Brezhoneg Bro-Vear

Geriadur GALLEG > BREZHONEG 🔄

couture

gwriad

  • 👂 🔗 Ha feiz, goude, evel-just, pa vije krevet unan bennak, feiz, e vije graet un tamm gwriad dezhañ aze quoi.

    A fé, goudé, vèl just, pa vijé kreuved un bénnak, fé, vihé gwèt tamm gwrîet téañ ahé quoi.

    Et ensuite bien sûr, quand l'un d'eux était blessé, on le recousait un peu.

    Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.

    Dastumer : Riwal

gwri

  • 🔗 ar gwri deus ar bragoù

    [ə gwri døz 'brɑ:go]

    la couture du pantalon

    Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.

    Dastumer : Tangi

  • 🔗 war an tu gin : an tu-gwri er-maez

    war tu gi-n : tu grwi mèz

    [waʁ ty gin ty gʁwi mɛz]

    à l'envers : les coutures dehors

    Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.

    Dastumer : Julien