Brezhoneg Bro-Vear

Galleg > Brezhoneg

perdre

koll

En-dro d'ar reoù glañv quoi. Ya. Darn anezhe a oa... ma kerez... Kollet o fenn un tamm muioc'h gante, darn all a oa jentiloc'h un tamm, se a depant, a bep sort, quoi.

Dro de réw glañ quoi. Ya. Darn nè oa, ma kées, kolled o vènn tamm muoh gantè. Darn all oa jèntiloh tamm. Zé dépan, bop sort quoi.

M'occuper des malades. Oui. Certains avaient perdu la tête, d'autres étaient plus gentils, ça dépend, il y avait de tout.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

Ya avat, 'meus soñj, pa oan dougerez deus X, feiz, 'ma lavaret da X : Ha feiz emezon-me, an trakteur zo fin eviton bremañ evit ur pennad. Kar se a oa kat da vezañ laket ac'hanon da goll anezhañ quoi.

Ya hat, meus choñj, pé oan dougêres deus X, fé, ma laat te X : A fé, moñmé, ’n trakteur zo fin witoñ brœmañ wid pènnat. Ka zé oa kat te véañ laked añw de goll néañ quoi.

Oui, je me rappelle, quand j'étais enceinte de X, j'avais dit à Y : Ma foi, le tracteur c'est fini pour moi pour un moment. Parce que ça c'était susceptible de me faire le perdre.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)

ne vo ket kollet

[vo kə 'kolɛt]

il ne sera pas perdu

Ifig Bihan, 1915, Bear (dastumet gant Tangi)

bro gollet

[bro 'golət]

pays perdu [endroit désertifié]

Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)

kollet eo an dud

['koləd ɛ ən dyt]

les gens sont perdus [désorientés]

Roje Dollo, 1932, Bear (dastumet gant Tangi)

ni 'meump kollet an alc'hwezioù

[nim mœm 'koləd nal'hwejo]

nous avons perdu les clés

Ifig Bihan, 1915, Bear (dastumet gant Tangi)

Koll he bluñv ya.

[kol i blyː ja]

[elle] perd ses plumes oui.

Paotr, 1951, Bear (dastumet gant Julien)

Met eñ ne blije ket dezhañ koll ivez. Hag a-wechoù e vije bec'h etreze, o-daou. Hola. Ha neuze e vije garmadeg. Neuze ec'h ae da welet e vamm. Neuze e c'harme un tamm bihan pa n'ae ket mat an traoù.

[mɛ hẽ bliʒe kə deã 'kɔl iə – a 'we̞ːʒo viʒe 'beχ 'tʁee o'dow – ola – a nœhe viʒe gaʁ'maːdək – nœhe he̞ də 'weːləd i 'vãm – nœhe 'haʁme tãm 'biən pa ne̞ kə 'maː n'tʁɛw]

Mais il n'aimait pas perdre non plus. Et parfois ils se disputait tous les deux. Hola. Et il y avait des pleurs. Alors il allait voir sa mère et il pleurait un peu parce que ça n'allait pas.

Plac'h, 1925, Trezelan (Bear) (dastumet gant Riwal)