Brezhoneg Bro-Vear

Brezhoneg > Galleg

partout

Stummioù : bartout ; partout ;

partout

Me n'onn ket deus pelec'h, partout. Oh, Trezelan, Sant-Laorañs, Bear, un tamm a bep sort ya. Prad. Ah ya, tud diwar-dro ya.

Mé n’onn ket deus plèh, partout. O, Trézélan, Zan-Lorañs, Béar, tamm bop sort, ya. Prat. A ya, tut tiwar-dro ya.

Je ne sais pas d'où, de partout. De Trézélan, Saint-Laurent, Bégard, d'un peu partout. De Prat. Oui, des gens des environs.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha war hennezh e vije laket ma kerez, war-benn, neuze e vije kemeret ar machin neuze ha neuze e vije laket war... c'hoari an dro un tamm partout ha sachet deus al lec'h, al lec'h 'h ae re bell e-barzh ar bordoù, e oa traoù da... ken e vije arru labezet partout war-benn quoi.

A war heñ vijé laket, ma kées, war-bènn, neuhé vijé koméret machin neuhé, ha neuhé vijé laket war... c’hoari ’n dro tamm partout, a jèchet deus lèh, lèh ’h ê ré bèll bah bordo, oa trèw de... kén vijé ai labéet partout war-bènn quoi.

Et on mettait [la pâte] dessus [sur la galetière], et on prenait le machin [le racloir], et on faisait le tour avec, on tirait d'un côté, du côté où elle [la pâte] allait trop loin vers le bord, jusqu'à ce qu'elle soit répartie partout.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Darn 'nije c'hoant da gaout un u war ar grampouezhenn, ha neuze e vije torret un u war-benn, neuze e vije krevet gant beg ar machin, ha feiz neuze e vije etalet gwellañ e vije gallet, abalamour da lakat gwenn ha melen un tamm partout quoi. Ha honnezh a vije ur grampouezhenn uoùek, e vije graet deus honnezh.

Darn nijé hoan de gaout ’n u war grampouenn, a neuhé vijé torret ’n u war-benn, neuhé vijé kreuvet gan bég machin, a fé neuhé vijé étalet gwèllañ vijé gallet, bañw te laket gwènn a mélen tamm partout quoi. A hoñ vijé grampouenn uoek, vijé gwèt teus hoñs.

Certains voulait un œuf sur la crêpe, et alors on cassait un œuf dessus, on le crevait avec le bout du machin [la spatule], et on l'étalait du mieux qu'on pouvait, pour mettre du blanc et du jaune un peu partout. Et on appelait ça une crêpe « œufée ».

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Skeiñ partout, ne ra ket nemet skeiñ partout ya.

[skɛjn paʁˈtut ˈʁa kə mɛ skɛjn paʁˈtut ja]

[Se] cogner partout, il ne fait que [se] cogner partout oui.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

un tamm partout

[tɑ̃m paʁˈtut]

un peu partout

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Partout a vez jeu ha chikan.

[ˈpaʁtut ve ʒəː a ˈʃikɑ̃n]

Il y a partout des querelles, de la bagarre, des conflits, des guerres, de la violence.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)