Klask
« blasoù »
Frazennoù kavet : 42
-
👂 🔗 ha ma zad 'rae ket... a-blasoù e vije graet « un tog en o c'hourvez », « un tog en o c'hourvez » d'ar bern keuneud, ha ma zad a rae « un tog (biston ?) » dezhi ordin ! hag e vije laket eu... bep eu... tremen ur metr e vije laket ur piker, ur piker 'ba... 'ba ar c'heuneud, abalamour... abalamour dezhañ... hag eu... div rigenn a-gostez
[... - ... ˈtog no ˈhuʁve - ˈtog no ˈhuʁve ... - ... - ... ə ˈpicəꝛ - ə ˈpicəꝛ ... - ... - ... aˈgɔste]
et mon père ne faisait pas... par endroit on faisait « un chapeau allongé », « un chapeau allongé » sur le tas de bois, et mon père lui faisait « un chapeau xxx ( ?) » tout le temps ! et on mettait euh... tous les euh... plus d'un mètre on mettait un piquet, un piquet dans... dans le [tas de] bois, afin... afin de... et euh... deux rangées de côté
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 1. graet zo tier re dost d'ar mor kwa, hañ ? 2. peogwir ar mor a derc'h da greskiñ 1. lâret e vez se hañ ! e derc'h da stlepel a-blasoù, e derc'h da skrapat hañ !
1. [ˌgɛd zo ˈdiˑəɹ ɹe ˈdɔs tə ˈmoːɹ kwa - ɑ̃] 2. [pyˌgyˑɹ ˈmoːɹ dɛɹx də ˈgɹeskĩ] 1. [ˌlɑˑɹ ve ze ɑ̃ - dɛɹx də ˈstɹɛpəl ˈblɑso - dɛɹx də ˈskɹɑpad ɑ̃]
1. on a fait des maisons trop proches de la mer quoi, hein ? 2. puisque la mer continue de monter 1. on dit ça hein ! elle continue de battre par endroit, elle continue de gratter hein !
Gant :
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 'gavi ket welloc'h evit se, diwar eñ me 'mo ket kalondev, nann nann nann, pas diwar hennezh, gwechall paotr-kaezh, peogwir e vije o tornañ ha tout aze, bezañ a oa... se a oa menajoù, neuze ret eo kregiñ 'ba an daol a-benn lonkañ anezhañ, oh paotr ! bezañ e vije menajoù aze, an dud en em areñje evit ma 'vije ket pred bras ebet, pa vije o tornañ 'ba menajoù bihan aze, a-blasoù e vije graet an traoù dit en etad hañ ! formidable ! met bezañ a oa darn all !
[gaˌvi kə ˈwɛlɔx wi se - diwaɹ hẽ me ˌmo kə ˌkɑˑlɔ̃nˈdɛw - nɑ̃nɑ̃nɑ̃n - pas diwaɹ ˈhẽˑs - gweˈʒɑl po̞tˈkɛːs - pu viʃe ə ˈtɔɹnɑ̃ a tud ˌɑˑe - ˌbeˑ wa ˌze wa meˈnɑːʒo - ˌnœˑe ɹɛd e̞ ˈkɾiːgĩ ban ˈdoːl be̞n ˈlɔ̃ŋkɑ̃ ˌneˑɑ̃ - o po̞t - ˌbe viʃe meˈnɑːʒo ˌɑhe - ən ˈdyd nɔ̃n aˈɹɛ̃ːʒɛ wid ma viˌʒe kət ˌpɹeˑdˈbɹɑːz bet - pə ˌviʃe ˈtɔɹnɑ̃ ba meˈnɑːʒo ˈbiˑən ˌɑhe - ˈblɑso viʒe gwɛ ˈtɾɛw did ˈnetad ɑ̃ - ... - mɛ ˌbeˑɑ̃ wa ˌdæɹn ˈɑl]
tu ne trouveras pas meilleur que ça [comme cidre], avec celui-là moi je n'aurai pas de brûlures d'estomac, non non non, pas avec celui-là, autrefois mon pauvre, puisque l'on battait et tout là, il y avait... c'était des fermes, alors il faut saisir la table pour l'avaler, oh mon gars ! il y avait des fermes là, les gens s'arrangeaient pour qu'il n'y ait pas de grand repas, quand on battait dans les petites fermes là, par endroit on te faisait ça nickel ! formidable ! mais il y en avait d'autres...
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kar, boñ, bezañ zo blasoù, e vez lâret ur gomanant ha bezañ zo blasoù 'vez ket lâret ur gomanant, amañ eo skrivet gomanant met... 'glevi den ebet o lâret gomanant, tout an... tout an dud, « hennezh zo o chom e Kerloaz, lec'h emañ... Saliou o chom »
[kaɹ - bɔ̃ - ˌbe zo ˈblɑso - ve ˌlɑˑɹə go̞ˈmɑ̃ːnən a ˌbe zo ˈblɑso ˌve kə ˌlɑˑɹə go̞ˈmɑ̃ːnən - ˌɑ̃mɑ̃ e̞ ˈskɹĩːvə go̞ˈmɑ̃ːnən mɛd - ˌglɛwi ˈden be ˌlɑˑɹ go̞ˈmɑ̃ːnən - ˈtun ˈtun ˌdyd - ˌhẽˑz zo ˌʃo̞m kɛɹˈlwɑˑz ˌle̞x mɑ̃ - zaˈliˑu ˌʃo̞m]
car, bon, il y a des endroits, on dit convenant et il y a des endroits on ne dit pas convenant, ici c'est écrit convenant mais... tu n'entendras personne dire convenant, tout le... tout le monde, « il habite à Kerloaz, là où habite... Saliou »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ismael Andre, ganet e 1950 e Mantallod, o chom e Mantallod, tud bet ganet e Mantallod / Perwenan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. ha hemañ a lâre 'nijent eu... pakadennoù 2. daon ya ! ha gant-se, kez da gompren ! hein ?! a-blasoù e vije difennet hag a-blasoù all e vije... boutet
1. [a ˈhemɑ̃ ˌlɑˑɣe ˌniʒɛɲ ə - ˌpakaˈdeno] 2. [dɑ̃w ˌjɑ - a gɑ̃ ˈse - ke̞s tə ˈgɔ̃mpɣən - ɛ̃ - ˈblɑso wa diˈve̞nəd a ˌblɑso ˈɑl ˌviˑʒe - ˈbutət]
1. et il disait qu'ils avaient euh... des paquets [de cigarettes] 2. dame oui ! et donc, va comprendre ! hein ?! par endroit c'était défendu et par endroit c'était... promu [tabac]
Gant :
– Jan ar C'horveg, ganet e 1939 e Louergad, o chom e Louergad, tud bet ganet e Louergad.
– Frañswa Aofred, ganet e 1930 e Louergad, o chom e Louergad, marvet e 2024, tud bet ganet e Treglañviz / Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, met añfin... ar Wern ya, klevet 'meus bet komz deus ar Wern met... ar Wern a oa e kalz a blasoù, kazi partout, 'ba kement parrouz a oa tout, douar gleb, eñ a oa ar Wern
[... - ˈwɛɹn ja - ... ˈwɛɹn ... - ... ˈwɛɹn ... - ... - ... - ... ˈwɛɹn]
Kemperven
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierre ar Bourdoulouz, ganet e 1933 e Kemperven, o chom e Rospez, tud bet ganet e Mantallod / Kawan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Kervurlu zo ivez e kalz a blasoù, pas marteze aze met... c'hoazh e vije lâret « oh, Kervurlu ! se... se... se... se zo fall, aze zo kalz... kalz a fleur burlu, se n'eo ket mat evit an douaroù »
[kɛꝛˈvyꝛly ... - ... - ... kɛꝛˈvyꝛly - ...]
Ploubêr
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Tinaig Perch, ganet e 1942 e Rospez, o chom e Rospez, tud bet ganet e Plûned / Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Met sañset ne oan ket heu... plac'h da vezañ pinijenn kement-se. Ah nann. Nann nann, ma skol a vije mat quoi. Ya. Ma blasoù e-barzh ar skol e vije première pe deuxième karje ordin.
ma blasoù [mə 'blaʃo]
Mais normalement je n'étais pas du genre à être en punition tant que ça. Ah non. Non, non, mon école était bonne [= j'avais de bons résultats]. Oui. Mes places à l'école étaient presque toujours première ou deuxième.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 a-wechoù marteze 'h arrie da vezañ kouchet muioc'h a-blasoù evit a-blasoù all marteze, e tistage an taol, se a depand penaos e vije kwa, ma vije munut an douar kwa
[’we:ʒo ma’te:e ’hɑje də ’ve:ɑ̃ ’kuʃət ’my:ɔh ’blɑso wid ’blɑso al ma’te:e di’stɑ:ge nto:l ze ’depɑ̃n pə’nɔ̃:z viʒe kwa ma viʒe ’my:ny ’ndu:aɹ kwa]
parfois peut-être qu'elle arrivait à être plus tassée par endroits que d'autres peut-être, la bande se détachait, ça dépend comment c'était quoi, si la terre était fine quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha kurius a-blasoù stok aze, evel Lannbaeron
[a ky'ɹy:z 'blɑso stɔg 'ɑ:he wɛl lɑ̃n'bɛ:ɹɔ̃n]
et curieusement par endroit à proximité là, comme Lannbaeron
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-blasoù e veze lâret « mont da didourañ »
['blɑso viʒe lɑ:ʁ mɔ̃n də di'du:ʁɑ̃]
par endroit on disait « aller pisser »
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-blasoù e c'hoari aze, e ra vil memes... an tiez en traoñ ha traoù...
['blɑso hwɑj 'ɑ:he ɹɑ vi:l mɛməs 'nti:e tɾo̞w a ntɾɛw]
par endroits ça se produit, ça fait même des dégâts... les maisons effondrées et tout... [tremblement de terre]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-blasoù 'ba an talaroù ne rae mann ebet, 'ba ar pennoù ne rae mann ebet
['blɑso ban ta'lɛ:ɹo ɹe mɑ̃n bet bah 'pɛno ɹe mɑ̃n bet]
par endroits dans les extrémités de champ il ne donnait rien, dans les bouts il ne donnait rien [rendement du blé noir]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 A-blasoù ec'h arrue ar gemenerez. Ha hoñ a vije oc'h ober tro ar bourkoù quoi.
['blaso 'haje ˌgeme'neʁəs – a hõ viʒe 'hɔʁ tʁo 'buʁko kwa]
La couturière venait à certains endroits. Elle faisait le tour des bourgs.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 plouz kerc'h, ne oa ket ezhomm nemet se, eñ a bade ar pellañ, hag a-blasoù peogwir ne veze ket plouz partout e veze graet gant baelan
[plus'kɛrh wa kəd e:m mɛ se hẽ̞: 'bɑ:dɛ 'npɛlɑ̃ a 'blaso py'gy:r viʒe kə plus par'tut viʒe gwɛ gɑ̃n 'bɛ:lən]
de la paille d'avoine [toits de chaume], il n'y avait besoin que de ça, elle durait le plus longtemps, et par endroit, pusiqu'il n'y avait pas de paille on faisait avec du genêt
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 blasoù zo
['blɑso zo]
à certains endroits
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met kalz a blasoù n'eo ket... n'eo ket ouzhpenn hañ
[mɛ kɑlz 'blɑso nɛ kət nɛ kət spɛn ɑ̃]
mais beaucoup d'endroits ce n'est... ce n'est pas davantage hein
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 bepred a-wezhioù ec'h arru blasoù da...
['bopəd 'we:ʒo hɑj 'blɑso də]
toujours [est-il] qu'il arrive parfois que des places [maisons]...
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 oh, kalz a blasoù
[o kɑlz 'blɑso ɑ̃]
oh, dans beaucoup d'endroits [de fermes]
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e kalz a blasoù e veze
[kɑlz ə 'blɑso viʒe]
il y en avait dans beaucoup d'endroits
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi