Brezhoneg Bro-Vear

🡼

An doare-gourc'hemenn

Tangi YEKEL, eost 2019

[^] 1. Morfologiezh

Sell aze stummioù doare-gourc'hemenn ar yezh standard :

verboù reizh ober bezañ kaout mont dont
U1 am bezet
U2 kan gra bez az pezet a, kae deus
U3 kanet graet bezet en / he devezet aet deuet
L1 kanomp graomp bezomp hor bezet eomp / deomp deomp
L2 kanit grit bezit ho pet, ho pezet it / kit deuit
L3 kanent graent bezent o devezet aent deuent

[^] Verboù reizh

Gouez da Favereau « n'en deus an doare-gourc'hemenn nemet tri stumm (U2, L1, L2) hag a vez implijet da vat : dihun, dihunomp, dihunit ! » (1997, p.198). Gwir eo evit hom brezhoneg, n'hon eus ket klevet stumm ebet evit an U1, U3 nag L3.

Evit an U2 n'en em dishañvala ket brezhoneg Bear deus ar standard. Radikal ar verb an hini a vez implijet :

debr, evel-se e teuio barv dit !

Er stumm-nac'h avat e vez implijet bep gwech stumm an amzer-vremañ gant an dibenn -ez :

(na) skoez ket anezhañ en traoñ !

N'hon eus skwer ebet gant ur radikal hepken en degouezhioù-se. Komz a rae Jul Gros c'hoazh deus an emdroadur-se er bloavezhioù 1960 (idem, p.29) :

« L'impératif négatif de la seconde personne singulier prend souvent la forme du présent de l'indicatif à la même personne. »

Evitañ e oa posubl c'hoazh kaout an daou stumm :

n'ez (n'a) ket d'ober se !

na rez (na ra) ket a drouz !

na skoez (na sko) ket evel-se gant al loened !

Bremañ n'haller ket ken, ha moarvat eo abalamour d'an ezhomm a oa da dishañvalaat stumm U2 an doare-gourc'hemenn deus stumm U3 an amzer-vremañ :

°(na) ra ket a drouz ! (ne fais pas de bruit !)
°(ne) ra ket a drouz (il ne fait pas de bruit)

Gant ar verboù emober e vo ar memes kont. Kavet a raio an nen en em hag ar radikal war-lerc'h er stumm-ya :

en em servij da-unan hañ ! nõn zèrvij dehun ã !

Er stumm-nac'h e vo ouzhpennet an dibenn -ez d'ar verb :

n'en em direñjez ket dam din ! nõn dirẽjés ke dãm dĩ !

Kement ha komz deus ar stumm-nac'h zo d'ober lâret diouzhtu ne vez klevet kazi gwech ebet ar rannig-verb na :

(na) chomez ket da drenañ evel-se : chomés ked de drègnañ

(na) skoez ket anezhañ : skoés ke néañ

(na) rit ket gwad fall : ré ke gwat fal

(na) dorrez ket da benn : dorés ke de bènn

(na) vezez ket nec'het : vés ke néhet

N'hon eus nemet ur skwer e-lec'h e vez klevet [nə] :

na voujez ket : ne voujés ket

Na pa ne vez ket klevet na ec'h ouvezer emañ aze dre ar c'hemmadur dre-vlotaat a vez war-e-lerc'h.

Evit ar stumm L1 e seblant hom brezhoneg termal etre an dibennoù -omp ha -amp :

lakomp se aze : lakãm zé ahé

lakomp se evel-se : lakõm zé visé

Er stumm L2 eo an dibenn -et a gaver, distaget [ət] er stumm-ya hag [e] / [et] er stumm-nac'h (disparesañ a ra ar soniad [t] a-wechoù) :

(na) debrit ket re brim ! dèbé ke ré brum !

Sell aze taolenn ar verboù reizh (en lizherennoù tev ar stummioù bet klevet ganimp) :

stumm-ya stumm-nac'h
U2 kãn gãnés ket
L1 kãnõm / kãnãm gãnõm ket / gãnãm ket
L2 kãnet gãné(t) ket

[^] Ober

Ar verb ober en deus evit an U2 ur stumm grez distaget [gwe̞s] kazi ordinal :

gra e rodoù dezhañ ! gwêz i rojo déã !

Ur wech bennaket eo degouezhet dimp klevet [ge̞s] :

ale gra ! alé gês !

Evit ar stumm L2 grit e vez klevet [gwe̞t].

Er stumm-nac'h e klevfomp (na) rez ket ['ʁeskət] en U2 ha (na) rit ket ['ʁekət] / ['ʁetkət] en L2.

Ar stummioù L1 evit ar stumm-ya hag ar stumm-nac'h n'hon eus ket serret. Roet e vezont gant Yann an Du (brezhoneg Plougouskant ha Bear a seblant bezañ hañval-kaer ur wech c'hoazh) : « gwêm » ha « réõm ket » (2012, p.82) :

stumm-ya stumm-nac'h
U2 gwês / gês rés ket
L1 gwêm ??? réõm ket ???
L2 gwêt ré(t) ket

[^] bezañ

Evit an U2 a vez klevet bez [bes] :

bez fur ! béz vur !

Hag evit al L2 eo bet [bét] an hini a vez klevet :

bezit fur ! béd vur !

Adkavet a raer ar memes stummioù, kemmet avat, er stumm-nac'h :

(na) vez ket trubuilhet ! vés ke trubuilhet !

(na) vezit ket jenet ! vét ke jénet !

Souezhet omp n'en defe ket Yann an Du dastumet ar stummioù diwezhañ-se. Lâret a ra-eñ penaos « à la forme négative, on a recours à des périphrases » (idem, p.78) :

n'ez ket da vezañ (ne sois pas)

n'it ket da vezañ (ne soyez pas)

N'hon eus ket dastumet stumm ebet evit al L1. Dam da se e kopiomp hini Yann an Du evit ar stumm-ya. Diduzañ a reomp véõm ket evit ar stumm-nac'h, met n'omp ket sur diouzhimp :

stumm-ya stumm-nac'h
U2 bés vés ket
L1 béõm ??? véõm ket ???
L2 bét vé(t) ket

[^] Kaout

Ne vez ket implijet en doare-gourc'hemenn ken. Yann an Du ne roa ket stumm ebet ivez.

Chom a ra ur roud dioutañ avat en dro-lâr skornet ho pet soñj > pechoñs (pensez-donc !) distaget péchõs [pe'ʃɔ̃:s], pichõch [pi'ʃɔ̃:ʃ] pe péjõs [pe'ʒɔ̃:s] :

ar wetur gant rodoù kaoutchou, pechoñs hañ !

Heñ a oa stad en ennañ pichoñch !

pechoñs !

A-hend-all e vo implijet perifrazennoù :

n'ez ket da gaout aon ! (n'aie pas peur !)

[^] Mont

Evit ar stumm U2 e vo klevet kae [ke̞] pe kez [ke̞s] :

kae penn all du-hont

kez d'ar gêr neuze

Ar stumm L1 a vo graet en deomp [de̞m] :

deomp war-raok !

Evit ar stumm L2 e klevfomp kit distaget [ke̞t] :

kit d'an ti ! kêt ten ti !

Er stumm-nac'h e vo klevet n'ez ket ['neskət] ha n'it ket ['nekət] / ['netkət] evit an U2 hag al L2 :

n'ez ket aze hañ !

n'it ket du-hont, n'it ket du-hont !

Stumm ebet n'hon eus dastumet evit al L1 er stumm-nac'h :

stumm-ya stumm-nac'h
U2 kê / kês nés ket
L1 dêm n'éõm ket ???
L2 kêt né(t) ket

[^] Dont

Ar stummioù deus [dœs], deomp [de̞m], deuit [dœt] a gaver er stumm-ya.

Er stumm-nac'h e vo klevet (na) deuez ket ['desket] ha (na) deuit ket ['dekət] / ['detkət] en U2 hag el L2 :

(na) deuez ket amañ ! dés ked ãmã !

(na) deuit ket amañ ! dét ked ãmã !

N'eus ket bet serret stumm ebet evit al L1 :

stumm-ya stumm-nac'h
U2 deus dés ket
L1 dêm déõm ket ???
L2 deut dé(t) ket

D'achuiñ ar rannbennad-mañ eo interesant menegiñ ar pezh a lâr Favereau (idem, p.198) :

« À noter encore (d'après J.Y. Plourin) que l'accent peut basculer sur la fin, pour distinguer le S2 de l'infinitif, comme dans diskenn ! [dis'kɛ̀n] descends (infinitif ['diskən]), diwall ! [di'wal] prends garde (/ infinitif ['diwəl]) [...] »

Peadra zo d'en em soñjal, kar a-wechoù e seblant dimp bezañ gwan gwan an taol-mouezh.

[^] 2. Ereadurezh

Mat eo menegiñ e c'hall an anvioù-verb bezañ implijet en doare-gourc'hemenn. Evel-henn e lâr Jul Gros diwar-benn se (TDBP1, 2000, p.25) :

« l'impératif est souvent rendu par l'infinitif qui, étant impersonnel, adoucit l'expression du commandement »

Reiñ a ra ar skwerioù dindan :

hastañ ! hastañ ! (dépêchez-vous ! dépêchons-nous !)

debriñ hep naon, neuze ! (mange sans faim alors !)

mont er-maez ! (sors ! sortez !)

reiñ peoc'h ! (tais-toi !)

Bezañ hon eus skwerioù gant reiñ peoc'h :

reiñ peoc'h un tamm ! (taisez-vous un peu !)

reiñ peoc'h da tout an dud zo aze ! (taisez-vous pour tous les gens qui sont là !)

Pe c'hoazh gant bezañ :

bezañ fur peotramant 'to ket kouignaoua !

Remerkiñ a ra Melani Jouitto en he fennad diwar-benn an doare-gourc'hemenn penaos « le mode impératif est un des seuls environnements syntaxiques où un pronom objet peut apparaître au cas direct » :

mar klask repu du-se, daskorit-eñ dimp

N'hon eus ket dastumet nemet ur skwer evel-se maluruzamant :

mir-eñ evitout !

Ma eo posubl an implij-se e vefe interesant-kaer. A-hend-all eo an araogenn a displeget an hini a vo klevet bep gwech war-lerc'h an doare-gourc'hemenn evit ar renadenn eeun :

kred ac'hanon !

heuilh ac'hanomp !

lam anezhe !

sko anezhañ tout e-barzh hardi !

Laosk anezhi !

Sachañ a ra ivez Jouitto hom evezh war ur framm evit reiñ d'unan bennaket an urzh d'ober un dra bennaket :

« Le verbe au mode impératif peut prendre pour objet une structure causative. Le sujet de cette structure causative, lorsqu'il est réalisé, est introduit par da. La proposition objet, elle, n'est pas introduite par une préposition. »

Reiñ a ra ur skwer :

gra dezañ redeg eun tregont kammed, emezañ

Un toullad skwerioù a-sort-se zo en hom c'horpus :

gra dezhañ klozañ e gambr !

gra dezhañ diskenn !

ya, gra dezhañ tevel ya !