Klask
« eizhtez »
Frazennoù kavet : 40
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 Eizhtez goude, e oa lâret d'am zad-kozh... 'nea gouvezet. Unan... hennezh, a oa marvet. Ma vije bremañ e vije bet un istoar abominapl hañ ! Aze e vije bet ar polis ha bet tout kwa ! Memes eo ma zad-kozh an hini 'nije tapet. Daon ya ! Preuvenn ebet da lâret evit petra 'nea graet se. Ha feiz 'da, « ah ! goût a ouien, emezañ, 'ma ket loupet anezhañ ! » Sell aze petra 'nea lâret ! « Goût a ouien, emezañ, 'ma ket loupet anezhañ, emezañ ».
[...]
Huit jours plus tard, on avait annoncé à mon grand-père... il avait su. Un... celui-là, était mort. Si ça avait été maintenant, ça aurait été une histoire terrible hein ! Là il y aurait eu la police et tout quoi ! C'est même mon grand-père qui aurait pris. Dame oui ! [Il n'avait] aucune preuve à donner pour dire la raison de son acte. Et ma foi, « ah ! je savais, disait-il, que je ne l'avais pas loupé ! » Voilà ce qu'il disait ! « Je savais, disait-il, que je ne l'avais pas loupé, disait-il ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 ha ma zad 'na laket eu... un añvelop belo, n'eo ket ! ya, un añvelop eu... un añvelop belo gant un tamm krog, hag un tamm ogejoù war-lerc'h, hag eu... Mignonne en drot, aze e lede pataz 'vat paotr ! hag eu... 'vije ket drailhet pataz hañ ! eñ a dape ar bonchenn eeun hañ ! « hu ! hu ! », hag e vije d'ober ul lao... (ul laouenn ?) amañ, hag (ul laouenn ?) du-hont, e vije brav ar pataz goude da dastum, hag e vijemp kazi... tremen eizhtez, o c'hoari warni hañ ! met tennet e vije loustoni diwarne, laket e vije naet
[... - nɑ̃vəˌlɔb ˈbeˑlo - ... - nɑ̃vəˌlɔb ˈbeˑlo ... - ... - miˈɲɔn in ˈdɾɔt - ... - ... - ˌhẽ ˈdɑpe̞ ˈbɔ̃ʃən ˈɛwn ɑ̃ - ... - ... - ə ˈlɔwən ˈɑ̃mɑ̃ - a ˈlɔwən ˈdyˑɔ̃n - ... - ... - ˈhwɑj ˌwaʁni ɑ̃]
et mon père avait mis euh... un cadre de vélo, non ! oui, un cadre euh... un cadre de vélo avec un petit crochet, et une petite herse après, et euh... Mignonne au trot, là ça étalait les patates mon vieux ! et euh... les patates n'étaient pas abîmées hein ! il prenait le haut du sillon bien droit hein ! « hu ! hu ! », et il fallait faire... xxx ( ?) ici, et xxx ( ?) là-bas, les patates étaient faciles à ramasser après, et nous étions presque... plus de huit jours, à travailler là-dessus hein ! mais on enlevait les saletés, on mettait propre
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-benn eizhtez goude e oa kouezhet war e eu... gostez, torret e skoaz, ha eñ a oa xxx ( ?), eñ a oa fourbilhet ken e oa
[be̞n ˈɛjste ˈguːde wa ˌkweˑd waɹ i ə - ˈgɔste - ˈtɔɹəd i ˈskwɑˑ - a ˌhẽ wa ? - ˌhẽ wa fuɹˈbijət ken ə wa]
huit jours après il était tombé sur son euh... côté, il s'est cassé l'épaule, et il était xxx ( ?), il était complètement paniqué
Gant : Jermen Gwerniou, o chom e Louergad (Sant Eler).
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. an daou all a oa kaset... an Her a oa aet da... gant piv ? gant Pierrig al Louarn, da Sant Brieg, hag eu... ko... kofesaet da vezañ fuzilhet, eu... an deiz war-lerc'h ar beure, hag an noz-se e oa bet une descente e prizon Sant Brieg, liberet tout ar brizonierien, ar patriot ya, ha bet eizhtez pemzektez o tont d'ar gêr war o zreid dre ar parkoù, 'gredent ket dont d'ar gêr, hag ur sul e oa, goude e oa arri er gêr e oa deut amañ d'evañ ur bannac'h kafe, hag e oa en e goaze aze evel-se, ha dam ! e oa ar gabared gant gwer, ha 'na gwelet... kaskoù ha traoù oc'h arriet 'ba ar porzh, oh paotr kaezh ! mitrailhetennoù... hag e oa eu... commandant petra a oa hennezh aze ? an hini... an hini Ploubêr 2. Gilbert, Gilbert, n'eo ket da ? 1. Gilbert marteze ya
1. [ən ˌdo̞w ˈɑl wa ˈkɑsət - ˈhɛɹ wa ˌɛt tə - gɑ̃n ˌpiw gɑ̃n ˌpjɛˑiɟ ˈluˑəɹn - də zɑ̃nˈbɹiˑɛk - ag ə ko kovəˈsɑːt tə ˌveˑɑ̃ fyˈzijət - ə - de waɹˌlɛɹx ˈbœːɹe - a ˈnɔ̃ːs se wa ˌbe ... ˌpɹiˑzɔ̃n zɑ̃nˈbɹiˑək - liˈbeːɹɛt tut bɹizɔ̃ˈɲɛːɹjən - patɹiɔt ja - a bed ˈɛjste pɛmˈzɛkte ˌtɔ̃n də ˈge̞ːɹ waɹ o ˈzɹɛjc dɾe ˈpɑɹko - gɹeˈdɛɲ cə ˌdɔ̃n də ˈge̞ˑɹ - ag ə ˈzyːl wa - ˌguˑde wa ˌɑj ˈge̞ˑɹ wa ˌdœd ˈɑ̃mɑ̃ ˈdeːvɑ̃ ˌbɑ̃x ˈkɑfe - a wa ni ˈgwɑːze ˌɑˑe̞ vəˈse a dɑ̃m wa gaˈbɑːɹəd gɑ̃n ˈgweːɹ - a na ˌgwe̞ˑlət - ˈkɑsko a ˈtɾɛw ˌhɑjə bah ˈpɔɹs - o po̞tˈkɛːz mitɹajɛˈteno - a wa ə - ... ˌpɹɑ wa ˌhẽˑz ˈɑhe̞ - ˌnˑi ˌnˑi pluˈbe̞ːɹ] 2. [... ˌne̞ kə da] 1. [... maˈtehe ja]
1. les deux autres avaient été emmenés... L'Her était allé à... avec qui ? avec Pierre Le Louarn, à Sant Brieg, et euh... con... il avait été confessé pour être fusillé, euh... le lendemain matin, et cette nuit-là il y avait eu une descente à la prison de Sant Brieg, tous les prisonniers avaient été libérés, les patriotes oui, et ils avaient été huit jours, quinze jours à revenir à la maison à pied à travers champs, ils n'osaient pas revenir chez eux, et c'était un dimanche, après qu'il soit revenu à la maison, il était venu ici pour boire un café, et il était assis là comme ça, et dame ! il y avait le vaisselier avec des vitres, et il avait vu... des casques et tout arriver dans la cour, oh mon pauvre ! des mitraillettes... et c'était euh... le commandant quoi qu'il était lui ? celui... celui de Ploubêr 2. Gilbert, Gilbert, n'est-ce pas ? 1. Gilbert peut-être oui
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Jakez Dilinan, ganet e 1931 e Lokmikael, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Tonkedeg.
– Madelen Morvan, ganet e 1935 e Langoad, o chom e Kemperven, tud bet ganet e Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag ar bloavezh all, deus 15 août, e vije... e vije gwinizh da dornañ c'hoazh, eizhtez goude c'hoazh ! met peogwir int forset, peogwir int forset gant an heol kwa, ar greun bihan zo e-barzh
[a ˌblɑwəʒ ˈɑl - des ... ˌviʃe ˌviʃe ˈgwiˑniz də ˈdɔꝛnɑ̃ ˌhwɑs - ˈɛjste ˌhwɑz ˈguˑde - mɛ pu hiɲ ˈvɔꝛsət pu hiɲ ˈvɔꝛsəd gɑ̃ ˈnɛwɔl kwa - ə ˌgɣœˑn ˈbiˑən zo ˌbɑꝛs]
et l'autre année, du 15 août, il y avait... il y avait encore du blé à battre, huit jours après encore ! mais puisqu'ils sont agressés, puisqu'ils sont agressés par le soleil quoi, les petits grains qui sont dedans
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag ar saladen zo... zo aze, met e vije bet mat met tapet 'ma une allergie aze hag eu... n'onn ket da betra, ha renket... on bet eizhtez gant derc'hen da skrapat aze, ma eo douseet met n'on ket aet d'ar medesin
[ag ə zaˈlɑˑn zo zo ˌɑhe mɛ ˌviʃe ˌbe ˈmɑˑd mɛ ˈtɑpə ma ... ˌɑhe ag ə - ˌnɔ̃ kə də ˈbɣɑˑ a ˈɣɛŋkət - hɔ̃ ˌbed ˈɛjste gɑ̃n ˈdɛhɛn də ˈskɣɑpəd ˌɑhe - ma he̞ duˈseˑɛd mɛ ˌnɔ̃ kəd ˌe̞d daꝛ mœˈdœsin]
et les salades qui sont... qui sont là, mais elles auraient été bonnes mais j'ai attrapé une allergie là et euh... je ne sais pas pourquoi, et j'ai dû... j'ai été huit jours à continuer de me gratter là, ça c'est calmé mais je ne suis pas allé chez le médecin
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peogwir herie zo eizhtez 'meus bet anezhañ
[py'gy:ɹ 'hɛje zo 'ɛjste mœz be neɑ̃]
parce que ça fait huit jours aujourd'hui que je l'ai eu
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peotramant loustañ, loustañ kanetinier, 'peus ket bet gwelet se, 'peus ket bet graet se ? loustañ kanetinier pri ? goude e oa arriet kanetinier gwer, a-wechoù e deue ur c'hodellad ganit d'ar gêr met goude a-benn eizhtez e vije loustet tout dit, di... di... diwarnout
[pə’tɑ̃mɑ̃n ’lustɑ̃ ’lustɑ̃ ˌkɑ̃nɛ’tiɲəʁ pøs kə be gwɛl ze pøs kə be gwɛ ze ’lustə kɑ̃nɛ’tiɲəʁ pɾi: ’gu:de wa a’ʁi:ə ˌkɑ̃nɛ’tiɲəʁ gwe:ʁ ’we:ʒo dɛ ho’deləd gə’nid də ge̞:ʁ mɛ ’gu:de bɛn ’ɛjste viʒe ’lustə tud dit di di diwaʁnut]
ou sinon truander, truander des billes, vous n'avez pas vu ça ? vous n'avez pas fait ça ? truandes des billes d'argile ? les billes en verre étaient arrivées après, parfois tu ramenais une poche entière à la maison mais huit jours plus tard on te truandait tout
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'ma... 'ma lâret dezhe « hemañ 'meus troc'het, e oaran ne vez ket re frank, hemañ 'meus troc'het ur rondelenn abaoe eizhtez aze »
[a ma ma 'lɑ:ɹət tɛ: 'hemɑ̃ møs 'tɾɔ:hət 'wɑ:ɹɑ̃ ve kə ɹe vɹɑ̃ŋk 'hemɑ̃ møs 'tɾɔ:hət ɹɔ̃'dɛlən bwe ɛj'ste: 'ɑ:he]
et j'avais... je leur avais dit « celui-ci je l'ai coupé, je sais qu'il n'est pas abondant, celui-ci j'en ai coupé une rondelle depuis huit jours » [pain]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met keit e vezer solut ne vezer... ne vezer ket kozh kwa hein, met sufis eo dit kaout euh... un tamm problem hag e koshaez dek vloaz en ur eizhtez aze kwa
[mɛ kɛjt e vɛ:ʁ 'so̞:lyt vɛ:ʁ vɛ:ʁ kə ko:s kwa ɛ̃ mɛ 'syfiz ɛ dit kɑ:d ə tɑ̃m pʁo̞'blɛm ag ə go'sɑɛz 'degla nɔ̃n 'ɛjste 'ɑhe kwa]
mais tant qu'on est solide [santé] on... on n'est pas vieux quoi hein, mais il te suffit d'avoir euh... un petit problème et tu vieillis de dix ans en huit jours là quoi
Gant : Ifig Raoul, ganet e 1933 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2020, tud bet ganet e Bear / Sant Eler.
Marc'hadour machinoù oa, bet 'neus labouret partout 'ba Bro-Dreger ha Kerne-UhelDastumer : Tangi
-
🔗 eizhtez bennak goude
['ɛjste bəˌnɑ:g 'gu:de]
une huitaine de jours après
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 eizhtez all c'hoazh, a-benn neuze e vefomp arri tost kwa
[’ɛjste al hwas bɛn ’nœ:e vɔ̃m ɑj tɔst kwa]
encore huit jours, et pour alors nous serons presque arrivés quoi [aux mois noirs]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 en ur ober eizhtez sañset e vez komañset gwelet anezhañ
[no̞:ɹ 'ɛjste 'sɑ̃sət ve ko'mɑ̃sə 'gwe̞:lə neɑ̃]
en huit jours normalement on commence à le voir [maïs]
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gant tout euh... euh... an armioù aze zo paotr kaezh, kap int da fontañ ar Bre... euh... an douar en ur eizhtez
[gɑ̃n tud ə ə ə 'nɑʁmjo 'ɑe zo po̞t'kɛ:z kɑb iɲ də 'vɔ̃ntɑ̃ bʁœ ə ən 'du:aʁ nɔ̃n ˈɛjste:]
avec toutes euh... euh... les armes là qu'il y a, mon vieux, ils sont capables de détruire la Bre... euh... la terre en huit jours
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur miz ha... eizhtez
[mi:s a ’ɛjste]
un mois et... une semaine [âge]
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'da lâret din « na petra a larfes diou... din emezi, ma tigouezhfe din mervel a-benn eizhtez amañ – ya met n'it ket da lâret se emezon-me, n'it ket da lâret se – ha petra a rafes te ? – petra a rafen me emezon-me ? feiz, chom da gousket emezon-me, daou... daou pe dri devezh emezon-me, a-raok ec'h afen a-raok emezon-me e rafen daou dortad emezon-me
[a da 'lɑ:ʁəd dĩ na pʁɑ 'lɑʁfɛs diw dĩn mɛj ma di'gwefe dĩ 'meʁwəl bɛn 'ɛjste 'ɑ̃mɑ̃ - ja mɛ ne kə də lɑ:r se 'mɔ̃mɛ ne kə də lɑ:r se - a pʁɑ 'ʁɛfɛs te - pʁɑ 'ʁɛfɛn me 'mɔ̃mɛ fe ʃɔm də 'guskə 'mɔ̃mɛ dɔw dɔw pe dɾi 'dewəs 'mɔ̃mɛ ʁo:k hɛfɛn ə'ʁo:g 'mɔ̃mɛ 'ʁɛfɛn dɔw 'dɔɾtəd 'mɔ̃mɛ]
et elle m'avait dit « qu'est-ce que tu me dirais, dit-elle, s'il m'arrivait de mourir d'ici huit jours ? – oui mais n'allez pas dire ça dis-je, n'allez pas dire ça – et que ferais-tu ? – que ferais-je dis-je ? ma foi, rester dormir dis-je, deux... deux jours ou trois, avant que je ne partes [meures] dis-je, je prendrais deux cuites dis-je
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gant tout euh... euh... an armioù aze zo paotr kaezh, kap int da fontañ ar Bre... euh... an douar en ur eizhtez
[gɑ̃n tud ə ə ə 'nɑʁmjo 'ɑe zo po̞t'kɛ:z kɑb iɲ də 'vɔ̃ntɑ̃ bʁœ ə ən 'du:aʁ nɔ̃n ˈɛjste:]
avec toutes euh... euh... les armes là qu'il y a, mon vieux, ils sont capables de détruire la Bre... euh... la terre en huit jours
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ret e vo dit telefoniñ da Frederique da lâret din, me eo ret din goût hañ ! pas... pas a-benn eizhtez amañ, tri pe bevar devezh, me eo ret din goût kar... kar ma 'deuit ket ac'hann da disul, arc'hoazh n'in ket d'ober komisionoù a-benn arc'hoazh marteze, j'en sais rien, herie e oan e-sell da vont, « non, non », je dis, n'on ket kat da vont
[ʁɛd vo did tele’fo̞:nĩ də fʁede’ʁik də ’lɑ:ʁ dĩ - me e̞ ʁɛd dĩn gu:d ɑ̃ - pas paz be̞n ’ɛjste ’ɑ̃mɑ̃ - tʁi pe ’bɛwaʁ ’dewəs me e̞ ʁɛt tĩn gu:t kaʁ - kaʁ ma ’dekə hɑ̃n di’sy:l - aʁ’hwɑz nĩŋ kə do̞:ʁ ko̞mi’sjɔ̃:no be̞n aʁ’hwɑz ma’te:he - ... ’hɛje wɑ̃n zɛl də vɔ̃n - ... nɔ̃ kɑd də vɔ̃n]
tu devras téléphoner à Frédérique pour me dire, moi je dois savoir hein ! pas... pas dans huit jours, dans trois ou quatre jours, moi je dois savoir car... car si vous ne venez pas avant dimanche, demain je n'irai pas faire de commissions demain peut-être, aujourd'hui j'avais l'intention d'aller, « non, non », je dis, je ne peux pas aller
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'on ket bet 'ba Inter abaoe eizhtez zo
[nɔ̃ kə be ba 'ɛ̃tɛr bwe 'ɛjste so]
je n'ai pas été à Inter depuis huit jours
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eizhtez, pemzektez zo arru
[ɛjs'te: pɛmzɛk'te: zo ɑj]
il y a huit jours, une quinzaine de jours
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2