Klask
« chome »
Frazennoù kavet : 40
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 oblijet e oant d'ober, ar gomanant 'oant ket bras, 'oant ket kat da dispign arc'h... ma 'dea c'hoant da viret ur gwenneg bennak, seul vuan... bremañ eo un tamm evel-se ivez, (da ?) e dispignes, ma chome ganit, feiz, e chome ganit hañ !
[sœlˈvyˑən]
ils étaient obligés de le faire, les fermes n'étaient pas grandes, ils ne pouvaient pas dépenser d'arg... s'ils voulaient garder quelques sous, plus vite... maintenant c'est un peu comme ça aussi, xxx ( ?) tu dépensais, s'il t'en restait, ma foi, il t'en restait hein !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 war-dreid ! ya, ya ! pa... oa... ar mor izel kwa, a dremenes deus ar C'hastell, ha... ha... mont a reomp da glask meskl, e-barzh beg Miliev du-hont, aze e oa un... penaos eu... ur pasaj a oa... 'oa ket... gwall... ledan, met... dañjurus e oa peneogwir ar... ar reier a oa... e oant eeun, ma gouezhes 'ba an dour aze, 'pa mann da gregiñ e-barzh hag an dud a gouezhe aze a chome e-barzh hañ !
[... - ja ja - ... - ... - ... - ... aꝛˈhaste̞l – a – a - ... - ... ˈmiʎɛw ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ... - ...]
Trebeurden
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Remi ar Moulleg, ganet e 1946 e Trebeurden, o chom e Bear, tud bet ganet e Plouared / Logivi-Plougraz.Dastumer : Tangi (2023-12-11)
-
👂 🔗 daou a gezeg ha tri... tri loen-gorn, daon ! aet e oa e vobilier gantañ ! ha nump ? para a chome ganimp ? hag ar Goumikael da baeañ
[...]
deux chevaux et trois... trois bovins, dame ! son mobilier [cheptel] était perdu en même temps que lui ! et nous ? que nous restait-il ? et la Saint-Michel à payer
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jan Garion, ganet e 1936 e Logivi-Plougraz, o chom e Plufur, tud bet ganet e Logivi-Plougraz / Plougraz.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 paotr kaezh ! ouzhpenn pemzek razh a oa aet er-maez ! 'oant ket reoù vras, reoù vihan du, met karzhañ a raent, 'ma ket... a-benn ar fin 'ma tapet un tamm bazh, ar reoù all a chome da sellet, barrek da lazhañ... unan 'ma lazhet memestra, sell aze tout ! hag ar reoù all a oa krog... o trailhañ polotennoù fisel 'ba ar pres, ha... ha 'ba ar pres 'meus serret an nor warne mat, 'oa ket bras, toullet a vez ezhomm met... ya, hag ar re-se 'da graet ur c'hlodad 'ba... 'ba ar bolotenn fisel
[po̞tˈkɛːs - ˌspe̞n ˈpe̞mze̞g ˌɣax wa ˌɛd ˈme̞ːs - ˌwɑ̃ɲ kə ˌɹewˈvɹɑːz - ɹew ˈviˑən ˈdyˑ mɛ ˈkɑɹzə ɹɛɲ - ˌma kə - be̞nˈfin ma ˌtɑpə tɑ̃m ˈbɑˑz - ɹewˈɑl ˌʃo̞me̞ də ˈzɛlət - ˈbɑɹɛg da ˈlɑhɑ̃ - ˈyn ma ˈlɑhə mo̞sˈtɹɑ - sɛl ˌɑhe ˌtut - a ɹewˈɑl wa ˌkɹɔˑk - ˈtɹɑjɑ̃ ˌtut pøloˌteno ˈfisəl bah ˈpɹɛs - a a bah ˈpɹɛs møz ˌzɛɹə ˈnoˑɹ ˌwaɹne̞ ˈmɑːd - ˌwa kə ˈbɹɑːz - ˈtuləd ve ˌem mɛ - ˌjɑ - a ˌɹeˑe da ˌgɛd ˈhloːdəd bah - bah bɔˌlɔtən ˈfisəl]
mon pauvre ! plus de quinze rats en étaient sortis ! ce n'étaient pas des gros, des petits noirs, mais ils détalaient, je n'avais pas... finalement j'avais attrapé un petit bâton, les autres restaient regarder, capable de tuer... j'en avais tué un quand même, voilà tout ! et les autres commençaient... en train d'abîmer les pelotes de ficelle dans la presse, et... et dans la presse j'ai bien fermé la porte, elle n'était pas grande, ils ont besoin de trouer mais... oui, et ceux-là avaient fait une portée dans... dans la pelote de ficelle
Gant : Remond ar Bras, ganet e 1934 e Louergad (Sant Eler), o chom e Louergad (Sant Eler), tud bet ganet e Tregrom.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'ba... en-dro d'e di e oa kont memestra, koura ! ar goutierenn a komañse 'ba ur penn hag egile a chome e-pign hag eu...
[a ba ˌdɾo di ˈdiˑ wa ˈkɔ̃n mo̞sˌtɾɑˑ - ˌkuˑɾa - ə guˈtjɛːɹən koˈmɑ̃se bah ˈpe̞n ag eˈgiːle ˌʃo̞me ˈpiɲ ag ə]
et à... autour de sa maison c'était le même topo, quoi ! la goutière commençait d'un bout et l'autre restait en l'air et euh...
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ana Kozhig, ganet e 1929 e Peurid, o chom e Bear, tud bet ganet e Mantallod / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha me a oa an drivet hag ar reoù... reoù gentañ a chome er gêr hag ar reoù all a lâre dezhe « bremañ, te 'teus ezhomm da vont pelloc'h kar amañ 'vo ket labour da tout an dud ha kez da... gaout un tamm gwerzh-butun, e-kerzh a vakañsoù, nann ! evel-se e vije !
[a ˈme wa ˈdʁiˑəd a ʁew ʁew ˈgentɑ̃ ˌʃo̞me ˈge̞ːɹ a ʁewˈɑl ˌlɑˑʁe̞ ˌde̞ - ˈbʁœmɑ̃ ˈte tøz ˌem də ˌvɔ̃n ˈpɛlɔx kaɹ ˌɑ̃mɑ̃ ˌvo kə ˈlɑːbuɹ ˌtun ˈdyd a ˌke̞z də - ˌgɑˑt tɑ̃m gwɛʁs ˈpytyn - kɛɹz vaˈkɑ̃so - ˌnɑ̃n - viˌse viʒe]
et moi j'étais le troisième et les... les premiers restaient à la maison et les autres on leur disait « maintenant, toi il faut que tu ailles plus loin car ici il n'y a pas de travail pour tout le monde et va... chercher un peu de pourboire, pendant les vacances, non ! c'était comme ça !
Gant : Ivoñ Brochen, ganet e 1952 e Berc'hed, o chom e Berc'hed, tud bet ganet e Prad / Berc'hed.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 lec'h e vije tennet mein gwechall, e chome un toull ma kerez, ha goude e vije graet Toull al Lutun deus se
[... - ... - ... tul ˈlytyn ...]
Benacˈh
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Moris Prijant, ganet e 1942 e Logivi-Plougraz, o chom e Plounevez-Moedeg, tud bet ganet e logivi / Plouizi.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met goude neuze e oa deut an televizionoù, an televizionoù, aze goude pep hini a chome en e gêr
[mɛ ’gu:de ’nœ:he wɑ̃ɲ dœt televi’zjɔ̃:no televi’zjɔ̃:no ’ɑ:he ’gu:de po’pi:ni ’ʃo̞me ni ge̞:ʁ]
mais alors après les télévisions étaient arrivées, les télévisions, alors après chacun restait chez lui
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma zad a chome 'ba an eur kozh
[ma zɑ:t 'ʃo̞mɛ ma nœʁ ko:s]
mon père restait à l'ancienne heure
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Oh nann. Oh nann, ar foenn a chome mat hañ. Pa ne vije ket glebiet. Ne vije ket ezhomm da c'hlebiañ anezhañ.
Oh non. Oh non, le foin restait bon. Quand il n'était pas mouillé. Il ne fallait pas le mouiller.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ha pa vez kouchet un tamm evel gwechall war-lerc'h ar melchon aze, pa vije diaoulet, ma vije sec'h, e klevez anezhe o strinkat aze hag a-wechoù pa 'tije graet memes div eur labour aze gant eu... ma vije arri (berr ar c'hof ?) ha neuze e vije uzet-libr, ne chome ket al loaioù... « loaioù an diaoul » kwa a vez lâret eu... ne choment ket en o flas, a-benn neuze e vije uzet un toullad, tout, ar bouton hag ar boulon ha tout, pa vije sec'h evel-se e tomment kwa ha primoc'h-se 'h uzent ivez kwa
[a pe ve 'kuʃət tɑ̃m wɛl gwe'ʒɑl waɹ'lɛɹh 'mɛlʃɔ̃n 'ɑ:he pe viʒe 'tjo̞wləd ma viʒe zeh 'glɛwɛz nɛ: 'stɾiŋcəd 'ɑ:he a 'we:ʒo pe tiʒe gwɛd 'mɛməs 'di:vəɹ 'lɑ:buɹ 'ɑ:he gɑ̃n ə ma viʒe ɑj bɛɹ ho:f a 'nœ:he viʒe ˌy:zədˈlip ʃo̞ˈme kə 'lwɑjo 'lwɑjo djo̞wl kwa ve lɑ:d ə ʃo̞'mɛɲ cə no vlɑs bɛn 'nœ:e viʒe 'y:zə 'ntulət tut 'butɔ̃n a 'bu:lɔ̃n a tut 'ɑ:he pe viʒe zex və'se 'do̞mɛɲ kwa a 'pɾymɔh ze 'hy:zɛɲ ie kwa]
et quand c'était tassé un peu comme autrefois après le trêfle là, quand on hersait, si c'était sec, tu les entendais gicler [cailloux] là et parfois quand tu avais fait même deux heures de travail là avec euh... si xxx ( ?) et alors complètement usé, les cuillères ne restaient pas... « les cuillères de l'extirpateur » quoi qu'on dit euh... elles ne restaient pas en place, pour alors il y en avait plusieurs d'usées, entièrement, le bouton et le boulon et tout, quand c'était sec comme ça elles chauffaient quoi et elles s'usaient plus vite aussi quoi
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ... o welet anezhañ o vrañskellat aze kar ne chome ket en e sav, hopala !
[we̞:l neɑ̃ vɾɑ̃s'kɛləd 'ɑ:he kaɹ ʃo̞'mekə ni zɑ: opə'lɑ]
... le voyant tituber là car il ne restait pas debout, hop là ! [chien]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha eñ 'neus bet disfiz sur a-walc'h kar adalek e wele ac'hanon oc'h arriet ne chome ket war ar plas, bet 'mije bet plañ sur a-walc'h
[a hẽ̝: nøz be 'disfi zyɹ'wɑx kaɹ 'dɑ:lɛg 'we̞:le hɑ̃w 'hɑjət ʃo̞'mekə waɹ plɑs bet miʒe be plɑ̃: zyɹ'wɑx]
et lui a eu de la méfiance sans doute car dès qu'il me voyait arriver il ne restait pas sur place, j'aurais eu xxx (?) sans doute
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar reoù all a chome en traoñ hag a selle dioutañ e-kas e gouezhfe, boñ, hag esa saovetaat anezhañ ma gallfent
[ʁew al ’ʃo̞me ntʁo̞w a ’zɛle dɔ̃ntɑ̃ kaz ’gwefe bɔ̃ a ’hɛsa zɔvə’tɑ:d neɑ̃ ma ’gɑlfɛɲ]
les autres restaient en bas et le regardait au cas où il tombe, bon, et essayer de le sauver s'ils pouvaient
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 se a chome an eil d'egile goude kwa, e vije transmetet evel-se
[ze ’ʃo̞me nɛʎ de’gi:le ’gu:de kwa viʒe tɾɑ̃z’mɛtət və’se]
ça se transmettait de l'un à l'autre après quoi, c'était transmis comme ça
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 e oa kollet un tamm bihan met euh... e chome war-dro
[a 'ko̞lə wa tɑ̃m'bi:ən mɛt ə 'ʃo̞me waʁn dʁo]
et elle était perdue un petit peu mais euh... elle restait dans les environs
Gant : Jañ-Pier ar C'hamm, ganet e 1948 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha hennezh a chome da labourat pa 'h ae ar reoù all d'o merenn, eñ ne oa den ebet war e lerc'h, hennezh a oa o trailhañ traoù ha neuze e voute mein pa c'halle war ar park ha gwez
[a hẽ̞:s ’ʃo̞me də la’bu:ɹat pe he ɹew al do mɛɹn hẽ̞: wa den bed waɹ i lɛɹh hẽ̞:s wa ’tɾɑʎə tɾɛw a ’nœ:he ’vute mɛɲ pe ’hɑle waɹ pɑɹk a gwe:]
et celui-là continuait de travailler quand les autres allaient déjeuner, lui personne ne l'accompagnait, celui-là défonçait tout et alors il poussait des pierres quand il pouvait sur le champ et des arbres [avec son tracto]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar blegenn-se, honnezh a chome memes tra kwa
[ə 'ble:gən ze hɔ̃:s 'ʃo̞me ˌmɔ̃məsˈtɾɑ kwa]
ce bois-pliant-là, celui-là il restait pareil quoi [dans le collier de cheval]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 kuntuilh kaol a vije graet kwa gwechall hag an druchenn a chome
['kyntyʎ ko:l viʒe gwɛt kwa gwe'ʒɑl a 'ndʁyʃən 'ʃo̞me]
on cueillait les feuilles de choux quoi autrefois, et la tige restait
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 unan, pa vije aret gwechall kwa boñ, e deue... e deue rod ar vrabant er-maez, er-maez ar roudenn kwa, gwechall boñ, pa vije ur roudenn normalamant e chome ar vrabant ervat kwa, met... met... ma deue er-maez neuze eu... ne darc'he ket an taol lec'h e oa sañset ober peogwir 'h ae muioc'h... ha neuze e vije lâret « kein ar gwiz » kwa
[yn pe viʒe ’hɑ:ɹə gwe’ʒɑl kwa bɔ̃ de de ɹo:d ’vɾɑ:bən me̞:s me̞:z ’ɹu:dən kwa gwe’ʒɑl bɔ̃ pe viʒe ’ɹu:dən nɔɹma’lɑ̃mɑ̃n ’ʃo̞me ’vɾɑ:bɑ̃n vɑ:t kwa mɛ mɛ ma de me̞:s ’nœ:he ə daɹ’he kə nto:l le̞h wa ’sɑ̃səd o̞:ɹ py’gy:ɹ he ’my:ɔh a ’nœ:he viʒe lɑ:ɹ hɛɲ’gwi:s kwa]
un, quand on labourait autrefois quoi bon, la roue de la charrue sortait, sortait du sillon quoi, autrefois bon, quand il y avait un sillon normalement la charrue restait bien quoi, mais... mais... si elle sortait alors euh... elle ne lançait pas le coup là où il fallait faire puisque elle allait plus... et alors on disait « le dos de la truie » quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2