Brezhoneg Bro-Vear

🡼

An dibenn -a en U3 en amzer a-vremañ

Tangi YEKEL, eost 2019

Un dra dibar deus Kreiz-Breizh ha Bro-Wened eo an dibenn -a en drivet gour unan en amzer a-vremañ. Kement-se a degas Favereau da soñj (1997, p.194) :

« à la troisième personne, -a (attesté en vieux-breton – RH 182) n'est courant qu'à l'Est de la Cornouaille (Pélem) et dans le Vannetais (pays Pourlet) où son emploi est devenu quasi-systématique, à partir de la conjugaison à thème A » (Favereau, 1997, p.194).

Sell aze un toulladig skwerioù roet gant Favereau :

henn'zh 'gonta difounn
pe 'zalc'ha mont
war-wel 'choma pell

N'eo ket anavezet er yezh standard ma vez implijet radikal ar verb hepken :

°alies e sko traoù
°ne sko ket

Stank eo an dibenn -a e bro Vear. Brezhonegerien deus hanternoz (Perwenan) ha gwalarn Bro-Dreger (Ploubêr) o deus bet lâret dimp c'hoazh e oant souezhet gant ar fed-se, dianavezet gante. Ne soñj ket dimp e vefe ur roud dioutañ e brezhoneg Plougouskant kennebeud (Jean Le Dû, 2012). War a seblant emañ bro Vear war bevenn an takad ma vez implijet an dibenn -a. Levezon ar c'herneveg a weler aze ha moarvat eo nevez a-walc'h.

E-se hon eus plêet gant an dibenn-se ha kavet hon eus un dra dic'hortoz. Drol a-walc'h eo, ne vez implijet nemet er stumm-nac'h kazi. Diwar ar 155 skwer serret ganimp, 153 anezhe zo er stumm-nac'h, da lâret eo 99%. Sell aze an daou skwer nemetañ er stumm-ya :

ouzhpenn e vanka

ar sizhun a dremena

Diwar-se e c'haller embann eo posubl an dibenn-se er stumm-ya, ral-kaer eo avat. War ar poent-se en em dishañvala hom brezhoneg deus hini Kernev.

Kontet hon eus en daolenn dindan pet gwech e weler an dibenn -a er stumm-nac'h :

verb stumm-nac'h gant an dibenn -a pet gwech etretout (gant an dibenn -a pe hepañ) dregantad
bale ne valea ket 1 1 100%
bevañ ne veva ket 1 1 100%
boujañ ne vouja ket 1 1 100%
brankañ ne vranka ket 1 1 100%
chom ne choma ket 4 15 26%
chutañ ne chuta ket 1 1 100%
debriñ ne debra ket 6 8 75%
degas ne degasa ket 1 1 100%
deskiñ ne deska ket 2 2 100%
deviñ ne deva ket 2 2 100%
dimeziñ ne dimeza ket 1 1 100%
direñjiñ ne direñja ket 1 2 50%
diskenn ne diskenna ket 1 1 100%
diskregiñ ne diskroga ket 1 1 100%
diskwel ne diskwela ket 1 1 100%
distignañ ne distigna ket 1 1 100%
dizoblijañ ne dizoblija ket 1 1 100%
doujañ ne douja ket 1 1 100%
evañ n'eva ket 5 5 100%
goull n'houlla ket 6 18 33%
goût ne oara ket 4 31 13%
gwelet ne wela ket 3 3 50%
hadañ ne hada ket 1 1 100%
hejañ ne heja ket 1 1 100%
heuilh ne heuilha ket 1 1 100%
kanañ ne gana ket 3 3 100%
kaozeal ne gaozea ket 13 17 76%
kavet ne gava ket 7 12 58%
kemer ne gemera ket 1 1 100%
kerzhet ne gerzha ket 1 2 50%
klask ne glaska ket 3 3 100%
koll ne golla ket 1 1 100%
komañs ne gomañsa ket 1 1 100%
komz ne gomza ket 1 1 100%
kouezhañ ne gouezha ket 2 3 66%
kousket ne gouska ket 1 1 100%
koustañ ne gousta ket 1 1 100%
krediñ ne greda ket 2 3 66%
kregiñ ne groga ket 1 1 100%
labourat ne laboura ket 5 7 71%
lâret ne lâra ket 4 10 40%
mankout ne vanka ket 20 20 100%
menel ne vana ket 2 3 66%
mervel ne varva ket 1 2 100%
mirout ne vira ket 1 1 100%
padout ne bada ket 1 2 50%
plijout ne blija ket 6 54 11%
rentañ ne renta ket 3 3 100%
respektiñ ne respekta ket 1 1 100%
respont ne responta ket 1 1 100%
selaou ne selaoua ket 1 1 100%
sellet ne sella ket 2 6 33%
serriñ ne serra ket 1 1 100%
sevel ne sava ket 2 2 100%
soniñ ne sona ket 2 2 100%
soñjal ne soñja ket 2 11 18%
spontañ ne sponta ket 1 1 100%
stagañ ne staga ket 4 4 100%
stokañ ne stoka ket 1 1 100%
talvezout ne dalva ket 1 39 2,50%
telefoniñ ne delefona ket 2 2 100%
tremen ne dremena ket 2 2 100%

Gwelet a raer zo a-bep-sort, etre verboù evel mankout hag a gemer an dibenn -a bep gwech ha reoù all evel talvezout ha ne gemeront ket anezhi nemet ur wech an amzer. Kalz a verboù n'eus ket nemet ur skwer pe daou dioute, ha trec'h an dibenn -a peurvuiañ.

Seblantout a ra dimp e c'hall an holl verboù reizh kemer an dibenn-se. 153 gwech hon eus an dibenn -a diwar un hollad a 328. Ar pezh a ra un dregantad a 46,6%, da lâret kazi ur wech diwar div, un tamm mat memestra.

Ur goulenn a chom neuze, petra zo kaoz en deus hom brezhoneg lonket ken aezet an dibenn -a er stumm-nac'h, ar pezh n'eo ket gwir evit ar stumm-ya ? Gallet a reomp ober ar vartezeadenn e vez aezetaet an taol-mouezh drezañ. Ar verboù unsilabennek o gwrizienn-verb da skwer a deu da vezañ divsilabennek, gant an taol-mouezh war ar silabenn diwezhañ :

(ne) sona ket
(ne) sella ket
(ne) vira ket

Gallet a ra aezetaat an distagadur e degouezhioù zo ivez. Aze e soñjer e-barzh ne respekta ket. Feiz, n'int ket nemet martezeadennoù...