▶ Te a oa dougerez d'ar c'houlz-se.
Té oa dougéres de houls-sé.
Tu étais enceinte à cette époque.
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
▶ Ah beñ, da bemp bloaz, d'ar c'houlz-se neuze 'h ae an nen da bemp bloaz, n'ae ket a-raok.
A beñ, de bèm pla, de houls-se neuhè hé 'n nén de bèm pla, n'è ke rok.
Ah ben, à cinq ans. À cette époque, on allait à l'école à cinq ans, pas avant.
Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)
▶ D'ar c'houlz-se e oa ar memes tra ivez ma kerez, met ne oant ket ken bras.
De houls-sé oa mostra ie ma kées, mè oant ke kén bras.
À cette époque, c'était pareil aussi, si tu veux, mais elles n'étaient pas aussi grandes.
Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)
▶ Met d'ar c'houlz-se neuze, pa oa arru hennezh a-benn neuze, nim a derc'he d'evoluañ.
Mè de houls-sé neuhé, pé oa ai heñs, bènn neuhé, nim dèrhé d’évoluañ.
Mais à cette époque, quand celui-ci est arrivé, nous continuions d'évoluer.
Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)
Gwelet an tem A-benn neuze
▶ Ne oamp ket dimezet a-benn neuze.
Oam ke diméet bènn neuhé.
Nous n'étions pas mariés à cette époque.
Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)
▶ Eñ 'na dija eizh vloaz warn-ugent dija a-benn neuze.
Eñ na déja èiz la warn-ugen déjà bènn neuhé.
Lui avait déjà 28 ans à cette époque.
Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)
▶ Met a-benn e oa arru an trakteur, a-benn neuze ne vije ket graet kement se patatez ha traoù evel se.
Mè bènn oa ai 'n trakteur, bènn neué vijé ke gwèt kémé sé patates a trèw vesé.
Mais quand le tracteur était arrivé, à cette époque on ne faisait plus trop de patates et de choses comme ça.
Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)
▶ 1. Pa oas te yaouank sur a-walc'h ne vije ket familiales a-benn neuze. 2. Bije. 1. Bije ? 2. Bije laouen. 2. Ya ? 2. Ya ! Memestra . Ya. 1. Se n'on ket kat da lavaret hañ, met... 2. Geo.
1. Pé oas té yowañk zur wah vijé ke familiales bènn neuhé. 2. Bijé. 1. Bijé ? 2. Bijé lowen. 1. Ya ? 2. Ya, mostra. Ya. 1. Zé n’on kat te lâred añ, mè... 2. Gè.
1. Toi, quand tu étais jeune, il n'y avais probablement pas d'aides familiales à cette époque. 2. Si. 1. Si ? 2. Bien sur que si. 1. Ah bon ? 2. Oui, quand même. 1. Moi je ne sais pas, mais... 2. Si.
1. Plac'h, 1946, Pederneg
2. Plac'h, 1925, Trezelan (Bear)
(dastumet gant Riwal)
▶ D'ar c'houlz-se, a-raok e oan, a-raok e oan chomet er gêr, a-benn neuze e vije ordin unan bennaket, ha e vije ur vatezh ordin ti... e-barzh ar menaj quoi.
De houls-sé, rog oan… rog oan chome gêr, bènn neuhé vijé ordin un bénnaket, a vijé vatez ordin ti… bah ménach quoi.
À cette époque, avant que je reste à la maison, il y avait toujours quelq'un, une servante, à la ferme.
Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)
Da vamm marteze ne oa ket o chom 'ba Bear a-benn neuze c'hoazh (?).
[te vɑ̃m mateː ˈwa kə ʃom ba beːʁ bɛn ˈnœe wɑh]
Ta mère n'habitait pas Bear à ce moment là (?).
Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)