Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

goude-merenn

Stummioù : goude-merenn ;

Gwelet an tem Goude-merenn

après-midi

Ya, ne rin ket anezhañ deus beure an deiz a-raok. E vo ret din gortoz goude merenn kazi d'ober.

Ya, rin ke néañ deus beuré ’n dé rok. Vo rêt tin gotoz goudé mèrn karjé d’or.

Oui, je ne le ferai pas la veille au matin. Il faudra presque que j'attende l'après-midi pour le faire.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

... e oas deut da welet ac'hanon, peogwir e oan e-barzh ar pension evel just quoi, hañ, ha evel se ne deuen ket d'ar gêr 'met ur wezh ar miz, met seulamant da Sul, e oa droed da dont da welet ac'hanomp goude merenn.

Oas teut te wéled añoñ, pegur oan bah pension vêl-just quoi, añ, a vesé dên ke de gêr mèd e wêj mis, mè seulaman de Zul oa drèt te don te wéled añm goudé mèrn.

Tu étais venue me voir, parce que j'étais en pension bien sûr, et par conséquent je ne rentrais à la maison qu'une fois par mois. Mais seulement, le dimanche, on pouvait venir nous voir l'après midi.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ma 'nijent c'hoant da advont adarre e vije ret dezhe adpaeañ quoi. Ne vijent ket laosket warnañ e-pad goude merenn. Nann. Aze e vije ret dezhe adpaeañ.

[ma niʒɛŋ ’hwãn tə ’hadvõn ’aːe viʒe ’ʁet te̞ˑ hat’pe̞ːã kwa – vi’ʒɛŋ kə ’lɔskə waʁnã pad ˌguˑde’mɛʁn – nãn – ’ahe viʒe ’ʁet te̞ˑ hat’pe̞ːã]

S'ils voulaient refaire un tour, ils devaient repayer. On ne les y laissait pas [sur le manège] pendant tout l'après-midi. Non. Ils devaient repayer.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)