Brezhoneg Bro-Vear

🡼

An derez-uheloc'h

Tangi YEKEL, c'hwevrer 2017

Mont da gomz deus ar pennad-mañ war ar forum

[^] 1. Stummañ an derez-uheloc'h

Stummet e vez an derez-uheloc'h en ur lakaat an dibenn –oc'h d'an anv-gwan :

n'eo ket dam da se e veze kaeroc'h an traoù (ce n'est pas pour ça que les récoltes étaient plus belles)

Kas a reomp da bennad al lec'hienn Arbres evit un dielfennadenn glokoc'h.

Gant an derez-uheloc'h ec'h a kensonenn diwezhañ an anv-gwan war galetaat ordinal :

kapabl kapap ➜ kapaploc'h kapapoc'h

fonnus võnus ➜ fonnusoc'h võnusoc'h

abred abrét ➜ abretoc'h abrétoc'h

izel izel ➜ izeloc'h izèlloc'h

Anvioù-gwan zo o dez ur gensonenn vut er fin hag a chom mut en derez-uheloc'h :

skañv skã ➜ skañvoc'h skãoc'h

nevez néwé ➜ nevezoc'h néwéoc'h

hardizh hardi ➜ hardishoc'h hardioc'h

Adkavet a raer ar memes stummioù direizh hag e lec'h all en dachenn vrezhonek :

mat ➜ gwelloc'h / gwell kalz ➜ muioc'h fall ➜ gwashoc'h

[^] 2. Stummañ an derez-uheloc'h gant muioc'h

Ne gaver ket en hom c'horpus a anvioù-gwan-verb a vefe lakaet an dibenn –oc'h dezhe d'ober an derez-uheloc'h. Koulskoude e lâr Favereau (1997, p.87) « e ra an anv-gwan-verb ar memes tra : avañsetoc'h plus avancé (& savetoc'h fig.) karetoc'h plus aimé etc. »

Techet da vat eo hom brezhoneg bremañ da lakaat ar ger muioc'h dirak an anv-gwan. Geuilh a ra dre-se ar framm gallek plus + anv-gwan. Evel-se e komz Favereau deus ar jeu-se (idem) :

« Mais on tend à employer de plus en plus la forme longue (avec muioc'h Ph) : muioc'h sorc'hennet davantage obsédé. C'est parfois également le cas des déverbaux (ex. muioc'h distag mieux détaché) ou des adjectifs longs d'emprunts récents (ex. muioc'h difisil plus difficile, muioc'h kontant plus satisfait). »

Skwerioù gant anvioù-gwan-verb :

muioc'h enervet e oac'h a-raok (vous étiez plus énervés avant)

... a oa muioc'h pozet (elle était plus posée)

Skwerioù gant anvioù-gwan amprestet nevez zo :

me a gav anezhañ muioc'h interesant (moi je le trouve plus intéressant)

hag e oa deut muioc'h kalm da vên 'meus ket… (et elle était devenue plus calme puisque…)

muioc'h direg eo (c'est plus direct)

n'out ket muioc'h savant eviton war se ivez (tu n'es pas plus savant que moi sur ce sujet non plus)

Souezhusoc'h c'hoazh, techet eo ar framm-se da vezañ implijet gant anvioù-gwan hag a vez implijet kalz :

pa vije sonerien muioc'h solut quoi (quand il y avait des sonneurs plus solides quoi)

n'eo ket kalz muioc'h yen an dour evit 'h eo er-maez (l'eau n'est pas beaucoup plus froide qu'elle n'est dehors)

met « trouskan » zo muioc'h sec'h eviton (mais « trouskan » c'est plus sec pour moi)

Ar memes anv-gwan a c'hall bezañ implijet gant an eil framm pe egile, gant ar memes den :

muioc'h kurius (plus curieux)

kuriusoc'h (plus curieux)

Komzet hon eus uheloc'h deus hardishoc'h stummet diwar hardizh. Gallet a ra bezañ implijet gant muioc'h ivez :

pa ne oa ket nemet unan, neuze oa muioc'h hardi ivez (puisque il n'y en avait qu'un, il était plus téméraire aussi)

[^] 3. An derez-uheloc'h a-raok an anv

Sañset e kaver an derez-uheloc'h war-lerc'h an anv emañ o toareañ :

eo ret ober bas tevoc'h un tamm mat (il faut faire une pâte bien plus épaisse)

Koulskoude avat hon eus un toulladig skwerioù e-lec'h e kaver an derez-uheloc'h a-raok an anv :

ar re-se zo gwelloc'h kizhier evit ar reoù a vez roet boued dezhe a-hent-all (ceux-là sont de meilleurs chats que ceux auxquels on donne à manger)

gwelloc'h yec'hed deoc'h ! (meilleure santé à vous [à des gens malades] !)

ne lakin ket brasoc'h pothouarn a-se war an tan (je ne mettrai pas un plus grand chaudron que ça sur le feu [je ne mettrai pas d'eau dans mon vin])

aezetoc'h hent eo (c'est une route plus facile)

Hervez Yann Gerven (Ya ! niv. 608) « e c'heller lakaat an anv-gwan a-raok an anv evit pouezañ war an anv-gwan. »

[^] 4. Eil tamm ar c'heñveriañ

Eil tamm ar c'heñveriañ a vez degaset gant an araogenn evit.

eñ eo brasoc'h e selloù evit e vouzelloù (il a les yeux plus gros que le ventre)

Gallet a ra bezañ eil tamm ar c'heñveriañ ul lavarenn emboestet degaset gant evit (cf. les comparatives de supériorité) :

bepred zo malurusamant ha muioc'h evit a soñj gant an dud (il y en a toujours malheureusement et plus qu'on ne pense)

Da heul Ar C'hlerg (1906) e tegas da soñj Jouitteau dimp : « le comparatif de supériorité est souvent suivi en breton de a-se, a-ze, “par suite de cela”. » En hom brezhoneg e klever –zé :

muioc'h-se e c'honezont, muioc'h-se 'dez ezhomm  (plus ils gagnent, plus ils ont besoin)

n'eo ket nemet gwelloc'h-se (ça n'en est que mieux)

[^] 5. An derez-uheloc'h hag an adverboù

Gallet a ra adverboù zo stummañ an derez-uheloc'h ivez. Adverboù spas hag amzer spesialamant evel :

e-krec'h ➜ krec'hoc'h kwéhoc'h (plus haut)

ar feunteun a oa krec'hoc'h (la fontaine était plus haut)

met 'ba ar stank neuze e oa... e oa... e oa... e oa muioc'h (andon ?) evit eu... 'ba ar feunteun krec'hoc'h (mais dans le lavoir alors il y avait... avait... avait... avait plus de (source ?) presque que euh... dans la fontaine plus haut)

e-traoñ ➜ traoñoc'h trowoc'h (plus bas)

chapel Maodez e oa hoñ, e oa traoñoc'h evit du-mañ hañ, hoñ a oa ur chapel vrav hañ, lesket da gouezhañ (c'était la chapelle Maodez, c'était plus bas que chez moi hein, c'était une belle chapelle hein, laissée en ruine)

a-raok ➜ a-raokoc'h rokoc'h (précédemment)

a-raokoc'h e lakaent ouzhpenn (précédemment ils mettaient davantage)

[^] 6. Frammoù evel gwelloc'h-gwell

Frammoù evel gwashoc'h-gwashañ, muioc'h-mui, gwelloc'h-gwell ha kement zo ne seblantont ket bezañ anavezet en hom brezhoneg.

[^] Framm gant muioc'h + anv-gwan

muioc'h dañjerus

Muioc'h fur eo da c'hoar bihan evitout neuze ?

muioc'h lufr kwa

muioc'h devod

eben all neuze a oa muioc'h nervus

muioc'h kourajus eo ar reoù vihan evit ar reoù vras

neuze eo muioc'h gwerrouz

deus e vamm eo muioc'h hañval marteze

deus beure e vezont muioc'h diskuizh

Met ma vijent bet muioc'h poazh e vije bet.