Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Ar raganvioù heklev

Tangi YEKEL, eost 2019

Alies-a-wech e vijen souezhet o kavet raganvioù-gour, hep nemeur a dalvoudegezh ha plaset un tamm bihan pep lec'h er frazenn, evit pouezañ pe evit dishañvelaat. En gwirionez, kentoc'h evit raganvioù-gour hon eus aze « raganvioù heklev », evel e ra Melani Jouitto dioute. Studial a ra an danvez en ur pennad pinvidik war al lec'hienn Arbres. Alies e venegfomp anezhañ.

[^] 1. Morfologiezh ha taol-mouezh

Hervez Jouitto e vefe dishañval ar raganvioù-gour deus ar raganvioù heklev, dre o stumm ha dre oc'h implij :

« Les pronoms écho semblent parfois identiques aux pronoms forts indépendants, et l'effet d'emphase semble ne venir que d'un procédé de redoublement. Ce n'est cependant clairement pas le cas, et leurs formes comme leur distribution divergent nettement. »

Evit ar pezh a sell hom brezhoneg deus kreiz Treger e seblant ar raganvioù heklev bezañ ar memes tra doue hag ar raganvioù-gour. Setu aze ar stummioù hon eus bet klevet :

Da lâret eo ar memes stummioù hag ar raganvioù-gour dizalc'h. N'hon eus ket nemet ur skwer en hom c'horpus deus an 3GL, hag ar stumm i [i] an hini hon eus klevet :

pa ne vijent ket libr-i d'ober

Talvezout a ra ar boan degas da soñj eo i unan deus an daou raganv-gour evit an 3L (goude ma vez implijet un tamm mat nebeutoc'h evit stumm all an 3L int) :

hag i a lâr « lein »

Feiz i a oa mestr quoi prest a-walc'h.

N'hon eus skwer ebet gant ur raganv heklev int [iɲ]. N'eo ket dam da se avat e lârfomp n'eus ket dioutañ tamm ebet.

Menegiñ a ra Jouitto « an tregeriad ar Bozeg (1933) [hag a] notenna c'houi ar raganv-gour 2GL, met -hu ar raganv heklev 2GL ». Kement-se zo dislâret gant hom skwerioù, c'hwi eo an hini a vez klevet ha n'eo ket hu :

'meump ket gwelet ac'hanoc'h-c'hwi

pa welez ar briz a baeit-c'hwi

penaos e rit-c'hwi ?

ne deuec'h ket-c'hwi aze ken

Dibar eo emezit-hu, « mutu » [my'ty]. Da meur a vrezhoneger e lâr un dra bennaket met n'emañ ket en implij ken koulz lâret ha luziet eo e ster. Kontet en devoa Roje Dollo din (ganet e 1932) en devoa soñj deus unan kozh en e vugaleaj hag a lâre anezhañ alies, kement ha ken bihan ma voe lesanvet « mutu ». Moarvat ne vije ket komprenet ken an dro-lâr a-benn neuze gant ar rummadoù yaouankañ er bloavezhioù 1930-40 :

amañ e oa ur paotr-kozh aze gwechall hag eñ a lâre « mutu » bep ger, « mutu », hag e veze lâret « mutu » dioutañ a-benn ar fin

Un dra bennaket all a diskwel eo luziet an traoù gant an dro-lâr-se. An hini nemetañ a ra ganti war ar prim a seblant implijet anezhi el L1 :

herie, 'mutu, emañ hon dro, n'eo ket da hini !

tremenet zo amzer abaoe, 'mutu, met... pep hini e dro

Jul Gros a ra « pronom emphatique » deus ar raganvioù heklev (Le trésor du breton parlé 3, 1984, p.139). Evitañ eo « taol-mouezhiet kalz, ingal eo petore plas en deus er frazenn ». Sevel a reomp a-du gantañ.

Notenniñ a ra c'hoazh yezhoniour Tredraezh-Lokemo e c'hall ar raganvioù heklev bezañ doublet (idem, p.62) :

ar gontell-se zo din-me-me
Deom-ni-ni n'en devoa lâvaret ger
Petra a c'hoari deoc'h-hu-hu ?

N'hon eus ket skwer ebet a-sort-se.

[^] 2. Degouezhioù implij

koñstatiñ a ra Jouitto « diwelusted ereadurel » ar raganvioù heklev, dre 'n avani n'o deus efed ebet war ereadur ar frazenn. Se zo kaoz ac'hanta e c'hall lâret penaos « le pronom écho n'est pas considéré comme un pronom sujet puisqu'il ne permet pas un accord pauvre ». Kement-mañ a vez diskwelet er skwer-mañ :

ar briz a werzhomp-ni anezhañ

En hom brezhoneg e c'hall ar raganvioù heklev doubliñ ar rener, ar renadenn, renadenn un araogenn hag ar ger-perc'hennañ.

[^] Sujed

Peurvuiañ e vo doublet ur rener raganv ebarzhet gant ar raganv heklev.

Alies neuze e vo staget deus ar verb :

penaos e lârfen-me

ma komañsez-te d'ober

e Kawan emañ-eñ, n'emañ ket ?

bloavezhioù zo on-me o kafeañ anezhi

an hini a vank-me da lâret

Homañ diwezhañ zo drol a-walc'h. Ne c'hortozer ket ur raganv heklev aze, met kentoc'h an araogenn displeget din. Ur faotenn ereadurezh en defe graet ar c'homzer ? Ur raganv-gour dizalc'h an hini a vefe peotramant e c'haller kaout ur raganv heklev en degouezh-se ?

Da notenniñ c'hoazh implij stank a-walc'h un dislâr dre mousfent, pa adlârer un tamm deus kaoz egile asambles gant an dro-lâr skornet « ...a lâran-me ivez » :

en promo a lâran-me ivez ! (mais oui bien sûr, en promo !)

« labourat » a lâran-me ivez **(« travailler », mais oui bien sûr !) **

Barrek eo ar raganv heklev da vezañ war-lerc'h an anv-gwan-verb :

ma karjen bezañ miret-me ma c'hatchism brezhonek

memestra oamp o lâret-ni

pa oan arri-me war an dachenn

ar bloaz 'h on ganet-me sell

penaos 'tefe lâret-te ?

Pe c'hoazh war-lerc'h an adverb nac'hañ ket :

gerioù ha n'implijomp ket-ni a deskez

n'on ket-me o vont da addeskiñ

ne deuec'h ket-c'hwi aze ken

ma n'a ket-eñ war-raok

diwall na gouezhfe ket-eñ war da droad

Goude un anv-gwan evel kat (capable) pe un adverb evel krog (bezañ krog, commencer) :

hag-eñ e oa kat-hi

an hini ec'h eo krog-hi enni aze

Pa vez ur raganv-gour rener dirak ar verb, ne gaver nemet un degouezh e-lec'h e c'hall bezañ doublet gant ur raganv heklev. En dro-lâr me a oar-me (je n'en ai aucune idée) an hini eo :

me a oar-me penaos

me a oar-me pegement a ra

me a oar-me pet gwezh

[^] Renadenn

Sell amañ div skwer :

me 'meus bet diwallet ac'hanout-te

'meump ket gwelet ac'hanoc'h-c'hwi

A-drugarez d'ur frazenn kavet e korpus Jul Gros e lâr Jouitto e c'hall « le trégorrois antéposer un pronom objet incorporé dans une préposition pour les personnes 1 et 2. Un pronom écho est alors possible ». N'hon eus ket dastumet skwer ebet deus se maleüruzamant :

ac'hanout-te a dapan, emezañ

[^] Renadenn un araogenn

Hom brezhoneg ne staga ket alies ur raganv heklev deus un araogenn. Din-me eo an hini hon eus dastumet ar muiañ. Koulskoude n'eo ket nemet 2,50% deus an hollad (20 gwech din-me enep da 800 din).

araogenn da :

hemañ zo din-me ?

hennezh zo dit-te ?

araogenn gant :

div wezh zo goulennet ganin-me

petra zo arri ganit-te ?

araogenn evel :

evelton-me

strizh eveltout-te ivez ya

bezañ zo plasoù er Finistère e kaozeont eveltomp-ni

araogenn evit :

ya met eviton-me bepred eo se bepred

araogenn nemet :

nemeton-me

n'eus ket nemedout-te

ne oa ket nemetomp-ni evel Bretoned

araogenn deus :

eñ n'eo mat nemet da foutrañ goap diouzhin-me

ha diouzhit-te e rae ?

araogenn war-lerc'h :

se a oa war ma lerc'h-me goude neuze

Achuomp gant an dro-lâr skornet emezon-me, distaget [mɔ̃me̞] :

añfin emezon-me

Ne seblant ket bezañ posubl stagañ ur raganv heklev deus un araogenn en 3vet gour (unander pe liester).

[^] Gerioù perc'hennañ

En degouezhioù-se e vez doublet ar ger perc'hennañ war-lerc'h an anv-kadarn :

ma gazeg-me

da dud-te

e jardin-eñ

he mamm-hi

hon brezhoneg-ni

N'hon eus ket skwer ebet evit an 2GL hag an 3GL. Gant Yann an Du (Le Trégorrois à Plougrescant, 2012, p.47) eo fourniset ar stummioù a vank :

ho pugale-c'hwi
o bugale-i

Gwelloc'h eo d'hom brezhoneg ar raganvioù heklev evit doublañ an araogenn da. Ral eo ar skwerioù dindan :

da gaout e di dezhañ

hennezh eo o stumm dezhe da vevañ han-se

ha kreistre da zivhar aze ha da dreid dit

Remerkiñ a ra Jouitto penaos « selon Kervella (1947, §434), le pronom écho ne peut pas focaliser un possesseur après la tête nominale anaphorique hini / re (*e hini-eñ, *hi re-hi, *o hini-i). Le pronom écho devrait alors être incorporé dans la préposition da. »

Koulskoude hon eus skwerioù en hom c'horpus, ar pezh a dislâr komz Kervella evit Bro-Dreger bepred :

da hini-te

hon hini-ni

e hini-eñ zo aezet

da reoù-te ne raent ket