Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

div

Stummioù : div ;

Gwelet ivez daou.

deux

Retorn d'ar frazennoù kentañ

Petra, hennezh zo sot emeze. Me n'onn ket petra eo avat emezon-me, met gwelet 'peus hañ emezon-me, ma vez ur vuoc'h din, pe div, hag a vo diforc'het a-benn arc'hoazh... Oh ya, ne 'teus ket ezhomm da vezañ jenet, testoù 'to avat emeze.

Pra, heñs so zod mè. Mé n’onn ke pra ’h è ha, momé, mè gwélet peuz añ mome, ma vé vuh tin, pé diw, a vo divorhet bènn arhoas... O ya, teus ked émm de véañ jénet, tésto to ha mè.

Mais quoi, celui-ci est fou, dirent-ils. Moi je ne sais pas ce qu'il est, dis-je, mais vous avez vu, si d'ici demain j'ai une vache ou deux qui avortent... Oh oui, dirent-ils, tu n'as pas à t'inquiéter, tu auras des témoins.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

X zo bet alies o c'horo ganimp, e-barzh e bark bihan, sell, pa vijemp hom-div o c'horo gant an dorn, sell paour-kaezh bihan, e-pad div eur e vije... Petra 'mijemp graet diontañ, ne oamp ket kat d'ober a-hend-all hañ.

X zo béd alies horo ganim, bah i bark pïen, sèll, pé vijèm om-diw horo gan dorn, sèll, pokes bïen, pad diw eur vijé… Pra mijèm gwèt diontañ, oam ke kat t’or hèndall añ.

X a souvent été avec nous à traire, dans son petit parc. Quand nous étions toutes les deux à traire à la main, regarde le pauvre petit, il restait pendant deux heures... Qu'aurions-nous pu faire de lui ? Nous ne pouvions pas faire autrement.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ar patatez a vije gros quoi, ha peogwir 'nijent ur bern bouturioù, feiz, e vijent troc'het abalamour da gaout muioc'h ma kerez, abalamour da... laosket e vije ur vouturenn pe div war bep hini quoi, ma kerez, quoi, ha e vije o troc'hañ patatez e-barzh ar solier.

Patates vijé gros quoi, a pegur nijènt bèrn bouturio, fé, vijent trohet bañw te gawt muoh ma kées, bañw te... Losked vijé e vouturenn pé diw war bop ini quoi, ma kées, quoi, a vijé trohañ patates bah zoier.

Les pommes de terre étaient grosses, et comme elles avaient beaucoup de boutures, on les coupaient pour en avoir plus, si tu veux, pour... On laissait une bouture ou deux sur chacune, on coupait les pommes de terre dans le grenier.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)