Klask
« chaokat »
Frazennoù kavet : 22
Pajennoù : 1 2
-
🔗 hennezh zo kat da chaokat bonbon
é-s zo kat de chak bon-on-n.
[es zo kat də ʃak bõ'õn]
il est capable de mâcher des bonbons. (de les croquer au lieu de les sucer, tellement il est gourmand)
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Chaokat a ra.
chakeu ra.
[ʃakə ʁa]
Il bavarde.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 hag eu... feiz e oa... e oar o tornañ, hag eu... a-greiz-tout, paotred ar bern plouz 'rae mann ebet ken, 'vije kaset takenn ebet dezhe kwa, hag eu... e oa arriet unan gant ur c'helorniad dour da gas... da gas ur c'helorniad dezhe, 'ba ar skeul, war ar bern plouz, met e-pad ar c'heit-se n'ae mann ebet en-dro kwa, hag egile a oa o chaokat eu...
[ag ə - fe wa - waɹ ˈtɔɹnɑ̃ - ag ə gɹɛjsˌtut - ˌpo̞tɹə bɛɹnˈpluːz ɹɛ ˈmɑ̃n bet ˌken - ˌviʒe ˌkɑsə ˈtɑkən be ˌde̞ kwa - ag ə - wa ˌɑjəd ˌyn gɑ̃n heˌlɔɹɲə ˈduːɹ də ˌgɑs - də ˌgɑs heˌlɔɹɲə ˈduːɹ ˌde̞ - ba ˈskœːl - waɹ ˌbɛɹn ˈpluːs - mɛ pad ˈhɛjse nɛ ˈmɑ̃n be ˌndɾo kwa - a eˈgiːle wa ˈʃɑkəd ə]
et euh... ma foi il y avait... on était en train de battre, et euh... soudainement, les gars du tas de paille ne faisaient plus rien, on ne leur amenait rien à boire quoi, et euh... quelqu'un était arrivé avec un seau d'eau pour amener... pour leur amener un seau d'eau, à l'échelle, sur le tas de paille, mais pendant ce temps-là rien ne fonctionnait quoi, et l'autre rouspétait euh...
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
🔗 1. eñ a derc'h da chaokat 2. ya, derc'hen a ra da chaokat, ya, amañ e vez lâret se kwa, ya, chaokat a ra
1. [hẽ dɛɹx də ˈʃɑkat] 2. [ja ˈdɛɹhɛn ɹa də ˈʃɑkət - ja ˈɑ̃mɑ̃ ve ˌlɑˑɹ ze kwa - ja ˈʃɑkəd ɹa]
1. il continue de radoter 2. oui, il continue de radoter, oui, ici on dit ça quoi, oui, il radote
Gant :
– paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.
– Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met dre forzh derc'hen da chaokat ac'hanon te ! feiz 'vat 'meus arri sec'hed
[mɛ dɹe ˌvɔɹz ˈdɛɹhɛn də ˈʃɑkəd ˌɑ̃ːnɔ̃ ˌte - fe ha møz ˌɑj ˈzehət]
mais à force de bavarder tiens ! eh bien ma foi la soif m'est venue
Gant : Eliane Pichouron, ganet e 1929 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bezañ zo reoù neuze e vez brav dezhe, bepred e vezont oc'h en em chaokat
['be:ɑ̃ zo ɹew 'nœ:he e vez bɹɑw dɛ: 'bopə vɛɲ nɔ̃n 'ʃɑkat]
il y en a certains alors qui ont tout pour être heureux et toujours est-il qu'ils se querellent
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 e oa o chaokat he genou din
[wa 'ʃɑkəd i 'ge:no dĩ]
elle maugréait sur moi
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 digor da c'henoù ha serr da daoulagad hag e weli mamm-gozh o chaokat avaloù
[djɔ:ʁ də ’he:no a zɛʁ də dow’lɑ:gəd a ’we̞:li mɑ̃m’go:s ’ʃɑkəd a’vɑ:lo]
ferme ta bouche et ouvre tes yeux et tu verras grand-mère mâcher des pommes
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Lonkañ anezhe evel-se hep chaokat. Houidi a debr forzh petra : dirankon int.
Lonkan nè visè, hép chakan. Niwidi dèb fors pra : dirankon-n i-n.
[lõkã nɛ visɛ hep ʃakã] [niwidi dɛb foʁs pʁa]
Avaler comme ça sans mâcher. Les canards mangent n'importe quoi : ils sont voraces.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 arru 'neus sec'hed din aze o chaokat
[ɑj nøz 'zehɛt tĩ 'ɑhe 'ʃɑkət]
il m'est arrivé soif là à [force de] parler
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me 'h eo faegegek ganin gwelet honnezh o terc'hel da chaokat he genoù
[me he̞ fɛgɛ'gɛk kə’nĩ ’gwe̞:lət hɔ̃:s ’dɛʁhɛl də ’ʃɑkəd i ’ge:no]
je n'en peux plus de la voir continuer à ronchonner
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « me 'meus bet ur goteletenn aze paotr-kaezh, me 'meus bet ur barti emezañ o chaokat honnezh, oh ! hoñ a oa gwevn, elvaj-tout ya », eñ 'na derc'het da dramouilhat, dramouilhat
[me møz bed ə ˌgɔtə’lɛtən ’ɑe pɔt’kɛ:s me møz be ’bɑɾti meɑ̃ ’ʃɑkə hɔ̃:s ɔ hɔ̃: wa gwɛwn ˌɛwləʃ’tut ja hẽ̞: na ’dɛrhɛd də dra’muʎət dra’muʎət mɛt]
« moi j'ai eu une côtelette là mon vieux, j'en ai bavé dit-il pour mâcher celle-là, oh ! elle était plastique, que des nerfs, oui », il avait continué à la mâchouiller, mâchouiller
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 chaokat a rez
[ʃɑk ə rɛs]
tu mâches
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 alors donc eu... 'h eo deut da welet, ha goude, 'oare ket bu petore penn antren 'ba an iliz, hag e-lec'h bezañ antreet bu... bu... an nor foñs, kar xxx ( ?) eo deut bu an hini ar c'hostez, hag evel-se tout an dud 'neus gwelet ha tout an dud o sellet, « oh ! pelec'h eo bet Jean Bihan ? oh ! pelec'h eo bet Jean ? » « oh ! non de die ! » me a derc'he da droiñ ma benn evel-se, e raen evel... e raen evel pa anavezfen ket anezhañ, xxx ( ?) klevet a raen anezhañ, 'lâren mann ebet, ha finalement, peogwir e derc'hent da chaokat o c'henoù...
[aˈlɔʁ dɔ̃ŋk ə - he̞ dœt tə ˈwe̞ːlət - a ˈguːde - waˈʁe̞ kə by peˌtɛj ˈpe̞n ˌɑ̃ntʁən ba ˈniːlis - a le̞χ ˈbeːɑ̃ ɑ̃ˈtʁeːəd by by - noʁ ˈvɔ̃ːs - kaʁ ? e̞ dœd byd nːi ˈhɔste - a viˈse̞ tun ˈdyd nøz gwe̞ld a tun ˈdyt sɛl - ɔ ple̞χ e̞ be ... - ɔ ple̞χ e̞ be ... - o nɔ̃n ˈdiːe - me ˈdɛʁhɛ də ˈdʁo̞ĩ mə ˈbe̞n viˈse̞ - ʁɛn we̞l - wɔs we̞l pa hɑ̃nveˈfe̞ŋ kə ˈneɑ̃ - ? ˈklɛwə ˈneɑ̃ ˈlɑːʁo ˈmɑ̃n bet - a ... pəˌguˑʁ ˈdɛʁhɛɲ də ˈʃɑkəd o ˈheːno ...]
alors donc euh... il est revenu voir, et après, il ne savait pas par quel bout entrer dans l'église, et au lieu d'être entré par... par... la porte du fond, car xxx ( ?) il est venu par celle du côté, et ainsi tout le monde a vu et tout le monde était en train de regarder, « oh ! où a été Jean Bihan ? oh ! où a été Jean ? » « oh ! nom de dieu ! », moi je continuais de détourner la tête comme ça, je faisais comme... je faisais comme si je ne le connaissais pas, xxx ( ?) je l'entendais, je ne disais rien, et finalement, puisqu'ils continuaient de jaser...
???
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 « me 'meus bet ur goteletenn aze paotr-kaezh, me 'meus bet ur barti emezañ o chaokat honnezh, oh ! hoñ a oa gwevn, elvaj-tout ya », eñ 'na derc'het da dramouilhat, dramouilhat
[me møz bed ə ˌgɔtə'lɛtən 'ɑe pɔt'kɛ:s me møz be 'bɑɾti meɑ̃ 'ʃɑkə hɔ̃:s ɔ hɔ̃: wa gwɛwn ˌɛwləʃ'tut ja hẽ̞: na 'dɛrhɛd də dra'muʎət dra'muʎət mɛt]
« moi j'ai eu une côtelette là mon vieux, j'en ai bavé dit-il pour mâcher celle-là, oh ! elle était plastique, que des nerfs, oui », il avait continué à la mâchouiller, mâchouiller
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa 'h ez aze ne gomprenez mann ebet ken hañ, chaokat a reont o genou hañ
[pa hɛz 'ɑhɛ gɔ̃'pre:nɛz mɑ̃n be ken ɑ̃ ʃɑk ə rɛɲ o 'ge:no ɑ̃]
quand tu vas là [Morbihan], tu ne comprends plus rien hein, ils mâchent leurs mots hein
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... oa o chaokat he genou din
[wa 'ʃɑkəd i 'ge:no dĩ]
...elle me rabâchait
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar saout a vez o taskiriat peogwir e vezont o addebriñ o boued kar... peogwir e lonkont o boued hep euh... hep chaokat anezhañ ha goude e vezont o taskiriat
[ə zɔwt ve tas’klɛjət pə’gu:r vɛɲ had’di:bĩ o bwet kar pə’gu:r ’lɔ̃kɛɲ o bwed heb ə hep ’ʃɑkə neɑ̃ a ’gu:de vɛɲ tas’klɛjət]
les vaches ruminent puisqu'elles remangent leur nourriture car... puisqu'elles avalent leur nourriture sans euh... sans la mâcher, et après elles ruminent
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 chaokat a rez
['ʃɑkəd rɛs]
tu bavardes
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 chaokat a ra, ne gaozea ket mat met kaozeal bern a ra
[ʃɑk ə rɑ go'zea kə mɑ:d mɛ ko'zeəl bɛrn ra]
il bavarde, il ne parle pas bien mais il parle beaucoup
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2