Brezhoneg Bro-Vear

🡼

An estlamm

Tangi YEKEL, miz c'hwevrer 2016

Mont da gomz deus ar pennad-mañ war ar forum

War-baouraat ec'h a ar brezhoneg en deiz-a-herie, ha diskwelet mat e vez kement-mañ gant implij ar gerioù-estlamm er gaoz. War ar poent-se eo bras an touflez etre an nevez-vrezhonegerien ha rummadoù diwezhañ ar vrezhonegerien a-vihannik. Ar re diwezhañ-mañ a derc'h d'ober gant un toullad-mat a c'herioù-estlamm, e-kichen ar re gentañ o deus nebeut ha ne reont ket nemeur gante. Techet e vez an nen d'amprestiñ diwar ar galleg ('fin ! enfin ! ah bon ! d'accord ! alors !...). Daou broblem a sav neuze : leun eo betek re ar brezhoneg gant an amprestoù vil-se ha ne lârer ket ken aezet e soñj.

Ar pezh 'meump dastumet, e-keñver ar pezh 'neus serret Jules Gros (« L'exclamation et l'interjection » p. 427, 1984), a diskwel zo ur bern gerioù-estlamm c'hoazh e kaoz ar rummadoù brezhonegerien diwezhañ. Nebeutoc'h avat evit ar rummadoù kent. Troioù evel aiou ! adiaou ! siwazh ! a-toue ! chao ! yao ! foei ! harao ! a seblant bezañ kollet-libr herie. Gant un tonton kozh din 'ma klevet evel-henn : pa oa yaouank ne gomprene ket ur gaoz hag a gleve alies gant ur plac'h kozh, dal 'ta ! (tiens donc !). Biskoazh 'neus tapet goût petra a sinifie.

Diskwel a ra koulskoude hon dastumadeg eo lies ha pinvidik ar gerioù-estlamm implijet herie-an-deiz. Un tri-ugent bennak 'meump serret, hag a c'hall bezañ mesket evel er skwerioù dindan :

Ya da moarvat ! (oh oui bien sûr !)
Hañ feiz avat neuze ! (ah oui d'accord !)
Dam geo moarvat avat ! (bien sûr que si !)
Ac'hañ dam neuze ! (ah bon alors !)
Ah ya kwida hañ ! Ya 'vat hañ ! (ah oui quoi hein ! mais oui hein !)
Dam ya 'vat moarvat hañ kwida ! (oh mais oui bien sûr hein quoi !)

Un nerzh krouiñ eo hag a-bep-seurt santimantoù a c'hall bezañ eztaolet dreze : an asantamant, ar souezh, ar mousfent ha kement zo. War ar poent-se e kaver ur stumm hag a vez implijet ingal, an dislavar dre mousfent :

– Ma mab – Me zo ma c'hoaze ! (Je suis assis !)
– Ma mamm-gozh – Da goaze out ? ya sur a-walc'h ! (Tu es assis ? oui sûrement [ironie] !)

An dislavarioù dre mousfent-se 'meump serret a implij kalz an troiennoù ya moarvat ! hag ya sur a-walc'h ! (oui bien sûr !). Ret eo din anzav e vez droukkomprenet alies ma gaoz gant ma mamm-gozh pa implijan anezhe. Soñjal a ra ganti e ran mousfent… pa ne ran ket avat.

Da diwezhañ ec'h an da gomz deus ur stumm da diskwel ur santimant a souezh. Ur perzh dibar deus ar brezhoneg eo ha klevet e vez lies gwech. Ganti e c'haller tremen hep an droienn vil ah boñ ! pe ah bon ! a gaver stank e kaozeadennoù ar brezhoneg nevez. Div skwer e-mesk reoù all :

– Tintin-gozh – Ne ra ket skorn ? (Ça ne gèle pas ?)
– Tonton-kozh – Geo, ober a ra 'vat ! (Si, ça gèle !)
– Tintin-gozh – A ra ? (Ah bon ?)

– Tonton-kozh – Eñ 'neus un anv brezhonek. (Il a un nom en breton.)
– Tintin-gozh – 'Neus ? (Ah bon ?)
– Tonton-kozh – Ya 'vat. (Mais oui !)

Simpl-kaer eo ar reolenn. D'ober zo adkemer ar verb-skoazell er memes stumm evel er frazenn a-raok.

Dre ar pennad-skrid-mañ 'meus esaeet diskwel pegen interesant e c'hall bezañ un implij bev deus an troiennoù-estlamm-se : evit gallet ezteurel a-bep-seurt santimantoù hag ivez evit kaout ur yezh vravoc'h da glevet.

Frazennoù ouzhpenn