Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Ar stumm ober

Tangi YEKEL, eost 2019

E-kichen an amzerioù simpl en deus ar brezhoneg « ur stumm ober hag a diskwel e vezer oc'h ober un dra bennak, hag a bad, a derc'h, ac'h a war-raok, ha n'eo ket achu » (Jules Gros, Le trésor du breton parlé 3, 1984, p.289). Se zo kaoz e raer an disparti etre an ober a zo o tremen bremañ hag an hini ne ra nemet tremen-dizremen :

koulskoude emañ o kousket (pourtant il est en train de dormir)

kousket a ra en noz ? (il dort [habituellement] la nuit ?)

[^] 1. Sevel ar stumm ober

Er brezhoneg standard emañ ar verb bezañ, en e stumm lec'hiañ ma zo dioutañ (emaon, emaout, edon, edout...), an araogenn rannig-verb o hag an anv-verb oc'h ober ar stumm ober.

E rannyezh Treger n'en deus ar verb bezañ nemet daou stumm lec'hiañ : emañ (il / elle est), emaint (ils / elles sont). An araogenn rannig-verb o na glever ket anezhi gwech ebet e bro Vear (hag-eñ e c'haller klevet e [e] deus tu Plounevez-Moedeg pe i [i] deus tu Plouilio). Divinout a ra an nen zo diouti avat dre ar c'hemmadur kemmesket a vez war he lerc'h :

b/v : o vale 'valé
m/v : o vont 'võn
d/t : o tebriñ 'tibĩ
g/h : o c'helven 'hèlwen
gw/w : o walc'hiñ 'walhĩ

Hep ankouaat ar re-seoùig ha n'int ket anavezet er yezh standard :

j/ch : o selaou 'chilèw
v/f : o falc'hat 'falhet
z/s : o sellet 'sèlet

En ur studiadenn deus Kennard meneget gant Melani Jouitto en he fennad Le progressif e lenner kement-mañ :

« parmi trois générations de locuteurs interviewés autour de Quimper, les phrases progressives commençant par o + verbe infinitif en tête sont produits par les jeunes générations mais elle n'en relève pas chez les locuteurs traditionnels. »

N'eo ket gwir evit hom brezhoneg. E-mesk an holl rummadoù brezhonegerien e klever frazennoù o komañs gant o + anv-verb :

o kerc'hat gwinegr pe un dra bennaket d'ober saladenn e oa bet

met oc'h ober se ne oan ket bet

oc'h arriet en ti on (j'arrive dans la maison [à l'instant])

dam geo, o kaozeal brezhoneg emañ e-se (mais si, il parle breton par conséquent)

o tont da laerezh e oant ha yennet int bet (ils revenaient de voler et ils ont été coincés)

Posubl eo klevet ivez frazennoù o komañs gant bezañ en e stumm lec'hiañ (emañ hag emaint) :

emañ o c'hoari e-unan

emañ o tec'hel diwar...

emañ o tic'hoûgañ

emañ o tiaouliñ aze sell

emaint o klask ma kerez euh...

Evit ar gourioù all e c'hall bezañ en em lakat en tu-raok ivez :

'h on o terc'hel da c'hwistañ

Ha ec'h out o chom pelec'h e-barzh Gwengamp ?

Ken gwir all eo evit an amzer dremenet :

e oan o c'hortoz ar c'hoafer d'arruout

e oa o c'hoari gante

e oamp o plantañ an armoù aze

Outre d'ar stumm ober-se en deus ar brezhoneg ur stumm ober boaz hag a glever stank. En degouezhioù-se e vez ar verb bezañ en e stumm boaz en amzer vremañ (vezan, vezez...) pe en amzer dremenet ledan (vijen, vijes...) :

ordin e vezez o teskiñ

ha neuze e vezez o pismigañ

pa vezont arri er gêr e vezont o c'hoari gant internet

me a gane pa vijen o labourat war ar santier

Gant ar framm-se e c'haller pouezañ war an ober en ur diskwel eo kustum hag e tremen meur a wech. Fent a vo gant ar frazenn dindan, o teskrivañ un den hag a glemm ordinal dre ma 'n em sant o vervel alies :

o vont da vervel e vez

Da notenniñ zo eo ral a-walc'h ar stummoù ober en amzer da dont. Alies e vezont implijet gant talvoudegezh an amzer vremañ boaz :

a-benn ma savan da seizh eur neuze e vo reoù oc'h ober footing ken a findaon

hag e vo oc'h ober anezhe dirakoc'h ?

ret eo nompas lazhat ar gouloù pa vo kurun oc'h ober ivez

[^] 2. Verboù stad

Steve Hewitt en doa skrivet ur pennad pinvidik-kaer diwar-benn sujed ar stumm ober, diwar skwerioù tennet deus brezhoneg Treger (Le progressif en breton à la lumière du progressif en anglais, 1986). Diwar-vremañ e komzfomp alies deus e labour.

E-barzh e kaver renablet an holl « verboù ha n'haller ket implijet er stumm ober ; lâret e vez dioute int verboù stad » (p.7). Kopiet hon eus al listennad amañ :

Émotions
karout aimer
plijout dezhañ aimer, apprécier
displijout dezhañ ne pas aimer, apprécier
en em interesiñ deus/da s'intéresser à
euzhiñ être horrifié
heugiñ être dégoûté
spontañ avoir peur
fromiñ frémir

Émotions factitives
plijout da plaire à
displijout da déplaire à
souezhañ étonner
estoniñ étonner
sourpren surprendre
interesiñ intéresser

États, impressions mentaux non-dirigés
goût savoir
anavezout connaître, reconnaître
soñjal penser (avoir une opinion)
kompren comprendre
ankouazh oublier
krediñ croire
soñjal dezhañ penser, sembler à qqn
kaout dezhañ penser, sembler à qqn, trouver
fellout dezhañ vouloir
faotañ dezhañ vouloir
mankout dezhañ falloir à qqn
c'hoantaat désirer
fiziout e faire confiance à
disfiziout deus se méfier de
en em rentañ kont deus se rendre compte de
en em c'houll se demander
souetiñ souhaiter
divinout deviner
doutiñ douter, se douter
esperout espérer

Perception non-dirigée
gwelet voir
klevet entendre
santout sentir
santout c'hwezh sentir l'odeur
santout blaz trouver un goût

Qualités inhérentes, apparence
diskwel (bezañ) paraître
pouezañ peser
muzuriñ mesurer

États, rapports généraux
bezañ être
kaout avoir, posséder
chom rester
gallout pouvoir
renkout devoir (obligation)
klea devoir (probabilité, moral)
gleout devoir (argent)
egzistout exister
mankout manquer
kompren comprendre, inclure
depantout dépendre
sellet concerner
meritout mériter
sinifiout signifier, vouloir dire
mont e être contenu dans
mont da s'accorder à, convenir à
koustout coûter
talvezout valoir
tapout gantañ avoir de la chance

Hervez Steve Hewitt eo barrek ar reoù anezhe o devez ur stumm kreñv (transitif) da gaout ur stumm ober. Spontañ da skwer, avoir peur, a c'hall bezañ implijet er stumm ober evit sinifiañ effrayer quelqu'un. Sell aze ar skwer roet gantañ :

Yann a oa o spontañ anezhi

Ouzhpenn-se, « des verbes d'états et d'impressions mentaux non-dirigés ont parfois des homonymes qui signifient des actions mentales ou locutoires dirigées ; ceux-ci peuvent alors être utilisés progressivement » (p.8) :

me zo o soñjal bah ar film-se
me a oa o souetiñ bloavezh mat dezhañ

E-se e sach Hewitt hom evezh war « le potentiel progressif d'un verbe contrôlé par son sujet ». Dont a refomp en-dro war ar poent-se diwezhatoc'h.

[^] 3. Implij astennet ar stumm ober evit verboù zo

Kavet a raer a-wechoù ar stumm ober e degouezhioù ma ne vezer ket o c'hortoz anezhi. Anavezet-kaer eo an enebiezh etre bezañ o chom (habiter) ha chom (rester). Estroc'h eviti zo avat, evel e tegas da soñj dimp Favereau (1997, p.237) :

« Certaines oppositions [entre aspect simple et progressif] sont classiques, et même entrées dans la sémantique : amañ 'maon 'chom j'habite ici / amañ 'choman je reste ici. Mais il y en a d'autres exemples : deskiñ apprendre (ses cours) / bezañ o teskiñ eno y être inscrit (au cours), delc'hen ud. tenir quelque chose / bezañ o telc'hen un ti, un davarn... tenir une maison, un café, labourat ne pas chômer / bezañ o labourat avoir un taf... [...] Ou encore, ne oan ket 'sellet je ne regardais pas / ne sellen ket je ne regardais pas (à la dépense etc.)... »

Gwir a-walc'h eo pa sellomp deus hom c'horpus. Da skwer evit labourat, implijet e vez an amzer simpl evit komz deus ar stumm da labourat pe deus ar c'hementad a labour :

labourat a ra kement 'ba 'r jardin bepred ?

Labourat a ra. Ya, gant e c'henoù !

labourat a rae hañ ! (il travaillait [beaucoup] hein !)

Daniel a labour ur bern bepred ?

Ar stumm ober a implijer pa gomzer deus al labour, en e vicher pe er gêr :

eñ oa war e gont o labourat (lui il travaillait à son compte)

Manu oa o labourat e-barzh (Manu y travaillait [dans cette société])

evel ar reoù a oa o labourat 'ba minioù glaou douar

kazi bloaz zo emañ o labourat aze hañ (ça fait près d'un an qu'il travaille là hein)

honnezh zo o labourat 'ba 'n ospital Lannuon, Chantal

keit e oan o labourat aze (tant que j'étais en activité)

Lucienne 'h a mat neuze ma emañ o labourat kement-se (Lucienne va bien alors si elle travaille tant que ça [tâches domestiques])

o labourat out ? (tu travailles [sur ta maison en construction] ?)

Drol a-walc'h eo dre an avani eo ral-kaer ar frazennoù-nac'h gant ur stumm ober. N'hon eus ket serret nemet ur skwer :

ha goude ne oa ket o labourat ken (et après [son infarctus] il ne travaillait plus)

En degouezhioù-se eo an amzer simpl an hini a vez implijet peurvuiañ :

Antoinette zo libr da dont peogwir ne laboura ket

ne laboura ket ken

Anjela ne laboura ket ? (Anjela ne travaille pas [aujourd'hui] ?)

abaoe ne labouran ket (depuis que je ne travaille pas)

herie ne labourez ket neuze ?

te ne labourez ket ? (toi tu ne travailles pas [aujourd'hui] ?)

En holl frazennoù-se eo ar stumm ober hag a vefe bet kavet er stumm ya, evel diskwelet er skwer dindan :

o labourat e oas herie ?

An diferañs a implij etre amzer simpl ha stumm ober zo bihan a-wechoù, evel en div frazenn-mañ :

o labourat en noz emañ (elle travaille de nuit)

Rejin a labour en noz (Régine travaille de nuit)

Pouezet en deus ar brezhoneger kentañ war al « labour micherel », an eil war ar fed eo ul labour hag a vez graet en noz ? Ramp e teu an analizenn da vezañ hag apreseviñ a raer aze un tamm meskailhez etre an amzerioù simpl hag ar stumm ober.

Sklaeroc'h eo an traoù gant ar verb derc'hel. Ordinal e vo implijet ar stumm ober evit eztaol ar fed e vezer o terc'hel menaj, koñvers, un ti ha kement zo :

hemañ zo o terc'hel koñvers

he dud [...] a oa o terc'hel boulañjiri

ma zad a oa o terc'hel menaj

an hini a oa o terc'hen kafe

ha me n'on ket piv a oa o terc'hen ar vilin-lin

Da notenniñ zo ne seblant ket bezañ a c'her-mell dirak an anv peurvuiañ (koñvers, boulañjiri ha kafe n'int ket kemmet).

Evit sellet e soñj ganimp eo reishoc'h implij an amzer simpl hag ar stumm ober dioutañ. E-se e kavfomp ar stumm ober pa vo ar sujed o sellet deus un dra bennak d'ar poent-se :

bern tud zo o sellet aze (il y a plein de gens à regarder là [Tour de France])

'h on o sellet deus hemañ war velo

petra 'h out o sellet ? (qu'est-ce que tu es en train de regarder ?)

An amzer simpl a diskwelo e vezer kustum da sellet :

a-wezhioù e sellan dioute (parfois je les regarde)

ne sellan ket se (je ne regarde pas ça [habituellement])

kar me ne sellan ket 'ba an oto (car moi je ne regarde pas dans la voiture [habituellement])

sellet a reont en tu all (ils regardent de l'autre côté [personnes ne voulant pas discuter])

Gant ar skwer dindan e weler ar ster o cheñch :

nann, deus e dud ne sell ket (non, il ne regarde pas à ses parents [s'en désintéresse])

Bezañ kustum da sellet deus an tele a vo eztaolet gant ur verb simpl, ha poellek eo :

ne sellez ket 'ba an tele gwezh ebet ? (tu ne regardes jamais à la télé ?)

bremañ e sellez diouti gwezh-ha-gwezh-all ? (maintenant tu la regardes de temps en temps ? [télé])

met ne sellen ket an tele a-raok hañ (mais avant je ne regardais pas la télé hein)

Ar verb deskiñ a hañval mont en-dro evel labourat. Kavet e vo an amzer simpl evit pouezañ war ar varregezh hag ar stumm da deskiñ :

unan bihan evel-se a desk prim

ha deskiñ a reont fonnus ?

hag e tiskont aezet ?

añfin aze e teskez aezetoc'h ivez

pas ar reoù a deske bern

deskiñ mat a ra da vugale ?

da heul an traoù e teskez

homañ a desko gant Daniel

ar penn-bouc'h ne deska ket kalz

Peotramant c'hoazh e vo implijet evit sinifiañ « kelenn » :

te a desk dezhe skrivañ ivez neuze ? (tu leur enseignes l'écriture aussi alors ?)

deskiñ a reomp traoù drol dezhañ (nous lui apprenons des choses bizarres)

Gant ar stumm ober e vo pouezet war ar fed emañ ar sujed en un argezh deskiñ :

pet zo o teskiñ brezhoneg ?

abaoe emañ skolaer emañ o teskiñ (depuis qu'il est enseignant il apprend)

te zo o teskiñ da leson ?

petra out o teskiñ e-giz-se ?

o teskiñ ar brezhoneg emañ

bemdez emañ an nen o teskiñ

ordin e vez an nen o teskiñ

eñ ne oa ket nemet... o teskiñ e vicher

pell zo 'h out o teskiñ brezhoneg ?

ur bern zo o teskiñ brezhoneg 'ba da skol ?

En amzer da dont ne seblant ket ar stumm ober bezañ implijet kement, evel a diskwel ar skwer-mañ :

oh, deskiñ a raio, Daniel a gaozeo brezhoneg diouti

Gant deskiñ evel gant labourat o devez poan ar vrezhonegerien d'ober gant ar stumm nac'h hag ar stumm ober war ar memes tro. N'hon eus ket dastumet skwer ebet justamant. Er c'hontrol hon eus dastumet un toulladig frazennoù nac'h oc'h ober gant un amzer simpl :

'ba Nice ne deskont ket brezhoneg

amañ ne desken ket mann ebet

e wreg ne deske ket

Lakomp ar frazennoù-se er stumm ya ha tremen a refont sur d'ar stumm ober.

Hewitt c'hoazh a sach hom evezh war ar fed-mañ (idem, p.15) :

« des situations ou des activités vitales (habiter, travailler, tenir une affaire) sont toujours considérées comme progressives en breton, donc on ne peut pas y utiliser la distinction temps simple / progressif pour suggérer une différence permanent / temporaire comme en anglais. »

Ar verb gonit da skwer zo barrek da vezañ er stumm ober pa vez kistion da c'honit arc'hant pe e vuhez :

aze zo bern tud o c'honit arc'hant hañ

me zo o c'honit ma...

Peurvuiañ avat hon o un amzer simpl :

eñ a c'honee arc'hant d'ar c'houlz-se

e c'hone pemp kant gantañ bepred

Evel Favereau e veneg Hewitt chom, labourat ha derc'hel evel verboù hag o devez ur stumm ober muioc'h astennet. Ouzhpennañ a ra bezañ :

pa oa ar moc'h bihan o vezañ (quand les porcelets étaient en train de naître)

Kavet a ra dezhañ zo troioù-lâr evel « ober deus, ober war-dro, en em okupiñ deus, soursial deus » hag « a zo techet da vezañ implijet gant ur stumm ober, peotramant ur stumm ober boaz evit eztaol ar c'hustum » (idem, p.16). Ur frazenn o vont a-du gantañ hon eus serret :

bern tud zo oc'h en em okupiñ ma karont

A-benn ar fin e c'hall ober bezañ implijet er stumm ober « gant mar a eil ster » (p.16). Barrek eo da sinifiañ :

faire, feindre d'être, simuler

honnezh a vez oc'h ober he bras (elle fait la grande dame, elle est prétentieuse, vaniteuse)

Daou skwer hon eus serret hañval a-walc'h :

penn-bouc'h, hennezh zo oc'h ober e benn fall kwa (tête de bourrique, celui-là fait [habituellement] sa mauvaise tête quoi)

Ur vuoc'h drouk oc'h ober fas put ordin.

servir de, remplir les fonctions de

hennezh a oa oc'h ober pod-koaven ganin-me (celui-là me servait de pot à crème)

Ur skwer hon eus kavet en hom c'horpus :

aze zo un troad kochon oc'h ober kog barrikenn (là il y a un pied de cochon faisant office de robinet de barrique [chez quelqu'un de radin])

composer, constituer

er Frañs amañ, n'eus ket tol ken oc'h ober an otoioù (ici en France, les voitures ne sont plus faites avec de la [bonne] tôle)

An implij-mañ zo stank en hom bro :

aze e veze danvez oc'h ober anezhi (il était constitué de bon matériau [vaisselier])

ar memes danvez a vez oc'h ober anezhañ evel se (c'est la même matière [ingrédients] qui le compose comme ça [pain bénit])

amann zo oc'h ober anezhañ (il contient du beurre [gâteau])

Marteze a-walc'h e c'hallfemp lakat ur ster ouzhpenn causer, provoquer o welet ar skwer dindan :

met on sur eo al lamp-se a oa oc'h ober se

Dre vras e kaver alies-a-wech ober er stumm ober e degouezhioù a vez. Han-se e seblanta mont en-dro evel labourat un tamm :

zo daou zo oc'h ober c'hoazh

se zo bloavezhioù zo emañ oc'h ober se

oc'h ober tro an ti, oc'h ober tro an ti (faisant le tour de la maison [pierres d'entourage de porte])

hemañ zo oc'h ober daou vetr (celui-ci fait deux mètres)

'ba Bear zo pet oc'h ober se ?

oc'h ober tout an diabarzh emañ

ya met hoñ zo oc'h ober esc*... mel* melc'hwed... kokich-melc'hwed

Se a zo bern tud oc'h ober hañ ma Doue ret eo gwelet, war-washaat !

ul levr 'na prenet ma zad pa oa oc'h ober e servij

Gras d'ar skwer diwezhañ-mañ e c'hallomp remerkout penaos « e c'hall un argezh war ober sterniañ un argezh poentel » (Hewitt, idem, p.6). Dam da se e vez implijet ar stumm ober en danevelloù :

« C'est la raison pour laquelle dans les narrations, le contexte ou la situation sont souvent donnés par des progressifs tandis que les événements successifs sont présentés aux temps simples. »

En hom c'horpus ne gavomp nemet ur frazenn nac'h gant ar verb ober er stumm ober :

n'emañ ket oc'h ober skol ken (elle n'enseigne plus)

D'ober e vefe kempouezañ ar skwer-mañ peogwir ne vez ket implijet an dro-lâr bezañ oc'h ober skol (enseigner) nemet er stumm ober :

me a oa e Pederneg oc'h ober skol d'ar c'houlz-se

pelec'h out dija 'ta lâret din oc'h ober skol ?

Adkavet a reomp aze ar c'hoñstad bet graet a-raokoc'h gant labourat ha deskiñ : peurvuiañ e vo an amzer simpl a vo kavet er stumm nac'h, hag-eñ e vo kavet ar stumm ober er stumm ya. Seblant a ra dimp ne vez kavet frazennoù nac'h gant ar stumm ober nemet pa vez ar c'homzer o sellet deus an ober. E-se e vo dishañvalaet :

°n'emañ ket o labourat (il n'est pas en train de travailler [je le vois faire autre chose])

°ne labour ket (il ne travaille pas [aujourd'hui, cette semaine, ce mois-ci...])

 er momed-mañ  dre vras
stumm ya  °o labourat emañ  °o labourat emañ (en uzin)
 stumm nac'h  °n'emañ ket o labourat  °ne labour ket (en uzin)

°n'on ket o teskiñ gwriat (je ne suis pas en train d'apprendre à coudre [je ne fais que m'amuser avec les aiguilles])

°ne deskan ket gwriat (je n'apprends pas la couture [je n'ai commencé aucun processus d'apprentissage])

 er momed-mañ  dre vras
stumm ya °o teskiñ gwriat on °o teskiñ gwriat on
stumm nac'h °n'on ket o teskiñ gwriat °ne deskan ket gwriat

°n'omp ket oc'h ober (nous ne sommes pas en train de le faire [nous faisons autre chose en ce moment même])

°ne reomp ket (nous ne le faisons pas actuellement [aujourd'hui, cette semaine, ce mois-ci...])

 er momed-mañ  dre vras
stumm ya °oc'h ober omp °oc'h ober omp (kokich-melc'hwed)
stumm nac'h °n'omp ket oc'h ober °ne reomp ket (kokich-melc'hwed)

A-benn ar fin e adkavomp er stumm nac'h an enebiezh ster etre stumm simpl ha stumm ober ar verb. Daoust hag-eñ e talv evit verboù all estroc'h evit labourat, deskiñ hag ober ?

Ar verb kaozeal (brezhoneg) a vez astennet implij ar stumm ober dezhañ ivez. Neuze e kemer ar ster savoir le breton :

dam geo, o kaozeal brezhoneg emañ e-se (mais si, il parle breton par conséquent)

pell zo out o kaozeal brezhoneg ? (ça fait longtemps que tu parles le breton ?)

Da notenniñ evit klozañ ar rannbennad-mañ penaos e kaver anvioù-verb er stumm ober. Da skwer e vo klevet bezañ o labourat ha bezañ o chom :

gwelloc'h din bezañ o labourat 'ba 'h... 'ba 'h an tier

skuishoc'h evit bezañ o labourat a-hent-all

n'eo ket brav bezañ o chom e-kichen loened c'hwezh fall evel-se

Gant derc'hel n'eo ket ar memes kont :

an deiz-a-herie, derc'hel menaj a goust ker minabl

Verboù all muioc'h kumun zo barrek da vezañ kavet e frammoù a-sort-se gant bezañ hag ar stumm ober. Dre-se e vez kreñvaet, pouezet war an ober (alies pa gomzer deus ur wirionez dre vras) :

hag e vanko deoc'h bezañ o c'hortoz ac'hanon emezon-me

ne blij ket din bezañ o c'hortoz evel-se, keit-se

me n'houlfen ket bezañ o skrivañ anezhe

se zo bezañ o tommañ e-tal an tan

ne vez ket brav bezañ o tiwall bugale hañ

[^] 4. Arlivioù all

Remerkiñ a ra Hewitt e c'hall ar stumm ober servijet « d'eztaol ur raktres en amzer da dont » (p.12) :

honnezh zo o timeziñ a-benn disadorn
Brest zo o c'hoari a-enep da St Etienne a-benn ar sizhun all

Doutañs en deus avat diwar-benn ar frazenn da heul. En em c'houlenn a ra hag-eñ « [eo] rezervet ar stumm ober evit ar raktresoù en amzer da dont pa vez an traoù war an ton bras » :

 ??me zo o c'hoari gant Jean-Yves a-benn ar sizhun all

An tri skwer hon eus serret aze dindan a ro ur respont da goulenn Hewitt. Ne seblant ket bezañ harz ebet evit implijet ar stumm ober en degouezhioù-se :

a-benn arc'hoazh on ti ma c'hoar o tebriñ

emañ o labourat Frederik a-benn... a-benn disadorn ?

me zo o labourat disadorn ha disul

Degas a ra da soñj Hewitt e ra brezhoneg Treger gant stumm simpl ar verb bezañ evit eztaol an amzer da dont tost :

ec'h an da lâret dit

Gwir eo eo stank an implij-se en hom brezhoneg :

ec'h an da derc'hen d'ober un dra bennak

ec'h an da filmañ ac'hanoc'h

En amzer dremenet ledan eo ar stumm ober an hini a vez implijet :

o vont da lâret e oan

Skwerioù deus kement-se hon eus dastumet :

o vont da lâret anezhañ just e oan

o vont da hadañ patatez oamp pe n'onn ket petra

me a oa o vont da gomz dezhi

Hervez Hewitt c'hoazh, « daou verb stad zo barrek d'implijet ar stumm ober gant ur ster nerzhus, met en amzer dremenet ledan er stumm nac'h hepken » (p.14). Ar verboù kompren ha soñjal an hini eo :

ne oan ket o kompren se (j'étais loin de comprendre ça)
ne oan ket o soñjal a oa arri honnezh bah ar poent-se (j'étais loin de penser que celle-là en était à ce point-là)

Favereau a gomz ivez deus an implij-se gant ur cheñchamant a ster evit kompren. An droidigezh a ro zo disheñvel avat (idem, p.236) :

(ne) oan ket 'kompren (je ne faisais pas attention)

Ni hon-unan n'hon eus ket klevet anezhañ. Ar c'hontrefed eo evit soñjal, serret hon eus ur frazenn gant un implij nerzhus en amzer dremenet ledan er stumm nac'h :

ne oan ket o soñjal e veze aet da glask anezhañ aze

Notennomp en ur dremen en em gav soñjal implijet alies a-walc'h en amzer dremenet ledan, e-lec'h e c'hortozer stumm simpl ar verb :

ar reoù e oan o soñjal bezañ (devoaret ?) dioute

lec'h e oa o soñjal lakat

me a oa o soñjal ober a-benn arc'hoazh

O soñjal e oan, e-pad ma buhez e-barzh ar menaj

eñ oa o soñjal dezhañ mont...

Gallet a ra an nen a-hend-all ober gant an amzer simpl, met raloc'h e seblant bezañ :

met soñjal a raen n'aio ket da delefoniñ

soñjal a raen

Er frazenn dindan e soñj dimp zo un implij nerzhus en amzer da dont er stumm nac'h :

pa ne vi ket o soñjal, « pouf ! » (quand tu ne t'y attendras pas, « pouf ! »)

Ar verb gortoz just a-walc'h a seblant dimp kaout un implij nerzhus hañval deus reoù kompren ha soñjal, en amzer dremenet ledan er stumm nac'h bepred :

ha ne oa ket o c'hortoz anezhañ da vont gwelloc'h moarvat (elle ne s'attendait pas à ce qu'il aille mieux)

Remerket en deus Hewitt e vez kavet en brezhoneg « ur rummad frazennoù en amzerioù simpl » stag deus « manifestasionoù ur galloudezh (diwar dremen), e-lec'h ne vez ket mestr ar sujed war an argerzh » (idem, p.16) :

kreskiñ a ra
brug a divlev
amañ ne verv ket an dour c'hoazh ?
ne diskorn ket an hent ?

Dam da se an hini eo moarvat, emezañ, e klever aliesoc'h an amzer simpl evit ar stumm ober pa gomzer deus an amzer a vez (p.17) :

glav a ra
glav zo oc'h ober

Dre vras, « là où le sujet peut exercer un contrôle sur une action, l'emploi ou non du progressif dit quelque chose sur l'intentionnalité de l'action, les temps simples étant facilement utilisés pour des actions momentanées moins soumises à une volonté dirigée » (p.17) :

c'hoarzhin a ra
me a gleve tout ar pezh a lârent (j'entendais tout ce qu'ils disaient [les mots qui sortaient, pas ce qu'ils essayaient de dire])
en Tele-Bretagne dec'h da noz ec'h annonsent erc'h c'hoazh
dec'h da noz eñ a fleuke 'ba al loch

Derc'hen a ra Hewitt gant e gaoz hag evitañ, « apparenté à ce principe de faible intention nous trouvons un emploi exclamatif des temps simples pour des actions momentanées exagérées » (p.18) :

gopal a reont avat !
c'hoari a reont las !
karzhañ a reont
poaniañ a rit !

Dre-se e vefe espliket frazennoù zo en amzer simpl, kentoc'h estlammus, am eus bet dastumet. Deus ma mibien e oant bet lâret, peotramant da deskrivañ anezhe oc'h ober un dra bennaket. Ar stumm ober a oa gortozet sañset :

chaokat a rez

chaokat a rez

labourat a ra

dañsal a rez ivez hañ ?!

Homañ diwezhañ zo da geñveriañ gant homañ dindan, er stumm ober ar wech-mañ :

o tañsal out ?

E breder a gas Hewitt da dizanavezout an div frazenn da heul dre ar ster :

kammañ a ra (il boite)
o kammañ emañ (il boite [il le fait exprès])

Deus un tu, « l'emploi du progressif peut traduire une intention forte », ha deus an tu all an amzer simpl a c'hall « impliquer une absence de volonté spéciale » (p.19).

Leskomp ar yezhoniour amerikan klozañ :

« En breton le momentané est bien sûr impliqué dans la définition continu, non-statif, mais plutôt que de privilégier le clivage momentané/contingent ~ permanent/général, le progressif breton semble favoriser la distinction de contrôle par le sujet. Nous avons effectivement relevé beaucoup de processus et d'actions momentanés aux temps simples là où le sujet n'exerçait que peu ou pas du tout de contrôle. À l'inverse, le progressif peut traduire une intention forte, même dans une situation stable qui résulte d'une volonté humaine. » (idem, p.21)

Poellek eo an arguzenniñ ha interesant-kaer ar vartezeadenn. Ganti e kavfemp an tu da dizanavezout an div frazenn dindan, bet lâret gant ma mamm-gozh an eil nebeud amzer goude eben, diwar-benn ar pezh a oa o lâret unan deus ma mibien :

petra a lâr ?

petra emañ o lâret ?

Gwir diferañs a ster (qu'est-ce qu'il déblatère ? da gentañ, qu'est-ce qu'il essaye de dire ? en eil ?) peotramant tamm meskailhez etre implij an amzer simpl hag ar stumm ober e degouezhioù a vez ?

Hewitt e-unan a ro ur skwer deus ar veskailhez-se :

honnezh zo o separiñ ar C'houerc'had deus Plounevez
honnezh a ra ar separasion etre ar C'hot-du-Nor hag ar Finister

E-pad pell on bet diroutet gant an implijoù a-dreuz (deus gwelet...) a vez graet gant ar stumm ober en brezhoneg. Ma choman da dermal ur wech an amzer c'hoazh, em bez ar santimant evel Hewitt da vezañ en em gavet dirak « un système étonnamment intact et cohérent, qui nous a révélé des nuances peu soupçonnées ou décrites auparavant ».