Klask
« gleout »
Frazennoù kavet : 21
Pajennoù : 1 2
-
🔗 gleout
gléout /
[gleut] /
devoir
Dastumer : Julien
-
🔗 gleout a ra goût
[gle: ʁa gu:t]
il doit savoir
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gleout
['gle:ut]
devoir [argent]
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gleout a ra dont
[gle ra dɔ̃n]
il doit venir [en principe]
Gant : titourer dizanv
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gleout a ra bezañ
[kle ra 'beɑ̃]
elle doit être [chez elle en ce moment]
Gant : Aleñ Toudig, ganet e 1968 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gleout a rajes bezañ goullet se gant Nicole
[kle ’ʁɛʃɛz ’be:ɑ̃ ’gulə 'ze gɑ̃n ni’kɔl]
tu aurais dû demander à Nicole
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gleout a ra bezañ
[kle ra 'beɑ̃]
ça doit être ça
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gleout a raje mont a-du gant ar skolaer, ha neuze an hini bihan...
[kle 'ʁaʃe mɔ̃n dy: gɑ̃n sko'lɛ:ʁ a 'nœ:he n:i 'bi:ən]
elle devrait [mère d'élève] aller dans le sens de l'enseignant, et alors le petit...
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha 'na lâret evel-se « sell 'ta ! gleout a ra bezañ an tan... an tan bezañ krog met krog eo da divogediñ », hag egile gant e c'henou bras 'ba an tu all « ya, emezañ, tiez bras Runan emezañ, gwelet a rez, muioc'h a voged evit a dan »
[a na lɑ:ɹ və'se - sɛl ta kle ɹa 'be:ɑ̃ ntɑ̃:n ntɑ̃:n 'be:ɑ̃ kɾɔ:g mɛ kɾɔ:g e̞ ˌdivo'go:dĩ ag e'gi:le gɑ̃n i 'he:no bɹɑ:s ban ty al - ja meɑ̃ 'ti:e bɹɑ:z ɹu'nɑ̃n meɑ̃ gwe̞:l ə ɹe̞s 'my:ɔh 'vo:gə wi dɑ̃:n]
et il avait dit comme ça « tiens donc ! le feu doit être... allumé mais il commence à fumer », et l'autre avec sa grande gueule de l'autre côté « oui dit-il, les grande maison de Runan dit-il, tu vois, plus de fumée que de feu »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gleout a ra bezañ tapet anezhañ
[gle ra 'beɑ̃ 'tɑpɛd 'neɑ̃]
il doit l'avoir attrapé [gagné le maillot à pois]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gleout a ra bezañ unan all
[gle ra 'beɑ̃ nal]
il doit y en avoir un autre
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gleout a rajen en em diskuizhañ
[gle 'raʃɛn nɔ̃n dis'kwi:zɑ̃]
je devrais me reposer
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gleout a ra bezañ
[kle ə ra 'beɑ̃]
elle doit être...
Gant : Jañ-If ar Bihan, ganet e 1946 e Bear, o chom e Lannuon, tud bet ganet e Bear / Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gleout a ra bezañ fin aze bremañ
[gle rɑ 'beɑ̃ fin 'ɑhe 'bœmɑ̃]
ça doit être fini là maintenant
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gleout a rajemp bezañ bet lâret
[kle 'rɑʃɛm 'beɑ̃ be 'lɑ:rət]
nous aurions dû dire
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gleout a rajemp bezañ gelvet le chef
[kle ə ’rɑʃɛm ’beɑ̃ ’gɛlwɛt lə ʃɛf]
nous aurions dû appeler le chef
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
🔗 gleout a ra bezañ unan dindan
[gle ra 'beɑ̃ yn di'nɑ̃:n]
il doit il y en avoir un en-dessous
Gant : Frañswa ar Bihan, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me n'onn ket hag-eñ n'emañ ket ar rozell aze ivez, gleout a ra bezañ
[me nɔ̃ kə gẽ: mɑ̃ kə ’ro:zəl ’ɑhɛ ije kle ra ’beɑ̃]
moi je ne sais pas si le racloir à crêpes n'est pas là non plus, il doit l'être
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 gleout a rez gwinkal du-hont
[kle ə rɛz 'gwiŋcəl 'dyən]
tu dois t'agiter là-bas [enfant qui remue sur les genoux]