Brezhoneg Bro-Vear

🡼

An islavarennoù doareañ

Riwal, miz genver 2017

A-raok lenn ar pennad-mañ e vo gwelloc'h deoc'h lenn ar pennad-digoriñ diwar-benn an islavarennoù.

An islavarennoù doareañ 'deus perzh un adverb e-barzh ar frazenn. Evel un adverb neuze e c'hallont peurvuiañ cheñch plas e-barzh ar frazenn :
– °Gwechall e oan fur. / °Fur e oan gwechall.
– °Pa oan bihan e oan fur. / °Fur e oan pa oan bihan.

A-wechoù e vez un troc'h e-barzh urzh ar frazenn :
– °Pa oan bihan, me a oa fur.

Stumm an islavarenn eo hennezh peurvuiañ :
– stagell + (rannig-verb) + verb displeget + fin an islavarenn
Goude stagelloù zo e c'haller kaout traoù all estroc'h evit ar verb just goude ar stagell (gwelet peogwir...).

Islavarennoù anv-verb a c'haller kaout ivez goude stagelloù zo. Ar verb a vez kavet goude ar stagell neuze, diouzhtu pe gant da en e raok :
– stagell + anv-verb, pe : – stagell + da + anv-verb
Ar stumm nac'h a vez savet gant nompas pe pas neuze.

Alies e vez implijet un islavarenn anv-verb pa vez rener an islavarenn hini ar bennlavarenn ivez :
– °Lavaret 'ma se dezhañ a-raok e oa aet d'ar gêr, je le lui avais dit avant qu'il ne rentre à la maison.
– °Lavaret 'ma se dezhañ a-raok mont d'ar gêr, je le lui avais dit avant que je ne rentre / avant de rentrer à la maison.
– °Lavaret 'na se din a-raok e oan aet d'ar gêr, il me l'avait dit avant que je ne rentre à la maison.
– °Lavaret 'na se din a-raok mont d'ar gêr, il me l'avait dit avant de rentrer à la maison.

[^] 1. Islavarennoù amzer

(Circonstancielles de temps)

Stagelloù : abaoe, a-benn, adalek, a-greiz, a-raok, bep, betek, diouzhtu evel, e-pad, e-skeud, evel, goude, keit, ken, kenkent, pa

[^] Abaoe

– Hennezh a oa e-unan ivez abaoe e oa yaouank.
– Abaoe ’h on komañset ’meus miret anezhañ.

Abaoe ma (raloc'h) :

– Abaoe m’eo krog ar skol ne deu ket kement.

[^] A-benn

(A-benn a c'hall degas un islavarenn abegiñ ivez.)

– A-hend-all e vije prenet a-benn ec’h arrue.
– Ne vije ket arru septembre a-benn e vije graet se ?
– A-benn ’na gouvezet penaos e vijen me o kerc’hat patatez ’na komprenet e ranke hastañ buan.
– A-benn ’mije fin da c’horo, eñ ’nije graet se ivez.

[^] Adalek

– Adalek e vije deiz...
– A-wezhioù e komañs ober sinema adalek e vezont aze.

Adalek ma :

– Adalek ma vije plantet an nadoez 'ba ma fesennoù...
– Adalek ma oa bet kreet...
– Adalek m'oa bet kroget...

[^] A-greiz

– A-greiz e oa ganin eo partiet.

[^] A-raok

– ’Mamp ranket prenañ anezhañ bepred, a-raok e oa fin Goumikel diwar hennezh.
– D’ar c’houlz-se, a-raok e oan chomet er gêr, a-benn neuze e vije ordin unan bennaket.
– Met se ne oa ket kalz a-raok e oan dimezet ivez.
– Ne 'mijemp ket droed da vont d'ar skol ac'hann pemp munut a-raok e komañse.
– Pemp munut a-raok e komañse ar skol e vije lavaret dimp e c'hallemp partiañ.

Islavarenn anv-verb :

– ’H an d’ober ur bannac’h kafe a-raok mont a-raok.

[^] Bep

Bep [bob] :

– Bep ’h ae war aze ’h ae war-draoñ.

Bep da [boptə] [bopta] :

– [...] e veze hadet an ed bep da veze aret.
– Ha bep da veze ezhomm e tarc’hen nav pe dek boutell.
– Bep da ’h arrue ar vugale.

Bep ma [bob ma] :

– Bep ma vrasa e welan se.
– Bep ma voutent.

Bep pa [bɔp pe] :

– Me a droc’he anezhe bep pa ’h aen da divarrañ.

[^] Betek

– Goude e oan chomet er gêr neuze, betek e oan dimezet.
– Betek ’h an da gousket.

[^] Diouzhtu evel

– Karzhañ a rae diouzhtu evel e tostaen.
– Diouzhtu evel e oa fin ar skol e oant ’ba ’r gêr.

[^] E-pad

– Koazhet ’neus ar c’hig e-pad e oa o poazhañ.

[^] E-skeud

(E-skeud a c'hall degas un islavarenn abegiñ ivez.)

Islavarennoù anv-verb.

– E-skeud gwelet ar gazeg-se ’neus [...]
– E-skeud sikour ma zud.

[^] Evel

(Evel a c'hall degas un islavarenn abegiñ hag un islavarenn keñveriañ ivez.)

– Ne ’meus ket c’hoant da welet anezhe evel saovajennoù evel ec’h arruin er gêr.

Evel ma :

– Evel ma vije unan o timeziñ e lakae he mamm he c'hoef bras.

[^] Goude

– Bet eo o c’houlenn meur a dra gant Papa goude e oamp dimezet.
– Met goude e oan dimezet e oa.

Islavarennoù anv-verb :

– Goude bezañ prenet ur menaj bihan ’meump ranket prenañ e-lec’h e oamp c’hoazh.

[^] Keit

– Ar vugale a oa ganet keit e oa eno.
– E-barzh ar gêr ne oa ket bet trakteur keit e oan me er gêr.
– Keit ec’h a war-raok ’h eo mat.
– Keit e vijen me o c’horo, eñ a rae traoù evel se.

[^] Ken

– Me zo o vont war e lerc’h, ken e vin sur e vo aet e-barzh an ti.
– Met pa oan yaouank me e oa kalz reoù gozh hag e vije ur c'hoef gante abaoe e vijent savet ken ec'h aent da gousket.
– Ne gleje ket mervel ken e vez tremenet ar c'hafe.
– Ne 'ma ket gouvezet ken eo bremañ e oa.

Peurvuiañ e vez an islavarenn e fin ar frazenn, met er penn kentañ e c'hall bezañ ivez :

– Ken e oa ar fin, n’int ket bet keit-se maleürus.

[^] Kenkent

– Avel ar c’hoat, glav kenkent ec’h arru e droad.
– Ha kenkent ’na ur ger, eñ ’na un taol kenkent hag ur ger.

[^] Pa

(Pa a c'hall degas un islavarenn abegiñ ivez.)

– Heñ en em vire, pa ’nije darc’hoet e draoù lous er-maez.
– Pa vije traoù da dresañ e trese anezhe ivez.
– Peurvuiañ pa ’nije graet ur varrenn-c’hlav, neuze e rae dour goude.
– ’Ma ket c’hoant neuze, pa oan arru tost d’ar retret, da feurmiñ anezhi da den all ebet.

[^] 2. Islavarennoù lec'hiañ

(Circonstancielles de lieu)

Stagell : lec'h

[^] Lec'h

– Ne oaran ket pe e oa kezeg pe betra e lec’h e oa eñ.
– Honnezh a droc’he e lec’h e vije lakaet d’ober.
– Ni oa chomet e lec’h e oamp.
– ... e vezent laket ’ba boestoù houarn e lec’h n’arrie ket ar razhed.
– E lec’h emañ ar chapel-se zo graet ti bremañ.
– E lec’h zo menajoù bras e vez kont evel-se.
– E lec’h e vez traoù war ar stank e vez lâret e vezont boued kanig.

Gall a reer lavaret ec'h eo an islavarennoù doareañ-mañ islavarennoù anv-gwan ivez, gant lec'h evel ger-kent :

– A-wezhioù e tistroont diwar al lec’h ’deint da vont.

[^] 3. Islavarennoù abegiñ

(Circonstancielles de cause)

Stagelloù : abalamour, a-benn, betek-gouzout, betek ha, dam, dre, dre an avani, dre forzh, e-skeud, evel, gant, kement ha, pa, peogwir

[^] Abalamour

– [...] e troc’he anezhe apeupre e-barzh an hed-se, abalamour e vije aezetoc’h lakaat anezhe e-barzh ar fourno.
– Ar Barzh ’h eo « hudur » abalamour e vez lous ordin.
– Da betra ’h i te du-hont ? Abalamour eo gwelloc’h du-hont evit e-barzh ar gêr.

[^] A-benn

(A-benn a c'hall degas un islavarenn amzer ivez.)

– A-benn e vijemp diwezhatoc’h oc’h arruout er gêr eo dre e vijemp e pinijenn.
– A-benn ’na kreuvet he faner dezhi.

[^] Betek-gouzout

Peurvuiañ e vez ar verb en doare divizout e-barzh an islavarenn.

– Ha neuze e vije ret lakaat anezhe en o sav, betek-gouzout e rafe glav.
– N’an ket kuit betegoût ’h arrufe tud.
– Ne vezemp ket lesket da vont evel-se betegoût petra a veze.

[^] Betek ha

Islavarennoù anv-verb.

– Kar betek ha mont d’an oferenn e oa kement din ober un dra bennak.
– Betek ha peilhat patatez ’ma soñjet.
– Neuze e oa graet unan modern betek hag ober.

Hep ha :

– Betek ober, lak da dremen an dindoñsed ’bu amañ.

Betek pa :

– Betek pa vezez aze.

[^] Dam

– Re brim ’h aen moarvat dam e welen sklaer c’hoazh.
– N’eo ket dam n’eo ket arru-mat gant ar maer...

[^] Dre

– Ha ’dea kemeret an anv Max, dre ’da bet ur bugel ha e oa Max e anv.
– A-benn e vijemp diwezhatoc’h oc’h arruout er gêr eo dre e vijemp e pinijenn.
– Dre omp kreistez daou mor amañ eo muioc’h tempéré.

Dre ma (raloc'h) :

– Dre ma oaran apeupre kaozeal ec’h arruan da c’hoût petra e vez.

[^] Dre an avani

– Gwadañ ’ra deus e fri dre an avani ’neus bet taolioù.
– Eñ ne oa ket kat d’ober (dre) an avani ne gleve ket.

Un dra all estroc'h evit ar verb just goude ar stagell :

– Mekanisianed, marichaled a rae appel din ivez dre an avani ar pezh ’ma prometet dezhe a douchent anezhañ pa veze graet an afer.
– Ne welomp mann ebet dre an avani ar gouloù zo re sklaer.

[^] Dre forzh

Islavarennoù anv-verb :

– Hennezh a oa en em grouget dre forzh klevet pet 'na arru graet marteze.
– Dre forzh ober ec'h arrue da deskiñ.
– Dre forzh lâret ec’h arri an nen da...

[^] E-skeud

(E-skeud a c'hall degas un islavarenn amzer ivez.)

– E-skeud ’ma bet hunvreet ordin mont ’ba an aviasion ’ma devañset an appel.
– E-skeud ne oan ket solut c’hoazh e oan adkouezhet klañv diwar-se.

Islavarenn anv-verb :

– E-skeud kaozeal ne oamp ket okupet.

[^] Evel

(Evel a c'hall degas un islavarenn amzer pe un islavarenn keñveriañ ivez.)

– N’in ket da gousket evel e c’hortozan ar c’hachoenn.

[^] Gant

Gant + ar/an/al + anv-gwan :

– Peogwir a-benn neuze'neuint arru aon 'nije pennbouzellet anezhañ deus e wetur vihan gant ar mezv a oa.
– ... e oa ju o verañ deus e c’henou gant an druz a oa.

[^] Kement ha

– Hag e vije kaset saout enne, kement ha delc’hen anezhe propr.

[^] Pa

(Pa a c'hall degas un islavarenn amzer ivez.)

– N’eo ket kat da dont ken pa ’h eo marv.
– Ne ran ket fout pa n’on ket kat d’ober anezhe.
– Koulskoude e c’haller bezañ bet lazhet anezhañ ivez, pa ’na lazhet daou.
– P’eo aet da welet he c’hoar ’h eo chomet.
– Pa 'na lazhet daou e oa mat gilhotinañ anezhañ ivez.
– Pa ’mije poan, me a huche quoi.

Un dra all estroc'h evit ar verb goude ar stagell :

– Pa ar c’hased patatez a oa ganin.

[^] Peogwir

– Kalz anezhe ne wele ket anezhe kement-se, peogwir e oant e-barzh Landebaeron pe Kervoc’h.
– E oa ur bern tud bepred, peogwir e oa tremen daou c’hant.
– Goude e oan chomet er gêr peogwir n’houlennen ket mont d’ar skol.
– Ha peogwir ’nijent ur bern bouturioù e vijent troc’het.

Un dra all estroc'h evit ar verb goude ar stagell (stank a-walc'h eo ar skwerioù) :

– Evel se e vije gouvezet pegoulz e vije e pinijenn peogwir me a ouie pegoulz e finise ar skol ordin.
– Kazi ordin e vije unan, peogwir Maman ne oa ket kat da dougen kelornioù.
– Peogwir da c’houlz Goumikel e vije ret...
– Peogwir neuze e vije a-dreuz.

Peonegwir (1 skwer) :

[^] 4. Islavarennoù heuliad

(Circonstancielles de conséquence)

Stagell : ken

[^] Ken

– Luc’het ’teus ar parke, ken e ramp an nen diwarnañ.
– [...] e oamp aet da sachañ war ar c’hleier ’ba ar chapel, noz-deiz kazi, ken e oa kouezhet ar c’hloc’h bras ’ba ar garidell.
– Eñ a blij din, ken 'meus enkadret anezhañ.
– Me oa enervet ken e c’hwezen.

Gant ken + anv-gwan er bennlavarenn :

– Ar werenn zo ken lous ken ne welan ket a-dreuz dezhañ.
– Ken mezv ’h eo ken ’h a d’an eil tu d’egile d’an hent.

Gant kement er bennlavarenn :

– Kement oa bet sachet warnañ ken oa kouezhet ’ba ar garidell.
– Kement e c’hwezho ken vo start.

Gant kement + anv er bennalavarenn :

– Bremañ e weli kement a draoù ken ne oari ket pehini eo an hini gwellañ deus an hini fallañ.
– Kement a dud a oa en noz-se ken ne oa ket moaien mont war-raok.

[^] 5. Islavarennoù pal

(Circonstancielles de but)

Stagelloù : abalamour da, da, da ... da, dam da, evit

[^] Abalamour da

Islavarennoù anv-verb :

– Ret eo din tapout unan all abalamour din da reiñ anezhañ dit.
– Ret e vije d’an nen mont eeun, abalamour d’ober ur regenn eeun.

Stumm nac'h :

– [...] e vije ret gouzout pere lakaat abalamour da nompas debriñ an douar re.
– Abalamour dezhe da nompas drailhañ anezhe.
– Abalamour dezhi pas bezañ serveuse e-pad he buhez ’da c’hoant da delc’hen.

Da

– Roet dezhi da wriat.
– ... e oa o vont da di X da lavaret dezhañ ’na ur paotr bihan ivez.

Da ... da

Islavarennoù anv-verb :

– Kerzh un tamm bihan pelloc’h, din da vont ma goaze.
– Dezhi da gaout plas, dezhi da gaout he flas.

[^] Dam da

Islavarennoù anv-verb :

– Roit ho korfenn-stamm din, dam din da gaout amzer da gannañ anezhañ.
– Tro etrezek din, dam din da welet da benn.
– Dam da gaout un tamm bihan muioc’h.

Stumm nac'h :

– Hag e veze mouchet ar prenestroù, dam dezhe pas da welet ar gouloù.

[^] Evit

– Te a oa deut evit lâret se din [...] ?
– Troc’hañ o diveskelloù dezhe evit harziñ anezhe da nijal.
– Evit deskiñ brezhoneg eo ret dezhañ deskiñ anezhañ en yaouank.
– Met a-hend-all evit ober krampouezh, Maman ’nea ur pezh billig plat.

[^] 6. Islavarennoù keñveriañ

(Circonstancielles de comparaison)

Stagell : evel

Gwelet ivez an « islavarennoù » keñveriañ.

[^] Evel

(Evel a c'hall degas un islavarenn amzer pe un islavarenn abegiñ ivez.)

– Goude e vijent lakaet da sec’hañ war an orjalenn, evel e vez lakaet bremañ ivez.
– Oblijet e vije d’ober gantañ evel e oa.
– ... e oan aet da gerc’hat ma saout evel ’h aen bemnoz.
– Eñ a oa ma blanedenn evel e vez lavaret.

Un dra all estroc'h evit ar verb goude ar stagell :

– E-barzh ar chiminal evel Maman a rae.

Islavarennoù anv-verb :

– ... e oant kat da vezañ bet graet evel louediñ.
– Derc’hen da bakañ anezhañ evel pakañ ur vandenn d’ober ur pañsamant.

Evit treiñ ar galleg comme si e vez implijet evel ma pe evel pa.

– Brav eo, minabl, evel ma vije bev.
– Evel ma vije bet ar gwele kloz aze.
– Delc'het e oant dezhañ, met bepred pas evel ma vije bet unan e-barzh ar gêr.

– Ne sella ket ac’hanon evel pa n’anavezfe ket.

[^] 7. Islavarennoù divizout

(Circonstancielles de condition)

Stagelloù : betek, deus, gant, ma

[^] Betek

Betek e-unan pe betek ma :

– Ingal zo petra ober, betek zo labour.
– Betek ma vez lec’h all ne vez ket strikt ho jeu.

[^] Deus

– ... e vez dispignet nemet deus e vez gounezet.
– Se a depante deus e vije an amzer.
– Deus e veze temz dindan e voute.
– Deus e vo an amzer.

[^] Gant

Gant e-unan :

– Gant ne delc'ho ket an traoù da...
– Gant 'gompreno, kuit dezhi da vezañ...

Gant ma :

– Gant ma 'tije lakaet te un tamm caoutchouc war beg da hini, ne oa ket bet kement-se a vugale herie.
– Gant ma c’honezont arc’hant ne reont ket foutr.
– Gant ma bartian ac’hann, da belec’h ec’h arruin evit adarruout aze ?.

Islavarennoù anv-verb :

– Ha graet ’nije, met gant paeañ.

[^] Ma

Alies e vez an islavarenn e penn-kentañ ar frazenn, met memes tra zo un toullad skwerioù gant an islavarenn e fin ar frazenn.

– Met a-wezhioù ma vije re domm, ma vije lakaet journal, e gomañse flambiñ.
– Ma ’h arrue re domm eñ, eñ a flambe.
– Met ar c’hafe du, ma ne vez ket tamm sukr e-barzh [...], ne gavin ket anezhañ brutal.
– Kap e oan da vezañ graet viloc’h, ma ’mije troc’het anezhañ tout.
– Un dro bennak marteze ’h aio gantañ ma deu da soñj dezhañ.
– Gwelloc’h e vije bet din ma baejen.

Ar stumm boaz a vez implijet e-barzh an islavarenn evit merkañ an amzer da dont.

– Ma ’mez poan gof goude, me a dihuno ac’hanout evit noz.
– Ma ’tez c’hoant da gas un tamm gachenn d’unan bennak e vi kat d’ober.
– Ma gomañsan ober e vo ret din derc’hen d’ober.

Ar c'hemmadur dre vlotaat eo a vez graet goude ma peurvuiañ, met ar verb karet ne gemm ket.

– Hir e oa, ma kerez, an troc’h.
– En em debrouillit gant ma paotr aze ma karit.
– Dont da debriñ e verenn ha e goan du-mañ, ma karje, pa garje.

Ar stumm mar (n'eus ket 'met ar skwer-mañ).

– Mar ne gomprenez ket, tañpir evitout.

[^] 8. Islavarennoù diforc'hiañ

(Circonstancielles d'opposition)

Stagelloù : e-lec’h, forzh, goude, hep, kuit, na, nemet, paneve

[^] E-lec'h

Islavarennoù anv-verb :

– ... hag-eñ e oa kat-hi da vont du-se direkamant ivez, e-lec’h dont amañ.
– Ni a oa aet da sachañ war ar c’hleier e-lec’h mont d’ar c’hatechism.
– E-lec’h chom da c’hortoz an otokar [...] ’mamp desidet da vont war hon zreid d’ar gêr.

[^] Forzh

– Forzh pelec’h ec’h a ec’h a ar c’hazh ganti.
– Forzh din pegoulz e telefonin ne vez ket aze.
– N'eus forzh petra a vije bet lavaret dezhañ ober e-barzh ar menaj 'nije gouvezet ober.
– Forzh pegen kaer e veze ar pardon e veze ret achuiñ.
– Se ac’h arri gant an dud, forzh petore oad zo.
– Gonit arc’hant ordin, forzh petra a reont.
– N'eus forzh pelec'h e vezent.

[^] Goude

– Goude e vije saout war an hent alies, ac’hanta ’neus ket bet an nen aksideñchoù.
– Goude e lâr ar wirionez, ne vez ket kredet.
– War he zreid oa aet da gêr, goude oa un oto aze.

Un dra all estroc'h evit ar verb goude ar stagell (kalz raloc'h) :

– Goude e vab oa en oad din.

Goude ma (kalz raloc'h) :

– Goude ma n’anavezen ket anezhe.

Islavarennoù anv-verb :

– N’eus ket bet accident ebet [...], goude bezañ ordin war an hent gante.

[^] Hag-eñ

– ... palet tout e jardin hag-eñ ’neus ur motokulteur.
– Ar plac’h ’neus laket ac’hanon da gouezhañ hag-eñ oan war ar varchenn.

Un dra all estroc'h evit ar verb goude ar stagell (raloc'h) :

– ... e chomez da c’hoari gant ar vugale hag-eñ kement a labour zo d’ober.

[^] Hep

– A-wezhioù ec'h out kat d'ober ur c'hachenn evel-se, [..] hep 'oarfe ar reoù a vez o tebriñ unan graet gant se e vefe alcool e-barzh.
– Ne oa ket kat an iliz d’ober hep 'veze graet ’ba ar maeri.

Islavarennoù anv-verb :

– Ne 'mijemp ket droed da bartiañ hep lavaret.
– ... ec’h eve hep gouzout dezhañ.
– ... e vezont ur pennad-brav hep dozviñ.

[^] Kuit

Islavarennoù anv-verb :

– Eñ a deu dre aze kuit da welet ar jandarmed.
– Ha evel-se ec'h aemp eno d'hom merenn bemdez, kuit dimp da vont d'ar gêr da debriñ merenn.
– E vije troc’het an delioù [...] kuit dezhe da vezañ re hir.
– Prennet e oa an nor kuit din mont kuit.

[^] Na

Na pa :

– Na vezez ket jenet na pa vije chomet hennezh aze gantañ.
– Ha na pa 'mijemp [soñjet] ne vijemp ket aet da welet.

Nag :

– Nag e vije da marc'had Gwengamp e vije ec'h ae an nen war velo.
– Nag ’mije bet c’hoant da vont.

Na posubl :

– Da ma daou vreur ne blegin ket, na posubl ec’h arrufe teir voestad arc’hant din aze.
– Na posubl e veze yen an amzer, ne veze ket serr an nor.
– An had, na posubl e vezont glas, a diwan bepred.

[^] Nemet

Goude nemet (ha) n'emañ ket ar verb displeget diouzhtu goude ar stagell.

Nemet ha :

– Nemet ha c’hoant e vije d’ober krampouezh sukret, neuze e vije lakaet sukr.
– Nemet ha mank a rafe unan tu bennaket.
– Nemet ha franchamant soufrafe re [...], a-wezhioù marteze e vez kontant da bartiañ...

Nemet e-unan (raloc'h ?) :

– Ne deuin ket, nemet bezañ e vijes er gêr.
– Dont a refomp nemet ober a raje glav.

[^] Paneve

– Paneve ’ma bet permision ’pije kavet paotr ebet.
– Paneve ’na bet ur permision...

[^] 9. Islavarennoù pouezañ

(Circonstancielles d'insistance)

Ar stagell ken a vez implijet evit sevel islavarennoù pouezañ, evit treiñ ar galleg très, vraiment très, beaucoup, tant que tant...

Goude un anv-gwan er bennalavarenn :

– Gwenn eo ken ec'h eo.
– Jentil e oa ken e oa.

Doublet e vez ar stagell ken alies :

– Ha fur ha jentil ken ken e oa.
– Me zo añmerdet ken ken ec’h on.
– Trempet e oamp ken ken e oamp.

A-wechoù c'hoazh e vez adkemeret an anv-gwan en islavarenn :

– Ha honnezh a oa jentil ken e oa jentil.

Goude ur verb :

– O c’harmat ken ken e oa.
– Peogwir ’meus poan em droad ken ken ’mez.

An dro-lavar gant ar verb findaoniñ, evit treiñ ar galleg à fond, à toute vitesse... :

– Babadoum ha boum a raent ken e findaone.
– Ur moto ’nevo ken a findaon.
– Oc’h ober footing ken a findaon.

[^] 10. Skwerioù ouzhpenn

Islavarennoù amzer

• A-benn

• Bep

• Betek

• Pa

Islavarennoù lec'hiañ

Islavarennoù abegiñ

• Abalamour

• Betek-gouzout

• Betek ha

• Betek

• Dre

• Dre ma

• Dre an avani

• E-skeud

• Gant

• Pa

• Peogwir

• Peogwir (un dra all estroc'h evit ar verb goude ar stagell)

Islavarennoù heuliad

Islavarennoù pal

• Abalamour da

• Da ... da

• Dam da

Islavarennoù keñveriañ

• Evel

Islavarennoù divizout

• Betek

• Gant

• Gant ma

• Gant + anv-verb

• Ma

Islavarennoù diforc'hiañ

• Goude

• Hag-eñ

• Kuit

• Na pa

• Na posubl

• Nemet