Klask
« chaosonoù »
Frazennoù kavet : 7
-
🔗 Me zo war ma chaosonoù.
Mé zo war meu cho-son-no.
[me zo waʁ mə ʃosõno]
Je suis en chausson.
??? Collectage ancien et sujet à caution
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Me zo gant ma chaosonoù.
Mé zo gan-n meu cho-son-no .
[me zo gãn mə ʃosõno]
Je suis en chausson.
??? Collectage ancien et sujet à caution
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 bezañ war e chaosonoù
béan war i choson-no
[beã waʁ i ʃosõno]
être en chausson
??? Collectage ancien et sujet à caution
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 1. aze e vije graet « seizh ibil troad » 2. « seizh ibil troad » ya 1. ordinal e vije kignet da... an askorn amañ 3. ah ben ya, ben ya ! 1. « seizh ibil troad » a vije graet douzh se 3. ha 'vije ket chaosonoù 'ba... geo ? d'ar c'houlz-se e oa plouz... 2. ah, da vont d'ar skol marteze e vije chaosonoù bepred 1. « seizh... seizh... seizh ibil troad », evel-se e vije lâret ya 3. ah, ya ! 1. ya, an askorn aze ya 3. ya, ya ! 1. a-wechoù e vije arri yac'h ha neuze... 2. gant da... gant da votez... 1. 'h ae an drouskenn a-raok adarre
[se̞jˌziˑbisˈtwɑt]
1. là on disait « sept chevilles [blessure à la cheville provoquée par les sabots de bois] » 2. « sept chevilles » oui 1. ton... l'os ici était toujours écorché 3. ah ben oui, ben oui ! 1. « sept chevilles » qu'on appelait ça 3. et il n'y avait pas de chaussons dans... si ? à cette époque-là c'était de la paille... 2. ah, pour aller à l'école peut-être qu'il y avait des chaussons quand même 1. « sept... sept... sept chevilles », on disait comme ça oui 3. ah, oui ! 1. oui, l'os là oui 3. oui, oui ! 1. parfois il guérissait et... 2. avec ton... avec ton sabot... 1. la croûte partait de nouveau
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Paol Kariou, ganet e 1934 e Planiel, o chom e Lezardrev, tud bet ganet e Planiel / Planiel.
– Gwilhom Kariou, ganet e 1936 e Planiel, o chom e Lezardrev, marvet e 2025, tud bet ganet e Planiel / Planiel.
– Pierre-Yves Arzul, o chom e Lezardrev.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 chaosonoù d'e dreid
[ʃo̞wˈsɔ̃ːno di ˈdɹɛjc]
des chaussons aux pieds
Gant : Frañsoa Briand, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 chaosonoù soudard
[ʃɔw'sɔ̃:no 'zu:dart]
des chaussons de soldats [réalisés à partir de tissus d'uniformes]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se a oa mat gwechall, e-pad ar brezel 'vije ket kavet mann ebet pe diouzhtu goude ar brezel 'vije mann ebet, e vije prenet traoù, met aze e vez kavet tout, tout a vez kavet bremañ, 'vez ket d'ober 'met mont da brenañ, mankout a ra un dra bennaket, 'vez ket d'ober 'met mont da brenañ, 'vez ket d'ober prenañ bernioù traoù asambles evel-se hañ ! ha botoioù ha chaosonoù ha tout an traoù-se diouzhtu, an treid a gresk diouzhtu hañ ! ha tout, tout a vez re vihan, 'vezont ket laket
[ze wa mɑ:d gwe’ʒɑl - pad ’bʁe:zəl vi’ʃe kə kɑ:d ’mɑ̃nbet pe dyˌsty ’gu:de ə ’bʁe:zəl ’viʃe ’mɑ̃nbet - ’viʃe ’pʁe:nə tʁɛw - mɛ ’ɑe̞ ve kɑ:t tut - tut ve ka:d ’bœmɑ̃ - ’vekə do̞:ʁ mɛ mɔ̃n tə ’bʁe:nɑ̃ - ’mɑ̃ŋkə ʁa ndʁa mə’nɑkə - ’vekə do̞:ʁ mɛ mɔ̃n tə ’bʁe:nɑ̃ - ’vekə do̞:ʁ ’pʁe:nə ’bɛʁɲo tʁɛw ’sɑ̃məs vi’se̞ ɑ̃ - a bo̞’to̞jo a ʃo̞’sɔ̃:no a tun ’tʁɛwze dy’sty - ən ’tʁɛjc gʁesk dy’sty: ɑ̃ - a tut tud ve ʁe ’vi:ən - ’veɲcə ’lɑkət]
ça c'était bien avant, pendant la guerre on ne trouvait rien du tout ou tout de suite après la guerre il n'y avait rien, on achetait des choses, mais là on trouve tout, on trouve tout maintenant, il n'y a qu'à aller acheter, il manque quelque chose et il n'y a qu'à aller acheter, il ne faut pas acheter plein de choses à la fois comme ça hein ! et des chaussures et des chaussons et toutes les choses tout de suite, les pieds grandissent tout de suite hein ! et tout, tout est trop petit, ils ne sont pas portés [habits de bébé]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi