Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

mari

den

Gwelet an tem An den

'Meus ket soñj deus he ... deus he den kar he den zo marvet c'hwec'h vloaz goude eo dimezet, goude int dimezet.

Meus ke joñj deuz i… deuz i dén, ka i dén zo marwet hwèh la goudé 'h è diméet, goudé 'h int diméet.

Je ne me rappelle plus de son mari, car son mari est mort six ans après qu'elle se soit mariée, qu'ils se soient mariés.

Plac'h, 1946, Pederneg (dastumet gant Riwal)

(R. : Da biv e oa ar menaj ?) Heu... Da, da X, da ma den. Eñ a oa propriétaire quoi, ya. Hennezh a oa dezhe abaoe a-raok quoi, abaoe e dad, ya. Ya, d'e dad ha d'e vamm... D'e dad ha d'e vamm e oa a-raok, ya.

De, de X, de me dén. Eñ oa propriétaire quoi, ya. Heñ oa dè bwé rok quoi, bwé i dad, ya. Ya, d’i dad a d’i vamm... D’i dad ha d’i vamm oa rok ya.

(R. : À qui était la ferme ?) Heu... à X, à mon mari. Il était propriétaire, oui. Elle était à eux [à sa famille] depuis avant, depuis son père, oui. Oui, elle était à son père et sa mère avant.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

D'ar c'houlz-se e oa bev ma den ha e oamp aet hom-daou da varc'had Gwengamp war hom beloioù.

[də 'hulse wa 'bew mə 'deːn a wãm'bed õm'dɔw də 'vaʁhad 'gweɲõm waʁ õm be'lɔjo]

Mon mari était en vie à cette époque et nous étions allé au marché de Guingamp en vélo.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

gwaz

he gwaz a oa o labourat 'ba an hent-houarn

[i gwɑ:z wa la'bu:ʁəd ba nɛn 'hu:aʁn]

son mari travaillait au chemin de fer [SNCF]

Elen ar Gov, 1931, Louergad (dastumet gant Tangi)