Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

laerezh

Stummioù : laeret ; laerezh ;

Gwelet an tem Al laeroñsi

voler

ne vezent ket koulz, bepred e vezent laeret

[viʒɛɲ cə kuls 'bopə viʒɛɲ 'lɛ:rət]

elles n'étaient pas aussi bonnes, toujours est-il qu'elles étaient volées [poires sauvages]

Selina Jagin, 1920, Bear (dastumet gant Tangi)

laerezh... laerezh an dud hañ

['lɛ:rɛz 'lɛ:rɛz ən dyd ɑ̃]

voler... voler les gens hein

Klaod Gwilhou, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

dre aze 'h ae ar saout da laerezh

[dɛr 'ɑhe hɛ zowt tə 'lɛ:rɛs]

les vaches allaient voler par là

Manuel Aofred, 1931, Bear (dastumet gant Tangi)

ha bremañ neuze ec'h arrio reoù da laerezh war ar reoù gozh aze met fidedoue...

[a 'bomɑ̃ 'nœ:he 'hɑjo ʁew də 'lɛ:ɹɛz waʁ ʁew'go:z ˌɑ:he mɛ fidə'du:e buf]

et maintenant alors arrivent certains pour voler les vieux là mais bon sang...

Lusieñ Minous, 1926, Bear (dastumet gant Tangi)