Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Petra pe ar pezh ?

Riwal, miz genver 2017

A-raok lenn ar pennad-mañ e vo gwelloc'h deoc'h lenn ar pennadoù all diwar-benn an islavarennoù. Gant ar pezh e vez degaset islavarennoù anv-gwan ha gant petra e vez degaset islavarennoù goulennata.

An daou raganv (pronoms) petra ha ar pezh a vez implijet evit treiñ ar galleg ce que, ce qui (cf. Arbres : pronom relatif ; petra ; ar pezh).

• Verboù zo ne degemeront ket 'met petra war o lerc'h :

– Gouzout a oarez petra eo leueoù ?.
– Ne oaran ket petra sinifi.
– Se a depand petra zo warni.

• Met verboù all ne seblantont ket kat da degemer 'met ar pezh :

– Ha feiz e oa karget ar pezh a oa gallet ober.
– Lakaat anezhi da labourat ar pezh a oa ezhomm d’ober.
– N’ez ket da dispenn ar pezh ’meus graet.

• Ha goude verboù all c'hoazh e c'haller kavout an daou :

– Gwelet ar pezh a vez e-barzh.
– Neuze e welan petra int..

– Me ne gomprenen ket petra a lavarent.
– N’arruen ket da gompren tout ar pezh a lâre.

– Pa ’mije prenet un dra bennaket e laken petra ’mije prenet.
– Evel se e lake ar pezh a gare tro-ha-zro.

– Eñ ’no ket soñj da lâret d’e vamm petra ’to lâret dezhañ.
– Goude ’ma droed da lâret ar pezh a soñjen.

– Selaou ’ta petra ’h on o lâret dit !
– Eñ a selaou tout ar pezh a lâran.

– Ne sellin ket petra a vi oc’h ober.
– Sellout a ra ar pezh zo en-dro dezhañ.

– Ne 'mije ket soñjet biken petra a oa o vont d'ober.
– Ma adsoñjfen ’ba tout ar pezh ’meus graet abaoe e oan bugel.