Brezhoneg Bro-Vear

🡼

An nac'hañ

Tangi YEKEL, here 2019

Gouez da Velani Jouitto en he fennad diwar-benn la négation, « La négation propositionnelle est un processus ou une construction par laquelle une proposition est dite fausse ». Studial a refomp ar poent-mañ, hep ankouaat ar gerioù nac'hañ a gaver an aliesañ ha kenglot ar nac'hañ (la concordance négative).

[^] 1. An nac'hañ distoket ne...ket

Peurvuiañ e vez ar morfem distoket ne...ket en-dro d'ar verb oc'h ober an nac'hañ.

[^] morfem ne

Dirak ur ger o komañs gant ur vogalenn ec'h ey bogalenn ne a-raok ordinal :

n'omp ket sañset re...

N'arrian ket da welet anezhe

Da notenniñ zo e ra ar verb gallout evel ma en defe ur vogalenn da gentañ :

n'hallfe ket bezañ bet ha bezañ bepred

n'hallez ket bezañ ordin o klemm

Me n'hallan ket bezañ o labourat

Deus e du e ra ar verb goull gant an daou stumm (ne) c'houllan ha n'houllan :

n'houllan ket kaout fret diouti

mat eo, n'houll ket kafe

me (ne) c'houllan ket mann ebet euh...

(na) c'houllez ket se gantañ

Maryvonne (ne) c'houlla ket kement

Evel koñstatet gant Yann an Du, ar morfem ne « ne s'entend généralement pas devant consonne, sauf dans une articulation très soignée et artificielle » (2012, p.96). A-fed ereadurezh emañ aze koulskoude, dre ar c'hemmadur dre-vlotaat a vez war-e-lerc'h :

– gw/g : (ne) wellae ket

(ne) wellae ket mod ebet

– t/d : (ne) dosta ket

se zo kaoz (ne) dosta ket an traoù nevez diwin

– b/v : (ne) veva ket

(ne) veva ket gant e dud

– m/v : (ne) varver ket ken

goude (ne) varver ket ken

– k/g : (ne) gleve ket mat

Eñ (ne) gleve ket mat

– p/b : (ne) blij ket din

(ne) blij ket din pailhotiñ mailh

– g/c'h : (ne) c'harme ket

(ne) c'harme ket gwezh ebet

Ral a wech e klever ne han-se. Pa raer e klever [ne] ur wech bennaket :

ha beleien ne vo ket ken

darn 'deus ket ivez goude e labouront, se ne gomprenan ket

se ne sell ket anezhe

Techet eo an distagadur na [na] d'en em ledañ war e goust avat. Se a wele Jul Gros er bloavezhioù 1970 c'hoazh, « le T[régorrois] P[arlé] employant de plus en plus na au lieu de ne » (TDBP3, 1984, p.255) :

na vo ket ken klañv

na vo ket

na 'meus ket bet gouvezet

A-wechoù e vez neutralizet bogalenn na en [nə] :

na oa ket den ebet ivez ?

amañ na welan ket ivez

Notenniñ a ra Francis Favereau ur stumm kozh nan, dic'hizet met klevet bepred e kanaouennoù ha kantikoù (1997, p.281) :

Biskoazh nan on bet gant Marivonig, gant Marivonig, biskoazh nan on bet gant Marivonig, da gousket !

Nan eus ket e Breizh / nan eus ket unan / nan eus ket ur sant evel Sant Erwan / nan eus ket ur sant evel Sant Erwan

Favereau bepred a sach hom evezh war ar fed eo « na courant dans [les] cas d'insistance » (idem, p.282), ar pezh a c'hallomp koñfirmiñ :

na ra mann ebet

na sikoure ket evit mann ebet

na 'meus ket ezhomm da c'hoût peogwir (ne) werzhin ket anezhañ

En tu-hont da se e tegas Jul Gros da soñj dimp pegoulz ha penaos e vez implijet na (idem, p.256-259), dreist-holl « lorsque le sujet, le complément direct d'objet ou un complément repris par anaphore précèdent le verbe » :

te na valeez ket buan

ar bara na gave ket mat

ar re-se na blijen ket dezhe

Ne gav ket dimp hon dije muioc'h evit ur skwer lec'h e vez klevet na :

reoù zo na gaozeont ket brezhoneg

En holl skwerioù all ec'h a na a-raok :

kalz a dud (na) blija ket dezhe ober

eñ (na) vefe ket pell

Greun ar gêr (na) vije ket mat da hadañ

Evel raganv stagañ nac'hañ ne glever ket na gwech ebet war-lerc'h un anv pe ur raganv strizh :

hag an hini (na) dimeza ket 'no ket d'ober divorsediñ

an hini (na) ouie ket mann ebet

ar reoù (na) roent ket trawalc'h a laezh oa aet kuit kwa

ar brezhoneg (na) vez ket kaozeet nemeur

Un tamm mat aliesoc'h e klever anezhañ war-lerc'h un anv pe ur raganv amstrizh :

met bezañ zo reoù na gomprenan ket

kalz a draoù zo evel-se na oaran ket

met bremañ zo arru serten traoù na n'eus ket ken dioute

... zo tud o labourat na 'deus ket tier

c'hoazh zo reoù na oaront ket ober

[^] morfem ket

An adverb ket zo oc'h ober eil tamm ar morfem distoket ne...ket. Ma n'eus mann ebet war e lerc'h e klevomp [kət], dirak bogalenn [kəd] ha dirak konsonenn [kə]. Pa en em gav dirak ezhomm e vezont techet o-daou da gurzhañ en ked é'mm > k'é'mm [kem], pa vez kaozeet prim :

'to ket ezhomm : 'to kém [to'kem]

n'eus ket ezhomm : n'eus kém [nœs'kem]

'tez ket ezhomm : té kém [té'kem]

Staoñekaat a ra ar soniad k- el L3 ma achu ar verb gant -nt [ɲ] :

n'int ket : nign tchet ['niɲcəd]

ne oaront ket : warègn tche [wa'ʁɛɲcə]

Plas an taol-mouezh zo hañval en Bear hag en Plousgouskant, « le suffixe de négation ked faisant obligatoirement porter l'accent sur la syllabe précédente » (Le Dû, idem, p.73) :

n'arriez ket : najés ke [na'jeskə]

n'anavezan ket : nãvéã ke [nɑ̃ve'ɑ̃kə]

ne debrit ket : dèbé ke [dɛ'bekə]

War ar poent-se en em dishañvalaomp un tamm mat deus an tregerieg kaozeet en tu-all d'al Leger. Hemañ diwezhañ a bouezo war eil silabenn diwezhañ ar verb ha war an adverb ket, distaget két [ket] :

°ne diskenn ket

Se zo kaoz eo posubl du-hont ober gant ket e-unan, gant un é hir [ke:t], evit respont d'ur goulenn-ya :

°- kozh e oa ?
°- ket !

Nevez zo em eus klevet anezhañ gant ur brezhoneger deus Plouilio ha souezhet-kaer e vezer pa ne vezer ket kustum. En Bear ha war-dro eo imposubl an implij-se, ket a vanka dezhañ kaout ur verb dirakañ :

- Hag e oac'h aet gant an oto da gerzhet ?
- (Ne) oamp ket !

- Arri omp da direñjiñ ac'hanoc'h !
- Oh n'oc'h ket 'vat !

E daou bennad dishañval : Resolviñ ar gevatalenn : hallebarde = kazh + ki ha Pas=ket, diwallit !, e sach Yann Gerven evezh ar vrezhonegerien war faotennoù a weler o vont war stankaat, da lâret eo treuzimplij ket er memes degouezhioù hag ar pas gallek :

« Parmi les premières locutions que l'on apprend en breton l'on trouve la traduction de la phrase courante 'je ne vois pas', c'est-à-dire 'ne welan ket'. De là viennent les nombreuses fautes commises par les francisants, lorsqu'ils traduisent pas par ket dans toutes les situations. »

Ar stummioù fall roet gant Yann Gerven da heul zo imposubl da glevet en hom brezhoneg :

*ket un ostaleri war-wel

*mes ket warc'hoazh

*ket kement-se

*ket a yod-kerc'h evidon

*Ket en abeg d'ar voterien, avat.

Ne glever ket ordinal ket el lavarennoù nac'hañ, dreist-holl pa vez ur ger nac'hañ all er frazenn :

(ne) 'teus sukret ar mayonnaise james ?

(ne) oaromp mann ebet

(ne) oa den ebet

ni (na) oare tamm ger galleg ebet 'vat

(ne) 'mo ken Roje, mersi

Ral-kaer eo ar skwer diwezhañ-mañ, sañset ec'h implij hom brezhoneg ket ha ken asambles :

(ne) heuilha ket ken

kar (ne) welan ket ken pelec'h emaint

E degouezhioù a vez ne glever ket an adverb ket hag-eñ n'eus ger nac'hañ all ebet. Dirak kat / kap da skwer e vez techet da vont kuit pa gaozeer prim :

n'on (ket) kat d'ober kwa

met tout an dud n'int (ket) kat d'ober

(ne) oa (ket) kat da vezañ kaset hoñ er-maez e-unan hañ

Evit homañ diwezhañ n'eus ket nemet ar pezh zo en e arroudenn a diskwel eo ur frazenn nac'h.

Da notenniñ zo evit achuiñ e vez lemet ordinal gant unan deus an dud a darempredomp en droienn me n'onn (ket) hag-eñ :

me n'onn (ket) hag-eñ emañ er gouent

me n'onn (ket) hag-eñ Jean zo bet e Saint Bernard

[^] 2. Gerioù nac'hañ

E-barzh pe er-maez framm ar morfem distoket ne...ket zo gerioù all hag a eztaol an nac'hañ.

[^] mann

Un anv nac'hañ gant an dalvoudegezh rien eo mann. E-unan e vez klevet a-wechoù :

peogwir 'meus mann d'ober

ma kar 'no anezhi evit mann

mann nevez ganeoc'h ?

Peurvuiañ e vo kavet asambles gant ebet avat :

Ne oaran ket mann ebet dionte.

ne gomprenez ket mann ebet dija

Kreiztreze e kavomp un anv-gwan ur wech an amzer :

mann gwir ebet deus se

n'eus mann yac'h ebet ken

Hag ar memes tra gant an adverb all :

mann all ebet kwa

'meus ket mann all ebet ken

[^] Sort

En un arroudenn nac'hañ en deus sort [sɔʁt] talvoudegezh rien :

(ne) raje ket sort

ah boñ ? 'neus ket graet sort

'ma ket lâret mann ebet, sort

Barrek eo da vezañ kreñvaet gant ebet :

oh nann, sort ebet met da debriñ ha da gousket

'ma ket lâret mann fall ebet diouzhit, sort ebet

Ha da dizhet un derez absolut pa vez foeltr dirakañ :

'ma ket foeltr sort (je n'avais absolument rien fait)

[^] Ebet

Ar ger kementiñ nac'hañ ebet, aucun, a vez distaget bét [bet] peurvuiañ, ebét [ə'bet] a-wechoù. Emañ oc'h ober mat a droienn nac'hañ stank : tamm ebet, den ebet, hini ebet...

Ne vez ket taol-mouezhiet james.

Barrek eo an anv-gwan d'en em gavet etre an anv hag ebet :

met ne oa ket den lazhet ebet, ne oa ket den lazhet ebet

[^] Tamm

Ne gaver ket tamm nemet gant ebet, gant ar ster du tout :

'ma ket c'hoant-kousket tamm ebet

(ne) oa ket evel ar re-mañ tamm ebet

Alies e vo kavet e fin al lavarenn, met ur wech an amzer e vo kavet uheloc'h, stok d'an adverb ket :

(ne) oa (ket) tamm ebet plaen

eñ (ne) chom ket tamm ebet en e blas kwa

Gallet a ra tamm hag ebet bezañ a-bep-tu d'un anv ha bezañ troet gant pas le moindre :

ni (na) oare tamm ger galleg ebet 'vat pa oamp aet d'ar skol

'Na ket tamm c'hoant ebet da c'horo

teus ket tamm nerzh ebet 'ba da daouarn

[^] Dutout

Un amprest nevez digant ar galleg eo dutout. Bepred e vo kavet gant ebet hag ur wech bennaket e kemero plas tamm ebet, gant ar memes talvoudegezh du tout :

nann, ar sizhun a-raok (ne) oan ket bet dutout ebet

n'aemp ket da gousket dutout ebet

[^] Den

En un arroudenn nac'h e vez ordinal den gant ebet, gant ar ster personne :

ar marv n'anavez den ebet hein

den ebet 'na sellet war ma lerc'h

'meus ket gwelet liv ebet dioutañ, na den ebet amañ

[^] Hini

Barrek eo hini da gaout un dalvoudegezh nac'h. Neuze e vez ebet tal-e-gichen :

n'eus ket hini ebet re

n'eus ket aet hini ebet e-barzh

Etreze e c'haller lakat un anv-gwan :

ma n'eus hini all ebet

'ba ar gont-se 'teus hini mat ebet

Da notenniñ un implij spesial lec'h e c'hall hini kaout ar ster aucun, zéro evit kontañ poentoù :

leun o godelloù 'neuint bet, nav hini (ils en ont eu plein les poches, neuf à zéro [défaite au football])

seizh hini (sept à zéro [football])

[^] **netra

Ar ger netra, rien, eo nétra [ne'tʁɑ:] pe nitra [ni'tʁɑ:] e distagadur. Da respont d'unan all o trugarekaat e vez implijet :

- Mersi dit !
- Netra, boñ, ale.

- Mersi dit !
- Netra 'vat !

Estroc'h evit an implij-se n'hon eus ket nemet ar skwer-se :

un dra bennak evit netra

[^] Nemeur

Treiñ a raer an adverb nemeur, distaget 'meur [mœ:ʁ], gant guère. En holl skwerioù hon eus, war-dro 50, emañ nemeur war-lerc'h ar morfem distoket ne...ket, ha bep gwech e vez klevet ket :

eñ ne vranka ket nemeur

ya met ne wela ket anezhi nemeur hañ

n'eus ket nemeur intereset gant ar jeu-se

n'int ket stank nemeur

'neus ket naon nemeur

Evit kementiñ un anv e vez implijet an araogenn a. Ne glever ket anezhi, met gouvezout a raer zo diouti dre ar c'hemmadur dre-vlotaat a vez war he lerc'h :

ne oa ket nemeur (a) dud

nemeur (a) dapadennoù ivez

ne vije ket nemeur (a) gig warne

pa ne vez ket nemeur (a) douar

Barrek eo nemeur d'en em gavet pell a-walc'h deus ket er frazenn :

n'eus ket ken e-barzh nemeur

ne veze ket ezhomm da cheñch tud en-dro dezhe nemeur ivez

[^] Neblec'h

Implijet e vez an adverb neblec'h e frazennoù nac'h evit sinifiout nulle part. Div distagadur dioutañ zo, niblèc'h [ni'blɛx] ha blèc'h [blɛx]. Bep tro e vo kavet gant ebet :

'mez ket poan neblec'h ebet

d'ar c'houlz-se ne oa ket a filioù neblec'h ebet

'deus ket an aer da gaout poan neblec'h ebet na mann ebet

neblec'h ebet ne oan bet dec'h

nann, aezamant neblec'h ebet

[^] James

Amprestet eo james digant ar galleg ha barrek eo da vezañ implijet en un arroudenn nac'h en amzer dremenet, en amzer a-vremañ hag en amzer da dont :

peogwir ne groge james !

ne deuont ket james

ne lâro mann ebet james

[^] Gwech ebet

An adverb kevrennek gwech ebet en deus talvoudegezh jamais ivez. E frazennoù en amzer dremenet, en amzer a-vremañ hag en amzer da dont e vez kavet :

ni n'eomp ket gwezh ebet

me a soñje din ne c'harme ket gwezh ebet

n'arrui ket gwezh ebet

[^] Biskoazh

Ne vo ket kavet an adverb biskoazh, jamais, nemet en un arroudenn en amzer dremenet :

'neus ket bet poan d'e dent biskoazh

na oa ket bet biskoazh 'ba ar skol

[^] Biken

Ar c'hoñtrefed eo gant biken [bi'ceːn], jamais, a-wechoù klevet en e stumm hir birviken [biɾwi'ce:n]. Hennezh na vez ket klevet nemet en amzer da dont :

goude 'mo ket anezhañ biken ken

Biken en em lakin da vutunat.

Klevet e vez ivez en un arroudenn en amzer da dont e-barzh an amzer dremenet :

biken 'mije soñjet 'mije bet un oto d'ar c'houlz-se

biken 'dije bet femme de ménage

ha 'na lâret birviken ur bod raden ne labourje war e douar

[^] Pas

Digant ar galleg eo bet amprestet ar ger nac'hañ pas [pas]. N'haller ket implijet anezhañ e-barzh framm an nac'hañ distoket war-lerc'h ne. Barrek eo avat da degas lavarennoù anv-verb :

pas añfermiñ anezhe

lâret e vije dit-te pas mont kaer da-unan kwa

Peotramant e vez kavet er-maez al lavarennoù :

fin, pas ar blasenn

pas trawalc'h evit eu... evit gallet soagnal an dud

ar Gernevaded a lâre « dour-kof », pas poan-gof, dour-kof

[^] Ivez evit kennebeut

Ne implijer ket ken ar stagell-adverb kennebeut, non plus. Ramplaset eo en implij gant ivez :

(ne) raent ket ivez ma kerez.

(na) rae ket van ebet o welet chas ivez

[^] Ken

Implijet e vez an adverb nac'hañ ken, plus, distaget gant un é serr [ken], war-lerc'h an nac'hañ distoket ne...ket peurvuiañ :

e-kichen bremañ n'eus ket ken ivez

kar (ne) welan ket ken pelec'h emaint

(ne) heuilha ket ken

Gant ar frazennoù dindan e remerker e c'hall ken en em lakat war-lerc'h ket hag-eñ e vez gortozet e fin ar frazenn :

(ne) vo ket ken a yer

(na) vo ket ken klañv

met (ne) oa ket ken mann ebet te

E frazennoù all eo gortozet ken diouzhtu goude ket ha koulskoude emañ er fin-tout :

(ne) valea ket kazi ken

(ne) oaran ket pelec'h emañ an dud ken

'ta ket soñj pelec'h e oa ken

(ne) vez ket gwelet ober se ken

Ur wech bennak e c'hall bezañ implijet hep ket, dreist-holl pa vez ur ger nac'hañ all evel ebet pe mann aze :

'meus familh ebet ken

ar pesked neuze ne vez mann dioute ken

eñ 'na liv ebet ken hañ

bremañ n'eus na Doue na diaoul ken

'mo ken Roje, mersi

E degouezhioù nac'hañ all e vez kavet ivez :

kuit dezhi da gonduiñ ken ivez

mann a-feson ebet ken

biken ken

Ken ha nemet stok-ha-stok zo oc'h ober un droienn hag a sinifi rien que :

ken nemet dec'h gwelet a rez

pa welan, ken nemet e bord an hentoù aze

ken nemet mont da Sant Laorañs lec'h emañ Daniel Jézéquel

Barrek eo ken da sinifiout seulement pa vez implijet en un nac'hañ distoket ne...ken, nemet hag ur frazenn ya gant hepken krennet en ken an hini e vefe. Ral-kaer eo dre an avani n'hon eus ket nemet div skwer dioutañ :

dek devezh-arat (ne/e) oa ken deus ar plas (la ferme était seulement de cinq hectares)

unnek vloaz (ne/ø) 'da ken kouda (elle avait seulement onze ans)

Hogos aet er-maez deus an implij eo hepken. N'eo ket intentet nag eztaolet nemet gant unan bennaket :

eizh hepken

hepken

Da notenniñ zo ne vez ket implijet mui en hom brezhoneg.

[^] Nemet

Ordinal e vez krennet an adverb nemet en mèt [mɛt]. Peurvuiañ e vez kavet war-lerc'h ar morfem distoket ne...ket ha troet e vez gant ne...que :

eñ n'eo ket nemet un tamm pas bouc'h (ça ce n'est qu'une petite toux de bouc)

(ne) welan ket nemet brouilhet tout (je ne vois que complètement trouble)

(ne) oa ket nemet barakamantoù (il n'y avait que des baraquements)

Betek-henn hon oa un tamm douetañs war ar fed e c'hallje ket bezañ en gwirionez ken gant e vogalenn neutralizet ha -n o vont kuit. Ne oa ket da gaout. Klevet e vez sklaer ar soniad [d] e fin ket pa vez ur ger o komañs gant ur vogalenn. E-se hon eus aze ar framm ket... nemet ha neket ken... nemet :

'deuint ket ezhomm nemete : deugn ced ém mèrtè

n'emañ ket aze nemet : mã ked ahé mèt

ne oa ket ezhomm nemetse : wa ked ém mè sé

A-wechoù e vo lemet an adverb ket er framm-se. A-benn neuze e teu nemet da vezañ an adverb nac'hañ war-lerc'h ar verb :

(ne) oare an nen nemet ar brezhoneg (on ne savait que le breton)

(ne) oa nemet drez ha lann ha xxx (?) ha traoù (il n'y avait que des ronces et des ajoncs et tout)

partout 'teus nemet se (il n'y a que ça partout)

Evel araogenn en un arroudenn pozitif e vo troet nemet gant sauf, hormis :

hag e oant tout nemet hini Nice (et ils étaient tous [là] sauf celle de Nice)

tout nemet e reoù (tous sauf les siens)

oant partiet tout d'ar brezel nemet unan (ils étaient tous partis à la guerre sauf un)

En un arroudenn nac'hañ e vo troet gant sauf/seulement :

'namp ket elektrisite, 'nemp ket dour, nemet 'ba 'r feunteunioù (nous n'avions pas d'électricité, nous n'avions pas d'eau, sauf/seulement à la fontaine)

n'int ket sañset da gaout ivez, nemet logod (ils ne sont pas censés avoir non plus, sauf/seulement des souris)

ne oa ket paotred, nemet reoù gozh (il n'y avait pas d'hommes [mûrs], sauf/seulement des vieux)

nann, nann, nann, nemet blev troc'het (non, non, non, seulement des cheveux coupés)

Displeget a raer evel-henn an araogenn nemet e Bear ha war-dro :

[^] 3. Kenglot an nac'hañ

Dindan reolenn kenglot an nac'hañ (concordance négative) emañ ar frazenn nac'h brezhonek, da lâret eo ar c'hontrefed deus ar galleg. Studial a ra Melani Jouitteau ar poent-se en ur pennad war al lec'hienn Arbres :

« La concordance négative est une propriété du système breton de la négation. C'est un mode de calcul sémantique de la négation où plusieurs marques morphologiques de la négation comptent sémantiquement pour une seule. »

Evel ur merk hepken e vez komprenet ar merkoù nac'hañ ket ha X ebet er frazennoù dindan :

(ne) gomprenez ket mann ebet dija (tu ne comprends rien déjà)

'mamp ket kavet kapiten ebet (nous n'avions trouvé aucun capitaine)

ma manegoù (ne) welan ket anezhe neblec'h ebet (je ne vois mes gants nulle part)

(ne) dremena ket den ebet (il ne passe personne)

Treiñ ger-ha-ger en galleg a rofe frazennoù kontrol o ster. Da skwer hon dije evit ar frazenn a-us : il ne passe pas personne = il passe des gens.

Gant ar priñsip-se e c'haller kaout mat a verk nac'h er memes frazenn :

'meus ket gouvezet james na klevet den ebet o lâret mann ebet kwa (je n'ai jamais su, ni entendu personne dire quoi que ce soit quoi)

Degemer a ra kenglot an nac'hañ ur merk nac'hañ ouzhpenn evel gwech ebet da skwer :

(ne) oa ket bet nemet 'ba he bro gwech ebet (elle n'avait jamais été que dans son pays = elle était toujours restée dans son pays)

'meus ket bet laket nemet lard dous gwech ebet (je n'ai jamais mis que du saindoux = j'ai toujours mis du saindoux)

me a soñje din (ne) oa ket bet nemet hennezh gwezh ebet (je pensais qu'il n'y avait jamais eu que celui-là je pensais qu'il y avait toujours eu celui-là)

Da notenniñ zo e c'hall nemet bezañ doublet, hep cheñchamant a ster :

'meus ket soñj nemet da glevet nemet deus an daou-se

'mije ket nemet lâret nemet ur ger dezhe

Gouez da Jouitteau, « l'interprétation ne calcule pas ces négations séparément, de façon compositionnelle : une seule négation est interprétée sémantiquement. »

Se zo kaoz e c'hall an adverb nac'hañ ket bezañ lesket a-gostez, pa ne degas mann ebet a-fed ster. Sell aze ar c'hoñstad a ra Jouitteau (idem) :

« Puisque d'une part la concordance négative n'empêche pas deux mots négatifs d'apparaître ensemble, et que cela ne touche pas le calcul sémantique de la négation, et puisque d'autre part la négation postverbale peut être apportée par un autre mot négatif que ket, dès qu'on a dans la phrase un mot négatif postverbal 'ket' paraît optionnel. »

ma bugale n'a hini ebet dioute (aucun de mes enfants ne va)

peogwir a-hend-all (ne) gompreno den ebet mann ebet (parce que sinon personne ne comprendra rien)

gwezhall ne lâre den ebet mann ebet (autrefois personne ne disait rien)

Pa vez ar ger nac'hañ dirak ar verb e soñj dimp n'haller ket implijet ket :

hini ebet anezhe (ne) oar (aucun d'eux ne sait)

neblec'h ebet (ne) oan bet dec'h (je n'avais été nulle part hier)

mann ebet (ne) oar (il ne sait rien)

hoñ den ebet (ne) ouie kaer e oad (elle personne ne savait trop son âge)

Ar morfem ne ne glever ket anezhañ, met gouvezout a raer zo dioutañ dre ar c'hemmadur a vez war e lerc'h :

artizan ebet (ne) gaoze brezhoneg ken (plus aucun artisan ne parle breton)

den ebet (ne) gomz brezhoneg ken (plus personne ne parle breton)

A-bep-tu d'ar verb e talvez kenglot an nac'hañ :

james ebet (ne) rae mann ebet (il ne faisait jamais rien)

den ebet (ne) roe mann ebet din (personne ne me donnait quoi que ce soit)

En he fennad nemet e veneg Jouitteau penaos « Kervella (1995.§234.III.) et Chalm (2008:86) notent explicitement que la co-occurrence de ket avec nemet force un calcul de double négation ». Kement-se n'eo ket gwir evit an tregerieg, ket... nemet o vezañ komprenet evel ur merk nac'hañ hepken :

(ne) oa ket bet er skol nemet daou vloaz (elle n'avait été que deux ans à l'école)

'teus ket nemet sellet (tu n'as qu'à regarder)

me 'meus ket soñj da welet nemet unan (moi je ne me souviens n'en voir qu'un)

n'eus ket nemet hennezh kat da difenn an ouvrierien (il n'y a que lui capable de défendre les ouvriers)

En brezhoneg standard avat e vo komprenet ket... nemet evel un framm nac'h doubl. Pep skwer a-us a deu da vezañ ar c'hontrefed :

- elle avait été plus de deux ans à l'école
- tu n'as qu'à ne pas regarder
- moi je ne me souviens pas en voir seulement un
- il n'y a pas que lui capable de défendre les ouvriers

Soñjal a-walc'h a ra an nen en do d'ober an eil d'intent egile !

Han-se ne vez ket implijet ne... ket nemet gant ar vrezhonegerien a-vihanik evit treiñ ne... pas que. An droienn estroc'h evit an hini a vo implijet, distaget deus an dud istoc'h ['istɔx], ustoc'h ['ystɔx], éstoc'h ['estɔx] pe èstoc'h ['ɛstɔx] :

oh, estroc'h evit ar re-se a ra hañ (il n'y a pas que nous à le faire)

estroc'h evit estrañjourien zo (il n'y a pas que de étrangers)

estroc'h evitomp zo o c'hoari koura (il n'y a pas que nous à jouer)

Hemañ a ev estroc'h evit dour. (celui-ci ne boit pas que de l'eau)

Degas a reomp da soñj e renk ar respont d'ur goulenn-nac'h gant ket... nemet bezañ degaset gant nann ma vezer dakord, gant geo pe unan deus ar stummioù en g- pe b- deus ar verboù skoazell a-hend-all (Respont d'ur goulenn-nac'h).