Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Ar frammoù kenemober

Tangi YEKEL, gwengolo 2019

Ar raganvioù amresisaat eil (l'un), egile (l'autre, m.), eben (l'autre, f.), ar re all (les autres) met ivez unan all (un autre) hag an all (l'autre) a vez oc'h ober frammoù kenemober kevatal gant l'un... l'autre en galleg.

[^] 1. Frammoù gant an eil... egile/eben

[^] Renadenn dra eeun

En degouezhioù-se eo an eil ar rener hag egile ar renadenn dra :

n'ey ket an eil da groaziañ egile kazi

abalamour d'an eil esa bourdañ egile

an eil a vez o tebriñ egile koura

an eil o tebriñ egile kwa

Reiñ a ra Jules Gros skwerioù interesant a-fed ereadurezh (TDBP3, 1984, p.214) :

an eil o pilat egile

an eil a sikouro egile

ne wele ket an eil bag eben (un bateau ne voyait pas l'autre)

pa vez teir mouezh o troc'hañ an eil eben

red eo d'an eil paour sikour egile

Ar skwerioù serret ganimp en em dishañval un tamm. Kentoc'h evit frammoù kenemober en an eil... egile e vo techet hom brezhoneg d'implijet stumm-emober ar verb en en em. E-se e klevomp kalz muioc'h en em sikour, en em bilat, en em welet, en em debriñ, en em lazhañ ha kement zo, en un doare kenemober :

en em sikour a raemp han-se

en em sikour a veze graet

n'en em welont ket kement

Bremañ n'en em wel ket an dud pell

'ba ar mor aze emaint oc'h en em debriñ etre pesked

bremañ en em lazhont

[^] Stagelloù

Barrek eo ar stagelloù na, pe, hag da vezañ implijet evit sevel frammoù kenemober. Sell aze ar renabl roet gant Jul Gros (idem, p.214) :

an eil hag egile / an eil hag eben

an eil pe egile (pe eben)

nag an eil nag egile (nag eben)

Souezhus a-walc'h eo, n'hon eus skwerioù nemet gant ar stagell ha :

a-wechoù e vo an eil hag egile o labourat

ret eo kaout kouzant an eil hag egile kwa

kement an eil hag egile

Dont a refomp diwezhatoc'h war ar poent-se.

[^] Araogennoù

Kavet a ra dimp eo barrek ar frammoù kenemober an eil... egile da vezañ implijet gant an holl araogennoù.

– araogenn da :

an eil jenerasion d'eben

Mont d'an eil ti d'egile.

deus an eil parrouz d'eben

me anaveze tout ma c'hatechist deus an eil penn d'egile

– araogenn a-raok :

an eil a-raok eben

– araogenn e-barzh :

tamponniñ kwa, an eil o skeiñ 'ba eben

– araogenn war :

d'ober lakat an eil war eben da...

– araogenn gant :

ne vezont ket jentil an eil gant eben

– araogenn deus :

keit-se an eil deus egile

– araogenn war-lerc'h :

an eil war-lerc'h egile aze

– araogenn a-drek :

tri aze, an eil a-drek egile

– araogenn e-kichen :

an eil tal-kichen eben hañ

– araogenn e-plas da :

n'emañ ket ar geriennoù an eil e-plas d'egile

– araogenn evel :

an eil bloaz ne vez ket evel egile hañ

– araogenn enep da :

ne veze ket an eil enep d'egile kwa

– araogenn da heul :

pa vezer daou 'h a an eil da heul egile

[^] Liester

N'hon eus skwer ebet deus an eil re en hom c'horpus. Gant Jul Gros n'eus ket ivez, ha resisaat a ra just a-walc'h e c'hall ar framm an eil egile bezañ unan pe liester « an eil egile, l'un l'autre, les uns les autres » evel « an eil eben, l'une l'autre, les unes les autres » (idem, p.214).

Er skwer dindan eo ar framm an eil re an hini a vez gortozet er standard. Koulskoude eo ar stummioù eil hag eilvet war-lerc'h a vez implijet evit komz deus les deuxièmes, les coureurs du deuxième groupe :

tremen ur vunutenn emañ... emañ... emañ an eil deus ar reoù gentañ, tremen ur vunutenn emañ an eilvet deus ar reoù gentañ

E-se, da welet, n'eus ket deus ar framm an eil re... ar re all ken en tregerieg ur pennad brav zo dija (daoust hag-eñ zo bet dioutañ c'hoazh ?). En e blas e implij Tregeriz ar framm an eil...egile/eben gant talvoudegezh ul liester les uns les autres :

n'emañ ket ar geriennoù an eil e-plas d'egile

pep parrouz a rae e bardon hag... ne veze ket an eil enep d'egile kwa

n'a ket an eil ti un all ken

an eil a rae aon d'egile

ni a oa kousket gant an eil e-kichen egile

[^] 2. Frammoù gant an eil... unan all/an all

[^] unan all pe an all ?

Ar frammoù an eil... unan all/anall a gavomp en hom c'horpus ne seblantont ket bezañ anavezet ha studiet nemeur. Kervella ne gomza ket dioute en e Yezhadur bras ar brezhoneg (1995). E geriadur en linenn Frañsiz Favereau ne weler ket nemet ur skwer, evit ar ger eil :

an eil ba'n all (l'un dans l'autre)

Merket eo e teu deus Reter Breizh-Izel.

Etretout hon eus dastumet 15 framm dioutañ (evit war-dro 75 en an eil... egile/eben). E 13 dioute e klever nal [nɑl] evit eil lodenn ar framm. En div frazenn diwezhañ avat eo un' all [y'nɑl] an hini a vez distaget :

d'an eil pe d'unan all ec'h ae (elle allait à l'un ou à l'autre)

e-kerzh goañv 'h ae an eil ti unan all evel-se (pendant l'hiver on allait d'une maison à l'autre)

Diwar an distagadur-se [y'nɑl] e tiduzomp eo unan all ar stumm implijet en div-frazenn-se, ha koulskoude n'eo ket anat-kaer a-fed ster.

Evit an 13 frazenn all zo peadra d'en em c'houlenn hag-eñ eo ar stumm unan all an hini a vez implijet, krennaet en unan all > un' all > n' all diwar efed an taol-mouezh war all. Aze zo d'ober resisaat e vez distaget unan all peurvuiañ en 'n all [nɑl] :

ha kreistreze e oa unan all c'hoazh : a krèjstréè wa nal hwas

Un dalc'h zo neuze gant ar ster. Drol e vefe da skwer kaout ar stumm hir unan all er frazenn dindan :

ar re-se a oa sot an eil gant an all neuze (ils étaient fous l'un de l'autre)

Nemet ha ster kentañ unan all, un autre, ne vefe ket merzhet ken er frammoù-se hag a vefe mesket gant l'autre ?

Un eil vartezeadenn zo. Bezañ e vefe deus ar stummioù unan all (un autre) hag an all (l'autre) evit sevel ar frammoù kenemober-se, hep nemeur a diferañs a ster etreze. Keñveriomp neuze an div frazenn-se :

n'a ket an eil ti an all ken (on ne va plus les uns chez les autres)

e-kerzh goañv 'h ae an eil ti unan all evel-se (pendant l'hiver on allait les uns chez les autres)

A-raok-se e vankfe bezañ sur zo deus ar stumm an all, hag-eñ e seblant bezañ direizh a-fed yezhadur. Favereau, ha n'eus ket nemetañ a gav dimp, a veneg anezhi ur wech all en e c'heriadur en linenn, evit ar ger all :

unan... hag an all (& egile/eben)

Evit ar poent bepred e chomomp-ni etre daou.

[^] Implij

Remerkiñ a reomp un dreistimplij gant ar stagelloù ha, na, pe (8 gwech diwar 15, 53%) :

ya, an eil pe an all (oui, l'un ou l'autre)

nag an eil nag an all (ni l'un ni l'autre)

pastis, porto, pe an eil hag an all ? (du pastis, du porto, ou l'un et l'autre ?)

Surtout pa vijent o kaozeal an eil ha an all anezhe (Surtout quand ils parlaient l'un et l'autre)

oc'h evañ bannac'h e-barzh an ostaleri, e-barzh an eil pe e-barzh an all. (tout le monde était allé boire un coup au café, dans l'un ou l'autre des cafés.)

ar re-mañ a lamp d'an eil tu ha d'an all (ceux-ci sautent d'un côté et de l'autre)

Ha e vije graet merenn kazi ordin, goude, ha ti an eil ha ti an all quoi (Et on faisait ensuite le repas de midi, presque toujours, chez l'un et chez l'autre, tour à tour.)

d'an eil pe d'unan all ec'h ae (elle allait à l'un ou à l'autre)

Talvezout a ra ar boan degas da soñj n'hon eus skwer ebet gant nag an eil nag egile/eben na an eil pe egile/eben. E-se e kav dimp eo techet hom brezhoneg d'implijet ar framm an eil... unan all/an all pa vez stagelloù.

Un dra eveek all a vez gwelet er peder frazenn diwezhañ a-us. Pa vez un araogenn er framm e vez doublet alies ti... ha ti..., da... pe da..., e-barzh... pe e-barzh... (4 gwech diwar 15, 27%).

Evit ar seizh frazenn all avat e kav dimp ec'h eont en-dro evel er framm gant an eil... egile/eben :

skeiñ an eil 'ba an all (frapper l'une dans l'autre)

ne raent ket nemeur a relasionoù an eil gant an all (ils ne se créaient pas beaucoup de relation l'un avec l'autre)

koantoc'h eo an eil evit an all (toutes plus belles les unes que les autres)

ha deus an eil d'an all kwa (et de l'un à l'autre quoi)

ar re-se a oa sot an eil gant an all neuze (ils étaient fous l'un de l'autre)

e-kerzh goañv 'h ae an eil ti unan all evel-se (pendant l'hiver on allait d'une maison à l'autre)

n'a ket an eil ti an all ken (on ne va plus les uns chez les autres)

A-fed ster ne seblant ket bezañ diferañs ebet etre an daou sort frammoù.