Klask
« c'hoûg »
Frazennoù kavet : 28
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 « me 'meus kavet un neizh koukoug » « ah ya ! me 'meus kavet unan ivez » « me 'meus kavet un neizh koukoug evit ar sizhun, 'oarez ket pelec'h ? kreiztre ma roched ha ma c'hoûg », ya ! « ha me 'meus kavet un neizh pig, eme egile all » « ah ya ! » « 'oarez ket pelec'h ? war an oaled ti Marguerite », « me 'meus kavet un neiz bran, eme egile all » « ah, ya ! me n'onn ket pelec'h 'vat ! » « war an oaled ti Marijan ! »
[...]
« moi j'ai trouvé un nid de coucou cette semaine » « ah oui ! moi j'en ai trouvé un aussi » « moi j'ai trouvé un nid de coucou cette semaine , tu ne sais pas où ? entre ma chemise et mon cou », oui ! « et moi j'ai trouvé un nid de pie, dit l'autre » « ah oui ? » « tu ne sais pas où ? sur l'âtre chez Marguerite », « moi j'ai trouvé un nid de corbeau, dit l'autre » « ah, oui ! mais moi je ne sais pas où ! » « sur l'âtre chez Marie-Jeanne ! »
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, serr e c'hoûg dezhañ !
[...]
oui, ferme-lui la bouche [éteins la télé] !
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi (2025-01-08)
-
👂 🔗 1. 'h eomp da serriñ e genoù dezhañ ma kerez ! 2. ah, ya ! grez, serr e genoù dezhañ ! 1. serriñ e c'hoûg dezhañ adarre 2. ya 'vat ! 1. ya peogwir 'lâr... 'lâr ket nemet koneriaj
[ˌko̞ˑnəˈɹiˑaʃ]
1. nous allons lui couper le son [litt. lui fermer sa bouche] si vous voulez [télé] ! 2. ah, oui ! fais, coupe le son [litt. ferme-lui sa bouche] ! 1. lui couper le son de nouveau 2. mais oui ! 1. oui puisqu'elle ne dit... ne dit que des conneries
Gant :
– Jañ ar Brigand, ganet e 1939 e Bear, o chom e Koadaskorn, tud bet ganet e Treglañviz / Plouizi.
– Anna Jolu, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Koadaskorn, tud bet ganet e Mantallod / Ploueg-Pontrev.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 nav gwech on bet kouezhet 'ba ar feunteun, 'ba ar feunteun, Kerdaniou, ar feunteun, nav gwech 'meus graet an aller-retour 'ba ar feunteun, ha pa 'h arrie, a-benn neuze e vijen betek ma c'hoûg 'ba an dour, e vijen o c'hortoz ken e vijen sachet er-maez, me 'meus bet chañs 'vat paotr-kaezh !
[ˈnɑw gweʒ hɔ̃ be ˈkwed bah ˈvɑ̃tən - bah ˈvɑ̃tən - ke̞ɹdaˈniˑu - əɹ ˈvɑ̃tən - ˈnɑw gweʒ møz ˌgwɛd ... bah ˈvɑ̃tən - a pe ˌhɑje̞ be̞n ˌnœhe ˌviʒɛn ˌbetə mə ˈhuˑg ban ˈduˑɹ - ˌviʒɛn ˈhɔto̞z ken ˌviʒɛn ˌʒɛʃə ˈme̞ˑs - ˌme møz be ˈʃɑ̃ˑs ha po̞tˈkɛːs]
je suis tombé neuf fois dans la fontaine, dans la fontaine, Kerdaniou, la fontaine, j'ai fait neuf fois l'aller-retour dans la fontaine, et quand ça arrivait, pour alors j'étais dans l'eau jusqu'au cou, j'attendais qu'on vienne m'en sortir, moi j'ai eu de la chance mon gars !
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... e vez dirasket da c'hoûg
[ve di'ʁɑskəd də huk]
... tu te racles la gorge
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 sac'het un draenenn pesk... sa... sac'het un drae... un draenenn pesk 'ba e c'hoûg
['zɑ:həd ən 'dɾe̞:nən pesk zɑ 'zɑ:həd ən dɾe̞ 'dɾe̞jət pesk ma i huk]
une arête de poisson s'était coincée... coin... coincée, une arê... une arête de poisson, dans sa gorge
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e veze laket ar c'hochon war ur bank da lazhañ, ne veze ket asomet hag e veze staget, hag e veze troc'het e c'hoûg dezhañ hag e veze serret ar gwad hag e veze derc'het da veskañ anezhañ, ampich anezhañ da... da vont 'ba polot... fin dezhañ (?) da bolotenniñ xxx (?) hag e veze derc'het da veskañ anezhañ, ha goude e veze graet un tamm silañ dezhañ aze, hag an deiz-war-lerc'h pa veze yen e veze graet yod-gwadigennoù gantañ, e veze laket bleud e-barzh ha neuze e lakez euh... sukr ha laket rezin bihan
[viʒe ’lɑkə ’ho̞ʃɔ̃n waʁ bɑŋk də ’lɑ:hɑ̃ viʒe kəd a’so̞mət a viʒe ’stɑ:gət a viʒe ’tɾohəd i hu:g deɑ̃ a viʒe ’zɛʁə gwɑ:d a viʒe ’dɛʁhɛd də ’veskɑ̃ neɑ̃ ’ɑ̃mpiʃ neɑ̃ də də vɔ̃n ban ’po̞:lo̞t fin deɑ̃ də ˌbo̞lo̞’tenĩ ? a viʒe ’dɛʁhɛd də ’veskɑ̃ neɑ̃ a ’gu:de viʒe gwɛt tɑ̃m ’zi:lɑ̃ deɑ̃ ’ɑhe a ˌndewar’lɛʁh pe viʒe ji:n viʒe gwɛd ˌjodgwad’geno gɑ̃tɑ̃ viʒe ’lɑkə blœd bɑʁz a ’nœhe ’lɑkɛz ə syk a ’lɑkəd ’ʁe:zin ’bijən]
on mettait le cochon sur un banc pour le tuer, on ne l'assommait pas et on l'attachait, et on lui coupait le cou et on récupérait le sang et on continuait à le mélanger, l'empêcher de... de se transformer en grumeaux... pour ne pas( ?) qu'il fasse des grumeaux xxx ( ?) on continuait de mélanger, et après on faisait un léger filtrage là, et le lendemain quand c'était froid on faisait les boudins avec, on mettait de la farine dedans et alors tu mettais euh... du sucre et mis des petits raisins
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ a oa pennbouzellet diwar ur wezenn aze o vont da dilojañ un neizh pik, machinet e c'hoûg gantañ
[hẽ̞: wa pim’bwɛləd ’diwaɹ ’we:ən ’ɑ:he vɔ̃n tə di’lo:ʒɑ̃ ne:s pic ma’ʃi:nəd i hu:k kɑ̃tɑ̃]
il était tombé d'un arbre là en allant déloger un nid de pie, son cou avait été machiné
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 lakat ar fiselenn en-dro d'e c'hoûg
['lakə fi'se:lən dʁo di 'huk]
mettre la ficelle à son cou
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 lakat ar gordenn en-dro d'e c'hoûg
['lakə 'goʁdən dʁo di 'huk]
mettre la corde à son cou
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Sac'het a ra 'barzh e c'hoûg.
Zaheut ra ba i houk.
[zahət ʁa ba i huk]
ça reste coincé dans sa gorge [il a du mal à parler, il a avalé de travers]
Gant : Yves Pichouron, ganet e 1926, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 me 'meus ket torret ma c'hoûg oc'h ober
[me møs kə 'tɔɹəd mə hu:g 'ho̞:bəɹ]
je ne me suis pas cassé le cou en le faisant
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eñ a oa pennbouzellet diwar ur wezenn aze o vont da dilojañ un neizh pik, machinet e c'hoûg gantañ
[hẽ̞: wa pim’bwɛləd ’diwaɹ ’we:ən ’ɑ:he vɔ̃n tə di’lo:ʒɑ̃ ne:s pic ma’ʃi:nəd i hu:k kɑ̃tɑ̃]
il avait chuté d'un arbre là en allant déloger un nid de pie, son cou avait été machiné
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ar gordenn oa en-dro d'e c'hoûg
['gɔrdən wa ndro: di huk]
la corde était autour de son cou [enroulée]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 d'ober petra 'h in da welet ar medesin ? tremenet eo ar boan-c'hoûg kazi diouzhtu, gant thym, esaeet 'teus ? bet 'meus, klañv on ! klañv on ! e choman 'ba an ti herie
[do̞:ʁ pʁa hĩ də 'we̞l mœ'dœsin - tʁe'me:nəd e̞ bwɑ̃n'hu:k kae dy'sty - gɑ̃n 'tœ̃ ɛ'sɛ:ɛ tœs - bed mœs - 'klɑ̃: hɔ̃ - 'klɑ̃: hɔ̃ - 'ʃo̞mɑ̃ ban ti 'hɛje]
pour quoi faire j'irai voir le médecin ? le mal de gorge est passé presque tout de suite, avec le thym, tu as essayé ? j'ai eu, je suis malade ! je suis malade ! je reste à la maison aujourd'hui
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ eo frank toull e c'hoûg
[hẽ̞: hɛ vrɑ̃ŋk tul i huk]
celui-ci a le trou de la gorge grand ouvert
Gant : Jañ ar Wern, ganet e 1934 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Ploueg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met abaoe 'h on komañset 'meus miret anezhañ, abaoe dilun, abaoe dilun 'meus anezhañ, hag e vez rajoutet dour ha lakeet un tamm an hini all, ha neuze rajoutet an dour warnañ, neuze ar boan-c'hoûg a tremen diouzhtu hañ !
[mɛ bwe hɔ̃n ko̞’mɑ̃səd møz ’mi:ʁəd ’neɑ̃ - bwe de’ly:n - bwe de’ly:n møz ’neɑ̃ - a ve ʁa’ʒutə du:ʁ a la’ke:ə tɑ̃m ˌniˑni’ɑl a ’nœ:e ʁa’ʒutə ’ndu:ʁ waʁnɑ̃ - ’nœ:e bwɑ̃n’huk ’stʁemɛn dy’sty ɑ̃]
mais depuis que j'ai commencé je le garde [tisane de thym], depuis lundi, je l'ai depuis lundi, et on rajoute de l'eau et mis un peu l'autre, et alors rajouté de l'eau dessus, alors ton mal de gorge passe tout de suite hein !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met 'ma ket mann ebet graet dija, tout a-benn disul, a-benn disadorn, a-benn ur sizhun, peogwir n'on ket kat d'ober mann ebet, goude 'mo ur bern labour d'ober, hag... ha goude 'mo be... 'mo ur bern labour d'ober, ha... ha neuze... ha neuze 'ma soñjet ma... 'oan ket kat da digeriñ... lakat ar rallonge, a-hend-all eo just, 'vo ket a voaien da lakat pladoù war an daol, e vo xxx ( ?) lakat ar rallonge, ha ma 'h eo herve a lârin anezhañ pe ma 'h eo Tangi a lârin anezhañ sikour ac'hanon, bet 'meus poan-c'hoûg ha n'eo ket aezet, diaes eo d'ober
[mɛ 'ma kə 'mɑ̃nbed gwe̞d deʒa - tud be̞n de'sy:l - be̞n de'sɑ:dən - be̞n 'zy:n - pu nɔ̃ kad do̞:ʁ 'mɑ̃nbet - 'gu:de mo bɛʁn 'lɑ:buʁ do̞:ʁ - ag a 'gu:de mo bɛ mo bɛʁn 'lɑ:buʁ do̞:ʁ - a a 'nœ:he a 'nœ:he ma 'ʒɔ̃:ʒət ma - wɑ̃n kə kat tə 'djɛĩ - 'lɑkə ʁalɔ̃:ʒ - hɛn'dɑl e̞ ʒys - vo kə 'vo̞jən 'lɑkə 'plɑ:ʒo waʁ 'ndo:l - vo ? 'lɑkə ʁalɔ̃ʒ - a ma he̞ 'ɛʁve a 'lɑ:ʁĩ neɑ̃ pe ma he̞ 'tɑ̃ŋgi a 'lɑ:ʁĩ neɑ̃ 'ʒikuʁ ɑ̃w - be møs pwɑ̃n'huk a ne̞ kəd 'e̞:zɛt - 'di:e̞z e̞ do̞:ʁ]
mais je n'avais rien de fait déjà, tout dimanche, samedi, dans une semaine, puisque je ne peux rien faire, après j'aurai plein de travail à faire, et... et après j'aurai ple... j'aurai plein de travail à faire, et... et alors... et alors j'avais pensé que j'avais... je n'étais pas capable d'ouvrir... de mettre la rallonge, sinon c'est juste, il n'y aura pas moyen de mettre les plats sur la table, ce sera xxx ( ?) de mettre la rallonge, et si c'est Hervé je lui dirai ou si c'est Tangi je lui dirai de m'aider, j'ai eu mal à la gorge et ce n'était pas facile, c'est difficile à faire
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag e vez laket ar c'hochon e vez... troc'het e c'hoûg, kwik, ha neuze e veze serret ar gwad hag e veze derc'het da veskañ, ampich anezhañ da bolotenniñ 'vat
[a ve 'lɑkə 'hoʃɔ̃n ve 'trohə e huk kwik a 'nœhe viʒe 'zɛrə gwɑ:d a viʒe 'dɛrhət tə 'veskə neɑ̃ 'hɑ̃mpiʃ neɑ̃ də ˌbolo'tenĩ ha]
et on met le cochon on... coupe son cou, couic, et alors on récupérait le sang et on continuait de le mélanger, l'empêcher de faire des grumeaux
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e-kichen euh... ar c'holier a dremenez anezhañ dre amañ dre... dre... dre e c'hoûg amañ, hag eñ a digor
[’kiʃən ə ’hoʎər dre’me:nɛz ’neɑ̃ dre ’ɑ̃mɑ̃ dre dre i hu:g ’ɑ̃mɑ̃ a hẽ̞: djɔ:r]
alors que le collier tu le passes par ici par... par son cou ici, et il s'ouvre
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2