Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Ar gerioù-kreñvaat

Tangi YEKEL, here 2019

Gant gerioù-kreñvaat (intensifieurs) dishañval e c'haller reiñ muioc'h a nerzh d'an anvioù-gwan, d'an anvioù-gwan-verb ha d'an adverboù.

[^] 1. Stagañ un adverb

Un toullad adverboù hag anvioù-gwan a c'hall bezañ staget evel lostgerioù-kreñvaat. Warne e vo an taol-mouezh pennañ, ha pa vezont unsilabennek :

mat-kaer : mat-kèr
ankoueet-libr : ãnkwée-lip
trubuilhet-minabl : trubuilhet-minap

[^] kaer

Ur gontell suis an hini eo. En Bear ha war-dro eo hemañ ar ger-kreñvaat evit an holl degouezhioù. Evel al lost-ger -tre er brezhoneg standard an hini eo :

mat-tre, brav-tre, koant-tre, fall-tre, jentil-tre...

Barrek eo da vezañ staget deus kement anv-gwan-verb zo : gwisket-kaer, abandonet-kaer, sukret-kaer, desket-kaer, fachet-kaer, boutet-kaer, avañset-kaer...

n'out ket gwisket-kaer

n'eo ket abandonet-kaer

sukret-kaer eo ar reoù all

desket-kaer

hi na vez ket fachet-kaer

Ha deus kement anv-gwan zo : fur-kaer, rust-kaer, kamm-kaer, savant-kaer, prudant-kaer, eeun-kaer, dakord-kaer, partizan-kaer, darev-kaer, tomm-kaer, klañv-kaer, skuizh-kaer, hardi-kaer, gleb-kaer, start-kaer, brav-kaer, sec'h-kaer, aezet-kaer, interesant-kaer, solut-kaer, sur-kaer, dishañval-kaer, diwezhat-kaer, uhel-kaer, hir-kaer, divalav-kaer, poazh-kaer, sot-kaer, mezv-kaer, pell-kaer, digourdi-kaer, akuit-kaer, kontant-kaer, trist-kaer, poli-kaer, hek-kaer, diaes-kaer, kozh-kaer, fall-kaer, ker-kaer, treut-kaer, fort-kaer, lous-kaer.

ma n'eo ket fur-kaer

rust-kaer

kamm-kaer

bezañ savant-kaer

prudant-kaer

Notennomp an droienn stank stank mat-kaer, très bien, très bon :

ne oa ket laket traoù mat-kaer da gentañ

hemañ ac'hanta, ac'h a mat met int n'eont ket mat-kaer

mat-kaer a gavan anezhi

Raloc'h eo an implij anezhañ gant an adverboù :

Espres-kaer a ra.

nebeud-kaer

ral-kaer hañ

ne wel ket ervat-kaer da gentañ

Da notenniñ zo e vez kreñvaet anvioù-kadarn gantañ ivez :

'neus ket naon-kaer

ma 'nez c'hoant-kaer

[^] tre

Dre an avani emañ tout ar plas gant -kaer, ne glever ket al lost-ger -tre koulz lâret en deiz-a-herie. Ur skwer nemetken hon eus ha staget eo -tre deus fall :

fall-tre

[^] abominabl

Deus ar galleg e teu ar ger-kreñvaat -abominabl. Teir skwer ganti hon eus dastumet : bras-abominabl, jentil-abominabl, pinvidik-abominabl.

Bras-abominabl.

Jentil-abominabl.

hoñ a oa pinvidik-abominabl

[^] minabl

Stumm krennaet abominabl eo. Klevet hon eus anezhañ o reiñ nerzh d'an anvioù-gwan hag anvioù-gwan-verb da heul : trubuilhet-minabl, ker-minabl, tost-minabl, lart-minabl.

honnezh zo trubuilhet-minabl

derc'hel menaj a goust ker-minabl

Hennezh a oa tost-minabl.

hennezh zo lart-minabl

En tu all d'ar verb e c'hall en em lakaat abominabl pe minabl evit kreñvaat an anv-gwan. Taol-mouezhiet-mat e vezont neuze :

abominabl oa brav

brav eo minabl

[^] mat

Evel -kaer e seblant barrek -mat, très, da vezañ staget deus an holl anvioù-gwan : kalet-mat, sec'h-mat, prim-mat, distok-mat, poazh-mat, mezv-mat, klouar-mat, tomm-mat, kraz-mat, treut-mat, fresk-mat, sklaer-mat, ker-mat, feneant-mat, start-mat, kozh-mat, solut-mat, reut-mat, darev-mat, dañjerus-mat, diwezhat-mat, sonn-mat, sec'h-mat, poz-mat, drouk-mat, yen-mat, brein-mat.

kalet-mat int

n'eo ket sec'h-mat kwa

prim-mat

a-benn neuze e oa arri mezv-mat

Pa vez komzet deus ment pe deus muzul e vo kentoc'h klevet -mat evit -kaer : don-mat, hir-mat, uhel-mat, gros-mat, bras-mat, ledan-mat, pell-mat, tev-mat, bihan-mat, ponner-mat, fort-mat.

ma vije don-mat

lec'h e oa lann hir-mat aze

uhel-mat, n'emañ ket e bord ar mor

arri eo bras-mat ar wezenn

Implijet stank eo -mat evit kreñvaat an anvioù-gwan-verb : eskeñtet-mat, lañset-mat, oadet-mat, gwennet-mat, stardet-mat, pebret-mat, sukret-mat, korvet-mat, keinet-mat, bleset-mat, tapet-mat, kollet-mat, klaset-mat.

tapet-mat oa a-hervez

klaset-mat e oan bet hañ

Deus an distagadur e vez gouvezet pe eo al lostger-kreñvaat, gant a berr ['mat] evel er skwerioù a-us, peotramant an adverb bien, gant a hir ['mɑ:t], evel er skwerioù dindan :

anavezet mat 'meus bet anezhañ 'vat

reoù anezhe zo livet mat kwa

fesonet mat eo Jean

krog mat eo

Se zo kaoz e c'hallomp lâret n'eo ket ar ger-kreñvaat an hini a vez kavet staget deus an adverboù dindan, o vezañ ma eo hir an a : sur-mat, a-berzh-mat.

sur mat

met lâret zo 'meus klevet a-berzh-mat

Ar c'hontrol eo dindan gant ret-mat, bien obligé, berr an a ennañ :

ret-mat eo dit mont du-se

[^] libr

Dreist-holl e vez implijet an adverb libr, amprestet digant ar galleg ha gant an dalvoudegezh complètement, evit reiñ kalz a nerzh d'an anvioù-gwan-verb : tremenet-libr, dic'hoûget-libr, treuzet-libr, pennfollet-libr, skornet-libr, trelatet-libr, kollet-libr, beget-libr, tennet-libr, diskornet-libr, serret-libr, sodet-libr, badaouet-libr, ankoueet-libr.

n'eo ket tremenet-libr

dic'hoûget-libr

ne oa ket treuzet-libr

Pennfollet-libr eo

Barrek eo libr da vezañ distaget deus an anv-gwan-verb :

devet eo libr

Ral eo an implij dioutañ gant anvioù-gwan : brein-libr, sot-libr, distremp-libr.

brein-libr

sot-libr

distremp-libr

[^] tout

Gant talvoudegezh un adverb e c'hall tout, complètement, tout, kreñvaat un anv-gwan pe un anv-gwan-verb : brein-tout, stummet-tout, seilhet-tout, kozh-tout, fall-tout, karget-tout, nevez-tout, adnevez-tout, stouvet-tout, aet-tout, machinet-tout, sot-tout, bihan-tout, yaouank-tout, debret-tout, boutet-tout, marv-tout, gwenn-tout, du-tout, fuloret-tout, kreienet-tout, mailhimouzet-tout.

ar pleñchod oa brein-tout

ur bern mein stummet-tout

ma soñj ganit int seilhet-tout,

traoù kozh-tout

[^] naet

Gant naet, complètement, e vez kreñvaet anvioù-gwan-verb : tennet-naet, kollet-naet, sec'het-naet.

tennet-naet

hi zo kollet-naet

sec'het-naet ya

kaer eo dezhi pa int sec'het-naet

[^] tout-naet

Tout ha naet zo kat da vezañ stok-ha-stok evit reiñ nerzh d'un anv-gwan-verb, gant ar ster complètement. Mat a skwer hon eus :

a-benn koan e veze depiotet-tout-naet

brevet-tout-naet

a-benn neuze e oa c'hwezhet-tout-naet euh...

En ur frazenn eo doublet tout-naet :

divhar ha tout paket... tout-naet tout-naet

Hag en unan all int staget o-daou gant ar stagell ha :

int seilhet-tout-ha-naet

[^] euzhus

Ral-kaer eo euzhus, formidable, evit kreñvaat an anv-gwan :

ker-euzhus

[^] spontus

Spontus, terriblement, a vez implijet evit reiñ nerzh d'an anvioù-gwan : bihan-spontus, ifrontet-spontus, gast-spontus, jentil-spontus, ker-spontus, teñval-spontus, kurius-spontus, diaes-spontus, fall-spontus, yen-spontus.

eñ a oa gast-spontus

Honnezh a oa jentil-spontus.

ker-spontus

yen-spontus

Ur skwer hon eus gant spontus doublet :

hag ifrontet-spontus-spontus

A-wechoù e vez raklakeet dirak an anv-gwan :

Eñ a zo spontus-pinvidik.

me 'ma kavet se spontus-brav

Dre-vras eo barrek spontus da vezañ plaset un tamm bihan dre-holl er frazenn :

Abaf eo spontus.

Spontus eo tost.

Ker an traoù spontus !

spontus on bet klañv

[^] hardi

Gallet a ra an adverb hardi, très, kreñvaat un anv-gwan. Ral-kaer eo avat :

gallout lakat dilhad lous-hardi e-barzh

[^] da vat

Gant an droienn adverb da vat, pour de bon, e vez roet nerzh d'an anvioù-gwan ha d'an anvioù-gwan-verb. Ral a-walc'h eo an implij anezhañ :

mezv da vat

dispennet da vat

[^] maleürus

Adverboù amzer (kement-se, keit-se...) a vez kreñvaet gant an anv-gwan adverbializet maleürus :

met pas kement-se maleürus, nann nann nann.

n'eus ket keit-se maleürus abaoe kwa

[^] horrol

Implijet e vez a-wechoù an adverb horrol, horriblement, distaget ['ɔʁɔl], evit kreñvaat anvioù-gwan : gros-horrol, paour-horrol, koant-horrol, rust-horrol.

arri eo gros-horrol

Paour-horrol

ur plac'h koant-horrol.

Hemañ a zo rust-horrol, horrol !

Barrek eo da vezañ dispartiet deus an anv-gwan pe deus an adverb gant ar verb :

Ifrontet eo horrol.

trubuilhet eo horrol emezañ

Horrol eo ker.

[^] holl

Gant an adverb holl, entièrement, distaget [ɔl] e vez kreñvaet troiennoù adverb gant re, trop : re-holl, re stank-holl, re bell-holl.

met normalamant 'mamp ket bet re-holl a broblem

'nez ket ezhomm da vezañ re stank-holl

ar reoù a oa re bell-holl un tamm bihan

[^] pitoiabl

An adverb pitoiabl, distaget [pi'tojəp], incroyablement, a servij da reiñ nerzh d'an anvioù-gwan. Ral-kaer eo avat :

Honnezh zo koant... pitoiabl

Kavet e vez dispartiet deus an anv-gwan :

ha pitoiabl oa brav

[^] 2. Stagañ un anv-gwan-verb

Un toulladig anvioù-gwan-verb a c'hall kreñvaat anvioù-gwan.

[^] daonet

fall-daonet !

peogwir e welan fall-daonet

N'eo ket didalvez-daonet peogwir e sav bemdez !

[^] bervet

tomm-bervet eo

tomm-bervet int

[^] beget

leun-beget

[^] skornet

yen-skornet

[^] kollet

paour-kollet

pa 'nije evet ur bannac'h re e vije fall-kollet

[^] 3. Stagañ un anv-kadarn

Bezañ zo anvioù-kadarn barrek da greñvaat anvioù-gwan zo.

[^] ki

didalvez-ki

fall-ki

[^] sign

gwenn sign

[^] flamm

nevez-flamm

[^] chouk

leun-chouk

[^] ar c'hurun

Kavet e vez an anv-kadarn ar c'hurun, affreusement, en e stumm kemmet evit kreñvaat an anvioù-gwan : ker-ar-c'hurun, diwezhat-ar-c'hurun, pell-ar-c'hurun, gast-ar-c'hurun.

ker-ar-c'hurun

diwezhat-ar-c'hurun

e oant diwezhat-ar-c'hurun oc'h arruout

pell-ar-c'hurun

gast-ar-c'hurun

Gallet a ra kreñvaat anvioù-kadarn ivez :

c'hwezh ar c'hurun zo

[^] tan

ruz-tan

[^] 4. Stagañ un anv-gwan

Anvioù-gwan zo a vez staget deus anvioù-gwan all evit sevel troiennoù eveek. Ur pezh listennad a ro Jul Gros e levr kentañ an Trésor du breton parlé (2000, p.85-87).

[^] bras

an deiz-se e oa tomm-bras

klañv-bras.

[^] achu

didalvez-achu

fall-achu

[^] mik

dall-mik

mezv-mik

marv-mik

[^] rik

dall-rik

[^] ruz

didalvez-ruz

tomm-ruz (très chaud)

Posubl eo lakat ar ger pik e-kreiztre tomm ha ruz evit kreñvaat anezhañ muioc'h c'hoazh :

tomm-pik-ruz (terriblement chaud)

[^] du

teñval-du

paour-du

mezv-du

Eñ zo stenn-du.

[^] kraz

sec'h-kraz

[^] nay

sot-nay

[^] moust

lazhet-moust

[^] put

brein-put

[^] brein

lous-brein

[^] chik

leun-chik

[^] kouch

leun-kouch

[^] dall

mezv-dall

War ar marc'had e c'hall -dall bezañ ouzhpennet da -du evit kreñvaat noz :

noz-du-dall, ne vez ket gwelet mann ebet

[^] dodu

mezv-dodu

[^] hudur

lous-hudur

[^] berv

tomm-berv

[^] pilh

noazh-pilh

[^] pik

noazh-pik

[^] lous

pinvidik-lous

[^] marv

skuizh-marv

[^] teil

gleb-teil (très mouillé)

An anv dour a c'hall bezañ lakaet e kreiz an droienn evit reiñ muioc'h a nerzh dezhi :

gleb-dour-teil (complètement trempé)

[^] frank

digor-frank eo an nor

[^] 5. Anv-gwan raklakaet

E-krec'hoc'h hon eus remerket eo posubl raklakat spontus dirak an anv-gwan. Bezañ zo daou anv-gwan all a c'hall bezañ raklakaet dirak an anv-gwan kreñvaet : gwall ha tremen.

[^] gwall

Komzet hon eus c'hoazh en ur pennad all (Anvioù-gwan raklakaet) deus gwall, très, pa vez dirak un anv-kadarn. Barrek eo da greñvaat anvioù-gwan, adverboù hag anvioù-gwan-verb ivez. Kentoc'h e vez implijet e degouezhioù nac'h :

ne vez ket gwall aezet

ne oan ket gwall jenet gant ar vouch-se

gwechall ne vije ket chañchet al loened eu... gwall stank

Kavet e vez ivez e degouezhioù en derez plaen, met nebeud-kaer :

kouezhet eo gwall izel

gwall dapet

gwall brav eo

Degas a reomp da soñj e vo taol-mouezhiet gwall dirak ar gerioù unsilabennek :

n'eo ket gwall domm amañ : nê ke gwêl domm ãmã

n'eont ket gwall brim : nêgn ke gwêl brum

[^] tremen

Kavet a ra dimp e vez raklakaet ordinal ar ger-kreñvaat, tremen, plus que, passé. N'hon eus ket nemet ur skwer avat :

tremen-poazh int