Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Ar raganvioù-diskouez

Tangi YEKEL, miz gouere 2018

Gwechall e vije implijet an tri rannig-diskouez -mañ, -se ha -hont evit sevel ar raganvioù-diskouez. Tal-kichen hemañ ha hennezh e oa deus henhont. Herie-an-deiz avat ne vez ket klevet ken hennezh diwezhañ en hom brezhoneg.

Evit an drivet gour unan n'anavezomp ket nemet ar stummoù-mañ neuze :

gourel hemañ : hémã hennezh : hẽs (raloc'h : hénes)
 benel  homañ : homɑ̃ honnezh : hɔ̃s (raloc'h : hɔ̃nes)

Favereau (1997, p.118) a ra ar memes koñstad diwar-benn ar stumm -hont o vont da goll. Notenniñ a ra neuze « des formes nouvelles (mais un peu familières) comme hemañ all cet autre, hounn'zh all idem (fém.), ar re-m' all Ph les autres... gus ». Ar frammoù-se a gaver ivez en hom brezhoneg ha kavet a ra dimp zo un tamm ster-gwashaat gante :

hemañ all : hém al

homañ all : hom al

hennezh all : hẽz al

honnezh all : hɔ̃z al

ar re-mañ all : rém' al

ar re-se all : rézé al

Evit ar pezh a sell al liester just a-walc'h en em gavomp gant un toullad-brav a raganvioù-diskouez.

Ar stummoù stankañ a glever eo ar re-se (rézé / raloc'h : réz) hag ar re-he (réhé / réé). Bezañ zo stummoù all savet diwar ar re-mañ gant merk al liester -où ouzhpennet :

Pe da re :

ar reoù-se : réwzé

Pe da -se :

ar re-seoù : rézéw

Ar raganv lost-ger -ig zo barrek da heuilh merk al liester -où. Daou skwer hon eus, bet klevet holl gant ar memes plac'h deus Koadaskorn :

me 'meus klasket ar re-seouig

'h on bet o kerc'hat boued d'ar re-seouig

Jouitteau (Les démonstratifs), da heul Hewitt hag an Du, a wel un tech da lemel re er framm :

« En Trégor, cette évolution montre un pas de plus car les formes rapportées par Hewitt (2001) et Le Dû (2012, p.71) montrent un effacement du morphème re, avec -où comme seule forme du pluriel. »

Deus tu ar c'huzh-heol an hini e vez klevet an aliesañ. Ar skwerioù bet kavet en hom c'horpus zo bet roet peurvuiañ gant tud deus Plûned :

evel-se ar 'seoù a oa bet en em gavet ganimp ivez

ar 'seoù a deske a-walc'h a raent

aze e oa deuet ar 'seouig

Ar framm ar re-mañ a vez kavet un tamm mat nebeutoc'h evit ar framm ar re-se hag ar stummoù deveret dioutañ. Dam da se sur a-walc'h eo muioc'h stabil : n'hon eus ket notennet stumm all ebet dioutañ.

Da notenniñ penaos o deus ar raganvioù-diskouez-se talvoudegezh ur raganv-gour pa vezont laket e penn kentañ ur frazenn. Kement-se a lâre Jul Gros e Teñzor ar brezhoneg komzet (1970, p.33) :

« Hennez ('celui-là'), honnez ('celle-là'), ar-re-ze ('ceux-là', 'celles-là') sont des mots usés à force d'être employés. On verra dans le texte breton combien sont nombreuses les phrases commençant par ces mots. Dans la plupart des cas, leur sens démonstratif s'est détérioré au point de n'avoir plus la valeur que d'un pronom personnel se rapportant à un être dont il a déjà été question dans la conversation. On les traduit souvent par 'il', 'elle', 'ils' ou 'elles'. »

Deus gwelet zo en hom brezhoneg un raganv-diskouez all, hoñ [hõ] (elle, celle-là). Nemet hag ur stumm krennet deus honnezh e vefe ? War a seblant eo kat an eil da ramplas egile, evel diskwelet er frazenn dindan :

ha hoñ... honnezh zo un tamm pluskenn warni

E-pad pell hon eus kontet anezhañ evel ur raganv-gour, e-kichen hi. Ha gwir eo, e 90 % deus an degouezhioù e kaver hoñ gant talvoudegezh ur raganv-gour sujed a-raok ar verb :

oh ya ! hoñ a gle bezañ war da gilhenn 'vat

Goude ar verb e vez kavet ivez :

da biv emañ hoñ oc'h ober sin 'ta ?

Koulskoude, pa seller a-dost deus an implijoù anezhañ e remerker ec'h a en-dro evel ur raganv-diskouez. N'hall ket bezañ kontet evel raganv-gour dizalc'h han-se. Da skwer e c'hall hoñ en em gavet war-lerc'h un araogenn :

n'a ket primoc'h gant hoñ evit gant unan all

Evel renadenn eeun :

me a dapo hoñ moarvat

Pe c'hoazh evel renadenn-dra :

mamm hoñ

breur hoñ a oa dantist 'ba 'r Pempoull

Degas a ra Jouitto da soñj kement-mañ : « les démonstratifs peuvent apparaître dans l'état construit, alors que cette distribution est agrammaticale pour les pronoms ». Bezañ hon eus ur skwer avat gant ur raganv-gour dizalc'h e-barzh ur renadenn-dra :

tad hi

Kontet hon eus dre vras pet gwech e kaver hi, homañ, honnezh ha hoñ en hom c'horpus :

hi homañ honnezh hoñ
pet gwech 70 70 270 280
 tregantad 10 % 10 % 39 % 40,5 %

Ret eo goût o devez ar raganvioù-se talvoudegezh ur raganv sujed etre 80 ha 90 % deus an amzer. Gwelet a raer neuze eo techet ar vrezhonegerien d'implijet honnezh ha hoñ un tamm mat muioc'h.