Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Ar raganv dic'hour

Tangi YEKEL, gwengolo 2019

En he fennad Pronom impersonnel e ra Melani Jouitto ar c'hoñstad « zo en brezhoneg mat a raganv dic'hour dishañval ». Renabliñ e vezont ganti e penn-kentañ he fennad :

• « un pronom vide déclenchant une marque particulière de l'accord verbal (-er au présent).
• un pronom impersonnel créé, comme le on en français ou man dans les langues germaniques, à partir d'une grammaticalisation du groupe nominal [un homme] : an nen ou an den.
• une grammaticalisation du cardinal 1, unan, comme l'anglais one ou l'espagnol uno.
• les pronoms de seconde personne, qui peuvent aussi avoir des lectures impersonnelles. »

Heuilh a refomp a-dost framm he fennad, ha titloù zo, dam dimp da welet penaos e junt gant ar brezhoneg kaozeet en eur-a-herie en Bear ha war-dro.

[^] 1. Ar raganv goullo dic'hour -r

[^] Stummioù

Hewitt, meneget gant Jouitto, a degas da soñj kement-mañ : « les formes impersonnelles en -er et -ed, typiques des langues celtiques, constituent une septième forme dans les paradigmes de conjugaison » (The impersonnal in breton, 1998, p.30).

Stank eo ar stumm dic'hour en -er en amzer a-vremañ, na pa vez kreñv (transitif) pe gwan (intransitif) ar verb :

nann, ne weler ket mann ebet

ne chomer ket da sellet

Stumm dic'hour ar verb bezañ en amzer a-vremañ boaz, vezer [vɛ:ʁ], zo implijet kalz ivez :

libr e vezer da choaz, ne vezer ket ?

n'onn ket pelec'h e vezer o vont

Memes tra gant ar stumm vijer [viʒɛʁ] en amzer dremenet boaz :

trankil e vijer

'ba ar menajoù bihan te ne vijer ket pell o tornañ

Ar C'hlerg a ro-eñ ar stumm bijed gant un dibenn -ed evit an amzer dremenet boaz (Grammaire bretonne du dialecte de Tréguier, 1986, p.64). Dre-se e tiskwel zo deut ur cheñchamant er yezh nevez zo war ar poent-se.

Estroc'h evit ar stummioù anavezet-se eo kazi dispareset tout ar reoù all. Etretout n'hon eus dastumet nemet ur stumm dic'hour evit an amzerioù all. Ur verb reizh en amzer dremenet gant un dibenn en -ed an hini eo :

pa haded ed, e veze hadet an ed bep ma veze aret

Ken ral eo en hom c'horpus ken e c'hallomp lâret diouzhtu emañ war vont da goll. Sevel a ra Yann an Du ganimp pa lâr evel-henn : « la forme de l'indéfini du passé en -éd n'est utilisée que par certaines personnes âgées » (2012, p.72).

Er frazennoù dindan e weler pegement o deus souzet ar stummioù dic'hour en holl amzerioù ha penaos e vezont ramplaset gant stummioù an amzer a-vremañ :

a-benn 'h aer da di tante Germaine memestra e oarer un tamm bihan galleg (quand on allait chez tante Germaine quand même on savait un peu le français)

Koulskoude e c'haller bezañ bet lazhet anezhañ ivez quoi (pourtant on aurait pu le tuer aussi quoi)

En hini gentañ e vezer o c'hortoz stummioù dic'hour an amzer dremenet (aed hag ouvezed), hag en eil stumm amzer dic'hallus an doare-divizout (c'halljed pe c'halljer). Koulskoude eo stummioù an amzer a-vremañ an hini a weler bep taol (aer, oarer, c'haller).

Laket hon eus en taolennoù dindan an nebeud stummioù serret ganimp hag adouilhet hon eus reoù tennet diwar mammennoù all (Hewitt 2001, Le Dû 2012, ar C'hlerg 1908, ALBB). Diwar-se hon eus diduzet ar stummioù a vank evit bro Vear.

Verboù reizh (ALBB : kartenn 353, kartenn 354, kartenn 355) :

VERBOU REIZH an Du ar C'hlerg Hewitt ALBB (ptoù) Bear
a-vremañ  -èr  -er  -er  -er (17, 20)  -er
dremenet  -éd  -ed  -ed ?  -ed (19, 16)  -ed
da dont  -ér  -fer  -ffer  -fer (19, 15)  -fer ? / -er ?
doare div. -j-  -jèr  -jed  -ched ?    -jer ? / -jed ?
doare div. -f-  -fèr  -fed  -ffed ?    -fer ? / -fed ?
preterit    -jod  -jod ??    p>-jod ?

Poentoù an ALBB : 20 Treglañviz, 17 Prad, 19 Plouzelambr, 16 Pleuvihan, 15 Pleuveur-Bodou.

Da notenniñ, hervez Yann an Du, « e vez mesket stumm dic'hour an amzer da dont gant hini an amzer a-vremañ » (idem, p.72).

Verb bezañ (ALBB : kartenn 76, kartenn 77, kartenn 78) :

BEZAÑ an Du ar C'hlerg Hewitt ALBB (ptoù) Bear
a-vremañ  vèr  ber  vèr    vezer
a-vremañ boaz  vèr  ber  vèr    vezer
a-vremañ lec'hiañ  vèr  oar  vèr  vèr (17, 20) / war (19)  vezer / oar ?
dremenet  war  oad  oad ?  war (17, 20) / wad (19, 20)  oad ? / oar ?
dremenet boaz  vijèr  bijed  vijed ? / vijer    vijer / vijed ?
da dont  vèr  befer  veffer  vèr (17, 20) / véfèr (19)  vefer ? / ver ?
doare div. -j-  vijèr  bijed  viched ? / vicher  vijed (16) / véfèd (19) / vijer (17, 20)  vijed ? / vijer ?
doare div. -f-    befed  veffed ? / veffer    vefed ? / vefer ?
preterit      oed ?    

Verb ober (ALBB : kartenn 269, kartenn 270) :

OBER an Du ar C'hlerg Hewitt ALBB (ptoù) Bear
a-vremañ  rèr  rer  rèr  rêr (17, 20)  raer
dremenet  rèd  rêd  raed ??    raed ?
da dont    refer  reffer  rêr (20) / rêfer (19, 15)  refer ? / rêr ?
doare div. -j-  réjèr  rajed  raeched ? / raecher    raecher ? / raeched ?
doare div. -f-  rafèr / raèr  rafed  raeffed ? / raeffer    raefed ? / raefer ? / raer ?
preterit    rejod  rejod ??    rejod ?

[^] Anaforenn ar stumm dic'hour

Gouez da Jouitto zo « un anaforenn deus an dic'hour en an unan ». Ur skwer tennet deus korpus Jul Gros a ro :

amañ ez eer an-unan

Herie-an-deiz ne glever ket an anaforenn an-unan-se en hom brezhoneg. Kentoc'h eo ar ger-perc'hennañ e en U3g an hini a vo klevet :

ne vijer ket e-unan

[^] Ster

Resisaat a ra Hewitt petore talvoudegezh o deus stummioù an dic'hour :

« Elles réfèrent à un être humain potentiel dont l'identité n'est pas spécifiable, ou dont le locuteur ne veut pas spécifier l'identité. Le sens est donc très proche du français on » (1998).

An implij-se zo evit un den bennaket difetis (on abstrait et général), en diavaezh deus ar c'homzer. Kavet a raer anezhañ stank en hom c'horpus :

aze e vezer o sevel un ti

ne vezer ket foetet ken, geo ?

herie n'en em vesker ket kement-se ken 'ba ar familhoù

Santout a reomp avat eo techet ar brezhoneg da vont da heul ar galleg, diwar levezon hemañ moarvat. Alies a-walc'h eo tost tost ster ar raganv goullo dic'hour deus gour kentañ al liester, hag ar c'homzer e-barzh :

ne chomer ket da sellet (nous ne restons pas regarder)

ne vijer ket abred ordin ivez kwa hein (nous n'étions pas de bonne heure non plus quoi hein)

feiz, ugent vloaz zo e vezer o vont du-hont ivez (ma foi, depuis vingt ans nous y allons aussi)

Notennet en devoa Jul Gros un implij deus an dic'hour evit toullañ kaoz gant unan bennak (1984, p.195) :

« Te, 'tu' et c'hwi, 'vous', sont quelquefois remplacés par l'impersonnel dans une intention de courtoisie à l'égard de l'interlocuteur. Cette forme le met moins directement en cause, en donnant à l'énoncé une portée plus générale, donc moins agressive. On l'emploie surtout dans les salutations. »

poaniañ a raer ?
hastañ a raer ?

Da notenniñ zo e wel Favereau un arliv ster etre an dic'hour hag an tu-gouzañv (Grammaire du breton contemporain, 1997, p.259) :

« Le passif tend à se généraliser bien souvent aux dépens de la non-personne [forme en -r'] (pour exprimer on, l'on...), même s'il faut bien noter qu'une nuance subsiste entre les deux formes »

amañ 'vez graet bara (e-leizh, atav, peur(a)liesañ etc.) (ici on fait du pain [en règle générale])
amañ 'raer bara ([...] ha ne brener ket) (ici on fait, on fabrique du pain [on ne l'achète pas])

Kavet a ra dimp eo koazhet an diferañs a ster-se. Er frazenn dindan da skwer e weler ur raganv dic'hour e-kichen ur stumm en tu-gouzañv gant ar memes ster :

pa haded ed, e veze hadet an ed bep ma veze aret

[^] 2. Ar raganv dic'hour an nen

[^] Stumm

Degas a ra Jouitto da soñj eo an nen, stumm kemmet an den ha distaget 'n nén [nen], « une grammaticalisation du syntagme défini 'l'homme' ». Troet e vez gant on en galleg :

arriout a ra an nen d'en em veskañ

ya, ret e vefe d'an nen adretorn war e labour 'neus bet graet an nen pa oa bugel

Ret eo dishañvelaat anezhañ deus ar stumm digemm an den, hag a vo troet la personne :

ha deus an trouz e vez anavezet an den ervat

gwezhall 'h ae ar person da nouiñ an den pa veze arru prest da vervel

Na pa eo kat da « dalvezout evit un niver bras a dud », e chom ar raganv an nen « en unander a-fed yezhadur » (Jouitteau, idem). Kement-se ne harz ket anezhañ da gaout « da vezañ gwelet evel ul liester » :

Pa en em gar an nen e tremen prim an amzer.

Met arri a rae an nen da en em gompren

un dro bennak ec'h aio an nen tout peogwir e renkomp partiañ

hag en em dastume an nen

Homañ diwezhañ zo da vezañ keñveriet gant honnezh :

añfin, lec'h en em dastume an dud kwa hein

Gant ar skwerioù-se e weler un tech d'implijet an nen e-plas al liester gortozet an dud. Moarvat eo dam da levezon ar raganv dic'hour galleg on a zo arri da ramplas nous e bern degouezhioù.

[^] Implij

Peurvuiañ e vo kavet ar raganv dic'hour an nen diouzhtu war-lerc'h ar verb :

gwelloc'h evit ne ra an nen

ne gava ket an nen anezhe

aze e anavez an nen

n'en em renta ket an nen kont ken en em gav 'ba ar jeu

ah ya, pa 'nije tommet an nen anezhe a-walc'h e veze « goret 'meus an hirrev »

Ur wech bennaket e kavfomp anezhañ er penn a-raok :

an nen a ra memes tra ha mat.

an nen ne glaska ket

an nen 'neus ket bet klasket

an nen 'nije da diwall dioute

an nen e-unan a oare tout al loened a oa war-dro kwa

Barrek eo d'en em gavet evel renadenn-dra war-lerc'h ar verb. Ma 'mañ ar verb en tu-gouzañv e vo troet gant on :

Abalamour da se, e vije laket an nen pinijenn.

laket e vez an nen divalav ha trist hañ

Ma 'mañ en tu-gra e vo troet kentoc'h gant les gens,nous:

pa delefonez atakez an nen en brezhoneg ivez ? (quand tu téléphones tu attaques [t'adresses] les gens en breton aussi ?)

n'eo ket se a lako an nen da deskiñ brezhoneg (ce n'est pas ça qui fera apprendre le breton aux gens)

an Amerikaned a dirije an nen da vont pep hini en e blas kwa (les Américains nous dirigeaient pour que chacun aille à sa place)

Un tamm mat raloc'h e vo kavet dirak ar verb evel renadenn dra :

an nen a veze esaet eu... derc'hen anezhañ kwa

Kavet e vez war-lerc'h frammoù doareel evet ret eo da pe ober a ra vad da :

ret e vije d'an nen bezañ gant se gante

se a ra vad d'an nen

War-lerc'h araogennoù e vez kavet ivez :

pardon Trezelan a oa un dra bennaket d'an nen

n'eo ket interesant ma'c'h out e-keñver d'an nen. Ma'c'h out e-barzh ar memes uhelder gant an nen ma kerez.

ne vez ket goulet gant an nen petra 'nez ezhomm

Notenniñ a ra Jouitto e c'hall an nen bezañ « repris anaphoriquement par un pronom 3SG masculin. Les deux expressions réfèrent à tout humain, femmes comprises, malgré le pronom masculin lié ». Ur skwer evel-se hon eus, e-lerc'h e vez adgelvet an nen gant an araogenn dezhañ :

e-kichen an nen, an nen ne grede ket evel a vez lâret, ne grede ket lâret e veze e revr dezhañ

Diwar skwerioù roet gant Mona Bouzeg e ra Jouitto ar c'hoñstad e vez ordinal ar raganv dic'hour dirak ar predikad :

a-benn e vez an nen klañv

ordin e vez an nen preset kwa

Skwerioù kontrol hon eus avat, gant an nen war-lerc'h an anv-gwan predikad :

se zo kaoz e vez arri brevet an nen pa vez arri en oad emezon-me, pa en em rent kont peseurt pouez zo bet war e gorf kwa

pa oa bihan an nen heu...

pa vez arru kozh an nen

hag e veze kontant an nen

Un dra all a remerka Jouitto :

« Les impersonnels -r de l'accord et an den ont des formes différentes d'anaphores liées. An den déclenche la forme masculine de la troisième personne du singulier. PRO [le pronom vide] et le pronom sujet vide déclenchant -r déclenchent la forme impersonnelle an-unan » (idem).

ne vez ket kavet mad ar boued pa vezer an-unan o tebriñ
ne vez ket kavet mad ar boued pa vez an den e-unan o tebriñ (Gros, 1984, 187)

N'hallomp ket koñfirmiñ ar frazenn gentañ dre an avani eo aet da goll an droienn an-unan. Ur skwer hon eus avat evit an eil :

an nen e-unan a oare tout al loened a oa war-dro kwa

[^] Ster

Koñstatiñ a ra Jouitto, o venegiñ ur skwer deus corpus Jul Gros, e c'hall « l'impersonnel servir à référer au locuteur » :

amañ ez arru an avel ken e fell dezañ diskar un den (pour ahanon)

Daou skwer anat hon eus :

pa vez yen an nen paotr-kaezh, goude 'mez d'ober addemarriñ

derc'hen a ra an nen da fepaat d'e labour, 'meus ket ken de... denparamant

Posubl eo e c'hallfe ar frazenn dindan bezañ laket gante ivez. Eno en deus ar c'homzer desped d'ar brezhoneg a ankoua pa ne gav den ebet da gaozel gantañ :

arriout a ra an nen d'ankouaout, pa ne gomzez ket ken

A-hend-all en deus alies an nen talvoudegezh gour kentañ al liester :

ne 'nije ket droed an nen da gaozeal brezhoneg e-barzh ar porzh.

alies e wel an nen anezhe a-drek aze

na voujez ket emezon-me hañ, ken ec'h arruo an nen en-dro gant ar medisin !

hag ar re-se a ampiche an nen da gaozeal brezhoneg 'ba ar skol, bepred e raemp

bezañ zo des mots ha ne gava ket an nen anezhe abalamour 'mamp ket bet al lañs da gaozeal diou... da gomz

ni ne raemp ket van ebet, pa oamp yaouank n'ae ket an nen da drubuilhiñ gant se

Troiennoù komun a vez savet gant an nen evel ne oar ket an nen (on ne sait pas) :

fin, ne oar ket an nen met...

ne oar ket an nen ivez e vezont marv ivez

ne oar ket an nen anezhe tout hañ

Pe gwelet a-walc'h e ra an nen (on voit bien que) :

gwelet a-walc'h a ra an nen 'h eo solut

gwelet a-walc'h a rae an nen warnañ pa veze gwelet anezhañ

gwelet a-walc'h a rae an nen warnañ bepred

Pe c'hoazh ne lârfe ket an nen ! (on ne dirait pas !) :

ne lârfe ket an nen hañ !

Ne soñj ket dimp zo un diferañs a ster etre ar raganv goullo dic'hour en -r hag ar raganv dic'hour an nen. Implijet e vez an eil pe egile e degouezhioù hañval.

« dio ! » a lârer

« sul gouel pemdez » a lâr an nen

[^] 3. Unan ?

Hervez Jouitto eo barrek unan da vezañ « utilisé comme un impersonnel dans une structure passive ou active » (idem) :

skoet e vez unan, e gwirionez, pa bign gand hent praz Douarnenez da Gastellin
sebezet e chom eun o klevoud ar bugel-se o komz
lâret a rafe unan emañ ar gaouenn o kaozeal dezhi
(ne) oar ket unan

Ne gav ket dimp e vefe amañ an implij dic'hour-se. Evit kement skwer a-us e klevfemp kentoc'h an nen pe ar raganv goullo -r. E-plas (ne) oar ket unan e klevfemp neuze :

°ne oar ket nen
°ne oarer ket / n'ouvezer ket

Ne gaver ket en hom c'horpus un dalvoudegezh dic'hour stag deus unan hag a vefe troet gant ar galleg on. Kentoc'h eo un droienn hañval-kaer deus unan bennaket hag a vefe troet gant quelqu'un, une personne en particulier :

unan 'na lâret dezhañ c'hoazh

unan a vo o c'hoari las dre pep tu kwa

bet 'meus klevet ar reoù-gozh o komz e oa unan hag a oa bet ti ar person

ya, unan 'h ae da digemenn, 'h ae gwechall da glask tud

prezeg, se zo evel unan hag a zo oc'h ober ur bern... ur bern kaoz kwa

[^] 4. Dic'hour en eil gour

Gouez da Jouitto, « en breton comme en français, on utilise des formes de personne seconde, en tutoiement et en vouvoiement, pour des usages impersonnels ». Stank eo an implij-se e bro Vear :

arriout a ra an nen d'ankouaout, pa ne gomzez ket ken (on arrive à oublier, quand on ne parle pas)