Klask
« fidedoulle »
Frazennoù kavet : 27
Pajennoù : 1 2
-
🔗 ya, betek 80... 92 a deue ganin, 'ba... 'ba eu... 'ba ma oto vihan, hag eu... n'onn petra all 'ma ivez, 'h aen gant n'onn petra, ha 'h aen gant ar re-seoù... a-dreuz hag a-hed, a-benn ar fin ar mab 'nea lâret din « ah ! emezañ, kazi welloc'h eo dit... bezañ trankiloc'h... » « ac'hanta ya 'vat ! emezon-me, me... me eo mat evel-se din » hag eu... fidedoulle, gant... gant e va... gant e... gant e vazh e oan bet o welet, ha feiz 'ma lâret « ya » dezhañ, hag e oan chomet eno
[...]
oui, jusqu'à 80... 92 [ans] je me débrouillais bien, dans... dans euh... dans ma petite voiture, et euh... je ne sais quoi d'autre j'avais aussi, j'allais avec je ne sais quoi, et j'allais avec ceux-là [véhicules]... un peu partout [litt. en long et en large], pour finir mon fils m'avait dit « ah ! dit-il, ça serait presque mieux... que tu sois plus tranquille... » « eh bien mais oui ! dis-je, moi... moi ça me convient ainsi » et euh... bon sang, avec... avec son bât... avec son... j'étais allé voir avec son bâton, et ma foi je lui avais dit « oui », et j'y étais resté [au foyer]
Gant : titourer dizanv
Dastumer : Tangi (2023-09-13)
-
👂 🔗 ha 'ba ar penn all, 'ba an tu traoñ neuze, fidedoulle ! ar Rozkoad, e oa o chom er Roskoad betek... betek eu... hag an hini... an hini a oa o chom e-barzh a oa... a oa unan bihan hag e vije graet Jeant ar C'hozh Koad diontañ
[... - ... - ... - aˈʁoskwat - ... aˈʁoskwad ... - ... - ... - ... - ... - ... aˈhoskwad ...]
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jozef ar Rouz, ganet e 1936 e Tonkedeg, o chom e Tonkedeg.Dastumer : Tangi (2024-02-29)
-
👂 🔗 ma ket bet nemet unan, ha eo gant ma genitervez 'ma bet anezhi, hoñ 'na leun, hoñ... hoñ... hoñ neuze 'oa ket 'ba hom renk tamm ebet, ha fidedoulle 'na roet unan din-me, met me o c'hoari gantañ ivez, e oan aet da dommañ e dreid dezhañ, ha kroget an tan en ennañ ! non de diou ! ha devet ma boupig, ha sell aze ! oh, e lâran dit-te ! ya, ya, hañ ! truez 'ma bet dezhañ ivez 'vat !
[... - ... - ... - ˌhɔ̃ ˈwɑ kə bah ɔ̃m ˌɣɛŋˤ ˈtɑ̃m bet - ... - ... - ... - ...]
je n'en avais eu qu'une [poupée pour jouer], et c'est avec ma cousine que je l'avais eu, elle en avait plein, elle... elle... elle alors n'était pas du tout de notre rang social, et sapristi ! elle m'en avait donné une, mais moi de jouer avec aussi, et j'étais allée lui chauffer les pieds, et le feu avait pris dedans ! non de diou ! et mon bébé avait brûlé, et voilà ! oh, je te dis ! oui, oui, hein, j'en avais eu pitié !
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ya, fidedoulle 'vat ! met arri zo kalz war ar bortolo... hañ !? ya, se a vez lâret ivez kwa ! pa vez kalz a... a 'nije... a anvioù, hag e vije lâret « dam, arri zo kalz war ar portolo ! »
[waꝛ bɔꝛˈtoˑlo]
oui, bon sang ! mais il y en a un paquet sur la planche... hein !? oui, on dit ça aussi quoi ! quand il y a beaucoup de... on... de noms, et on disait « dame, il y en a beaucoup sur la planche ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Marsela Yakob, ganet e 1926 e Treduder, o chom e Plouzelambr, tud bet ganet e Treduder / Treduder.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar C'hwegadenn, se a vije graet deusonti, ar C'hwegadenn, hag e vije da vont di d'ober eu... d'ober... d'ober labourioù, ya, 'vat ! ah, ya ! fidedoulle ! 'ma ket soñj, ar C'hwegadenn
[ahweˈgɑˑdən - ... - ahweˈgɑˑdən - ... - ... - ... - ... - ahweˈgɑˑdən]
Lokmikael
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Marsela Yakob, ganet e 1926 e Treduder, o chom e Plouzelambr, tud bet ganet e Treduder / Treduder.Dastumer : Tangi (2023-08-09)
-
👂 🔗 Kervazio goude ha bremañ... ya... Kerwazhio... Kerwazhio... fidedoulle 'vat !
[ˌke̞ꝛvaˈziˑo ... - ja - ˌke̞ꝛˈwazio - ˌke̞ꝛˈwazĭo - ...]
Treduder
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ-If ar Bras, ganet e 1949 e Treduder, o chom e Treduder, tud bet ganet e Treduder / Treduder.Dastumer : Tangi (2023-08-09)
-
👂 🔗 ha frejoù ganin, kompren a rez ! peogwir fidedoulle 'oan ket kat da labourat na mann ebet, 'oan ket kat da vann ebet 'vat ! ha... hag eu... e oan manet evel-se te ! setu aze tu vois ? tout ar pezh 'meus bet a-raok ? goude 'meus kollet ma blac'h bihan ha tout ar stal, c'était tout du long, tout du long, tout du long
[a ˈfɹɛːʒo gɑ̃ˌnĩ ˈkɔ̃mpɹe̞ˑs - pyˌgyˑɹ fidəˈdule ˌwɑ̃n kɑt tə laˈbuːɹəd na ˈmɑ̃nbet - ˌwɑ̃n kə ˈkɑd də ˈvɑ̃nbet a - ag ə - wɑ̃n ˈmɑ̃ːnə vəˌse̞ te - ˌsety ˈɑhe̞ ... - ˈtut pez møz be ˌɹo̞ˑk - ˌguˑde møs ˈko̞lət mə ˌblɑxˈpiˑən a tut ˈstɑːl - ...]
et j'avais des frais [à payer], tu comprends ! puisque sacrebleu je ne pouvais pas travailler ni rien, je ne pouvais rien faire ! et... et euh... j'étais restée comme ça pardi ! voilà tu vois ? tout ce que j'ai eu avant ? après j'ai perdu ma chère fille et tout le bazar, c'était tout du long, tout du long, tout du long
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ana Kozhig, ganet e 1929 e Peurid, o chom e Bear, tud bet ganet e Mantallod / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag unan all, 'ma klevet, fin, se zo etrezomp hañ ivez ! e oan 'ba... 'ba eu... 'ba ur stal dilhad 'ba en Gwengamp, hag e oa unan arri oadet hag e oa he merc'h ganti, arri c'hwezek pe seitek vloaz, ha fidedoulle e oa oc'h esa ur robenn ivez hag e oa deut da... da welet ac'hanon da... da c'houll ganin ivez « petra a lârez deu... deus ma merc'h ? » hag-eñ e oa chik, « gant he robenn, emezi, kar... ya, met fort eo un tamm deu... deus ar pelochonoù ! » petra a oa ar pelochonoù ? les seins ! gwelet a rez, ya ! pelochonoù a rae
[a ə ˈnɑl - ma ˈklɛwət - fin ze zo ˌtɾeˑɔ̃m ɑ̃ ˌiˑə - wɑ̃n bah bah ə - bah ˌstɑˑl ˈdijad ban ˈgwɛjɔ̃m - a wa ˈyˑn ˌɑj ˈnwɑːʒət a wa i ˈmɛɹx kɑ̃ti - ˌɑj ˈhweːzɛk pe ze̞jˈtegla - a fidəˈdule̞ wa ˈhɛsa ˈɹoːbən ˌiˑə a wa ˈdœd də də ˌwe̞ld ˈɑ̃ːnɔ̃ də - də ˈhul gɑ̃ˌnĩ iˑe - pɹɑ ˌlɑːɹez dœ dœz mə ˈmɛɹx - eˈgẽ wa ˈʃik - gɑ̃n i ˈɹoːbən me̞j - kaɹ ˌja - mɛt ˌfɔɹd e̞ tɑ̃m dœ dœs pølo̞ˈʃɔ̃no - ˌpɾɑ wa pølo̞ˈʃɔ̃no - ... - ˌgwe̞ˑl ə ɹez ja - pølo̞ˈʃɔ̃no ɹe]
et une autre, que j'avais entendue, enfin, ça c'est entre-nous hein aussi ! j'étais à... dans euh... dans un magasin de vêtements à Gwengamp, et il y avait une personne âgée qui était avec sa fille, ayant dans les seize ou dix-sept ans, et nom d'un chien elle était en train d'essayer une robe aussi et elle était venue... me voir pour... pour me demander aussi « que dis-tu d... de ma fille ? » alors qu'elle était élégante, « avec sa robe, dit-elle, car... oui, mais elle est forte un peu... des « seins » ! » c'était quoi les « seins » ? les seins ! tu vois, oui ! elle disait les « seins »
Gant : Mari ar Gag, ganet e 1932 e Beurleudi, o chom e Bear (Lanneven), tud bet ganet e Beurleudi.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar re a oa oc'h ober ar pont 'ma diskwelet anezhañ, penaos fidedoulle... « eñ, emezon-me, ma signatur emezon-me zo aze », aze e oa fank ha 'mamp naeteet ha 'neva gwelet, « ah ya 'vat, emezañ ! »
[ˈɹe wa ˌhoˑɹ ˈpɔ̃n ma disˈkwe̞ːlə ˈneˑɑ̃ pəˌnɔ̃ːz fidəˈdule - ˌhẽˑ ˈmɔ̃mɛ - ma ziˈɲɑtyɹ ˈmɔ̃mɛ zo ˌɑhe̞ - ˌɑhe̞ wa ˈvɑ̃ŋ tɑ̃ ˈbiˑən a mɑ̃m neˈteˑɛt a ˌneva ˌgwe̞ˑl - a ˌjɑ ha ˌmeˑɑ̃]
ceux qui faisaient le pont je leur avais montré, comment bon sang... « lui, dis-je, ma signature dis-je est là », il y avait de la boue là et nous avions nettoyé et il avait vu, « ah oui, dit-il ! »
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Armand ar Meur, ganet e 1933 e Tonkedeg, o chom e Tonkedeg, marvet e 2023, tud bet ganet e ar C'houerc'had / Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar Gozh Voudenn, ya, ya, ar Gozh Voudenn Bihan hag ar Gozh Voudenn Vras, ar Gozh Voudenn Vras a oa sañset... ti Josfin, hag ar Gozh Voudenn Vihan, eñ a oa ar menaj tal-kichen, hag... ha c'hoazh 'dea 'ba eu... 'ba ar me... 'ba ar Gozh Voudenn Vihan adarre, ar Gozh Voudenn Vihan zo arri... ar Gozh Voudenn Vras bremañ, peneogwir ar menaj eu... tud Michel, fidedoulle, n'eus ket den ebet e-barzh o terc'hen menaj kwa
[ˌgo̞z ˈvuːdən - ˌjɑ - ˌjɑ - go̞z ˌvuˑdən ˈbiˑən a go̞z ˌvuˑdən ˈvɹɑːs - go̞z ˌvuˑdən ˈvɹɑːz wa ˈsɑ̃sət - ˌti ˑ ʒɔsˈfiːn - a go̞z ˌvuˑdən ˈviˑən - ˌhẽ wa ˈmeːneʃ talˈkiʃən - ag a ˌhwɑz dea bah ə - bah mɔ̃ - bah go̞z ˌvuˑdən ˈviˑən aˈdɑɾe - go̞z ˌvuˑdən ˈviˑən zo ˌɑj - go̞z ˌvuˑdən ˈvɹɑːz ˌbɹœmɑ̃ - pənəˌgyˑɹ ə ˈmeːneʃ ə - ˌtyd miˌʃɛl fidəˈdule ˌnøs kə ˈden be ˌbɑɹs ˈtɛhɛn ˈmeːneʃ kwa]
ar Gozh Voudenn, oui, oui, ar Gozh Voudenn Bihan et ar Gozh Voudenn Vras, ar Gozh Voudenn Vras c'était en principe... chez Joséphine, et ar Gozh Voudenn Vihan, ça c'était la ferme à côté, et... et encore qu'ils avaient dans euh... dans la mê... dans ar Gozh Voudenn Vihan de nouveau, ar Gozh Voudenn Vihan est devenu... ar Gozh Voudenn Vras maintenant, puisque la ferme euh... les parents de Michel, bon sang, il n'y a personne dedans à exploiter la ferme quoi
Tonkedeg
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Armand ar Meur, ganet e 1933 e Tonkedeg, o chom e Tonkedeg, marvet e 2023, tud bet ganet e ar C'houerc'had / Tonkedeg.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha neuze dija eu... on... on maeronez deus ar c'hloc'h ya, bremañ 'meus... 'meus ur c'hloc'h ya met eu... ya, roet 'meus un tamm arc'hant ha neuze peneogwir, fidedoulle, 'meus eu... pep hini a gred 'ba ar sort a ra, met eu... ma zad a blije chapel Vre-se dezhañ... spontus kwa ya
[a ˌnœhe deˌʒɑ ə - hɔ̃ hɔ̃ mɛˈɹɔ̃ːnəs tœz ə ˈhlɔx ˌjɑ - ˌbo̞mɑ̃ møz møz ə ˈhlɔx ˌjɑ mɛd ə - ˈjɑ ˌɹoˑə møs tɑ̃m ˈɑɹhɑ̃n a ˌnœhe pynyˌgyˑr fidəˈdule møs ə - poˈpiːni ˌgɹeˑd bah ˌsɔɹd ə ɹa - mɛd ə mə ˈzɑˑd ˌbiˑʒe̞ ˌʃɑpəl ˈvɹeˑ ze ˌdeˑɑ̃ - ˈspɔ̃tys kwa ja]
et alors déjà euh... je suis... je suis marraine de la cloche oui, maintenant j'ai... j'ai une cloche oui mais euh... oui, j'ai donné un peu d'argent et alors puisque, bon sang, j'ai eu... chacun croit ce qu'il veut, mais euh... mon père appréciait cette chapelle de Bre-là... énormément quoi oui
Pederneg
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hag eu... fidedoulle ! bremañ e welan... en em okupan deus... un tamm deus ar chapel met domaj e vije ma... 'h aje en traoñ kar eu... chapel Bre a vez graet kalz a dralala ganti 'vat ! met eu... homañ zo un tamm mat chikoc'h an diabarzh, chapel Maodez
[ag ə - fidəˌdule ˌbo̞mɑ̃ ˌwe̞ˑlɑ̃ - nɔ̃n oˈkypə dœs tɑ̃m dœz ə ˈʃɑpəl mɛ ˈdoməʒ ˌviʒe ma - ˌhɛʃɛ ˈntɹo̞w kaɹ ə - ˌʃɑpəl ˈbɹeˑ ve gɛt ˈkɑlz ə dɹalaˌla gɑ̃nti hat - mɛd ə - ˌhomɑ̃ zo tɑ̃ˌmɑt ˈʃikɔx diaˈbɑɹs - ˌʃɑpəl ˈmoːdəs]
et euh... bon sang ! maintenant je vois... je m'occupe de... un peu de la chapelle mais ce serait dommage si... elle tombait en ruine car euh... la chapelle de Bré on en fait tout un tralala ! mais euh... celle-ci est bien plus belle à l'intérieur, la chapelle de Maodez
Pederneg
Gant : Frañsoaz Kallag, ganet e 1936 e Pederneg, o chom e Pederneg, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Bremañ n'en em wel ket an dud pell pa n'en em anavezont ket hañ. Peogwir... oh, e welez tud o tremen e-barzh an hent met ne oarez ket piv int ha... feiz, n'ez ket da gaozeal gante na mann ebet quoi. Ma'c'h eont d'an oferenn pe un dra bennak, fidedoulle, e deuont ha ec'h eont, an nen a ra memes tra ha mat.
e deuont ha ec'h eont ['dɛŋ a hɛŋ]
Maintenant, les gens ne se voient pas longtemps quand ils ne se connaissent pas. Parce que... Oh, tu vois des gens passer sur la route mais tu ne sais pas qui c'est et... ma foi, tu ne vas pas parler avec eux ni rien. S'ils vont à la messe ou quelque chose, nom d'un chien, ils vont et viennent, on fait pareil et c'est tout.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Ha an tele zo aze ordin, hoñ a deu en-dro pe... troet ar bouton ha evel-se fidedoulle e vez sellet donti, ha ma vezer skuizh o sellet donti, e vez serret he genoù dezhi. Ha ne lavar mann ebet gwech ebet. Outre 'met ar pezh a vez laket da lavaret.
Et la télé est toujours là, elle tourne [= fonctionne] ou... on tourne le bouton et comme ça, nom d'un chien, on la regarde. Et si on en a marre de la regarder, on lui ferme sa bouche. Et elle ne dit jamais rien, en plus de ce qu'on lui fait dire.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 ha goude du-mañ e vije didonet ur bern leueioù, ha fidedoulle e vije graet laezh poultr da reiñ dezhe
[a ’gu:de ’dymə viʒe di’dɔ̃:nə bɛʁn ’lwɛjo a fidə’dule viʒe gwɛ le̞s’pul də ʁɛĩ dɛ:]
et après chez moi on sevrait plein de veaux, et bon sang on faisait du lait en poudre pour leur donner
Gant : Elen ar Gov, ganet e 1931, o chom e Louergad, tud bet ganet e Plounevez-Moedeg / Louergad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 An hini bihan evel ec'h ouzout fidedoulle 'hat, pa oa en e ide sikour ar reoù all ivez, feiz e oa stad ennañ quoi.
[əni’biən vɛl ’huːt fidə’dule hat – pe wa ni ’iːde ’ʃicuʁ ʁe’wal ie – fe wa ’stɑːd ’ne̞nã kwa]
Le petit, comme tu sais, puisqu'il est décidé à aider les autres, il est content.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Unan bihan evel-se, pa deu da soñj dezhañ deus e vamm, fidedoulle, pa'c'h a e vamm kuit, e c'hallez krediñ hardi : ouin ouin. E vez klevet a bep sort sonioù quoi.
[yn’biən vəse pe dø də ʒõʃ ’teã døz i ’vãm – fidədule pe ha i ’vãm ’kwit ’halɛs ’kʁeːdi ’haj (…) – ve ’klɛwə bɔp sɔʁt ’sõːnjo kwa]
Un petit comme ça, quand il pense à sa mère, quand sa mère s'en va, tu peux bien croire que : ouin ouin. On entend toutes sortes de sons.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Deus d'evañ bannac'h eta eme hen-mañ-hen. Daon, ya, me zo a-baouez d'evañ ivez. Daon ya, me 'meus graet ivez, eme egile, ha fidedoulle, ingal eo.
[døs'teːvã 'bãh ta me ˌheˑnmə'heːn – dãwn ja me zo 'bɔwəs 'teːvã iə – dãwn ja me møs 'kwɛd iə me e'giːle – a fidø'dule 'iŋgal e̞]
Viens boire un coup, disait tel-ou-tel. Oui, je viens d'en boire un. Oui, moi aussi, disait l'autre, et nom d'un chien, peu importe.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Pa 'nije paeet unan, egile a baee unan ivez quoi. Ma oant tri pe bevar fidedoulle, muioc'h se a vije.
[pe niʒe 'pe̞əd 'yn e'giːle 'be̞e̞ 'yn iə kwa – ma wãŋ 'tʁi pə 'be̞waʁ fidə'dule 'muɔh se 'viʒe]
Quand l'un avait payé [un coup à boire], l'autre en payait un aussi. S'ils étaient trois ou quatre, nom d'un chien, il y en avait d'autant plus.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
-
👂 🔗 Met se n'eo ket drol te, peogwir a-wechoù zo moaien da boz e dorn, ha e vez rampet ha fidedoulle avat, ec'h afe ba ar stank a-walc'h, met nann nann, gouzout a ouient... gouzout a ouient en em diwall.
[mɛ ze nɛ kə 'dʁoːl te – pəgyːʁ 'we̞ʒo zo 'mwɔjən də 'boz i 'dɔːn – a ve ʁãmpə a fidœ'dule hat – 'hafe bah 'stãŋk waχ – mɛ nãn nãn – 'guːd ə ujɛŋ – guːd ə ujɛŋ nõn 'diwal]
Mais ça ce n'est pas bizarre [étonnant], puisque des fois on pouvait poser sa main et glisser, et nom d'un chien, tomber facilement dans le lavoir, mais non, elles savaient faire attention.
Gant : plac'h, ganet e 1925 e Bear, o chom e Trezelan (Bear), marvet e 2021.
Dastumer : Riwal
Pajennoù : 1 2