Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

aplati

plateet

ken e vez arru... 'teus plateet da falz

[ke ve ɑj tøs pla'teɛd da vɑls]

jusqu'à ce qu'elle soit... que tu aies aplati ta faucille

Michel Talgen, 1951, Bear (dastumet gant Tangi)

Sant-Drian ? ouai, war bord an hent zo... Koad... Haleg

[zɑ̃nˈdɹiˑən - ... - ... - kwa ˈtɑˑlək]

Pleuveur-Gaoter / Lezardrev
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

ya, Marsel zo e... Kerborzh, ouai, ya, eñ a oa ganet e Kervraneg ya

[ja - ... - ke̞ꝛˈbɔɹs - ... - ja - ... ke̞ꝛˈvɹɑ̃ːnəg ja]

Pleuveur-Gaoter
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

Kerdroel, ya met Kerdroel eu... Kerdroel all zo 'ba Pleuveur, ha... hag emañ jsut war al limit, met 'ba Pleuveur

[ke̞ꝛˈdɹoːl - ... ke̞ꝛˈdɹoːl əː - ke̞ꝛˈdɹoːl ... plœˈvœːɹ - ... - ... plœˈvœːɹ]

Lezardrev / Pleuveur-gaoter
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

ya, aze eo Kerdroel, tu-dehoù, ar C'hadiou tu... tu-kleiz, voilà !

[ja - ... ke̞ꝛˈdɹoːl - ... - ə haˈdiˑu ... - ... - ...]

Lezardrev / Pleuveur-Gaoter
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

hag ar menaj a lâran dit aze a vije graet Kerdroel doutañ ivez hañ ! ya, 'ba Lezardrev ya ! met eu... ar vilajenn Kerdroel aze zo 'ba Lezardrev ivez, aze zo daou di, ar C'hadiou zo 'ba Pleuveur, hag en tu all eo Kerdroel Lezardrev, ya

[... ke̞ꝛˈdɹoːl ... - ja - ... ˌlezaꝛˈdɹẽˑ ja - ... - ... ke̞ꝛˈdɹoːl ... ˌlezaꝛˈdɹẽˑ ... - ... - haˈdiˑu ... plœˈvœːɹ - ... ke̞ꝛˈdɹoːl ˌlezaꝛˈdɹẽˑ]

Lezardrev / Pleuveur-Gaoter
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

Pont Plouzenn, Toull al Lann zo e-kichen aze met Toull al Lann zo e Pleuveur

[ˌpɔ̃n ˈpluːzən - ˌtuˈlɑ̃n ... ˌtuˈlɑ̃n ... plœˈvœːɹ]

Lezardrev / Pleuveur-Gaoter
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)

Kerbachelour, emañ a-raok Toull al Lann hañ ! ah, ya ! Kerbachelou zo kreiztre al Lann... kreiztre Kerriwalan ha Toull al Lann, Toull al Lann zo 'ba ar c'hroashent, zo daou Toull al Lann aze, unan e Lezardrev hag unan e Pleuveur

[ˌke̞ꝛbaʃeˈluˑɹ - ... ˌtuˈlɑ̃n ɑ̃ - a ja - ˌke̞ꝛbaʃœˑlu ... - ... ˌke̞ɹiˈwɑlɑ̃n a ˌtuˈlɑ̃n - ˌtuˈlɑ̃n ... - ... ˌtuˈlɑ̃n ... - ... ˌlezaꝛˈdɹẽˑ ... plœˈvœːɹ]

Lezardrev / Pleuveur-Gaoter
Diwallit : frazenn dastumet e-maez Bro-Vear.

Paol ar Yelleg, 1939, Lezardrev (dastumet gant Tangi)