Diwar-benn
ar c'hemmadur d-z, sell aze ar pezh 'deus skrivet un toullad-mat a dud gouiziek :
Gireg Konan, Eostad (2017) :
Ne vez graet nemet e kornôg Bro-Dreger, da lavarout eo, e bro Blistin ha war vord an aod betek Lannuon. Ne vefe ket graet atav, met ret e vefe klask just e pelec'h emañ ar vevenn. Bro Berroz a zo un tammig ur vro "etre" war an dachenn-se.
Le Clerc, Grammaire bretonne du pays de Tréguier, (1911, adembannet en 1986, p. 17) :
En trécorrois, l'adoucissement de D en Z n'a pas toujours lieu : douar, terre ; da zouar ou da douar, ta terre.
Ifig Troadeg, "Notes sur l'écriture et la prononciation", Carnets de Route (2005, p.33), :
L'absence de mutation "d/z"
Dans presque tout le Trégor (mis à part le pays de Plestin à l'extrême ouest), la mutation "d/z" n'est pas employée.
Frañsez Favereau, Grammaire du breton contemporain (1997, p. 147) :
Lénition irrégulière de D - quelques mutations sont assez irrégulières, surtout celle de D en Z. Inconnue ou presque en Trégor (sauf verbes parfois), elle tend à devenir irrégulière ailleurs [...].
Yann an Du, Le trégorrois à Plougrescant (2012, p. 38) :
La mutation d/z est rare et individuelle : i dòrn désigne pour la plupart des gens 'sa main à lui ou à elle', mais quelques rares personnes disent i zòrn pour le féminin.
Steve Hewitt, Notes sur le breton du Trégor (2001, p.5) :
La mutation d > z ne se fait ni dans les adjectifs qualificatifs (un daol du) ni dans les verbes finis (me a debr, na debrañ
ked), mais elle est assez courante ailleurs: da ziweżañ, da zorn, e zorn.
Hewitt 'neus studiet a-dost brezhoneg Plouared/ar C'houerc'had.
Ar pezh zo sur eo 'neus ket ar c'hemmadur D-Z dispareset-libr en Treger. 'Ba bro Vear 'meump dastumet un toulladig verboù kemmet goude
da :
da zebriñ,
da zenañ,
da ziskiñ (stummioù ral e-kichen ar stummioù klevet ar muiañ
da debriñ,
da denañ,
da deskiñ). Evit an anvioù-kadarn 'meump ket nemet unan serret en Bear, gant Ifig ar Bihan ganet en 1915 :
re a zouar 'neus (frazenn 30666 war al lec'hienn).
Gant tud deus Plûned 'vat, stok deus Bear, e klever ar c'hemmadur-se aliesoc'h, gant verboù hag anvioù-kadarn kemmet. Memestra kostez Plouneveg-Moedeg, Plouared, ar C'houerc'had, ha kanton Plistin lec'h e vez graet kalz muioc'h.
Pegoulz e oa komañset da disparesañ neuze ? 'Ba ma ide-me e vije graet ar c'hemmadur-se en Bro-Dreger gwechall-gozh, ha n'eus ket nemet "nevez zo" eo komañset da fêpaat : en 18vet kantved dija ? en 19vet kantved sur peogwir e remerk Leclerc en 1911 ne vez ket graet ordinal. En 20vet kantved 'neus kollet kalz a dachenn moarvat, ken eo ral a-walc'h (ral-kaer a-blasoù) klevet anezhañ bremañ...