Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

croire (je crois que)

aon ('meus –)

  • 👂 🔗 Ha neuze e roe... 'Meus aon e roe boued d'ar moc'h pe 'meus ket soñj petra.

    A neuhé roé... Meuz owen roe bwét te moh, pé meus ke joñj pra.

    Et alors il donnait... Je crois qu'il donnait à manger aux cochons ou je ne me rappelle plus quoi.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

  • 👂 🔗 da bemp eur hanter 'meus aon

    [də 'bɛmbəɾ 'ɑ̃ntər mø'zɑɔ̃n]

    à cinq heures et demie je crois

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 klañv eo 'meus aon

    [klɑ̃: ɛ møz 'owən]

    elle est malade je crois

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 c'hoazh zo d'ober 'meus aon

    [hwas so do:r møz ’owən]

    il y en encore à faire [du cidre]

    Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me a soñj din e deu se... deus eu... Marie-George buffet 'meus aon, 'blij ket ken kaer da... d'an direksion, mais... Robert Hue a soñj din a oa... a oa jujet gwelloc'h... en he flas, se eo ma... ma opinion-me met...

    [me ʒɔ̃:ʃ tĩ da ze - dəz ə ... møz ’ɑ:ɔ̃n - bliʃ kə ken kɛ:ɹ də - də dirɛk’si:ɔ̃n - mɛ: - ... ʒɔ̃:s tĩ wa - wa ’ʒy:ʒə ’wɛlɔχ - ni vlɑs ze he̞ mə - mə opi’ni:ɔ̃n me mɛt]

    je pense que cela vient de... de euh... Marie-George buffet je crois, elle ne plait plus trop à... à la direction, mais... Robert Hue je crois était... était considéré mieux... à sa place, ça c'est mon... mon opinion à moi mais...

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 hag e oamp daou pe dri 'meus aon

    [a wɑ̃m do̞w pe dʁi mœz 'o̞wən]

    et nous étions deux ou trois je crois

    Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
    Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-Uhel

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Madigou 'meus aon oa egile

    [ma'di:gu møz 'ɑɔ̃n wa e'gi:le]

    je crois que c'était Madigou l'autre

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'meus aon eo aet d'ar foyer bremañ

    [møz ’ɑɔ̃n ɛ ɛt ta fwɑ’je ’bɔmɑ̃]

    je crois qu'il est allé au foyer maintenant

    Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 'meus aon e vez o chom 'ba an ti menaj hañ

    [jɑ møz own ve ʃɔm ba ti'me:nɑʒ ɑ̃]

    je crois qu'elle habite dans la ferme

    Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 goude, a-benn eu... n'onn ket pegeit e oamp bet aze 'ba an departamant l'Aisne, eu... se a oa... lâret 'meus dit e oa 'ba miz juillet, goude 'ba n'onn ket petore miz goude, e oamp partiet 'ba un departamant all, 'meus aon 'h eo... an Ardennes e oa

    [’gu:de be̞n ə - nɔ̃ kə pe’gɛjd wɑ̃m bed ’ahe bah ən depaɹ’tɑ̃mãn lɛn - ə - ze wa - ’lɑ:ɹɛ møs tid wa bah miz ʒɥijɛ - ’gu:de ba ’nɔ̃kə pe’tɛje mi:z ’gu:de wɑ̃m paɹ’ti:ə bah ən depaɹˌtɑ̃mɑ̃’nɑl - møz ’ɑ:ɔ̃n he̞ - naɹ’dɛn wa]

    après, au bout de euh... je ne sais pas combien de temps nous étions restés là dans le département de l'Aisne, euh... ça c'était... je t'ai dit que c'était au mois de juillet, après, je ne sais plus quel mois c'était après, nous étions partis dans un autre département, je crois que c'est les Ardennes que c'était

    Gant : Jañ ar Bihan, ganet e 1918 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2010, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Bet o chom ur pennad-mat en Pariz. Kalz a c'halleg en e vrezhoneg.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 Meus aon.

    Meus anwo-n.

    [møs ãwon]

    je crois

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Julien