Klask
« brenañ »
Frazennoù kavet : 51
-
👂 🔗 hennezh... hennezh a oa propozet dezhañ gant eu... gant eu... gant paotr ar c'harierenn, 'nea propozet dezhañ n'onn ket pet milion evit daou... evit... oh, ya ! pevar devezh-arat a douar, ha gant an... gant... gant an arc'hant a oa propozet dezhañ, a oa kat da brenañ ur gomanant eu... ugent... ugent hectares hag al lojeiz d'ar c'houlz-se, ha 'neva ket biskoazh kouzantet...
[...]
il... il lui avait proposé par euh... par euh... par le gars de la carrière, il lui avait proposé je ne sais combien de millions pour deux... pour... oh, oui ! deux hectares de terre, et avec le... avec... avec l'argent qu'il lui avait proposé, il pouvait acheté une ferme euh... de vingt... vingt hectares et les bâtiments à cette époque-là, et il n'avait jamais accepté...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
🔗 Eñ zo ordin o fumañ. Koulskoude ar butun zo ker. Darn 'dent ket arc'hant da baeañ o fakturenoù met da brenañ boeson ha butun 'devez.
é zo ordi-n fuman. Kouskoudé butu-n zo kèr. Darn dé keut darheun de bèan o fakturéno mèt de brènan bwéson-n a vutu-n dévé.
[e zo oʁdin fymã] [kuskude bytyn zo kɛʁ] [daʁn de køt daʁhən də bɛã o faktyʁeno mɛt də bʁɛnã bwesõn a vytyn deve]
Il est tout le temps en train de fumer. Pourtant le tabac est cher. Certains n'ont pas d'argent pour payer les factures mais pour la boisson et l'alcool ils ont de quoi.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 geus ! kignon 'meus plantet, ognon, ha chalotez, teir rigenn, ha bremañ 'meus unan d'ober c'hoazh, pa vo labouret an douar, ha neuze 'mo ezhomm da brenañ saladen, da blantañ, saladen prenañ n'houllan ket ivez ! oh ! blaz ebet hañ ! ha tretet !
[...]
si ! j'ai planté de l'ail, des oignons, et des échalotes, trois rangées, et maintenant j'en ai une à faire, quand la terre sera labourée, et alors il faudra que j'achète de la salade, à planter, des salades achetées je n'en veux pas non plus ! oh ! aucun goût hein ! et traitées !
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi (2025-04-16)
-
👂 🔗 'Ma... 'ma ket nemet... 'ma... 'ma... 'ma... 'ma ket nemet... kazi mann ebet bep miz. A-benn neuze 'ma ur rasion butun. Met peogwir ar butun... 'meus bet james butunet, duzh ma buhez. Ac'hanta, e werzhen ma butun da... d'an Almanted peogwir an Almanted 'na ket... a oa rasionet. Ar butun... e werzhen ma butun d'an Almanted peogwir 'na... evit kaout... evit kaout arc'hant da vont en kêr da brenañ... kartennoù postal ha kement zo tout.
J'avais... je n'avais que... n'avais... n'avais... n'avais... n'avais que... pratiquement rien par mois. Pour alors j'avais une ration de tabac. Mais puisque le tabac... je n'ai jamais fumé, de ma vie. Eh bien, je vendais mon tabac aux... aux Allemands puisque les Allemands n'avaient pas... étaient rationnés. Le tabac... je vendais mon tabac aux Allemands puisque... pour avoir... pour avoir de l'argent pour aller en ville pour aller acheter... des cartes postales et tout.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met ha... harz an dud all da brenañ anezhañ a vez graet !
[...]
mais ça emp... empêche les autres gens de l'acheter !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Anna ar Briker, ganet e 1939 e Plouared, o chom e Plouared, tud bet ganet e Plouared / Plouared.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa oa marv ma breur, fidedoue ! e oa devet, met bepred... e wreg, 'na bet... ar vadelezh... da brenañ... ur souvenir da... penaos e lârfen dit ? ur blakenn ! da lakat war bez, hom... hom zud, hag i... 'deus interet o mamm, evel e vefe... plantet ul loen 'ba an douar
[vaˈdœˑləs]
quand mon frère était mort, bon sang ! il avait été incinéré, mais toujours est-il... que sa femme, avait eu... la bonté... d'acheter... un souvenir pour... comment te dirais-je ? une plaque ! pour mettre sur la tombe, de nos... de nos parents, et eux... ont enterré leur mère, comme si on... mettait une bête en terre
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Pierrot Gwilhou, ganet e 1931 e Lanvaodez, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Lanvaodez / Lanvaodez.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha gant ur baliked vihan aze e ge... e gemeran 'ba... 'ba... 'ba *ban... 'ba eu... ur sach bihan, terro, kuit da brenañ
[...]
et avec une petite pelle là je p... je prends... dans... dans... dans euh... un petit sac, du terreau, pour ne pas en acheter
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 an Anglizien zo c'hwilien ivez, ar reoù a oa bet dre amañ o vont da brenañ tout an traoù, ha goude int aet kwit ha lesket ar stal war o lerc'h
[ə nɑ̃ˈgliːʒən zo ˈhwiːljən ˌiˑe - ɹew wa ˌbed dɛɹ ˈɑ̃mɑ̃ ˈfɔ̃n də ˈbɹeːnə ˈtun ˌtɾɛw - a ˈguːde hiɲ ɛt ˈtut kwit a ˈlɛskə ˈstɑːl waɹ o ˈlɛɹx]
les Anglais sont des loustics aussi, ceux qui étaient venus par ici allant tout acheter, et après ils sont partis et laissé tout le bazar derrière eux
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar proprieter a oa bet en em dennet, en 1900... 30 pe evel-se, hag an hini a oa terc'hen unan deus ar menajoù aze, a oa arri warnañ, ha 'na lâret goude « ma 'mije gouvezet emezañ ! », 'na 'ba e bortefeuilh peadra, arc'hant, da brenañ ur menaj evel e hini kwa
[ˌpɹopɹiˈetəɹ wa ˌbe nɔ̃n ˈdɛnət - ... pe vəˌse - a ˈnˑi wa tɛhɛn ˈyˑn dœz meˈnɑːʒo ˌɑhe - wa ˌɑj ˈwaɹnɑ̃ - a na ˈlɑːɹ ˌguˑde - ma ˌmiʒe guˈveˑɛd ˌmeˑɑ̃ - na bah i bɔɹtəˈfœj pɛɹˈdɹɑ - ˈɑɹhɑ̃n - də ˈbɹeːnɑ̃ ˈmeːnaʒ we̞l i ˈhiːni kwa]
le propriétaire s'était tiré, en 1900... 30 ou quelque chose comme ça, et celui qui exploitait une des fermes là [dépendances du manoir], avait voulu enchérir ( ?), et il avait dit après « si j'avais su dit-il ! », il avait dans son portefeuille de quoi, de l'argent, acheter une ferme comme la sienne quoi
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Hamon, ganet e 1946 e Ploueg, o chom e Ploueg, tud bet ganet e Ploueg / Ploueg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha pa oa... bon, gwellaet jeu an dud un tamm, goût a oarez, moaien da brenañ angre, hein ! pa vije darc'hoet evel eu... ar baturenn aze, e vije darc'hoet eu... un tamm angre apeupre warni, e save ar peuriñ diouzhtu, e-kichen a-hend-all 'vije mann ebet, ha gwelet... ha goude, gwelet a rez, al loened a oa bet wazh deus se
[a pe wa - bɔn - gwɛˈlɑˑ ˌʒœ ˈndyt tɑ̃m - ˌguˑd ə ˈwɑːɹe̞s - ˌmo̞jən də ˈbɹeːnɑ̃ ˈɑ̃ŋgɹɛ - ɛ̃ - pe ˌviʒe daˈhoˑəd ve̞l ə - ə baˈtyːɹən ˌɑhe - ˌviʒe daˈhoˑəd ə - tɑ̃m ˈɑ̃ŋgɹɛ apøˌpɹe̞ waɹni -ˈzɑːve ˈpœˑĩ diˌstyˑ - ˌkiʃən hɛnˈdɑl viʒe ˈmɑ̃nəˌbet - a gwe̞ld - a ˌguˑde ˌgwe̞ˑl ə ɹe̞z - ə ˈlwẽ̞ːnəd wa be ˈwɑːs tœs ˌse]
et quand ça avait... bon, la situation des gens s'étaient améliorée quoi, tu sais bien, il y avait moyen d'acheter un peu d'engrais, hein ! quand on en jetait euh... la pâture là, on jetait euh... un peu d'engrais à peu près dessus, le pâturage montait tout de suite, alors qu'autrement il n'y avait rien, et voir... et après, vois-tu, les animaux avaient pâti de ça
Gant : Frañswa Aofred, ganet e 1930 e Louergad, o chom e Louergad, marvet e 2024, tud bet ganet e Treglañviz / Louergad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. met ret eo bezañ kourajus ivez kwa 2. ha eñ 'vez ket kavet da brenañ
1. [mɛ ˈɹɛd e̞ ˈbeˑ kuˈɹɑːʒyz ˌiˑe kwa] 2. [a ˌhẽˑ ˈve kə ˌkɑˑd də ˈbɹeːnɑ̃]
1. mais il faut être courageux aussi quoi 2. et ça on n'en trouve pas à vendre
Gant :
– Ivoñ an Aofred, ganet e 1937 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Kawan / Sant Kleve.
– Jorjed an Olier, ganet e 1937 e Prad, o chom e Prad, tud bet ganet e Prad / Koadaskorn.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, ma 'mije ket bet graet krampouezh hañ e oa... 'na ket kavet e gont hañ ! evuruzamant 'ma... ha goude 'mije roet anezhe dit 'ma renket mont da brenañ, oblijet e oan d'ober krampouezh kar ma arriont aze, « 'h on sur 'h arrifont à l'improviste », ha me a oa skuizh, e oan bet oc'h ober gym, ha mont da... da... da hadañ patatez xxx ( ?) ha mont da gerc'hat bara 'ma renket mont ivez
[ja - ma miˈʃe kə be gwe̞t ˈkʁɑ̃mpuz ɑ̃ wa - ˈna kə kɑːd i gɔ̃n ɑ̃ - evʁyˈzɑ̃mɑ̃ ma - a ˈguːde ˈmiʃe ˈʁoːə ne̞ dit ma ˈʁɛŋkəd mɔ̃n tə ˈbʁeːnɑ̃ - oˈbliːʒə wɑ̃n do̞ːʁ ˈkʁɑ̃mpus kaʁ ma ˈhɑjɛɲ ˈɑhe̞ - hɔ̃ zyːʁ ˈhɑjfɔ̃ɲ ... - a me wa skwiːs - wɑ̃n bed ho̞ːʁ ʒim - a mɔ̃n tə də - da ˈhɑːdə pəˈtɑtəs ? a mɔ̃n tə ˈgɛhə ˈbɑːʁa ma ˈʁɛŋkəd mɔ̃n ˈie]
oui, si je n'avais pas fait de crêpes hein c'était... il n'aurait pas trouvé son compte hein ! heureusement que j'avais... et après je te les aurais données, j'aurais du aller en acheter, j'étais obligée de faire des crêpes car s'ils arrivent là, « je suis sûre qu'ils viendront à l'improviste », et moi j'étais fatiguée, j'avais faire de la gym, et aller... semer les patates xxx ( ?) et aller chercher le pain j'avais dû faire aussi
???
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa vije kistion da brenañ oustilhoù ha tout, e raent gant ar memes reoù evel-just kwa, se a rae dija ur sakre... ur sakre skoaz ma kerez kwa
[pə viʒe kis'ti:ɔ̃n də 'bʁe:nə us'tijo a tut ʁɛɲ gɑ̃n 'mɔ̃məz ʁew wɛl'ʒyst kwa ze ʁɛ deʒa ə 'sɑkʁe 'sɑkʁe skwɑ: ma 'ke:ʁes kwa]
quand il était question d'acheter des engins et tout, ils faisaient avec les mêmes bien sûr quoi, ça faisait déjà un sacré... un sacré secours quoi si tu veux quoi
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya ya ya ya ya, ma out ideet da brenañ anezhañ ! ha ma ne rez ket eme Gwilhom, me zo o vont d'ober ! Milo Morvan emezañ zo o vont da werzhiñ e drakteur Som bihan hag eñ ne oa ket bet eu... boufonet na drailhet na mann ebet, kazi evel nevez
[ja ja ja ja ja ma hud i'de:ɛd də 'bɾe:nɑ̃ neɑ̃ a ma ʁes kə me 'gwijo̞m me zo vɔ̃n do̞:ʁ 'mi:lo 'mɔɾvɑ̃n meɑ̃ zo vɔ̃n də 'wɛʁzĩ i 'dɾɑktəʁ som 'bi:ən a hẽ̞: wa kə bed ə bu'fɔ̃:nət na 'dɾɑjəd na mɑ̃n bet 'kɑ:he wɛl 'newe]
oui oui oui oui oui, si tu as l'intention de l'acheter ! et si tu ne fais pas dit Guillaume, moi je vais faire ! Milo Morvan dit-il va vendre son tracteur, un petit Som, et il n'avait pas été euh... malmené ni abîmé ni rien, quasi comme neuf
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 nemet ha bugale-vihan a dapje da brenañ anezhe
[mɛt a by’gɑ:le vi:ən ’dɑpʃe də ’bʁe:nɑ̃ nɛ:]
à moins que les petits-enfants n'arrivent à les acheter
Gant : Aleñ Arzul, o chom e Bear, marvet e 2021.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 evel-se e oa kavet frank ivez, oh moarvat ne vo ket derc'het da leskel anezhi da brenañ otoioù
[və'se wa kɑ:d vɾɑ̃ŋg ie o ma'hɑd vo kə 'dɛʁhɛd də 'lɛskəl nɛj də 'bɾe:nɑ̃ o'tojo]
comme-ça on avait trouvé exagéré aussi [après le deuxième accident en deux ans], oh sans doute qu'on ne continuera pas à la laisser acheter des voitures
Gant : Ivon Maledan, ganet e 1931 e Trezelan, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 oblijet e oa da werzhañ, petra a ri, peotramant ne veze ket bet euh... peadra da brenañ... da brenañ e blas ivez
[o'bli:ʒə wa də 'wɛʁzɑ̃ pʁa ʁi pə'tɑ̃mɑ̃n viʒe kə bed ə pea'dɾɑ də 'bɾe:nɑ̃ də 'bɾe:nɑ̃ i blɑs ie]
il était obligé de vendre, que veux-tu, sinon il n'y aurait pas eu euh... de quoi acheter... acheter sa ferme non plus
Gant : If ar C'hwerv, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2018, tud bet ganet e Kervoroc'h.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ezhomm 'to da brenañ gwin din
[e:m to də 'bʁe:nɑ̃ gwi:n dĩ]
il faudra que tu m'achètes du vin
???
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 mont a reont da fall hag evel-se goude ne vez ket soñjet da brenañ reoù all
[mɔ̃n ə ʁɛɲ də vɑl a və'se 'gu:de ve kə 'ʃɔ̃:ʒə də 'bʁe:nɑ̃ ɹew ɑl]
ils s'usent et comme ça après on ne pense pas à en acheter de nouveaux [coussins de chaise]
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 ... e oa un tamm dilhad bennaket da brenañ
[wa ntɑ̃m 'diʎə bə'nɑkə də 'bʁe:nɑ̃]
... fallait acheter un petit vêtement quelconque
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi