Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Ar verboù doublet

Tangi YEKEL, gwengolo 2019

En he fennad diwar-benn le redoublement verbal, e teskriv Melani Jouitto ar fed evel-henn :

« Certains verbes bretons peuvent "se conjuguer avec eux-mêmes" (Ernault 1888b, Jouitteau 2013), c'est-à-dire se prendre eux-mêmes comme auxiliaire. Les phrases obtenues contiennent donc deux fois le même item lexical, le premier sous sa forme infinitive devant l'élément tensé, et le second sous sa forme fléchie et tensée. »

Er brezhoneg kaozeet en Bear ha war-dro ne vez doublet nemet daou verb : goût ha bezañ.

[^] 1. Ar verb goût

Alies a-walc'h e vez doublet ar verb goût, en holl amzerioù an doare diskuliañ. Dre-se e vez kreñvaet e ster ha gallet a ra an nen treiñ anezhañ gant (très) bien savoir :

goût a oarent pelec'h 'dije da vont (ils savaient très bien où ils devaient aller)

goût a ouiez, se zo kaoz... (tu sais bien, c'est pour ça)

goût a oarent nemet e vijen bet lazhet 'ba 'r momed diwezhañ (ils savaient très bien [que j'étais vivant] sauf si j'avais été tué au dernier moment)

goût a oare a oa ar re all a-benn dezhañ, ur bern dioute (il savait bien que les autres étaient [arrivaient] face à lui)

goût a ouien petra 'nije c'hoant da lâret (je savais très bien ce qu'il voulait dire)

ur sac'h goullo, paotr, ne choma ket en e sav, met ur sac'h leun, a ra, ya, goût a ouzit (un sac vide, gars, ne reste pas debout, mais un sac plein, le fait, oui, vous savez bien)

goût a oarin (je le saurai bien)

Barrek eo an adverb a-walc'h da greñvaat c'hoazh goût pa vez doublet, evit sinifiañ savoir parfaitement. Kavet e vo war-lerc'h ar verb :

goût a oaran a-walc'h (je le sais parfaitement)

goût a ouient a-walc'h (ils savaient parfaitement)

Peotramant e-kreistre an anv-verb hag ar stumm displeget pa vez an nen rener war-lerc'h ar verb :

gouzout a-walc'h e oar an nen n'eus ket ezhomm debriñ re diontañ (on sait parfaitement qu'il ne faut pas trop en manger)

[^] 2. Ar verb bezañ

Choazet hon eus da gomz deus bezañ er pennad-mañ dam da daou dra. Da gentañ, pa vez bezañ dirak ar verb e vez klevet en tregerieg en e stumm anv-verb béã ['beːɑ̃], berraet a-wechoù en bé [be]. Da eil, ne gaver war-e-lerc'h nemet stummioù displeget bezañ hag ar verb deveret dioutañ, kaout.

Sell aze ar pezh a lâr Jouitto (bezañ préverbal) war ar sujed :

« En breton, les verbes 'être' et 'avoir' sont tous deux visiblement formés avec du matériel morphologique du verbe 'être'. [...]. La particule Bez' est aussi dérivée morphologiquement du verbe bezañ 'être', ce qui amène l'idée qu'il pourrait s'agir avec ces verbes d'une sorte de redoublement verbal. »

[^] bezañ doublet

En holl amzerioù an doare-diskuliañ e vez graet :

bezañ e oant komunist

bezañ int pezhioù traoù

ya, bezañ e vezont

bezañ eo brav an amzer

En U3 en deus ar verb bezañ doublet talvoudegezh il y a / aura / avait, gant an evezh sachet war ar verb :

bezañ e oa reoù hag a... lonke da vat

Geus, bezañ zo mañchoù.

bezañ zo reoù gant pezhioù kofoù ha traoù

bezañ e vez bec'h war an tamm douar-mañ

bezañ e veze bugale hañ !

bezañ e vo dioute

Pa gomzer deus sioù mat ha fall unan bennaket all e vo implijet alies ar framm doublet bezañ eo ! gant un tamm estlamm evit koñfirmiñ :

jentil eo zo lâret ? ya bezañ eo ! (on a dit qu'il est gentil ? oui, il l'est effectivement !)

ya, bezañ eo hañ ! (oui, il l'est effectivement hein !)

bezañ eo ! kat eo d'ober (il l'est ! il est capable de le faire)

ha bezañ eo ivez (et elle l'est effectivement [vieille])

Barrek eo bezañ eo da vezañ geuilhet gant un anv-kadarn. Un efed kreñvaat zo neuze :

bezañ eo unan ! (c'en est un [sacré garnement] !)

bezañ eo ur maout (c'en est un engin [fig., pour désigner humoristiquement un enregistreur] !)

Talvezout a ra evit al L3 en amzer a-vremañ boaz ivez :

me - ... e vezont o c'hoari gant ar machin-se (ils sont en train de jouer avec leurs appareils-là)
komzer - Ya, bezañ e vezont ! (oui, ils le sont effectivement !)

Sañset e vez doublet bezañ e tu-raok ar frazennoù. Kavet a ra dimp eo posubl gwelet anezhañ e penn kentañ al lavarennoù diforc'hiañ degaset gant nemet (ha) :

ne deuin ket, nemet bezañ e vijes er gêr

nemet ha bezañ e vefe bet daou Vreton 'ba 'r penn a-raok

[^] kaout doublet

Evel bezañ e c'haller doubliñ kaout evit pouezañ war ar verb. Kement-se en holl amzerioù an doare-diskuliañ :

bezañ 'no anezhañ

bezañ 'do anezhe evit ar bloaz

ha bezañ 'teus traoù 'vat paotrig !

bezañ 'meus reoù vrav

bezañ 'deus otoioù digourdi da... aezet da vale

bezañ 'da traoù aze c'hoazh

bezañ 'mijemp tud 'vat

Er stumm-goulenn e vez kavet ivez :

bezañ 'teus levrioù brezhonek ?

bezañ 'teus dek vloaz ?

Dreist-holl pa bropozer ur bannac'h pe un dra da debriñ d'unan bennaket :

Bezañ to tamm sukr ?

bezañ to ur bannac'h ?

bezañ 'po ur volenn d'evañ kafe ?