Klask
« daoulin »
Frazennoù kavet : 32
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 Hag eñ o vont d'ar bourk kwa. O vont da bourk Langoad. Eñ oc'h arriout 'ba ar bourk. « Oh ! Ar bourk zo trankil amañ 'vat ! (e vije an deiz ?) met gwir eo n'eus ket kalz a dud, n'eus ket deut kalz a dud ». Hag eñ o vont d'an iliz. Den ebet 'ba an iliz ivez. Oh ! Eñ oc'h arriout e-tal da... e-tal d'an aotel aze. Hag e oa laket div gadoar, div gadoar d'arriout war an daoulin ha div gadoar da vont en e goaze. 'Wele ket den ebet ha 'wele... 'gave ket ar person. Ya met un tamm avañs 'na, 'oa ket dek eur hanter c'hoazh kwa ! E oa dek eur ugent pe dek eur... apeupre kwa.
[...]
Et il s'en était allé au bourg. Allant au bourg de Langoad. Il arriva au bourg. « Oh ! Mais le bourg est calme ici ! (C'était le jour ?) mais c'est vrai qu'il n'y a pas grand monde, pas grand monde n'est venu ». Et il s'en alla à l'église. Personne à l'église non plus. Oh ! Il arriva en face de... en face de l'autel là. Et on avait mis deux chaises, deux chaises pour se mettre à genou et deux chaises pour s'assoir. Il ne voyait personne et il ne voyait... il ne trouvait pas le curé. Oui mais il avait un peu d'avance, il n'était pas encore dix heures et demi quoi ! Il était dix heures vingt ou dix heures... à peu près quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
🔗 o vont war penn an daoulin
von-n war pèn dowlune
[võn waʁ pɛn dowlyn]
aller à genou
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Gwazh ar Mestr, a dremenen, duzh en... duzh en... duzh en ober ar c'hours, zo... dre 'n avani zo... e oa ur wazh, ac'h ae tout an dud duzh Pleuvihan, eu... e vije mein karrez ha 'h aes... war pennoù da daoulin 'ba ur c'hased koad, da gannañ, evel e vije gwechall, ha tout an dud 'nije o c'hased koad, war ur min, ur min hag a vije en pant, gwelet a rez, d'an dour da... keit ha frotez gant... ha skeiñ gant ar c'holvazh war... war... war an niñselioù pa vije graet un dorchenn, un dorchenn gant an niñselioù, diwaskañ... diwaskañ an dour te !
[ˌgwazˈme̞st - plœˈviˑən]
Pleuvihan
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 oh, 'meus ket ! arri on... arri on... ma memor zo arri... o vont da goll ivez ! da-heul ma daoulagad ha ma bennoù-daoulin, oh ! ma doue, n'on ket kat d'ober...
[...]
oh, non ! me voilà... me voilà... ma mémoire est devenue... elle se perd aussi ! à la suite des yeux et des genoux, oh ! mon dieu, je ne peux pas faire...
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi (2025-01-23)
-
👂 🔗 ... e oan oc'h arat gant ma Boney, arri tost d'ar penn, ha... hag e-mesk an drez ha partiet war-draoñ, a-hont 'ba an hent, neuze e oa deut an alar er-maez te ! e oan en em sav war ar freñ, dis... savet en em sav 'ba ar freñ, feiz ha... bremañ-souden emezon-me marteze (akwito ?) pa oa arri 'ba an hent, pevar metr, met damen e vo ! pa oa arri 'ba... e rojoù a-raok 'ba an toufle e oa sac'het, ha 'ma santet anezhañ o vont, ha 'ma graet... saute-mouton dreist ar volant, hag an echapamant... eñ 'na un echapamant hir, ha neuze a-benn-bouzell 'ba an hent, kignet ma daouarn tout eu... hag ar pennoù-daoulin, a-benn-bouzell e oan kouezhet ha... ruilhet betek an touflez en tu all ha « vlengel dengel deng ! » war ma lerc'h, 'oan ket deut d'ar gêr da lâret d'hom dad, e oan aet d'ar menaj all neuze, ha tri... deut tri ganin, 'mamp adlaket anezhañ war e rojoù, hag e oan aet da... da di ar marichal diouzhtu da... da dresañ ar volant hag an echapamant, a oa pleget, mont a rae war-raok !
[wɑ̃n ˈhɑːɹə gɑ̃n mə ˈboːni - ˌɑj ˈto̞st tə ˈpe̞n - a a ˌmesk ən ˈdɾeːs a parˈtiˑəd waɹˌdɹo̞w - ˌɑˑɔ̃n bah ˈnɛn - ˌnœˑe wa ˌdœd ˈnɑːləɹ ˌme̞ːs te - wɑ̃n nɔ̃n ˈzɑˑ waɹ ˈfɹɛ̃ - dis - ˈzɑwəd əm ˈzɑˑ bah ˈfɹɛ̃ - ˈfeˑ ə - bəˌzɔ̃m ˈmɔ̃me̞ maˈtehe haˈkwito pə wa ˌɑj bah ˈnɛn - ˌpɛˈwɑɹ mɛt - mɛd ˌdɑ̃mən vo - pə wa ˌɑj bah - i ˌɹoˑʒo ˈɹo̞ˑg ban ˈtufle wa ˈzɑhət - a ma ˈzɑ̃ntəd ˌneˑɑ̃ ˈvɔ̃n - a ma ˌgwɛt - ... dɹɛjst ə ˈvoːlən - ag ˌneʃaˈpɑ̃mɑ̃n - ˌhẽˑ na ˌneʃaˌpɑ̃mɑ̃n ˈhiːɹ - a ˌnœˑe be̞nˈbuˑəl ba ˈnɛn - ˈkiɲə mə ˈdɑwən ˌtud ə - a ˌbe̞no ˈdo̞wlin - be̞nˈbuˑəl wɑ̃n ˈkweˑd a - ˈɹyjəd ˌbekə ˈtufle ntyˈɑl a ˌvlœ̃ŋgəl ˌdœ̃ŋgəl ˌdœ̃ŋg waɹ mə ˈlɛɹx - ˌwɑ̃ŋ kə ˌdœt tə ˈge̞ːɹ də ˈlɑːɹəd dɔ̃m ˈdɑːt - wɑ̃n ˌɛt tə ˌmeˑnəʒ ˈɑl ˌnœhe - a ˈtɹi - ˌdœt ˈtɹi gəˌnĩ - mɑ̃m hadˈlɑkə ˌneˑɑ̃ waɹ i ˈɹoːʒo - a wɑ̃n ˌɛt tə - də di maˈɹiʃəl dyˈsty də - də ˈdɹesɑ̃ ˈvoːlən a ˌneʃaˈpɑ̃mɑ̃n - wa ˈpleːgət - ˌmɔ̃n ɹe waˈɹo̞ˑk] JD
... j'étais en train de labourer avec le Poney, j'étais arrivé près du bout, et... et parmi les ronces et il a descendu, là-bas sur la route, alors la charrue était sortie pardi ! j'étais debout sur le frein, dé... debout sur le frein, ma foi et... tout à l'heure dis-je peut-être qu'il (parviendra ?) puisqu'il était arrivé sur la route, quatre mètres, mais damnation ! quand il arriva dans... ses roues de devant dans le fossé il s'est bloqué, et je l'avais senti partir, et j'avais fait... saute-mouton par-dessus le volant, et l'échappement... il avait un long échappement, et alors j'ai culbuté sur la route, je me suis tout écorché les mains euh... et les genoux, j'étais tombé à la renverse et... j'avais roulé jusqu'au fossé de l'autre côté et « blong ! bling ! » derrière moi, je n'étais pas allé à la maison le dire à notre père, j'étais allé à une autre ferme alors, et trois... trois étaient venus avec moi, nous l'avions remis sur ses roues, et j'étais allé... chez le forgeron tout de suite pour... pour réparer le volant et l'échappement, qui était plié, il fonctionnait !
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar batronez zo nevez-operet deus he benn-daoulin
[ba'tʁɔ̃:nəs so ˌnewe o'pe:ʁəd dəz i bɛn'do̞wlin]
la patronne [femme] s'est récemment faite opérée du genou
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bremañ 'mez poan e pennoù ma daoulin o kerzhet
['bomɑ̃ me pwɑ̃:n 'pɛno mə 'do̞wlin 'kɛɹzət]
maintenant j'ai mal à mes genoux en marchant
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 poan e penn ma daoulin
[pwɑ̃:n pɛn mə 'do̞wlin]
du mal dans mes genoux
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 diwar-benn e daoulin e wel anezhe o tremen
[diwar'bɛn i 'dɔwlin wɛl nɛ: 'tremɛn]
à genou il les voit passer
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hennezh zo arri a-gluch, n'emañ ket war penn e daoulin met... pleget war e dreid kwa
[hẽ̞:s so ɑj glyʃ mɑ̃ kə waɹ pɛn i 'do̞wlin kwa mɛt 'ple:gə waɹ i dɾɛjt kwa]
celui-là est accroupi, il n'est pas à genou mais... baissé sur ses pieds quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 Arru eo 'barzh e penn-daoulin !
Ayè ba i pèn dowlu-n !
[ajɛ ba i pɛn dowlyn]
Elle est arrivée jusqu'à ses genous ! [barbe]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 ar penn-daoulin
pèn dowlu-n
[pɛn dowlyn]
les genous
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 ar penn-daoulin
pèn dowlu-n
[pɛn dowlyn]
les genous
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 ar pennoù-daoulin
pèno dowlu-n
[pɛno dowlyn]
les genous
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Mont betek pennoù an daoulin 'barzh ar fank.
Mon-n béteuk péno dow lu-n bar vank.
[mõn bétək peno dow lyn baʁ vãŋk]
Aller jusqu'aux genoux dans la boue.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 War bennoù he daoulin eno war... war ar c'hased, a vije graet dezhi da vont war bennoù he daoulin, ha neuze e vije... e lakae ur min plat eno a-raok. Ha feiz war hennezh e ganne quoi. Ba ar stank quoi.
[waʁ ’bɛno i ’dɔwlin eno waʁ – waʁ ə ’hasət viʃe gwɛt ’tɛj də ’võn waʁ ’bɛno i ’dɔwlin – a nœhe viʒe – ’lake ə min’plat eno ’ʁok – a fe waʁ ’hẽs ’gãne kwa – bah ’stãŋk kwa]
Sur ses genoux, sur la caisse qu'on lui faisait pour s'agenouiller, et elle mettait une pierre plate devant. Et c'est sur ça qu'elle lavait le linge, dans le lavoir.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
🔗 poan 'mez 'ba 'r ma daoulin
[pwɑ̃:n ma bah mə 'dowlin]
j'ai mal à mes deux genoux
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 poan 'meus em daoulin
[pwɑ̃:n møz mə 'dowlin]
j'ai mal aux genoux
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me zo bet betek penn ma daoulin aze, 'ba an dour
[me zo be 'bekɛ ˌpɛnmə'zɔwlin 'ɑhe man du:r]
j'ai été jusqu'à mes genoux là, dans l'eau
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 pennoù-daoulin
['pɛno 'dowlin]
les genoux
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2