Frazenn n° 1263
-
👂 🔗 se a oa mat gwechall, e-pad ar brezel 'vije ket kavet mann ebet pe diouzhtu goude ar brezel 'vije mann ebet, e vije prenet traoù, met aze e vez kavet tout, tout a vez kavet bremañ, 'vez ket d'ober 'met mont da brenañ, mankout a ra un dra bennaket, 'vez ket d'ober 'met mont da brenañ, 'vez ket d'ober prenañ bernioù traoù asambles evel-se hañ ! ha botoioù ha chaosonoù ha tout an traoù-se diouzhtu, an treid a gresk diouzhtu hañ ! ha tout, tout a vez re vihan, 'vezont ket laket
[ze wa mɑ:d gwe’ʒɑl - pad ’bʁe:zəl vi’ʃe kə kɑ:d ’mɑ̃nbet pe dyˌsty ’gu:de ə ’bʁe:zəl ’viʃe ’mɑ̃nbet - ’viʃe ’pʁe:nə tʁɛw - mɛ ’ɑe̞ ve kɑ:t tut - tut ve ka:d ’bœmɑ̃ - ’vekə do̞:ʁ mɛ mɔ̃n tə ’bʁe:nɑ̃ - ’mɑ̃ŋkə ʁa ndʁa mə’nɑkə - ’vekə do̞:ʁ mɛ mɔ̃n tə ’bʁe:nɑ̃ - ’vekə do̞:ʁ ’pʁe:nə ’bɛʁɲo tʁɛw ’sɑ̃məs vi’se̞ ɑ̃ - a bo̞’to̞jo a ʃo̞’sɔ̃:no a tun ’tʁɛwze dy’sty - ən ’tʁɛjc gʁesk dy’sty: ɑ̃ - a tut tud ve ʁe ’vi:ən - ’veɲcə ’lɑkət]
ça c'était bien avant, pendant la guerre on ne trouvait rien du tout ou tout de suite après la guerre il n'y avait rien, on achetait des choses, mais là on trouve tout, on trouve tout maintenant, il n'y a qu'à aller acheter, il manque quelque chose et il n'y a qu'à aller acheter, il ne faut pas acheter plein de choses à la fois comme ça hein ! et des chaussures et des chaussons et toutes les choses tout de suite, les pieds grandissent tout de suite hein ! et tout, tout est trop petit, ils ne sont pas portés [habits de bébé]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
Laket eo ar frazenn-mañ :
Er geriadur
En temoù
- Temoù > En em wiskañ > An dilhad > Gwiskañ an treid > Ar chaosonoù
- Temoù > Ar brezel > Ar brezel > An Okupasion (an Ac’huberezh) > Bevañ gant an Okupasion
- Temoù > An amzer o tremen > Troiennoù war an amzer > Ar badelezh > E-pad
- Temoù > An arc'hant > Gonit e vuhez > Dispign > Koñsomiñ
- Temoù > Al labour douar > Ar c'hulturioù > Dre vras > Kreskiñ