Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

fourrer

boutañ

  • 🔗 ...da voutañ anezhe ?

    [də ’vutɑ̃ nɛ:]

    ...[où vais-je] les fourrer ?

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 ha te a oa boutet aze kar ne ouient ket petra d'ober deus an diaoul-se

    [a te wa 'butəd 'ɑhe kar 'wiɛɲ cə prɑ do:r døz ən 'djowlze]

    et toi on t'avait fourré là car ils ne savaient pas quoi faire de ce diable-là

    Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ne oare ket pelec'h boutañ anezhe

    ['wɑ:rɛ kə ple̞h 'butɑ̃ nɛ:]

    elle ne savait pas où les fourrer

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 me n'onn ket pelec'h 'meus boutet ar re-seoù

    [me nɔ̃ kə ple̞h møz ’butə ’ɾezew]

    je ne sais pas où j'ai fourré ceux-là

    Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 arri eo ar person ! hast buan boutañ ar c'hig dindan an daol !

    [ɑj ɛ ’pɛrsɔ̃n hɑst by:n ’butə hic di’nɑ̃:n do:l]

    le curé est arrivé ! dépêchez-vous de mettre la viande sous la table !

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 traoù na dalvezent mann ebet, e oant boutet 'ba un tamm loch evel-se

    [trɛw na 'dɑlɛɲ mɑ̃n bet wɑ̃ɲ 'butət ban tɑ̃m lɔʃ 'biən və'se]

    des choses qui ne valaient rien, étaient fourrées dans un petit cabanon comme ça

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 kozh traoù a vije boutet e-barzh, neuze e deue en-dro, tout an traoù

    [ˈko̞stɾɛw a viʒe ’butə bɑʁs ’nœ:e de ndʁo̞ ˈtunˌtxɛw]

    on fourrait des vieilles choses dedans [pour alimenter le moteur à vapeur], alors elle fonctionnait, toutes les choses

    Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
    Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ed ha traoù evel-se, ma diwanent, ma tapes lakat anezhe da diwan, e oa sur kwa, aze 'teze ket preñved na traoù all kwa, moarvat ne vezent ket kat da voutañ o fri

    [e:d a tɾɛw və'se ma di'wɑ̃nɛɲ ma 'dɑpɛz 'lɑkə nɛ: 'diwɑ̃n wa zy:ʁ kwa 'ɑ:he tiʒe kə 'pʁẽ̞:vəd na tʁɛw al kwa ma'hɑt viʒɛɲ kə kɑt tə 'vutɑ̃ o vʁi:]

    du blé et des choses comme ça, s'ils germaient, si tu arrivaient à les faire germer, c'était sûr quoi, là tu n'avais pas de vers ni d'autres choses quoi, sans doute qu'ils n'étaient pas capable de fourrer leur nez [vers dans la terre dure]

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 ya, boutañ o fri partout

    [ja 'butə o vʁi: paʁ'tut]

    oui, fourrer leur nez partout

    Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 dam, n'onn ket pelec'h eo en em voutet hennezh ivez met...

    [dɑ̃m nɔ̃ kə ple̞x he̞ nɔ̃n 'vutə hẽ̞:z ie mɛ]

    dame, je ne sais pas où celui-là est allé se fourrer aussi mais...

    Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
    Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.

    Dastumer : Tangi

  • 👂 🔗 'ma ket kavet ta recette, non de die ! n'onn ket pelec'h 'meus boutet anezhi

    [ˈma kə kɑːt ... - nɔ̃ de ˈdiːe - ˈnɔ̃ kə ple̞χ møz ˈbutə nɛj]

    je n'avais pas trouvé ta recette, nom de dieu ! je ne sais pas où je l'ai fourrée

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

fourrañ

  • 👂 🔗 hag eu... lañs a oa war ar gouel-mikael, ezhomm da gaout an arc'hant a-raok eu... a-raok eu... a-raok ar gouel-mikael kwa, ha ma zad-kozh a lâre ordin, « peogwir e c'houlennent e vanke reiñ dezhe » emezañ, hag a-benn ar fin eu... xxx ( ?) ne oaran ket pet bloavezh lañs, pase neuze eñ a oa komañset da lâret « bremañ avat n'int ket kat da fourrañ ac'hanomp er-maez ken »

    [ag ə lɑ̃:s wa waʁ ə gumi'cɛl em də gɑ:d 'nɑʁhɑ̃n ʁo:g ə ʁo:g ə ʁo:g ə gumi'cɛl kwa a mə zat'ko:z 'lɑ:ʁe ɔʁ'din pu 'hu:lɛɲ vɑ̃ŋk ʁɛĩ dɛ: meɑ̃ a bɛn'fi:n ə 'dɛnɛj wa'ʁɑ̃ kə ped 'blɑwəz lɑ̃:s 'pɑse 'nœ:he hẽ̞: wa 'komɑ̃z də lɑ:ʁ 'bʁemɑ̃ vat niɲ kə kɑt fuʁ ɑ̃m me̞:s ken]

    et euh... le paiement de la saint-michel était (avancé ?), il fallait de l'argent avant euh... avant euh... avant la saint-michel quoi, et mon grand-père disait toujours « puisqu'ils demandaient il fallait leur donner » disait-il, et finalement euh... xxx ( ?) je ne sais combien d'années d'avance, dès lors il commençait à dire « maintenant ils ne peuvent plus nous mettre dehors »

    ???

    Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.

    Dastumer : Tangi