Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Ar verb skoazell en amzerioù kevrennek

Tangi YEKEL, meurzh 2021

En brezhoneg e vez implijet daou verb skoazell evit stummañ an amzerioù kevrennek : bezañ ha kaout.

[^] 1. Verboù kreñv

Gant ar verboù kreñv e vo implijet ar verb skoazell kaout ordinal :

'teus ket tommet da gafe !

deus an noz 'ma debret un tamm saladenn

'meus ket gwelet ac'hanout ur siekl zo !

Koulskoude e c'hall an nen implijout ar verb skoazell bezañ, pa vez ar verb er stumm-gouzañv pe evit eztaol ur stad :

e vije tommet dour (on chauffait de l'eau)

ma vez debret (s'il est mangé)

debret eo ar bara gwenn (le pain blanc a été mangé)

'vez ket gwelet dour (on ne voit pas d'eau)

[^] 2. Verboù gwan

Evit ar pezh a sell deus ar verboù gwan zo mar a degouezh. Darn n'implijfont ket nemet bezañ, darn all kaout hepken, ha darn all a implijo an eil pe egile deus ar c'henarroud.

[^] bezañ

Darn deus ar verboù gwan ne reont ket nemet gant bezañ evel verb skoazell. Evel-se eo kont gant ar verboù implijet stank da-heul : bezañ, mont, dont, sevel, arriout, degouezhout, mervel, chom, kouezhañ, dimeziñ.

D'al listenn-se zo d'ober ouzhpennañ pad, plijout ha koustañ :

n'eo ket plijet kaer kafe bio din

pegement eo koustet ?

padet e oa pell ar jeu kwa

[^] kaout

Hervez Jul Gros (TDBP3, p.328) « se conjuguent avec kaoud la plupart [des] verbes exprimant les bruits, les cris, les fonctions naturelles, les modes de locomotion ». Interesant eo reiñ al listenn, « très incomplète » gouez dezhañ, savet gant yezhoniour Tredraezh-Lokemo :

« aveli, bale, baraillad, begivinañ, berañ, bevañ, blejal, brammad, breugeusad, butunad, c'hoarzin, c'hwezañ, c'hwezi, c'hwitañ, c'hwitellad, dañsal, darbar, despeti, diskornañ, diskuizhañ, dislonkañ, distrevial, distummañ, fleriañ, fraoñval, galoupad, garmad, gouelañ, gragaillad, gwaskennad, gwinkal, harzal, hastañ, hopal, huchal, hulmañ, huñvreal, jilgammad, kahad, kanañ, kaozeal, kerzed, klakenni, klemm, koazañ, komz, kontañ, kousked, krenañ, krial, labourad, lammoud, loeni, lorgnañ, luchañ, luhañ, mignaoual, neui, nijal (darnijal), pehi, poaniañ, pourmen, redeg, revi, rodañ, rodeal, roulañ, ruzañ, sehañ, seni, skarañ, skei (gand), sklokal, skornañ, skrignal, staotad, strakal, teuler (da), treiñ, tommañ, tehi, trei, troazañ, trotal, truantal, yenañ, youhal. »

Gwir eo al listenn-se evit brezhoneg Bear ha war-dro. Div nemedenn zo avat : nijal ha lampat (« lammoud »).

[^] kaout ha bezañ a-bep-eil

Skwer nijal ha lampat a diskwel end-eeun e c'hall verboù zo kaout ar verboù skoazell kaout ha bezañ a-bep-eil.

Kement-se a oa bet remerket gant Kervella c'hoazh (Yezhadur bras ar brezhoneg, 1995, pp.153-154), e daou degouezh resis. Pa vez ur verb hag a diskwel ul lusk gant kuit da-heulañ :

lammet eo ar c'had kuit a-dre e dreid
nijet oa ar big kuit diwar he neizh

Peotramant pa vez ur renadenn doareañ :

nijet eo al labous diwar e neizh
redet eo an dour dre ar san en devoa digoret
lammet eo ar c'had a-dre e dreid

N'eo ket ken sklaer ar jeu gant hom skwerioù-ni. A-wechoù e vo lampat gant ar verb skoazell kaout :

me 'ma lampet er-maez deus an tren

lampet 'na diwar ar c'hlud

Gwechoù all e vo gant bezañ :

ha neuze e oa lampet ivez

Cassius a oa lampet 'ba eu...

e oant lampet dreist

Deus gwelet, n'haller tennañ reolenn ebet.

En tu-hont da se hon eus tri skwer gant nijet, e-lec'h eo bezañ ar verb skoazell implijet :

unan a oa nijet en tu all

ha neuze e oant nijet

ar yar a oa nijet

En holl skwerioù-se en deus nijet asambles gant bezañ talvoudegezh nijal kuit. Ur vartezeadenn a deu d'hom spered. Un arliv ster a vefe neuze deus ma eo bezañ pe kaout ar verb skoazell :

°nijet eo an evn (l'oiseau s'est envolé)
°nijet 'neus an evn ur pennad (l'oiseau a volé un moment)

Er frazenn gentañ e pouez ar verb skoazell bezañ war an disoc'h (nijet kuit eo). En eil frazenn e pouez ar verb skoazell kaout war an ober (nijal).

Pell zo eo bet remerket ar poent-se gant spesialisted ar brezhoneg. Yann Gerven en deus graet ur sintezenn dispar dioutañ gant skwerioù sklaer ken 'h int :

pignet e oa ar c'hazh betek beg ar wezenn
pignet em eus en ur lakaat ur skeul harp ouzh ar brankoù izelañ evit mont da bakañ anezhañ

diskennet e oan diouzhtu pa 'm boa klevet ar c'hri
diskennet em boa war ma revr, evel ma c'hellen

oooh, maaa, kresket eo hemañ, 'vat !
ya, kresket en deus kalz er bloaz-mañ

Mat a verb gwan a c'hall pebeilañ evel-se ar verboù skoazell bezañ ha kaout. Sell aze skwerioù tennet deus hom c'horpus :

koshaat :

koshaet eo (elle a vieilli [pris un coup de vieux])

Herve 'neus koshaet un tamm mat (Herve a beaucoup vieilli)

kreskiñ :

kresket int (ils ont grandi)

kresket 'neus bern hañ (il a beaucoup grandi hein !)

re vihan e oa, 'da ket kresket (elle était trop petite, elle n'avait pas grandi)

halañ : 

halet 'deus (elle a vêlé [vache])

halet eo ar vuoc'h (la vache a vêlé)

diskenn :

abaoe eo diskennet 'ba 'r cinquante (depuis que c'est descendu à cinquante [secondes d'écart])

goude 'neus bet diskennet (après ça a baissé [poids de la CGT])

sodiñ :

met sodet e oa (elle s'était emportée)

sodet 'dije warnon (elle se serait emportée contre moi)

Barrek eo ar verb rampat da vezañ er rummad-mañ ivez. N'hon eus ket nemet ur skwer dioutañ, gant ar verb skoazell bezañ :

met rampet e oan

Ur skwer hañval a vez roet gant Jul Gros (idem, p.316) :

rampet e oan war ar bezin

Outre da se e seblant ar verboù komañs, kregiñ, derc'hel, paouez hag aretiñ mont en-dro memestra. Gante koulskoude n'eo ket ken sklaer an arliv ster :

komañs :

Herve 'na komañset ober

hag e oa komañset ar marc'hadour da ganañ

kregiñ :

ar c'hi 'na kroget en ennon (le chien m'avait mordu)

... e oa kroget ar chas en ennañ ivez (le chien l'avait mordu)

derc'hel :

ar wezh diwezhañ 'na graet e oa derc'het da vont en-dro

'meus ket derc'het da vont

paouez :

ha neuze e oa paouezet d'ober

paouezet 'meus da labourat

aretiñ :

hag e oa aretet da vutunat (et il s'était arrêté de fumer)

ha da dad 'na aretet da vutunat (et son père avait arrêté de fumer)

Gant an daou skwer diwezhañ-mañ, bet klevet gant ar memes brezhonegerez, e c'haller koñstatiñ pegen tost eo implij bezañ ha kaout.

Deus gwelet eo techet ar verboù oc'h achuiñ gant an dibenn -aat da cheñch verb skoazell evel-se. Sklaer eo evit koshaat hag hañval a-walc'h e seblant bezañ evit ar re-seouig (etre krommelloù an niver a okurañsoù kavet en hom c'horpus evit pep verb skoazell) :

yaouankaat (kaout 1)

a-benn ec'h arriin er gêr 'po yaouankaet (lorsque j'arriverai à la maison vous aurez rajeuni)

Reiñ a ra Jul Gros ar skwer-mañ gant ar verb skoazell bezañ (idem, p.316) :

'm-eus aon out yaouankaet (je crois bien que tu as rajeuni)

gwashaat (bezañ 2)

gwashaet eo ar c'hleñved (la maladie empire [Covid19])

Reiñ a ra Jul Gros daou skwer gant ar verb skoazell bezañ (TDBP2, 1989, p.194) :

gwaseet eo d'ober glao (il pleut de plus en plus fort)
gwaseet eo ar patatez (les pommes de terre sont gâtées)

gwellaat (bezañ 4, kaout 4)

gwellaet eo en ur ober pemp devezh (il a guéri en cinq jours)

gwellaet 'deva (elle avait guéri [son état s'était amélioré])

Reiñ a ra Jul Gros ur skwer gant ar verb skoazell bezañ (TDBP2, 1989, p.203) :

gwelleet eo e zaouarn bremañ (ses mains sont guéries maintenant)

pellaat (bezañ 1)

pellaet eo (elle s'est éloignée)

tostaat (bezañ 1, kaout 3)

tostaet eo din (il s'est approché de moi)

pa 'ma gwelet anezhañ 'ma tostaet (quand je l'avais vu je m'étais rapproché)

Reiñ a ra Jul Gros ur skwer gant ar verb skoazell bezañ (TDBP3, 1984) :

ne oan ket tostaet

bravaat (bezañ 3)

bravaet eo an amzer (le temps s'est embelli)

Reiñ a ra Jul Gros tri skwer gant ar verb skoazell bezañ:

braveet eo he stumm (je la trouve embellie)
braveet eo an amzer (le temps s'est embelli)
braveet eo toud (elle est toute embellie)

bihanaat (bezañ 1, kaout 1)

bihanaet eo ar roched (la chemise a rapetissé)

te 'teus bihanaet (tu as rapetissé)

Reiñ a ra Jul Gros ur skwer gant ar verb skoazell bezañ (TDBP3, 1984, p.343) :

bihannaet eo ma leve (ma rente a diminué)

kaletaat (bezañ 1)

kaletaet eo ar bara (le pain a durci)

yenaat (bezañ 5)

yenaet eo dioute (il s'est éloigné [litt. refroidi] d'eux)

fepaat (bezañ 1, kaout 1)

fepaet eo kwa (elle a faibli quoi [pendule])

met fepaet 'deva ivez (mais elle avait faibli aussi [source lors de la sécheresse])

skañvaat (kaout 1)

pegement 'meus skañvaet ? (de combien ai-je maigri ?)

Reiñ a ra Jul Gros ur skwer gant ar verb skoazell bezañ hag unan all gant kaout (TDBP3, 1984, p.330) :

skañvaet e oa (il était plus léger)
tri lur 'neva skañvaet en ur ober ur miz (il avait perdu trois livres en un mois)

Skwerioù all zo roet gant Jul Gros evit verboù all en -aat (TDBP3, 1984, pp.343-344) : bevaat, aezetaat, gorrekaat, brasaat, berraat, hiraat, kreñvaat, lartaat, nebeutaat, sioulaat, splannaat :

gant ar bannac'h glav-mañ eo bevaet an traoù (avec cette goutte de pluie, tout est devenu plus vivant)
êzetaet eo d'e wreg (l'état de santé de sa femme s'est amélioré)
gorrekaet oh da labourad (vous êtes devenu plus lent au travail)
bremañ eo brasaet an dud (maintenant les gens sont devenus plus orgueilleux)
berraet eo an noz (la nuit a raccourci)
hirraet eo an deiz (le jour a allongé)
kreñvaet eo an avel (le vent est devenu plus fort)
he merc'h zo lartaet ivez (sa fille a aussi grossi)
bremañ eo nebeutaet an amann (maintenant la production de beurre a diminué)
sioullaet eo an traoù (la situation s'est calmée)
splannaet eo an amzer (le temps s'est éclairci)

Remerkiñ a reomp e skwerioù Jul Gros eo bezañ an hini a vez implijet kazi ordinal. Poellek a-walc'h an hini eo, dre an avani, hervez Melani Jouitto, « -aat est sémantiquement équivalent à un verbe causatif amenant à un état ». Ar skwerioù dastumet ganimp a diskwel un implij brasoc'h deus kaout avat.

[^] 3. Verboù-raganv

Lâret a ra Favereau eo « l'auxiliaire du réfléchi, en breton, soit avoir (acte, action), soit être (état, résultat) » (1997, p.265). Adkavet a reomp amañ an arliv ster bet gwelet c'hoazh uheloc'h. Reiñ a ra ar skwerioù-mañ :

en em veuzet 'oa (il s'est noyé [suicidé par noyade])
en em veuzet en doa (il est passé à l'acte de se noyer)

en em glevet hon eus (nous nous sommes entendus)
en em glevet omp (nous nous sommes mis d'accord)

dec'h oan en em gollet (hier je m'étais perdu)
dec'h 'm boa en em gollet (je me suis perdu hier)

Hervez anezhañ, « les formes en avoir sont, et de loin, les plus courantes (en Poher, au moins) » (idem, p.266). An Tregeriad Loeiz ar C'hlerg 'h a pelloc'h c'hoazh o lâret e ranker ober hep ar verb skoazell bezañ : « L'auxiliaire à employer [avec les verbes pronominaux] est celui des verbes actifs (am eus) » (Grammaire bretonne du dialecte de Tréguier, 1986, p.91). Ne ro ket nemet ur skwer siwazh :

heñ an neus en em lac'het = en em lac'het an neus (il s'est tué)

Souezhet omp ken omp o lenn se, pa weler an danvez dastumet gant Jul Gros ha Yann an Du. Na gant an eil na gant egile ne gavomp an disterañ okurañs deus kaout implijet gant ur verb-raganv.

Un toullad skwerioù deus implij bezañ e korpus Jul Gros :

en em droc'het eo an amzer (le temps a changé, s'est radouci)
ar c'hi a oa en em dommet amañ (le chien s'était acclimaté ici)
int zo bet en em glevet d'ober-se (ils se sont entendus pour faire cela)
ni zo en em zarempredet nebeut (nous nous sommes peu fréquentés)
e-kerz ar votadeg e oant en em gannet evel kigi (lors des élections, ils s'étaient battus comme des coqs)
ar re-se n'int ket en em blijet eno (ceux-là ne se sont pas plus là)
e vab oa en em lazhet o kouezhañ diwar ur bern plouz (son fils s'était tué en tombant d'un tas de paille)

Skwerioù all tennet deus Le Trégorrois à Plougrescant gant Yann an Du (2012) :

nõnn hadlakéed ê d'évhã (il s'est remis à boire)
zéw zó nõnn dréméne te gémen ãnó zó tout (ils se sont injuriés copieusement)
nõnn gãmaradied iņ aré (ils se sont réconciliés)
nõnn drõmped õ (je me suis trompé)
nõnn lakéed ê n krab douz e vur (je me suis serré contre le mur)

Degas a ra da soñj Favereau penaos, « en moyen-breton, l'auxiliaire être semble avoir été plus usité [...]. Cela pourrait encore être le cas localement »(idem, p.266).

E Yezhadur bras ar brezhoneg e skriv Kervella penaos « en amzerioù kevrennek e vez graet peurvuiañ gant ar verb bezañ da skoazell. Ober a c'heller koulskoude ivez gant en devout [i.e. kaout] evel ma vez graet evit ar verboù gwan » (1995, p.157). Hervez anezhañ eo posubl evit en em gannañ ha reiñ a ra ur skwer resis gant en em dommañ :

en em dommet on
en em dommet em eus

Kaozioù Kervella a glot mat gant brezhoneg Bear ha war-dro. Etretout hon eus 138 okurañs a verboù-raganv er stumm kevrennek. Diwar an 138 okurañs-se zo 88,4% dioute gant ar verb skoazell bezañ (122) ha 11,6% dioute gant ar verb skoazell kaout (16).

Bezañ zo 43 okurañs deus ar verb en em gavout. Bep gwech eo ar verb skoazell bezañ a vez implijet. Techet omp da soñjal n'hall ket bezañ kavet gant kaout han-se :

eñ a oa en em gavet jenet (il s'était trouvé gêné)

ni a oa en em gavet just an deiz e oa arru (nous nous y étions trouvés juste le jour où elle était arrivée)

en em gavet eo sioul (il s'est calmé)

Koñfirmet eo gant Favereau pa lâr penaos « la forme en em gaout semble préférer l'auxiliaire être » (idem, p.266).

Evit ar pezh a sell ar verboù-raganv all eo diaesoc'h bezañ ken sur-se.

Da skwer e seblant en em drompañ mont en-dro evel en em gavout. Bezañ hon eus 10 okurañs end-eeun gant ar verb skoazell bezañ ha hini ebet gant kaout. Outre da se hon eus goullet o soñj gant daou vrezhoneger a-vihanik war ar poent-se, Pier Gotie (PG, ganet en 1938 en Plûned) ha Janin an Aodren (JA, ganet en 1939 en Plûned ivez). O-daou e leskont ar verb skoazell kaout a-gostez evit en em drompañ.

Koulskoude e ro Favereau ur skwer dastumet en Bro-Dreger gant kaout (idem, p.267) :

an dud 'neus non drompët (les gens se sont trompés)

Daoust hag-eñ zo verboù-raganv all ha n'implijont ket nemet bezañ ? Pe, da vihanañ, eo un tamm mat gwelloc'h gante ar verb skoazell bezañ ? Hervez PG ha JA n'hall ket en em bouezañ, en em dapet hag en em goll bezañ implijet gant kaout. N'int ket dislâret gant hom c'horpus :

hag a-benn ar fin e oan en em gollet

'oan ket bet en em bouezet

neuze oa en em dapet bepred

Disfiz a chom avat. Evit en em gannañ emañ PG ha JA a-unan, kaout n'hall ket bezañ implijet. Koulskoude hon eus ur frazenn lâret gant JA en hom c'horpus, e-lec'h e klever en em gannet hag ar verb skoazell kaout asambles :

met en em gannet 'da gant hini Dominik (mais elle [chatte] s'était battue avec celui [chat] de Dominique)

Evit PG zo verboù-raganv all ha n'hallont ket implijet kaout : en em grougañ, en em vlesañ, en em c'hloaziañ hag en em dibab. Hervez JA eo posubl avat, ha n'eo ket dislâret gant hom c'horpus :

en em vleset 'teus ?

'meus aon 'teus en em c'hloaziet dija

ha gant eñ 'na en em grouget

en em dibabet 'deuint

En ur dremen e sachfomp an evezh war an tri verb heñvelster en em vlesañ, en em c'hloaziañ hag en em dapout. Deus gwelet eo dishañval o mont en-dro : an daou gentañ a c'hall pebeilañ kaout ha bezañ, pa n'hall ket ober an hini diwezhañ nemet gant bezañ.

Evit hom daou vrezhoneger eo posubl kaout an daou verb skoazell evit ar verboù en en okupiñ hag en em eskuziñ, hep na vefe sklaer an arliv ster. En hom c'horpus e kavomp un okurañs deus en em eskuziñ gant bezañ, ha daou okurañs deus en em okupiñ gant kaout :

e oa en em eskuzet da Frederique

me 'meus ket en em okupet deus se

ha donc 'meus bet en em okupet deus re vihan

PG a lak daou verb all er rummad-se : en em lakat hag en em diwall. Evit JA avat eo ret implijet kaout gante. En hom c'horpus e kavomp un okurañs deus en em diwall gant kaout, daou okurañs deus en em lakat gant bezañ hag unan all gant kaout :

en em diwallet 'neus

ha evel-se 'meus ket bet en em laket kement se

hoñ a oa en em laket d'ober se

Ar frazenn diwezhañ-mañ a dislâr JA, posubl eo implijout an daou verb skoazell.

Ha verboù-raganv ha ne reont ket gwech ebet gant bezañ, bezañ zo dioute ? Da welet n'eus ket nemet en em rentañ kont a vefe da lakat er rummad-se. A-unan emañ hom daou vrezhoneger war ar poent-se, ha skwerioù hom c'horpus 'h a da-heulê :

ha me 'ma ket en em rentet kont deus se

'da ket en em rentet kont

An delc'h bremañ eo goût hag-eñ zo un arliv ster a-drek ar cheñchamant verb skoazell. Laket eo diaes an daou vrezhoneger a-vihanik evit eztaol ur poell bennaket. Peurvuiañ ne welont ket tamm diferañs ebet. Pa glaskont lâret un esplikasion bennaket e chomomp entremar. Da skwer e wel JA en em grouget 'neus « gwashoc'h » evit en em grouget eo. Evit PG zo « plus de résignation » gant en em laket 'meus evit gant en em laket on.

Sell aze an okurañsoù pebeilañ kavet en hom c'horpus :

en em grougañ :

'na klevet lavaret e oa en em grouget e-barzh ar solier

hennezh a oa en em grouget

eñ 'na en em grouget

ha gant eñ 'na en em grouget

Er frazenn diwezhañ-mañ e lak ar c'homzer ar pouez war an ober, alese ar verb skoazell kaout kentoc'h evit bezañ.

en em gannañ :

int bet en em gannet div pe deir gwech

ar baotred... a oa en em gannet... dam din

met en em gannet 'da gant hini Dominik

Er skwer diwezhañ-mañ e fell d'ar gomzerez pouezañ war an ober pa 'deus graet gant kaout ?

en em dibab :

en em dibabet on d'ober prim ma labour

met en em dibabet e oa dioute

en em dibabet 'deuint

N'eus tamm diferañs ebet a-fed ster er skwerioù-se.

en em dibrouilhiñ :

en em dibrouilhet mat e oamp

evel-just, me 'ma en em debrouilhet gante

inkredabl penaos 'deuint bet en em debrouilhet tout

Tamm diferañs a ster ebet.

en em lakat :

hoñ a oa en em laket d'ober se

me an hini a oa bet en em laket d'ober bara

ha evel-se 'meus ket bet en em laket kement se

Gant ar frazennoù-se e weler c'hoazh kenarroudoù implij damdost etre bezañ ha kaout.

Achuomp gant daou skwer kentelius, lâret gant hom daou vrezhoneger. Setu penaos o deus troet ar frazenn « je me suis occupé de mon père/ma mère » :

JA : en em okupet 'meus deus ma dad

PG : en em okupet on deus ma mamm

An hini gentañ he deus bet c'hoant da bouezañ war an ober, an eil war an disoc'h ? Diaes-kaer eo da diskwel. Moarvat en deus pep hini ur verb skoazell muiañ-implijet gant ar verb-raganv en em okupiñ, hag o-daou e kouzantont e c'hall bezañ implijet an eil verb skoazell.

Dre-vras n'eo ket gwell sklaer an traoù. Muioc'h a skwerioù a bermetfe marteze da gavout ur poell bennaket ? Da c'hortoz n'hallomp ket bezañ sur-kaer diouzhimp.

Bepred eo eo mat degas da soñj en un toulladig traoù. E Bear ha war-dro eo ar verb skoazell bezañ a vez kavet ar muiañ gant ar verboù-raganv (88,4% deus an okurañsoù). Implij kaout n'eo ket dister avat (11,6%). Deus un tu eo trec'h da vat kaout war bezañ er c'hreiz-Breizh, ha deus an tu all ne vez ket kavet kaout e korpusoù Gros hag an Du. Gant-se e c'haller lâret e oa marteze ar verb skoazell bezañ an hini nemetañ implijet gant ar verboù-raganv en Bro-Dreger gwechall-gozh. Implij kaout a vefe deut nevez zo neuze, diwar levezon brezhoneg ar c'hreiz-Breizh.

An arliv ster meneget gant Favereau (verb skoazell bezañ evit pouezañ war an disoc'h, kaout evit pouezañ war an ober) ne seblant ket kerzhal kement-se en hom brezhoneg. N'eus ket dioutañ nag en Plougouskant (an Du) nag en Tredraezh-Lokemo (Gros), da welet bepred. En hom brezhoneg ne deu ket war-wel en ur stumm sklaer gwall alies. N'eo ket kat ar vrezhonegerien hon eus goullet gante da eztaol ar reolenn-se kennebeut.

En tu-hont da se e soñj dimp n'hall ket an holl verboù-raganv kaout an daou verb skoazell a-bep-eil. Tri rummad verboù-raganv a vefe neuze : ar reoù n'implijont ket nemet bezañ (en em gavout, en em drompañ, en em goll...), ar reoù a implij an daou (en em lakat, en em diwall, en em okupiñ, en em dibab...) hag ar reoù n'implijont ket nemet kaout (evit ar poent n'hon eus ket kavet nemet en em rentañ kont evel-se).