Brezhoneg Bro-Vear

🡼

Respont d'ur goulenn-nac'h

Tangi YEKEL, miz eost 2015

Mont da gomz deus ar pennad-mañ war ar forum

Bep tro pe dost en em drompa an nevez-vrezhonegerien war ar poent-se. Gwir eo e ra ar brezhoneg ar c'hontrefed deus ar galleg. Me ma-unan 'meus lakaet un tamm mat a amzer o peurdeskiñ kement-mañ. Betek klevet trouz gant ma mamm-gozh ur wech. An deiz-se 'deva chouket poell ar brezhoneg em gokenn. Kement ha ken bihan ma implijan poell ar brezhoneg em galleg bremañ ! Sell aze ar skwer :

Ma mamm-gozh - N'eo ket 'met pemp eur hanter ?!
Me - Ya !
Ma mamm-gozh – Met n'eo ket evel-se e vez respontet ! « Nann » out sañset lâret !

Evel 99 % deus an nevez-vrezhonegerien 'ma respontet, o kopiañ ar sistem gallek. Kement-mañ ne dremena ket avat gant brezhonegerien a-vihannik. E berr komzoù e renker implij « nann » pa vezer a-du gant ar goulenn, evel er skwerioù amañ dindan :

Pa vez c'hoant dislâret ar goulenn ec'h implijer « geo ». Homañ eo ar stumm a c'hall bezañ implijet partout koulz lâret :

Aze e teu an traoù da vezañ interesant-kaer. Miret 'neus hon brezhoneg stummioù dishañval da lâret ar « geo »-mañ. « La reprise du verbe en répartie » a ra Favereau deus se (Favereau 1997, p.220). Hervezañ, « ar stumm-mañ da respont zo chomet bev-mat e tout an takad kreiz (Kerne-Uhel, Bro-Bourlet), raloc'h lec'h all (nemet rimoù, krenn-lavarioù…) ». 'Meus ket soñj bezañ bet biskoazh klevet komz dioute, nag er skol-veur, nag en stajoù 'ma graet er penn kentañ. Met dam d'ar pezh 'meump dastumet betek-henn e c'hallomp lâret e vez implijet stummioù all alies a-walc'h en hon Zreger kreiz. Un toulladig verboù dreist-holl.

Sell aze e lizherennoù gros ar stummioù 'meump serret. E lizherennoù pleget, ar stummioù 'meump ket dastumet met a c'haller divinout aezet.

Bezañ

• amzer a-vremañ : gon, gout, geo & beo, gomp, goc'h, gint

• amzer a-vremañ boaz : bezan, bezez, bez, bezomp, bezet, bezont

• en amzer a-vremañ lec'hiañ : bañ, baint

• amzer da zont : bin, bi, bo, befomp, befet, befont

• amzer dremenet : boan, boas, boa, boamp, boac'h, boant

• amzer dremenet boaz : bezen, bezez, beze, bezemp, bezec'h, bezent

Ober

• amzer a-vremañ : gran, grez, gra, greomp, gret, greont

• amzer da zont : grin, gri, greyo, grefomp, grefet, grefont

• amzer dremenet : graen, graes, grae, graemp, graec'h, graent

Mont (raloc'h)

• amzer a-vremañ : gan, gez, ga, gamp, get, geont

• amzer dremenet : gaen, gaes, gae, gaemp, gaec'h, gaent

• amzer da zont : gin, gi, geyo, gefomp, gefet, gefont

Kaout

• amzer a-vremañ : geus

• amzer dremenet : boa

• amzer da zont : bo

Evit kaout e seblant dimp ne vez implijet nemet an trede gour unan. En amzer dremenet hag en amzer da zont ec’h eo stumm ar verb bezañ an hini a vez implijet.

Sell aze a-benn ar fin un doare kaer da vravaat ha da binvikaat hon brezhoneg !