Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

pour

evit

prép. conj. evit wit [wit]+, vit [vit]–

Gwelet an tem Evit ar bloaz

E-kichen a-hend-all e douchen evit tri.

Kichen hèndall douchèn wit tri.

Alors que sinon je touchais [les aides familiales] pour trois.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha neuze un tamm a vije kaset d'ar vilin ivez. Evit ar bara.

A neuhé ’n tamm vijé kaset te vilin ie. Wid bara.

Et alors, on en apportait un peu [de farine] au moulin aussi. Pour le pain.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Kolza e veze laket evit... evit ar saout da beuriñ.

[ˈkolza ˈviʒe lɑːk wiː wi zowt də ˈbœːʁi]

On semait du colza pour...aux vaches pour qu'elles paîssent.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Se a zo re abred eviton.

[se zo ʁe aˈbreːd ˈwitɔ̃]

C'est trop tôt pour moi.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

C'hoazh teus evit pell ?

[hwɑs tøs wi pɛl]

Tu en as encore pour longtemps ?

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

a-benn

a-benn bên [bɛn]
prép. : °a-benn ur miz, dans un mois
conj. sub. : °a-benn 'mo fin, quand j'aurai fini

Gwelet an temoù A-benn, A-benn ur bloaz ha A-benn + niver + miz

Ha deus noz, deus noz, a-benn seizh eur 'nije fin e labour hañ.

A deuz nos, deu nos, bènn sèiz eur nijé fin i labour añ.

Et le soir, pour sept heures il avait fini son travail.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

C'hwec'h eur, c'hwec'h eur hanter, a-benn seizh eur ordin e vije ar machin da c'horo o tont en-dro heñ. A-benn eizh eur, eizh eur hanter e vije fin da c'horo.

hwèh eur, hwèh eur anter, bènn sèiz eur ordin vijé machin de horo ton dro eñ. Bènn èiz eur, èiz eur anter vijé fin da horo.

La machine de traite était en marche pour six heures, six heures et demie, sept heures. Pour huit heures, huit heures et demie, la traite était terminée.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ha feiz, goude a-benn daou pe dri devezh, un toullad deizioù goude neuze, 'ma tennet e bañsamant dezhañ.

A fé goudé, bènn dow pé dri déwes, 'n toullet têio goudé, ma tènned i bañsaman déañ.

Et deux ou trois jours après, quelques jours après, je lui avais retiré son pansement.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

ha me o tapout ur pezh hini paotr, lakat anezhi 'ba... e-mesk ar me... 'ba tom... 'ba euh... ar c'horadenn merien aze, a-benn an noz ne oa ket nemet relegoù xxx (?), tout ya, tout 'da... 'da... 'da debret anezhi, ne oa ket manet nemet euh... re... an eskern... n'eo ket, n'eo ket... me a oar petra int

[a me ’tɑpə pe’si:ni po̞t ’lɑkə nɛj bah mesk ə mɛ ban tom bah ə hoʁɑn mɛ’ʁjɛn ’ɑe bɛn nɔ̃:z wa kə mɛ ʁe’le:go ? tut ja tud da da da ’dɛ:bə nɛj wa kə ’mɑ̃:nəd mɛd ə ʁe ’ne̞skɛʁn nɛ kə nɛ kə me wɑ:ʁ pɹɑ hiɲ]

et moi de prendre une grosse [couleuvre], la mettre dans... au milieu des four... dans euh... la fourmilière là, pour le soir il n'était resté que les restes, tout oui, elles l'avaient... avaient... avaient mangée entièrement, il n'était resté que euh... les res... les os... ce n'est pas, ce n'est pas... je ne sais pas ce que c'est

???

Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)

met goude a-benn ar bloaz war-lerc'h, lañsadennoù adarre, hag e voutent adarre

[mɛ ’gu:de bɛn blɑ war’lɛrh ə lɑ̃sa’deno ə’dɑe a ’vutɛɲ ’dɑe]

mais après l'année suivante, des pousses de nouveaux [branches ayant été coupées au ras], elles poussaient de nouveaux

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)

Arri a ray tu bennaket a-benn noz... kar karzhañ a ra !

[aj ʁɛj ty 'mnakə bɛn 'nɔ̃ːs kaʁ ˈkaʁzɑ̃ ʁa]

Il arrivera quelque part pour ce soir car il file !

[en voiture] 

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

(Ur bannac'h glav a zo bet.) Ur bannac'h bihan ya, anons e reont hañ, anons e reont a-benn arc'hoazh hag an deiz war-lerc'h a rafe (?) glav. (Ah ya ?) Ha goude fin sizhun brav adarre. Met dec'h a oa anonset glav hag a oa chomet brav gwelet a rez.

[bɔh ˈpiən ja aˈnɔ̃s ʁɛɲ ɑ̃ aˈnɔ̃s ʁɛɲ bɛn aˈwɑs a de wa lɛʁh ˈʁafe glɑw – a ˈgude fin zyn bɾɑːw ˈɑe mɛ deχ wa aˈnɔ̃sə glɑw a wa ˈʃomə bɾɑw gwɛs]

(Il y a eu un peu de pluie.) Un peu de pluie oui, ils annoncent hein, ils annoncent de la pluie pour demain et après demain. Et après en fin de semaine [ils annoncent] beau de nouveau. Mais hier ils ont annoncé de la pluie et il a fait beau tu vois.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

a-benn e lâre se

[bɛn 'lɑ:rɛ ze]

pour aller jusqu'à dire ça

Lusien Karluer, 1928, Bear (dastumet gant Tangi)

Gwelet frazennoù all...

da

Ret e vo din esa ober unan da welet ivez.

Réd vo din êsa or un de wèlet ie.

Il faudra que j'essaie d'en faire un aussi pour voir.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Bepred e roan un tamm dit da vont d'ar gêr ganit bremañ-souden, ha me a vano an tamm all ganin, ha evel-se...

Boped roan eun tamm dit te vont te gêr bezom, ha mé vano ’n tamm all genin, ha vêl-sé...

En tout cas, je te donne un morceau pour aller à la maison (= chez toi), et moi il restera l'autre morceau avec moi (= je garderai l'autre morceau), et comme ça...

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Pas d'arat, nann. Nann nann, d'arat ne vije ket ar memes tra, met da hadañ traoù goude.

Pas t'aret nann. Nann nann, d'aret vijé ke mostra, mè da hadañ trèw goudé.

Pas pour labourer, non. Non, pour labourer ce n'était pas pareil, mais pour semer ensuite.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha e vijemp hom-div oc'h ober. Div eur 'mijemp ezhomm da c'horo hañ. Hom saout.

A vijèm om-diw 'h or. Diw eur mijèm émm de horo añ. Om zowt.

Et nous étions toutes les deux à le faire. Il nous fallait deux heures pour traire. Nos vaches.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

'Na graet ar salle de traite, neuze e oa aezetoc'h din o c'horo neuze, neuze e oan e-barzh an toull o c'horo, ha neuze, ar saout a vije tro-ha-zro din, ha neuze, ne vije ket ret din plegañ da brañchañ anezhe quoi, se an hini eo an gwashañ. Se an hini a oa an gwashañ, plegañ da brañchañ anezhe.

Na gwèt salle de traite, neuhé oa êsêtoh din horo neuhé, neuhé oan ba ’n toull horo, a neuhé, zowt vijé tro-a-zo din, a neuhé, vijé ke rét tin plégañ de brañchañ nè quoi, zé ni è ’n gwasañ. Zé ni oa ’n gwasañ, plégañ de brañchañ nè.

Il avait fait la salle de traite, donc c'était plus facile pour moi de traire, j'étais dans le trou en train de traire, les vaches étaient tout autour de moi, et donc je n'avais pas besoin de me pencher pour les brancher, c'est ça le pire. C'était ça le pire, se pencher pour les brancher.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Te 'tije tud da sikour ac'hanout.

Té tijé tut de jikour hañout.

Toi, il y avait du monde qui t'aidait.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

1. Me 'ma ket tud da sikour ac'hanon. 2. Ah daon nann.

1. Mé ma ke tut de jikour añoñ. 2. A dañwn nann.

1. Moi je n'avais personne pour m'aider. 2. Ah diable non.

1. Plac'h, 1946, Pederneg
2. Plac'h, 1925, Trezelan (Bear)
(dastumet gant Riwal)

Boñ, da welet pegement e vano ganimp, ma dalvez ar boan ober quoi. Kar ma ra e refomp ur porcherie, ha ma ne ra ket, ne refomp ket, boñ.

Boñ, de wélet pégémen vano genim, ma dal boan or quoi. Ka ma ra réfom porcherie, a ma ra ket, réfom ket.

Bon, pour voir combien il nous restera [combien nous gagnerons d'argent], si ça vaut le coup d'en faire. Car si c'est le cas, nous ferons une porcherie, et si non, nous n'en ferons pas.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

Ar re-se a oar krapat war ar c'helorn da evañ laezh ya.

Ré-hé oar krape war hélorn da évañ lês, ya.

Ceux-là [les chats] savent monter sur le seau pour boire le lait, oui.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)