Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Savadenn ar sujed faos

Tangi YEKEL, genver 2017

Mont da gomz deus ar pennad-mañ war ar forum

Dianavezet eo ar framm-se en galleg hag en saozneg. Evel-henn eo prezantet war al lec’hienn Arbres (kas a reomp al lennerien d’ar pennad-se evit un displegadenn resis) :

« La structure du faux sujet est une structure qui débute par un groupe nominal qui ressemble au sujet mais n'est pas le sujet de la phrase. »

Un toullad-mat a anvioù en deus. Bet int renablet gant Mélanie Jouitteau en he fennad : : complément anticipé (Loeiz ar C'hlerg), relation médiate (Urien), complément redoublé (Fave), anaphores (Gros), structures à groupe nominal défini initial anaphorique (Plourin), structures intégrées (Favereau), phrases à double sujet (Trépos et Ar Merser).

Komz a ra Loeiz ar C'hlerg diouti en e Yezhadur brezhoneg Treger (1906). Lâret a ra evel-henn :

« On appelle “complément anticipé” un complément de nom ou d'adjectif, ou un complément indirect ou circonstanciel de verbe, que l'on place par anticipation en tête de la proposition : on le rappelle après le verbe par un pronom personnel précédé de la préposition convenable ou par un adjectif possessif. »

Sell aze un toullad skwerioù tennet deus hon c’horpus :

Met eñ a oa marv e dad. (Mais lui, son père était mort.)

Jean a veze ordin unan gantañ. (Jean en avait toujours un sur lui.)

Roger a reomp ur gaozeadenn gantañ gwezh an amzer ivez. (Avec Roger nous discutons une fois le temps aussi.)

Te zo ur bern ganit ivez 'meus aon hañ ? (Toi tu en as plein aussi je crois hein ?)

Me 'neus kroget un dra bennaket ennon evit noz ivez. (Il y a quelque chose qui m'a mordu, piqué cette nuit aussi)

Pa deue da welet ma mamm-gozh peogwir ma mamm-gozh a oa lazhet he den e-pad ar brezel. (Quand il venait voir ma grand-mère parce que ma grand-mère avait eu son mari tué pendant la guerre.)

Er skwer diwezhañ-mañ e welomp framm ar sujed faos implijet direkamant war-lerc’h peogwir.

Gallet a ra ar frammoù-se bezañ implijet e frazennoù-nac’h :

Eñ n'eo ket fin e devezh c'hoazh. (Lui n'a pas encore fini sa journée.)

Matchoù Gwengamp ne dalv ket ar boan dit sellet dioute ken. (Ce n'est plus la peine que tu regardes les matchs de Gwengamp.)

Un toulladig skwerioù a ro Loeiz ar C'hlerg ivez :

Le chapeau de Pierre est noir. Pêr ac'h ê du e dôk.
Jean est bon pour Paul. Pôl ac'h ê mat Ian evitan.
Je plais à mon père. Ma zad a blijan dean.

Diwar-benn an div skwer gentañ e sach hon evezh war an dra-se : « En Léon et en certains points du Bas-Tréguier on dit – et avec raison – a zo au lieu de ac'h ê ». Evitomp e klevomp un tamm-mat aliesoc’h ar gopulenn eo :

Me eo ma anv Talgen. (Moi mon nom c'est Talgen.)

Honnezh eo hiroc'h he gar. (Celle-là a la patte plus longue [oie].)

Hennezh eo leun e gov a gachoù. (Il a le ventre plein de gâteaux.)

An hini eo nevez-marv he den aze. (Celle dont le mari est mort récemment.)

Gant ar yezh standard e vez goulennet implijet zo ordinal er frammoù-se. Reiñ a ra Jul Gros pemp frazenn gant zo ha hini ebet gant eo er pajennoù 136-137 diwar-benn ar poent-se (1984). Unan bennaket a gaver en hon brezhoneg, met ral-kaer int. Sell aze div skwer nemete hon c’horpus :

Te zo ponner da revr. (Tu as le derrière lourd.)

Me zo berr warnon. (J'ai le souffle court.)

Interesant eo ar skwer-se dre an avani ‘meump klevet ar memes frazenn met gant ar gopulenn eo an dro-se. Ar pezh a diskwel e c’haller ober gant an eil pe egile :

Me eo berr warnon. (J’ai le souffle court.)

Em skwerioù aze dindan e kavan daouzek frazenn gant eo hag unan hepken gant zo. En tu-hont da se ne vez ket sachet ma evezh ken gant implij ar gopulenn eo e frammoù ar sujed faos, han-se ne serran ket anezhe ken tamm zo. Moarvat neuze e kavfed muioc’h c’hoazh a eo evit a zo er frammoù-se, goude ma vez degemeret an daou implij er yezh komzet.

Frazennoù ouzhpenn