Klask
« fiselenn »
Frazennoù kavet : 16
-
👂 🔗 Ha feiz, ma... ma... ma zad-kozh an Daofin, a'neva kaset gantañ... un n'onn petra, 'oa ket hiroc'h evit-se a-hervez. Un tamm koad met eu... tev a-walc'h kwa, tev a-walc'h. Un n'onn petra hag a... skoulmet e penn. 'Oa ket ur fiselenn evel-just, machinet mat kwa. Evel ur gordenn, une cordelette, ma kerez lâret. Hag e penn ar gordeletenn-se e oa ur plomb, 'nea laket un tamm plom. Ha honnezh a oa aet gantañ, evel-se. Aze evel-se, a-dribilh, an tamm koad amañ. Ha f... n'onn petra, a-dreñv gant un tamm plom.
[...]
Et ma foi, mon... mon... mon grand-père Le Dauphin, avait emporté... un je ne sais quoi [espèce de fléau], ce n'était pas plus long que ça à ce qu'il parait. Un morceau de bois mais euh... assez épais quoi, assez épais. Un je ne sais quoi noué au bout. Ce n'était pas une ficelle bien sûr, bien machinée quoi. Comme une corde, une cordelette, si tu veux. Et au bout de cette cordelette il y avait un plomb, il avait mis un morceau de plomb. Et il l'avait emporté, comme ça. Là comme ça, suspendu, le morceau de bois ici. Et ma f... je ne sais quoi, derrière avec le morceau de plomb.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Janed Nikol (Rouvrais), ganet e 1929 e Pleuveur-Bodou, o chom e Pleuveur-Bodou, tud bet ganet e Pleuveur-Bodou / Pleuveur-Bodou.Dastumer : Tangi (2023-10-18)
-
👂 🔗 ha lançon, al lañson, al lañson, pesked bihan gw... gwenn evel-se evel... div wech evel sardined, ha 'h ez gant... gant (ur fosilhon ?) vihan, da... da droc'hañ goemon aze, hag e rez... roudennoù 'ba... 'ba ar sabl, e rez roudennoù 'ba ar sabl, hag e welez... al lañsoned, o lam... o lam... o lampat er-maez, ha... hag e dapez anezhe, da dorn warne diouzhtu, ha int... ha int... hir, hir evel-se, ha pa vezez arri 'ba ar gêr, e walc'hez anezhe, ha... hag e lakeez anezhe... en bev war... dre... dre... o zuioù, war... war ur fiselenn 'ba ar c'hrignol da... da sec'hañ, da sec'hañ, ha goude da... da debriñ gant bara amann
[...]
et le lançon, le lançon, le lançon, de petits poissons bl... blancs comme ça comme... deux fois comme des sardines, et tu vas avec... avec une petite (faucille ?), à... à couper le goémon là, et tu fais... des tranchées dans... dans le sable, tu fais des tranchées dans le sable, et tu vois... les lançons, saut... saut... sauter à l'extérieur, et... et tu les prends, ta main dessus tout de suite, et ils sont... et ils sont... longs, longs comme ça, et quand tu es à la maison, tu les laves, et... et tu les mets... vivant sur... par... par... leur tube digestif, sur... sur une ficelle dans le grenier... à sécher, à sécher, et après à... à manger avec du pain beurre
???
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-22)
-
👂 🔗 Kervalouin zo... zo... zo... zo war bord an hent... zo war bord an hent aze, lec'h... lec'h zo eu... un ti zo a-raok amañ, hag e weli... weli... zo un trakteur 'ba... 'ba... 'ba ar porzh, 'ba al leur, ha... hag en noz e lake ur fiselenn, gant ur bañkardenn war... war ar fiselenn, da diskouez e vez... e vez... e vez serret, 'vo ket barier ebet kwa ! Hennezh eo menaj Kervalouin, menaj Kervalouin zo d'an hini a rae jit amañ
[ˌkɛꝛvaˈluˑin zo - ... - ... - ... - ... - ... ˌkɛꝛvaˈluˑin - ... ˌkɛꝛvaˈluˑin ...]
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 me 'ma bet laket aze evit ar bloaz, ar wech kentañ din da lakat anezhe e-pign, 'oaran ket pet, ah ognon prop hañ ! franchamant ! se a oa brav ya, ya, hep poufal, met evel-se emaint han-se, ha staget deus o lost, pevar pe bemp asambles gant ur fiselenn
[ˌme ma be ˌlɑkəd ˌɑhe̞ wid ˈblɑ - weʃ ˌkentɑ̃ ˌdĩ də ˈlɑkə ˌne̞ ˈpiɲ - waˌɹɑ̃ kə ˌpeˑd a ˌoɲɔ̃n ˈpɹɔb ɑ̃ - fɹɑ̃ˈʃɑ̃mɑ̃n - ˌze wa ˈvɹɑw ja - ja hep ˈpufəl mɛ viˌse mɛɲ ɑ̃ˌse - a ˈstɑˑgə dœz o ˈlɔst - ˈpɛwaɹ pe ˈbɛm ˈsɑ̃məz gɑ̃n fiˈseːlən]
moi j'en avais mis cette année [oignons], c'était la première que j'en suspendais, je ne sais pas combien, ah des beaux oignons hein ! franchement ! ça c'était beau oui, oui sans me vanter, mais donc ils sont comme ça, et attaché par la queue, quatre ou cinq ensemble avec une ficelle
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Padrig Gwerniou, ganet e 1947 e Treglañviz, o chom e Treglañviz, tud bet ganet e Tregrom / Louergad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ne oa ket ur pod-soubenn ivez 'ba ar voest, e boest al lieuse 'h ae div volotenn, div volotenn a vije dit gant da gontell, ar wech kentañ raskal, raskal ar fisel abalamour dezhañ da grogañ, ya ya, ha hennezh bep ma 'h ae « diañw diañw diañw diañw ! » evel-se hag e terc'he d'amarriñ, met Ifig ar Gov neuze 'na... 'na ket bet c'hwitet war fiselenn ebet, hoñ a oa arri kozh
[wa kə put’su:bən ie ma west west ə ljøz hɛ diw vo’lotən diw vo’lotən a viʃe dit gɑ̃n də ’hɔ̃ntəl ə veʃ ’kentɑ̃ ’ɾɑskəl ’ɾɑskəl ’fisəl bɑ̃m deɑ̃ də ’gɾɔ:gɑ̃ ja ja a hẽ̞:z bop hɛ dʲɑ̃w dʲɑ̃w dʲɑ̃w dʲɑ̃w vi’se a ’dɛʁhɛ dɑ̃’mɑɾĩ mɛd ’ifig go: ’nœ:he na na kə be ’hwitət waʁ fi’se:lən bet hɔ̃: wa ɑj ko:s]
ce n'était pas un pot à soupe non plus dans la boîte, dans la boîte de la lieuse allaient deux pelottes, deux pelottes que tu devais, avec ton couteau, racler, racler la ficelle afin qu'elle adhère, oui oui, et celui-là au fur et à mesure qu'il allait « diañw diañw diañw diañw ! » comme ça et il continuait de lier, mais Yves Le Goff alors avait... n'avait jamais râté aucune ficelle, elle était arrivée vieille
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa vi o c'hoari boulloù, pa... pa vez kemeret ar muzul e vez lâret mutiñ anezhi, ya, gant eu... gant eu... gant ur fiselenn evit gwelet pehini eo an hini dostañ da... da... d'ar mestr bihan kwa
[pe i hwɑj 'bulu pe pe ve ke'me:ʁəd ə 'my:zyl ve lɑ:ʁ 'mytĩ nɛj ja gɑ̃n ə gɑ̃n ə gɑ̃n ə fi'se:lən wid 'gwe̞:ləd 'pi:ni e̞ n:i 'dɔstɑ̃ də də də me̞st 'bi:ən kwa] GA
quand tu joues aux boules, quand... quand on prend la mesure on dit « la mesurer », oui, avec euh... avec euh... avec une ficelle pour voir laquelle est la plus proche de... de... du petit quoi
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Glaod an Intañv, ganet e 1942 e Ploubêr, o chom e Kaouenneg.Dastumer : Tangi
-
🔗 lakat ar fiselenn en-dro d'e c'hoûg
['lakə fi'se:lən dʁo di 'huk]
mettre la ficelle à son cou
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 ha goude neuze e veze troet gant... gant ur vazh koad aze, aze e rez apeupre un tamm krabanad kwa apeupre d'ober evel-se aze, ledet kwa, ha goude pa... pa droez anezhañ gant ar vazh kwa e kemerez lec'h e oa ar pennoù kwa abalamour da sevel anezhañ, cheñch tu dezhañ kwa, eñ a oa ul labour, abalamour dezhañ da... d'eogañ kwa evel e vez lâret, da cheñch liv abalamour da... ar fiselenn zo... zo warnañ aze, les fibres kwa evel e vez lâret, ar c'hoad ne dalveze mann ebet kwa
[a ’gu:de ’nœ:e viʒe ’tɾo:əd gɑ̃n gɑ̃n vas’kwɑd ˌɑ:he ’ɑ:he ʁes apœpɹɛ tɑ̃m kʁa’bɑ̃:nat kwa apœpɹɛ do̞:ʁ və’se ˌɑ:he ’le:dət kwa a ’gu:de pe pe ’dɾo:ɛz neɑ̃ gɑ̃n vɑ:s kwa ge’me:ʁɛs le̞h wa ’pɛno kwa bɑ̃m tə ’ze:vəl neɑ̃ ʃɛ̃ʃ ty: deɑ̃ kwa hẽ̞: wa ’lɑ:buʁ kwa bɑ̃m teɑ̃ də ’do:gɑ̃ kwa wɛl ve lɑ:t də ʃɛ̃ʃ liw bɑ̃m tə ə fi’se:lən zo zo waɹnɑ̃ ’ɑ:he lɛ fip kwa wɛl ve lɑ:d ə hwɑd ’dɑ:le mɑ̃n’bet kwa]
et après alors on tournait [le lin] avec... avec un bâton en bois là, là tu fais à peu près une petite poignée quoi à peu près pour faire comme ça là, étalé quoi, et après quand... quand tu le tournes avec le bâton quoi tu attrapes là où sont les bouts quoi pour qu'il le lever, lui changer de côté quoi, ça c'était un travail, afin de le... de le rouir quoi comme on dit, pour changer de couleur afin que la ficelle qui est... est dessus là, les fibres quoi comme on dit, le bois ne valait rien quoi
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 boñ, e rez un tamm toull 'ba ar beg hag e dremenez anezhi dre da c'hrefenn, ha neuze e lakez ur fiselenn da derc'hen anezhañ, harzañ anezhañ da gouezhañ
[bɔ̃: ɾe̞s tɑ̃m tul bah bek a dɾe’me:ne̞z nɛj dɾe də ’hɹɛfən a ’nœ:he ’lɑke̞s fi’se:lən də ’dɛɹhɛn neɑ̃ ’hɑɹzə neɑ̃ də ’gwe:ɑ̃]
bon, tu fais un petit trou au bout et tu le [morceau de sac de jute] passes par ton greffon, et alors tu mets une ficelle pour le tenir, l'empêcher de tomber
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 a-benn neuze e veze staget o lost gant o... gant fiselenn da ampich kas kaoc'h saout 'ba da vizaj
[bɛn ’nœ:he viʒe ’stɑ:gəd o lɔst gɑ̃n o gɑ̃n fi’sɛ:lən pa viʒe lu:z o lɔst də ’ɑ̃mpiʃ kɑs kɔh sowt ba də ’viʒəs]
pour alors on attachait leur queue avec leur... avec de la ficelle quand leur queue était sale, pour empêcher qu'elle ne t'envoie de la bouse à la figure
Gant : Janin an Aodren, ganet e 1939 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned / Prad.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 neuze e pozez da fiselenn war da gernioù
['nœhe 'po:zɛs tə fi'sɛlən war də 'hɛrɲo]
alors tu poses ta ficelle sur les angles
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 goude e lakez da fiselenn, 'ta ket ezhomm da blomañ goude
[’gu:de ’lɑkɛs tə fi’sɛ:lən ta kəd e:m də ’blo̞mɑ̃ ’gu:de]
après tu mettais ta ficelle, tu n'avais pas besoin de plomber ensuite
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ha neuze 'mije... sachañ war ar fiselenn d'ober d'aretiñ an traoù
[a 'nœhe miʒe 'ʒɛʃɑ̃ war 'fi'se:lɛn do:r da'rɛti ntɾɛw]
et alors j'avais à... tirer sur la ficelle pour arrêter les choses [la mécanique]
Gant : Ivona ar Moulleg, ganet e 1916 e ?, o chom e Sant Laorañs, marvet e 2018.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar fiselenn hag an amarrer n'amarre ket ken, hag e oa arri fiselenn al lieuz d'ober tro ar park
[ə fi’se:lən ag ə nɑ̃’mɑɾər nɑ̃’mɑɾe kə ken a wa ɑj fi’se:lən ljøz do:r tɾo pɑrk]
la ficelle et la machine à lier ne liait plus, et la ficelle commençait à faire le tour du champ
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ur fagodenn a rae gant ur fiselenn
[vo'go:n ɾɛ gɑ̃n fi'se:lən]
elle faisait un fagot avec une ficelle [faucheuse]
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Un espes rod a oa en-dro ha neuze, honnezh, ha e serre bep da 'h ae, e droc'he, ar machin a droc'he gwinizh da gentañ, ha neuze ar rod a deue en-dro ha neuze e lakae anezhe da vont e-barzh, da vont e-barzh ar machin, abalamour dezhe da en em serriñ un tamm bihan, ha neuze, goude gant ur fiselenn neuze, ar fiselenn a rae he skoulm quoi, abalamour da derc'hen ar fagodenn quoi, ha neuze goude e skoe anezhe en-dro. Ha neuze e derc'he da vont evel se quoi.
'N èspes rod oa 'ndro, a neuzé, hoñs, a sèrré bop te 'h ê, drohê, machin drohê gwinis de gèntañ, a neuzé rod dé 'ndro, a neuzé lakê nè de von bars, de von bah machin, bañw tè de non sè(rr)iñ tamm bïen, a neuzé, goudé gan fisélenn neuzé, fisélenn rè i skourm quoi, bañw te dèrhen vagoenn quoi, a neuzé goudé skoé nè 'ndro. A neuzé dèrhé de von vesé quoi.
Il y avait une sorte de roue autour, et elle ramassait à mesure qu'elle avançait, d'abord la machine coupait le froment, ensuite la roue tournait et le faisait rentrer dans la machine, pour qu'ils soient ramassés, et ensuite la ficelle faisait un noeud, pour maintenir le fagot, et alors elle les expulsait. Et elle continuait comme ça.
Gant : plac'h, ganet e 1946 e Trezelan (Bear), o chom e Pederneg, tud bet ganet e Bear.
Dastumer : Riwal