Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Ar c'hemmadurioù

Tangi YEKEL, gouere 2016

Mont da gomz deus ar pennad-mañ war ar forum

Ar c'hemmadurioù zo unan deus perzhioù dibar ar brezhoneg. Ur gwallhunvre evit an deskarded int ivez. Evel-henn e komz Favereau dioute : « [Elles] obéissent à des règles très anciennes, enracinées dans l'histoire de la langue, et ces réflexes ne se perdent pas, même dans la frange des plus jeunes bretonnants spontanés » (1997, p.146). Bezañ zo pevar dioute : ar c'hemmadurioù dre-vlotaat, dre-c'hwezhañ, dre-galetaat ha kemmesket.

[^] 1. Ar c'hemmadur dre-vlotaat

An hini a vez klevet an aliesañ eo ar c'hemmadur dre-vlotaat. Hoñ a lak da dousaat ar gensonenn gentañ. Sellit amañ taolenn ar c'hemmadurioù dre-vlotaat evit hon zregerieg :

kens. gentañ p t [c] k m b d g gw s f h
kens. kemmet b d [ɟ] g v v (z) h w z (v) ?

Ral-kaer eo ar c'hemmadur d / z : n'hon eus ket nemet ur pemzek skwer bennaket evit tout hon c'horpus. Gant an dud deus Bear ha deus parrouzioù an Hanternoz hag ar Sav-heol ne glever ket nemet ar c'hemmadur-se war verboù (debriñ, disfiziout, denañ, deskiñ) :

reiñ da zenañ d'e bal
da zebriñ anezhe
marteze e vo da zisfiz hañ
da zebriñ
da zeskiñ o bugale d'ober ivez
… kaset ar peurrest gante da zebriñ du-hont
me ne zebrin ket anezhe
da c'hwec'h eur e tebran ma c'hoan : de hwèh eur zèban me goan

Ur skwer-kontrol zo koulskoude (ma eo bet treuzskrivet mat ar gomz) :

re zouar 'neus
=30666

Tud Plûned avat a ra un tamm bihan muioc'h gant ar c'hemmadur-se. Anvioù-kadarn a c'hall kemmañ ur wech an amzer :

e zorn
gwenn da zaoulagad
e benn e zaoulin
ma lakez da zorn
lous eo e zaouarn

Ar memes tra a glevomp e Plounevez-Moedeg. Dre-se e seblant dimp zo ur c'horn e Mervent Bear e-lec'h e vez graet un tamm muioc'h ar c'hemmadur d / z.

Ar c'hemmadur s / z zo distag deus ar reizh. A-wechoù e vez graet, gwechoù all ne vez ket :

da seizh vloaz warn-ugent : de zèiz la warn-ugen
da Santeg : de Zantek
da seizh eur hanter : de zèiz eur
c'hwec'h pe seizh 'meus aon : hwèh pé zèis mezowen

Ne glever ket en hon brezhoneg ar c'hemmadur ch / j, hag-eñ e vez graet e Bro-Leon.

Evit ar pezh a sell ar c'hemmadur g / h, ne vez ket graet bep tro evel diskwelet gant ar skwerioù dindan klevet gant ma mamm-gozh :

re gleb : ré glép
re c'hleb : ré hlép

A-hend-all e c'hall an h kemmet-se mont da get deus an degouezh :

n'houlan ket : noulan ket
n'hallez ket : nalès ket

Ar memes tra ac'h adkaver gant ar c'hemmadur a vez war ar gensonenn h, ac'h a da get er penn-kentañ goude ar ger-mell :

hentoù : hiñcho -> an hentoù : niñcho

Laket eo bet ar c'hemmadur f / v en daolenn, goude ma ne vez ket graet bep tro, na tost. Teir skwer hepken hon eus evit bremañ :

ya ya, emañ da foto war ar journal : ya ya, mañ de voto war journal
ma familh : me vamilh
mont da foetañ : mon de vwètañ

Ar pezh zo ‘meus klevet ivez « mon de fwètañ » gant ar memes plac'h.

Stank stank e vez kavet ar c'hemmadurioù dre-vlotaat all (p / b, t / d, [c] / [ɟ], k / g, m / v, b / v, gw / w). Leskomp Jañ An Du displegañ dimp penaos e vezont implijet :

« Elle affecte le nom féminin après l'article et l'adjectif qui le suit [...] ; après la particule verbale e (souvent muette, utilisée quand le verbe est précédé du sujet ou du complément direct) [...] ; le verbe après des conjonctions ou des préfixes [...] ; après la négation ne (souvent élidée) [...] ; le nom après la préposition e [...] ; après certains possessifs [da, e] ; après de nombreuses prépositions [...]. »

Un toullad skwerioù :

kalz a draoù
eme Vai
ti Vanuel
daou Ger Ar C'horr
nevez-varvet
da Vodlezan 
vil pe vrav

Ar c'hemmadur dre-vlotaat eo an hini a gaver an aliesañ en hon brezhoneg. Techet eo da « grignat tamm-ha-tamm tachenn ar c'hemmadur dre-c'hwezhañ » (Favereau 1997, p.156), evel e welfomp war-lerc'h. Koulskoude avat ne vez ket graet ordinal, hag-eñ eo gortozet, « pour peu que le débit [...], la rareté de l'expression [...], ou la syntaxe [...] ; voire un certain tropisme viennent à y faire obstacle » (idem).

Derc'hen a ra Favereau un tamm bihan war-lerc'h :

« On aura, au total, relevé de nombreuses hésitations, dans un système qui garde pourtant sa cohérence. En voici quelques exemples, dans le seul corpus de Y.F Kemener : 'divleunia ket elles ne défleurissent pas (ne étant élidé), 'pasa ket de' bet il ne passe pas un jour, [...] tapadoù vihan / vras (au lieu de bihan / bras). » (1997, p.158).

Sell aze un toullad skwerioù kemeret en hon c'horpus evit skweriekaat kement-se :

reoù velen arru amañ : réw mélen haï amañ
darn a veze reoù kouevr : darn vijé réw kwèwr
ur fleurenn wenn : fleuren gwèn
ur wezenn vat : wéen mat
daou Vreton eo ar re-mañ : dow breton è réman

Ha war-lerc'h ar rannig ne evel a lâr Favereau :

met ne blija ket se din han-se : mè pija ke zé di añsé
ne delefona ket 'ba an galleg : téléfona ked ban galek

Derc'homp soñj avat e chom ar skwerioù-se nemedennoù e-keñver an niver a gemmadurioù dre-vlotaat graet a-hend-all.

Achuomp war ar sujed-se gant un dra fentus displeget evel-henn gant Jañ An Du (2012, p.146) :

« e plah vien une petite fille
homañ h ê me vhlah pien tu es ma petite fille chérie
L'absence de mutation indique une nuance affective »

Un toullad skwerioù hon eus hag ac'h a a-du gantañ :

ur plac'h vihan : plah vien (une petite fille)
ar plac'h vihan zo bet abandonet : plah vien zo béd abandonet (la petite fille a été abandonnée)
pa welan ma flac'h vihan ha ma gwreg : pé wèlan me blac'h pien a me wrék (quand je vois ma petite fille chérie et ma femme)
ya bremañ 'meus... 'meus ur plac'h bihan : ya beumañ meus... meus plac'h pien (oui maintenant j'ai... j'ai une petite fille chérie)

Degas a ra ar sandhi-se un tamm santimant er gomz. En degouezhioù all e vez implijet ? Marteze a-walc'h ya :

marmouz bihan : marmous pien (petit chenapan)
ar paotr bihan : pot pien (le petit gars)

[^] 2. Ar c'hemmadur dre c'hwezhañ

Un tamm mat nebeutoc'h e vez graet ar c'hemmadur dre-c'hwezhañ . Sell aze pegoulz e vez implijet e brezhoneg hon c'horn :

kens. gentañ  p  t  k
kens. kemmet  v  z  h

Un tamm distok zo e-keñver ar peurunvan (p / f, t / z, k / c'h). Sellit amañ ar pezh a lâr Favereau :

« À l'origine, la spirantisation était la suivante :
P > F, T > S, K > C'H [...]
Cette spirantisation a ensuite connu une seconde lénition - dite « néo-lénition » :
P > F > V, T > S > Z, K > C'H > H [...]
Or aucune graphie n'est cohérente sur ce point. » (1997, p.158)

Gant ar gerioù perc'hennañ ma, he, hon, o e vez graet dreist-holl :

ma zad : me zat
rannet eo ma c'halon : ma halon
hon c'hoafer : om hwafer
o zreid : o zrèit
he fenn : i vènn

En ur dremen e welomp ur c'hemmadur t / s, evel ma vez graet e Kerne (gant ma eo bet treuzskivet mat) :

'na lâret da ma zad mont da dennañ e hernie : na lared de me sad mon de dènañ i èrni

Koulskoude e terc'h ar c'hemmadur da goazhañ dirak ar c'hemmadur dre-vlotaat evel a lâr Favereau :

« Elle est en passe de devenir archaïsante en breton parlé (réservée au « troisième âge », voire « quatrième âge », c'est-à-dire les générations d'avant-guerre, en maints endroits). » (1997, p.158)

Kalz skwerioù hon eus e-lec'h e vez ur c'hemmadur dre-vlotaat e-plas ur c'hemmadur dre-c'hwezhañ war-lerc'h ur ger-perc'hennañ (dreist-holl ma ha hon) :

ma zud : me dut
ma botoù : me voto
ma genou : me héno
hon bugale : om vugalé
hon zraoù : om drèw
'ba o flas : ban o blas

Ar memes gerioù zo barrek d'ober ur c'hemmadur dre-c'hwezhañ pe dre-vlotaat deus an den pe deus ar c'houlz :

he fenn : i vènn
he fenn : i bènn
hon zud : om zut
hon zud : om dut

Gwechall e veze ur c'hemmadur dre-c'hwezhañ war-lerc'h an niveroù tri, teir, pevar, peder, nav. Gwech an amzer e klever anezhe, met ral int :

daou pe dri c'hant vloaz
teir flac'h : tèr vlah
teir c'houldri
peder c'hlas

Techet ar c'hemmadur dre-vlotaat da c'honit tachenn war-o-lerc'h :

peder barrakenn : pédèr varaken
pevar c'hilometr : pèwar gilomèt
teir c'hambr : tèr gam
teir flac'h : tèr blah
daou pe dri zaol : dow pé dri dol

E troioù-lâr skornet zo e klever ar c'hemmadur dre-c'hwezhañ-se, evel sul Fask « zul vask ».

Evit achuiñ, komzomp deus ar c'hemmadur k / h a vez graet war-lerc'h ar ger-mell (strizh ar hag amstrizh ur). N'eus ket nemedennoù diouti.

[^] 3. Ar c'hemmadur dre-galetaat

Raloc'h c'hoazh evit ar c'hemmadur dre-c'hwezhañ eo ar c'hemmadur dre-galetaat. Hennezh a lak ar gensonenn da galetaat war-lerc'h ar ger-perc'hennañ ho ha stumm all ar perc'hennañ ez.

lizh. gentañ b d g gw v z j bogalenn
kens. kemmet p t k kw f s ch h

Sachañ a ran an evezh war ar fed zo div wech muioc'h a gemmadurioù dre-galetaat en hon brezhoneg evit ar pezh a gaver en taolennoù kemmadurioù klasel. Eno n'eus ket nemet ar c'hemmadurioù b / p, d / t, g / k, gw / kw, ar re-seouig o vezañ ar reoù nemete degemeret er yezh skrivet.

en ho koaze
serrit ho kenouioù
diskrogit deus ho taouarn
fin ho puhez
ho tent
hoc'h amzer
ho jardin : ho chardin
en ez kenoù
chom en ez sav
d'az kwreg
hoc'h amzer

Evit lâret ar wirionez avat e renker lâret ne vez ket graet beptro, na tost, ar c'hemmadurioù dre-galetaat v / f, j / ch evel er skwerioù amañ dindan :

souzit ho fri : zouzed o vri
n'eo ket strikt ho jeu : nè ke strik o jeu

[^] 4. Ar c'hemmadur kemmesket

Ennañ e kaver pe kemmadurioù dre-vlotaat pe gemmadurioù dre-galetaat, deus ar gensonenn ha hervez an daolenn-dindan :

 kemmet      t      f  s  ch  
kens. gentañ  m  b  d  g  gw  v  z  j  bogalenn
kemmet  v  v    h  w        h

Sañset e vez graet ar c'hemmadur-se war-lerc'h ar rannigoù-verb e hag o, ha war-lerc'h ar stagell ma. Koulskoude n'eus ket nemet war-lerc'h ar rannig-verb o, pe dost, e vez graet e brezhoneg hon c'hogn. An o-se ne vez ket klevet.

Ar stagell ma a vez ur c'hemmadur dre-vlotaat war-he-lerc'h :

ma krog ennañ : ma grog énnañ
ma kouezh ganit : ma gwé genit
ha ma torr anezhañ : a ma dorr neañ
ma teu da vat : ma deu da vat

Evit ar pezh a sell ar rannig-verb e, « eo techet a da ramplas e pep lec'h e Bro-Dreger ha dre-se da gaout ur c'hemmadur dre-vlotaat » (Favereau 1997, p.162). Kement-se o c'hoût ne glever ket ar rannig-verb-se en hon brezhoneg :

neuze e kemeran : neuhé goméran
hag e karzhe : a garzé
hag e teue : a dè
eno e tegasez : éno dèsèz
n'on ket hag-eñ e pado : non ke gẽ bado

Gwech-ha-gwech-all avat e klever ur c'hemmadur dre-galetaat, pe kentoc'h ne vez ket graet ar c'hemmadur dre-vlotaat a glever peurvuiañ aze :

pa gleve ac'hanomp e karzhe kuit
bremañ-souden e tastumi anezhe
evel e kari

Ne vana ket nemet ar rannig-verb o, mud avat, oc'h ober ar c'hemmadur kemmesket :

o sec'hañ : 'séhañ (infinitif « zéhañ »)
an telefon o soniñ : ntéléfon 'son (infinitif « zon »)
se e oan o soñjal : zé wan 'chonjel (infinitif « jonjel »)
hemañ zo o selaou ? hémañ zo chilèw ? (infinitif « jilèw »)
hennezh zo o jeniñ ac'hanon : héns so chéniñ hanon (infinitif « jéniñ »)
o falc'hat emaint : 'falhed mègn (infinitif « valhet »)

Heuliet mat-eston eo ar reolenn dre-gomz hag-eñ ne glever ket ar rannig-verb o-se. N'eo ket ar pezh a glever gant kalz a nevez-vrezhonegerien avat, gante e vez graet alies-mat ur c'hemmadur dre-vlotaat pa vez gortozet ur c'hemmadur dre-galetaat.

Komzomp bremañ deus un dra drol a-walc'h hag a vez klevet alies gant tud zo, evel ma mamm-gozh. Ar reoù-se a ra daou gemmadur d'ar verb mont war-lerc'h ar rannig-verb o : m / v ha goude v / f. E-lec'h kaout « (o) vont » en em gaver gant « (o) fon » :

da gousket out o vont ? de gousked out 'fon ?
Romain o vont ivez : Romain 'fon ié

Evit achuiñ e c'hoantafen pouezañ war ar fed e chom reoliek ar sistem, goude ma kaver distokoù deus an norm alies. Ma c'hall an nen heuilh ar vrezhonegerien a-vihannik dre dreistimplijet ar c'hemmadur dre-vlotaat e degouezhioù zo, kavout a ra dimp memestra eo pouezus ober gant reolennoù klasel ar c'hemmadurioù, dreist-holl dre-skrid. Erfin,bezañ ‘neus hon brezhoneg kemmadurioù ha na vezont ket kelennet. Koulskoude e vefe brav anavezout anezhe hag ober gante. Aze e soñjomp er c'hemmadurioù s / z, f / v, j / ch.

[^] Frazennoù ouzhpenn

Kemmadur dre-vlotaat war-lerc'h ti

Kemmadur dre-vlotaat war-lerc'h ar rannig a

Kemmadur dre-vlotaat war-lerc'h pe

Kemmadur dre-vlotaat war-lerc'h ar rannig-verb a

Kemmadur dre-vlotaat war-lerc'h ar ger-perc'hennañ e

Kemmadur dre-vlotaat ebet

Kemmadur dre-vlotaat ebet war-lerc'h re(-où)

Kemmadur dre-vlotaat ebet war-lerc'h ar ger-perc'hennañ da

Kemmadur dre-vlotaat ebet war-lerc'h ar ger-perc'hennañ e

Kemmadur dre-vlotaat ebet war-lerc'h re

Kemmadur dre-vlotaat ebet war-lerc'h an anv-kadarn

Kemmadur dre-vlotaat war-lerc'h an anv-kadarn

Kemmadur dre-vlotaat ebet evit diskwel ar santimantoù

Kemmadur dre-c'hwezhañ p / v

Kemmadur dre-c'hwezhañ t / z

Kemmadur dre-c'hwezhañ k / h

Kemmadur dre-vlotaat e-plas kemmadur dre-c'hwezhañ

Kemmadur dre-vlotaat evet e degouez ur c'hemmadur dre-c'hwezhañ

Kemmadur kemmesket war-lerc'h ar stagell ma

Kemmadur dre-vlotaat war-lerc'h ar stagell ma

Kemmadur kemmesket war-lerc'h ar rannig-verb e

Kemmadur dre-vlotaat war-lerc'h ar rannig-verb e

Kemmadur kemmesket war-lerc'h ar rannig-verb o

Kemmadur dre-vlotaat war-lerc'h ar rannig-verb o

Kemmadurioù dic'hortoz