Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

mort

marv

Gwelet an temoù Ar marv ha An dour marv

evel se, feiz, evel just, goude, e vamm a oa kozh ha e dad a oa marv pa oa paotr yaouank, ha feiz avat evel se...

Vesé, fé, vèl just, goudé, i vamm ia kos, a i dad oa marw pé oa pod yowank, a fé hat vesé…

Sa mère était âgée et son père est mort quand il était jeune...

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

1. Pa oa seitek vloaz 'ta lavaret din e oa marv. 2. Seitek vloaz apeupre ya. Seitek vloaz ya, pe evel se, ya.

1. Pé oa sèitêg la ta lâret tin oa maro. 2. Sèitêg la apeuprè ya. Sèitêg la ya, pé vesé, ya.

1. Tu m'as dit qu'il [son père] était mort quand il avait dix-sept ans. 2. Dix-sept ans environ oui.

1. Plac'h, 1946, Pederneg
2. Plac'h, 1925, Trezelan (Bear)
(dastumet gant Riwal)

Feiz avat, ken fonnus all e oa barrek unan bennaket anezhe da vezañ marv pe un dra bennak, se 'h arru hañ. Prest... Ken fonnus all e vije unan bennaket anezhe a vije bet marvet pe un dra bennaket, ya, se 'h arru a-wezhioù, hañ, en ur dont war an douar hag a bep sort met...

Fé hat, kén vonnuz all oa barreg un bénnaket nè de véañ marw pé ’n dra bénnak, zé ’h ai añ. Prést... Kén vonnuz all vijé un bénnaket nè vijé bé marwet pé en dra bénnaket, ya, zé ’h ai wêjo, añ, non don war ’n douar a bop sort mèt...

L'un d'entre eux était tout aussi bien capable d'être mort, ça ça arrive parfois, en venant sur la terre.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ha feiz neuze e vije dreset ar c'hochon bihan ha 'h ae da gêr gantañ. Met hini ebet ne oa bet marv war ma lerc'h. Ah nann, tout e choment.

A fé neuhé vijé drèset hochon bien a ’h ê de gêr gantañ. Mè hini béd oa bé marw war me lèrh. A nann, toud chomènt.

Et alors on [= je] réparait [recousait] le petit cochon et elle retournait à la maison avec lui. Mais aucun n'était mort après mes soins. Ah non, tous avaient survécus.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

ar gaerell n'eo ket bras... met euh... 'meus bet gwelet anezhe war... war-lerc'h logod, muloded, oh paotr kaezh, kregiñ en enne, marv diouzhtu... taol-taol (?)

[ə gɛrl nɛ kə brɑ:z mɛ ə møz be gwɛ:l nɛ war warlɛrχ ’lo:gɔt my’lo:dət hɔ pot’kɛ:s ’kri:gĩ nenɛ mɑrw dy’sty to:l to:l]

la belette n'est pas grande... mais euh... je les ai vu sur... après les souris, les mulots, oh mon vieux, les mordre, mort tout de suite, sur le coup (?)

???

Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)

marvet

Gwelet an tem Mervel

Ur c'hoar 'nea bet, met honnezh a oa bet marvet abred-abred pa oa yaouank.

hoar néa bét, mè hoñ oa bé marwed abréd abrét pé oa yowank.

Il a eu une soeur, mais elle est morte très prématurément quand elle était jeune.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

'Meus ket soñj deus he ... deus he den kar he den zo marvet c'hwec'h vloaz goude eo dimezet, goude int dimezet.

Meus ke joñj deuz i… deuz i dén, ka i dén zo marwet hwèh la goudé 'h è diméet, goudé 'h int diméet.

Je ne me rappelle plus de son mari, car son mari est mort six ans après qu'elle se soit mariée, qu'ils se soient mariés.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

E vamm a oa marvet... Feiz, ne oa ket eñ aze, nann, nann, e-barzh an Almagn e oa, prizonied, pa oa marvet.

I vamm oa marwet... Fé, oa ked eñ ahé, nann, nann, bah 'n Almagn oa, prizoniet, pé oa marwet.

Sa mère était morte..; Lui il n'était pas là, non, il était prisonnier en Allemagne quand sa mère est morte.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

[troioù-lâr / expressions]

honnezh zo treut a-benn bremañ

[hɔ̃:s so trœd bɛn brə’mɑ̃]

elle est bien maigre pour maintenant [elle est morte]

Dominik Baodour, 1965, Bear (dastumet gant Tangi)