Brezhoneg Bro-Vear

🡼

An anv-kadarn renadenn anv

Tangi YEKEL, miz ebrel 2016

Mont da gomz deus ar pennad-mañ war ar forum

En brezhoneg ne cheñcha ket framm an anv-kadarn renadenn anv, sañset. Selaouomp Favereau o teskrivañ anezhi (1997, p.58) :

« La structure génitive est de loin la plus courante. Le nom complété, le premier, ne prend pas d'article défini, alors que le second qui le complète est défini et prend lui l'article (défini ou indéfini), celui-ci s'intercalant entre les deux termes. [...] Dans le cas où le second terme est un nom propre, il ne prend bien sûr pas d'article. »

Kavout a raer 'ba hon c'horpus un nebeud skwerioù o vont a-du gant ar pezh a lâr :

Ral-kaer eo ar frammoù yezh-se en hon c'horpus avat. En deiz a herie eo techet hon brezhoneg da viret ar ger-mell strizh dirak an anv klokaet, e penn ar framm eta. En gwirionez avat, ne raer ket nemet divinout ar ger-mell strizh-se dre ar c'hemmadur a vez war-e-lerc'h, rak ne glever ket anezhañ nemeur (dont a refomp en-dro war poent ar gerioù-mell 'ba ur pennad all). Sell amañ un toullad skwerioù e-mesk ur bern reoù all :

Mut eo ar ger-mell 'ba an holl skwerioù-se, nemet 'ba an daou

diwezhañ e-lec'h mac'h a da -n-. Koulskoude e oarer zo dioutañ dre ar c'hemmadur a vez graet bep tro da heul.

Implij framm « mat » an anv-kadarn renadenn anv a vefe deus oad an hini a gaoze ? Dimp da c'hoût ne vez ket kavet nemet ar stumm « fall » gant ar vrezhonegerien yaouankañ. Darn deus ar re goshañ (pas tout, ma mamm-gozh ganet e 1928 ne ra ket) a seblant implijout an daou stumm, met peurvuiañ an hini « fall ». Sell aze ur skwer brav klevet gant un tonton kozh ganet e 1915 :

Koulskoude ne vez ket komzet deus ar poent-se nag gant Favereau 'ba e Grammaire du breton contemporain (1997) na gant Yann An Du 'ba an tamm yezhadur 'ba penn kentañ Geriadur brezhoneg Plougouskant (« Le complément du nom se marque par la suppression de l'article du premier élément », p.51). Cheñch a ra yezh, ha n'eo ket war-vad. Ur skwer mat 'meump deskrivet aze. Dam da se n'haller ket aliañ d'implijout anezhañ.