Brezhoneg Bro-Vear

🡼

An derez-kevatal

Tangi YEKEL, here 2019

An derez-kevatal a vez graet équatif dioutañ en galleg. Evit an anvioù-gwan hag an adverboù eo ar framm ken... ha/evel a vez implijet hag evit an anvioù-kadarn eo ar framm memes... evel/gant/da/ha.

[^] 1. An adverb ken

[^] Stumm

Distaget e vez kén [ken] an adverb keñveriañ kementadoù ken. Ar stummioù ker ha kel n'int ket anavezet en Bro-Dreger.

Un toulladig anvioù-gwan o devez ur stumm direizh en derez-kevatal :

ken matkenkoulz/koulz (aussi bien)
ken braskement (aussi grand)
ken hirkeit (aussi long)
ken fallken gwazh (aussi mauvais)

a-benn neuze n'eo ket koulz evit ar bloaz neuze

kenkoulz ha te e oare brezhoneg ivez

hag e oan bet en e gichen hag e oa kement ha me

keit ha ma biz-meud

ken gwazh ha biskoazh

Klevet e vez ivez ar stummioù reizh ken mat, ken bras, ken hir ha ken fall :

n'on ket arri ken fall-se c'hoazh !

ken fall evel 'deus graet kwa

n'eo ket ret mont da lâret ken hir-se

ne vezont ket ken mat evel ar pouleioù

ken mat ha me

ken bras an eil hag egile

teir gwech ken bras ha amañ

Ne gav ket dimp zo diferañsoù a ster pe a implij etre ar stummioù reizh ha direizh.

[^] ken... ha

Framm reizh an derez-kevatal eo ken + anv-gwan/adverb + ha :

ken uhel hag an terrest

Ken kozh hag an douar.

ken divalav ha me

Degaset e vez an islavarenn er yezh standard gant ma. Ne vo ket klevet gwech ebet en hom brezhoneg :

neblec'h ebet ne oa ur chistr kenkoulz ha (ma) veze amañ

ken munut ha (ma) karez gant hennezh bepred

Hini ebet ne oa ken vil ha (ma) oa hennezh

[^] ken... evel

N'eo ket ken reizh sañset eil framm an derez kevatal, ken + anv-gwan/adverb + evel. Un tamm mat nebeutoc'h e vez klevet evit ken... ha pa vez un anv-kadarn evel elfenn keñveriañ. N'hon eus ket nemet ar c'hwec'h skwer-mañ en hom c'horpus (evit war-dro 50 skwer en ken... ha + anv) :

kement brezhoneg evel galleg a gaoze an hini bihan ?

jeuioù ken brav evel ar reoù zo bremañ.

ken garz evel homañ

Ar pouleioù a vez prenet ne vezont ket ken mat evel ar pouleioù a vez savet 'barzh ar gêr.

kat da c'horo koulz evel gant an dorn

'h ae ken prim ur c'hoz 'ba an douar evel ur pesk 'ba an dour

Aezetoc'h e vez implijet pa vez un adverb evel elfenn keñveriañ :

d'ar c'houlz-se ne diloje ket an dud ken alies evel bremañ

Gant un islavarenn war-lerc'h avat e vez klevet kalz aliesoc'h ken... evel evit ken... ha :

a-benn neuze 'tez ket anezhañ ken komplet evel ec'h a a-raok alemañ

me n'on ket ken garz evel 'meus an aer kwa

ken prim ha ken divalav evel... evel e kar kwa

ne oant ket ken garz evel int bremañ

Diwar-se e c'hallomp tennañ ur reolenn implij. Ma n'eus islavarenn ebet e vo graet kentoc'h gant ken... ha. Ma zo un islavarenn e vo klevet muioc'h ken... evel.

[^] Ereadurezh

Ur rannig-diskouez a c'hall bezañ ouzhpennet d'an anv-gwan. Kazi ordinal e vo -se :

met ar re-se ne dorront ket ken aezet-se kua

ar Vretoned n'int ket ken poli-se

n'int ket ken stank-se

Posubl eo kaout -mañ ivez, met ral-kaer eo :

ral eo gwelet unan ken... ken kaer-mañ kwa

Degas a ra Mélanie Jouitteau da soñj penaos « le second terme peut aussi n'être pas prononcé du tout » (La comparaison) :

na vo ket ken klañv

ne gredan ket e vije ken start ober ur c'hannañ

Gouez da Jul Gros, « aussi... l'un que l'autre s'exprime par la répétition du comparatif d'égalité » (TDBP3, 1984, p.246) :

ken kreñv ha ken kreñv int (ils sont aussi forts l'un que l'autre)

an togoù-mañ a zo ken brao ha ken brao (ces chapeaux-ci sont aussi beaux les uns que les autres)

Ur skwer heñvel hon eus :

ken bras ha ken bras int.

Hervez Francis Favereau, « par pur effet de style, il arrive que ken et l'adjectif précèdent le nom » (1997, p.84) :

ken gwazh pec'hed (un si vilain péché)

Ral eo ar framm-se. Soñjal a ra dimp ne vez ket klevet nemet e krennlavarioù ken :

Ken bras laer eo an hini a delc'h mat ar sac'h evel an hini a lak e-barzh.

Notennomp da heul Favereau en deus « ken parfois valeur d'exclamatif » (idem, p.85) :

he blev ken melen ! (sa chevelure si blonde !)

Skwerioù evel-se hon eus :

Arru eo ken uhel !

mont da gerc'hat ar re-se all, ken uhel e-krec'h aze !

An tregerieg zo e-mesk « ces parlers [qui] ont tendance alors à ajouter all à l'adjectif, par renforcement (sémantique et phonétique) » (Favereau, idem). Stank eo ar stumm-se en hom brezhoneg :

ar pothouarn a oa ken du all

ken fin all

zo ken gwazh all

ken nebeud all

[^] Taol-mouezh

Kemer a ra ken an taol-mouezh pa vez dirak ur ger unsilabennek :

jeuioù ken brav : jeuio kén braw

ken ker ha gwin : kén kér a gwi:n

Pa vez staget ur rannig-diskouez deus ur ger unsilabennek eo hemañ diwezhañ a vo taol-mouezhiet :

ken kozh-se : kén kos sé

ken prim-se : kén prum zé

[^] 2. An anv-gwan memes

Distaget e vez an anv-gwan memes, même, mõmes ['mɔ̃məs] peurvuiañ, mèmes ['mɛməs] a-wechoù pe mõs [mɔ̃s] pa vez kaozeet prim. Gantañ e vez stummet an derez-kevatal evit an anvioù-kadarn. Ar framm zo gant memes + anv + evel/gant/ha/da. 

[^] memes... evel

Evel eo an araogenn implijet ar muiañ, gant 33 skwer (hep islavarenn war-lerc'h), da lâret eo 56% deus an hollad :

Ne oa ket ar memes buhez evel bremañ quoi.

'neus ket derc'het 'ba ar memes vites evel an hini a vije oc'h ober kwa

ne oa ket memes tu eveltañ

D'ober zo diwall gant an niver-se avat dre an avani e vo kavet 26 gwech diwar 33 an droienn memes tra evel, la même chose que :

memes tra evel ur c'hi chase

memes tra evel ar reoù a oa o labourat 'ba minioù glaou douar

se zo kazi memes tra evel gwechall

hoñ a oa ar memes tra evel gazeg ofiser

Talvezout a ra ar boan renabliñ an anvioù-kadarn a gaver a-raok an araogenn evel : tra (sens abstrait), buhez, vites, stumm, mod, tu (technique).

En degouezhioù ma kaver un islavarenn war-lerc'h an derez-kevatal e vo bep tro choazet an araogenn evel (7 gwech diwar 7) :

n'int ket savet 'ba ar memes stumm evel e oamp savet ni

memes tra evel 'tije tremenet ul lim

e vije memes tra evel gwriat gant ur mikanik aze

ha goude ne ra ket anezhañ memes mod evel a ran me

n'int ket savet 'ba ar memes stumm evel e oamp savet ni

Adkavet a reomp ar pezh a lâremp c'hoazh diwar-benn ar framm ken... evel dirak islavarenn, an araogenn evel a vez implijet peurvuiañ evit degas un islavarenn.

[^] memes... gant

An eil araogenn implijet ar muiañ eo gant, 24 skwer (40,5%) :

hag unan zo ganet memes deiz ganin

'h eo memes oad gant mamm

Honnezh a oa e-barzh ar memes klas ganin ivez

memes oad ganin 'h eo he den

Ma'c'h out e-barzh ar memes uhelder gant an nen ma kerez

hennezh zo ar memes hini ganimp ivez

Setu an anvioù kadarn a vez kavet an araogenn gant war-o-lerc'h : uhelder, oad, ras, liv, tu (côté), hed, deiz, taol, oto, miz, klas (salle de classe).

E-se e seblant evel bezañ implijet kentoc'h war-lerc'h anvioù-kadarn difetis (tra [sens abstrait], buhez, vites, stumm, mod, tu [technique]...) ha gant war-lerc'h anvioù kadarn a dalvez da vuzurioù (oad, uhelder, hed...), da garakteristikoù (liv... ), da draoù fetis (oto, taol...), da verkoù spas (klas, tu...) pe amzer (miz, deiz...).

Ma 'h eo eil tamm ar c'heñveriañ un adverb (amzer da skwer), n'hallo ket an nen implijet gant, implijet a rey evel. Normalamant e kaver an araogenn gant war-lerc'h an anvioù hini ha re, a verk traoù pe tud fetis :

hemañ, memes hini gant hennezh sell

memes hini ganeoc'h

hennezh zo ar memes hini ganimp ivez

n'eo ket ar memes reoù gant reoù...

Nemet pa vez un adverb war-lerc'h (amañ an adverb amzer a-raok), neuze e vo implijet evel :

ar memes hini evel a-raok ?

[^] memes... da/ha

N'eo ket stank, na tost, an araogenn da hag ar stagell ha. N'hon eus ket nemet ur skwer pep hini (1,5% deus an hollad pep hini) :

eñ a oa deus... memes oad din

ne vez ket komzet toutafet memes brezhoneg amañ ha 'ba 'h Morbihan

Da notenniñ evit achuiñ ur skwer fentus ha da wiriekaat e-lec'h emañ evel ha da asambles :

kavet a raen ne oa ket hemañ memes tra evel d'egile