Klask
« eskob »
Frazennoù kavet : 41
-
👂 🔗 1. ar Maez Gouez 2. ar Maez Gouez 1. a-raok... 2. ar Maez Gouez 1. se zo goude Kroaz an Eskob 2. ar Maez Gouez 1. Croaz Lescop
1. [ˌme̞ˑzˈgwẽˑ] 2. [ˌme̞ˑzˈgwẽˑ] 1. [...] 2. [ˌme̞ˑzˈgwẽˑ] 1. [... ˌkxwaˑzɑ̃ˈne̞skɔp] 2. [ˌme̞ˑzˈgwẽˑ] 1. [ˌkxwaˑzˈle̞skɔp]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.
– Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 1. Kroaz an Eskob neuze zo entre Kroaz ar Varn, ha... hag ar chapel, Chapel ar Sklaerder 2. ya !
1. [ˌkxwaˑzəˈneskɔb ... ˌkxwaˑzaꝛˈvaꝛn – a - ... - ˌʃape̞laˈskle̞ꝛde̞ꝛ] 2. [ya]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.
– Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 1. Kroaz Ewanez 2. Kroaz Ewanez... ha pelec'h emañ se, Kroaz... an Eskob ? 1. neuze Kroaz an Eskob zo entre Kroaz ar Varrenn... ar Varrenn, eu... hag ar Sklaerder, e-lec'h zo savet tiez nevez aze 2. ah, ya ! gwir eo ! a-geñver da Roch-Putio
1. [ˌkxwaˑzeˈwɑ̃ˑne̞s] 2. [ˌkxwaˑzeˈwɑ̃ˑne̞s - ... - ˌkxwaˑzə - ˈneskɔp] 1. [... ˌkxwaˑzəˈneskɔp ... ˌkxwaˑzaˈvaˑʁe̞n - aꝛˈvaˑʁe̞n - ... aꝛˈskle̞ꝛde̞ꝛ - ...] 2. [a ja - ...] 1. [ˌkxwaˑzaˈneskɔp] 2. [... ʁɔʃˈpyco]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant :
– Gireg Konan, ganet e 1951 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Perroz-Gireg.
– Maivon Gwilhou, ganet e 1955 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Bear / Servel.Dastumer : Tangi (2023-10-14)
-
👂 🔗 ya, o klask anezhañ 'h on, koulskoude ec'h anavezan anezhañ, Kroaz an Eskob...
[ja - ... - ... - ˌkxwazˈne̞skɔp]
Perroz-Gireg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Yann-Glaod ar Govig, ganet e 1949 e Perroz-Gireg, o chom e Perroz-Gireg, tud bet ganet e Perroz-Gireg / Ploubêr.Dastumer : Tangi (2023-09-23)
-
👂 🔗 « Ya 'vat ! ya, eme an eskob, ya, kaer eo 'vat, ya, met... met bihan eo memes tra ! » « Ya met lâret 'meus dac'h, amañ zo ur barrouz vihan ha n'eus ket kalz monae kwa. » Ha 'h a d'an oferenn kwa met an iliz a oa lan memes tra, e oa tud 'ba an antre, tout an tiez... tout an dud 'h ae d'an oferenn d'ar c'houlz-se kwa ! Ar bloavezhioù hanter-kant c'hoazh, kar tout an dud 'h ae d'an oferenn pe dost.
[...]
Oui, certes ! oui, dit l'évêque, oui, elle est belle, oui, mais... mais elle est quand même petite ! Oui mais je vous ai dit, ici il y a une petite paroisse et il n'y a pas beaucoup d'argent quoi. » Et il alla à la messe quoi mais l'église était pleine quand même, il y avait des gens dans l'entrée, toutes les maisons... tous les gens allaient à la messe à cette époque-là quoi ! Encore dans les années cinquante quoi, car tous les gens ou presque allaient à la messe.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha pa oa fin an oferenn e oa lâret... graet un tamm prosesion, ha graet un tamm prosesion betek ar groaz 'ba eu... 'ba ar vered aze kwa ! Hag an eskob oc'h arriout douzh ar vered : « Oh ya ! met... ar groaz, emezañ, zo vihan 'vat ! » Oh ! e oa un tamm kroaz vihan. « Ya met... lâret 'meus dac'h, amañ zo ur barrouz vihan, n'eus ket kalz monae, n'eus ket voaien d'ober ur groaz eu... pemp pe c'hwec'h metr hein ! » « Ah bon... »
[...]
Et quand la messe s'était terminée on avait dit... on avait fait une procession, et fait une petite procession jusqu'à la croix dans euh... dans le cimetière quoi ! Et l'évêque était revenu du cimetière : « Oh oui ! mais... la croix, dit-il, est bien petite ! ». Oh ! c'était une tout petite croix. « Oui mais... je vous ai dit, ici c'est une petite paroisse, il n'y a pas beaucoup d'argent, on ne peut pas faire une croix euh... de cinq ou six mètres hein ! » « Ah bon... »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha goude pa oa... fin ar prosesion kwa, i o vont d'ar prespitoar kwa. Ha... prepraret eu... un tamm merenn dezhe kwa. Hag... ar chauffeur hag... an eskob o vont kwa, met 'ba ar gegin vihan, un tamm kegin vihan kwa ! 'oa ket nemet un tamm dao... un daol vihan ha peder gadoar en-dro da... en-dro d'an daol aze. Hag un tamm fournez d'ober... an oaled kwa.
[...]
Et après quand... la procession s'était terminée, ils étaient allés au presbytère quoi. Et... on leur avait préparé euh... un petit déjeuner quoi. Et... le chauffeur et... l'évêque allèrent quoi, mais dans la petite cuisine, une toute petite cuisine quoi ! il n'y avait une toute petite tab... une petite table et quatre chaises autour de... autour de la table là. Et un petit fourneau pour faire... l'âtre quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 « Met ya ! Penaos e oa bet graet a-hend-all, n'eus ket nemet ur gwele hein ! » « Oh ! eme an eskob, oh ! N'eo ket posupl memes tra... » « Ya, met... pa vezomp 'ba ar memes gwele, met ar c'hi a vez 'ba ar c'hreiz ! » « Ar c'hi a vez 'ba ar c'hreiz ? ah, bon !? Ya met, memes tra, emezañ, ur paotr yaouank eveltoc'h-c'hwi, hag ur gaer a blac'h e-kichen dac'h, met penaos e rit pa... arri ideoù drol xxx ( ?) e-kreiz dac'h... »
[...]
« Mais oui ! Comment ferions-nous autrement, il n'y a qu'un lit hein ! » « Oh ! dit l'évêque, oh ! Ce n'est pas possible quand même... » « Oui mais... nous somme dans le même lit, mais le chien est au milieu ! » « Le chien est au milieu ? Ah, bon !? Oui mais... quand même, dit-il, un jeune homme comme vous, et une jolie femme à vos côtés, mais comment faites-vous quand... il vous vient de drôles d'idées xxx ( ?) entre vous deux... »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha neuze e oa... ur beleg 'ba ar barrouz hag a oa... arri 'ba divskouarnioù an eskob, xxx ( ?) penaos hennezh... a blije dezhañ d'evañ ur bannac'h mat. Alies, arri e vije... a-benn an noz e vije futet-mat kwa ! Ha 'na lâret : « Ya, ret e vo din mont d'ober un tamm tro da vont da welet anezhañ, dam da... ».
[...]
Et alors il y avait... un curé dans la commune qui était... arrivé aux oreilles de l'évêque, xxx ( ?) comment il... aimait bien boire son coup. Souvent, il était... il était bien éméché une fois arrivé le soir quoi ! Et il avait dit : « Oui, il faudra que j'aille faire un petit tour pour aller le voir afin de... ».
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Peogwir an eskob a oare penaos e oa kont kwa : « Ah, ya met... gwin mat 'peus ha me a vije kontant da welet... d'ober un tamm tro da... d'ar sellier da welet penaos emañ... xxx ( ?) da golleksionoù boutailhoù aze kar roet 'teus gwin mat din kwa ! ». Hag eñ diskenn da... d'ar sellier kwa, hag o welet kalz a boutailhoù aze. D'ar sellier kwa. Hag e wele kalz a boutailhoù aze.
[...]
Puisque l'évêque savait quelle était la situation quoi : « Ah, oui mais... vous avez du bon vin et j'aimerais bien voir... aller faire un petit tour dans... dans votre cellier pour voir comment il est... xxx ( ?) tes collections de bouteilles là car tu m'as donné du bon vin là quoi ! ». Et il descendit au... au cellier quoi, et il vit beaucoup de bouteilles [vides] là. Au cellier quoi. Et il y vit beaucoup de bouteilles.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 « Oh ! eme an eskob, oh ! xxx ( ?) hag eu... relegoù amañ ! amañ zo relegoù ! ». Hag e oa o komz douzh boutailhoù kwa. « Oh ! eme an eskob, 'rit ket gwad fall ! N'int ket marvet hep bezañ gwelet ar person... »
[...]
« Oh ! dit l'évêque, oh ! xxx ( ?) et euh... que de cadavres ici ! ici il y a des cadavres ! ». Et il parlait des bouteilles [vides] quoi. « Oh ! dit l'évêque, ne vous inquiétez pas ! Elles ne sont pas mortes sans voir le curé... »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Ha Monseigneur Serrand, eñ a oa un den ha... modern a-walc'h kwa, ha 'na lâret : « Bon eu... me a vez partout, 'ba ar parroujoù bras, an ilizoù bras, Landreger, Lannuon, Loudeag, Gwengamp ha... tout ar pardonioù aze. Met ret e vo din mont da welet eu... ar veleien zo 'ba eu... tammoù parroujoù vihan aze. Ar re-se 'welont ket an eskob nemeur kwa ! »
[lɑ̃nˈdʁeˑgəꝛ - lɑ̃ˈnyˑõn - luˈdeˑak - ˈgwe̞mgɑ̃m]
Et Monseigneur Serrand, lui c'était un homme qui était... assez moderne quoi, et il avait dit : « Bon euh... moi je suis partout, dans les grandes paroisses, les grandes églises, Landreger, Lannuon, Loudeag, Gwengamp et... tous les pardons là. Mais il faudra que j'aille voir euh... les prêtres qui sont dans euh... les petites paroisses là. Ceux-là ne voient guère l'évêque quoi ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Se a oa goude ar brezel, ar bloavezhioù... pemp ha daou-ugent aze, pemp ha daou-ugent, hanter-kant. Goude ar brezel aze e oa... an eskob Sant-Brieg aze a oa Monseigneur... Monseigneur Serrand. Me a oa bet koñfirmet gant hennezh 'ba Gwengamp aze kwa.
[zɑ̃mˈbʁiˑe̞g - ˈgwe̞mgɑ̃m]
Ca c'était après la guerre, dans les années... quarante-cinq là, quarante-cinq, cinquante. Après la guerre il y avait... l'évêque de Sant-Brieg là c'était Monseigneur... Monseigneur Serrand. Moi j'avais été confirmé par lui à Gwengamp quoi.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ifig Moriz, ganet e 1935 e Goudelin, o chom e Goudelin, tud bet ganet e ar Merzher / Tregonev.Dastumer : Tangi (2025-05-22)
-
👂 🔗 Milin an Eskob ya ! zo ivez ya, eñ zo stok duzh ar Sied
[ˌmiˑliˈneskɔb ja - ... - ... ˈsije̞t]
ar Vinic'hi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Annig Yekel (al Lojo), ganet e 1928 e Priel, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Planiel / Hengoad.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
👂 🔗 ya, Milin an Eskob
[ja - ˌmiˑlinˈnesko̞p]
ar Vinicˈhi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-20)
-
👂 🔗 hag ar Sied oui, ar Sied zo a-us da... a-us da... Poull... Milin an Eskob
[a ˈsiˑəd ... - ˈsiˑət ... - ... - ... - ˌmiˑlinˈneskɔp]
ar Vinicˈhi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-06)
-
👂 🔗 *Pi#... Milin an Eskob
[... - ˌmiˑlinˈneskɔp]
ar Vinicˈhi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre Garel, ganet e 1932 e Perwenan, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e Tredarzeg / Plougouskant.Dastumer : Tangi (2023-09-06)
-
👂 🔗 Milin an Eskob !
[ˌmiˑlinˈneskɔp]
ar Vinicˈhi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Madelen Gwarin (Gwignañwac'h), ganet e 1936 e ar Vinic'hi, o chom e ar Vinic'hi, tud bet ganet e ar Vinic'hi / ar Vinic'hi.Dastumer : Tangi (2023-09-06)
-
👂 🔗 ah, Prajo an Eskop ya ! aze emañ... ya ! Prajo an Eskob, aze emañ... e-lec'h 'mamp graet eu...
1. [a ˌpɹ̥aˑʒoˈneskɔb ja - ... - ja - ˌpɹ̥aˑʒoˈneskɔp - ... - ...]
Langoad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol Katou, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Peurid / Kemperven.Dastumer : Tangi (2023-09-06)
-
👂 🔗 ya, Komanant an Eskob... pelec'h emañ... an ti-se ? Komanant an Eskob, aze zo ur pezh ti kaer ivez... e-kichen
[ja - ko̞ˌmɑ̃nɑ̃nˈneskɔb - ... - ... - ko̞ˌmɑ̃nɑ̃nˈneskɔp - ...]
Langoad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : If Jelard, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Langoad / Berc'hed.Dastumer : Tangi (2023-08-28)