, a hann a lêson, mè bènn neuhé oa ai tomm zoubenn.

    Et alors il leur avait dit qu'il était allé dire à X qu'il avait eu un petit garçon, et patati et patata. Mais pour alors il était un peu ivre.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 me zo o vont d'ar gêr da c'horo al lapined ha lakat ar yer da bisat

    [me zo vɔ̃n də ge̞:r də ’ho:ro la’pi:nət a ’lɑkə ji:r də ’bisət]

    je vais [rentre] à la maison traire les lapins et faire pisser les poules [quand on s'en va éméché]

    Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
    Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 Oh ya, kalz a vije arri tomm ar soubenn gante a-benn an noz.

    [o ja 'kaləz viʒe aj 'tɔm 'zuːbən 'gãnte̞ bɛn 'nõːs]

    Oh oui, beaucoup étaient bien éméchés pour le soir.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 🔗 E dalonoù zo ront.

    I dalono zo ron-n.

    [i dalono zo ʁõn]

    Il est soûl [litt. Ses talons sont ronds]

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Julien

  • 👂 🔗 Tomm eo din ya. N'eo ket dre 'meus evet re hañ. N'eo ket dre 'meus evet re hañ. Nann kar a-wechoù ma 'nez evet an nen re e vez lavaret e vez tomm dezhañ.

    J'ai chaud, oui. Ce n'est pas parce que j'ai trop bu, hein. Non, car parfois, si quelqu'un a trop bu, on dit qu'il a chaud.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

stenn

  • 🔗 Eñ zo stenn-du.

    é zo stén du.

    [e zo sten dy]

    Il est complètement soûl.

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Julien

gwaegañ

  • 🔗 arri eo gwaeget

    [ɑj ɛ ’gwɛ:gət]

    le voilà coincé [ivre]

    Gant : Klaod Gwilhou, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 te zo bet gwaeget alies ?

    [te zo be 'gwɛ:gəd a'liɛs]

    tu as souvent été coincé [ivre] ?

    Gant : Jañ-Batist Perrin, ganet e 1928 e Plouyann, o chom e Bear, marvet e 2018, tud bet ganet e Bear / Bulien.
    N'eo ket kat da gaozeal ken, met soñj 'neus deus rimastelloù ha krennlavarioù klevet gant a-bep-sort tud

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Eñ zo arru hanter gwaeget.

    é zo ay anteur gwègeut.

    [e zo aj ãtəʁ gwɛgət]

    Il a un coup dans le nez.

    Gant : Daniel ar Bihan, ganet e 1950 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet neus labouret 'ba Penn-ar-Bed, ha desket traoù klevet eno

    Dastumer : Julien