Klask
« gonezet »
Frazennoù kavet : 23
Pajennoù : 1 2
-
🔗 Den ebet neus gonezet ha den ebet 'neus kollet.
Dén bét neus gonéèt a dén bét neus koleut.
[den bet nøs goneɛt a den bet nøs kolət]
Personne n'a gagné et personne n'a perdu.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Gonezet 'deus o devezh.
Gonér deus o déweus.
[goneʁ døs o dewəs]
Ils ont gagné leur journée. (en remportant une somme d'argent à un jeu)
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 gonit, gonezet
gonit / gonèr
[gonit]/ [gonɛʁ]
gagner
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
🔗 Gonezet 'meus ur bern.
Gonèr meus bèrn.
[gonɛʁ møs bɛʁn]
J'ai beaucoup gagné.
Gant : Ivona Toudig, ganet e 1934 e Kawan, o chom e Bear, tud bet ganet e Komfort / Prad.
Dastumer : Julien
-
🔗 Gonezet 'meus un tamm mat.
Gonèr meus tan-m mat.
[gonɛʁ møs tãm mat]
J'ai bien gagné.
Gant : Ifig ar Bihan, ganet e 1915 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2012, tud bet ganet e Bear /.
Dastumer : Julien
-
👂 🔗 Ar pod kentañ 'ma bet, 'ma... 'ma roet ur vazhad dezhañ. E oa... e oa kouezhet ur... ur yar. En peluche ! En peluche. Ha pa oan arriet en traoñ duzh ar poteau, me 'ma diskennet, e oa lâret din 'ma gonezet ur yar. Hag e oa diskouezet ur yar en peluche din. Met... met e oa lâret din goude... Met... met... ar yar en peluche a oa evit lakat 'ba ar pod. Hag e oa roet ur yar... ur yar gwir din.
Le premier pot que j'avais eu, j'avais... je lui avais donné un bon coup. Était tombée une... une poule. En pluche ! En peluche. Et quand j'étais descendu du poteau, moi j'avais descendu, on m'avait dit que j'avais gagné une poule. Et on m'avait montrée la poule en peluche. Mais... mais on m'avait dit après... Mais... mais la poule en peluche c'était pour mettre dans le pot. Et on m'avait donné une poule... une vraie poule.
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 Ha 'ma gonezet-me ma boutailhad win. Me 'ma laket anezhañ war ma skoaz. Et... ha 'ma... ha 'ma ket nemet ugent vloaz. 'Ma ket ugent vloaz c'hoazh memes, toujust. Ha 'wele ket paotr ar Groaz Wenn, If Adam, nemet Loui... Louis ar Meur, ha U... ha ma... ha ma vreur, a oa kontet... costauds ! Hag e oa manet If Adam... estonet pa 'na gwelet 'oa ket kap an daou all d'ober ha me... ha me 'ma graet !
[ˌgwazˈwe̞n]
Et moi j'avais gagné ma bouteille de vin. Moi je l'avais mis sur mon épaule. Et... et je n'avais... et je n'avais que vingt ans. Je n'avais même pas vingt ans encore, à peine. Et le gars de ar Groaz Wenn, If Adam, ne voyait que Loui... Louis Le Meur, et Eu... et mon... et mon frère, qui étaient considérés... costauds ! Et Yves Adam en était resté... coi quand il avait vu que les deux autres n'étaient pas capables de le faire et moi... et moi je l'avais fait !
Lanvaodez
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Jañ Jelard, ganet e 1928 e Pleuvihan, o chom e Lanvaodez, tud bet ganet e Pleuvihan / Pleuvihan.Dastumer : Tangi (2023-11-15)
-
👂 🔗 met goude pa oa marv ma dad eu... eu... droed 'mamp da viret daou devezh-arat douar, ha feurmiñ ar peurrest, ha 'meump feurmet anezhe d'ur menajer tal-kichen aze, met petra a rin deus daou devezh-arat douar ? ha 'ma soñjet eu... kemer deñved hag abaoe 'meus deñved ! ha feiz, evel-se, boñ... oh ! 'c'honezan ket eu... 'vez ket gonezet hañ ! met añfin, kement ha en em okupiñ ha miret... c'hoant 'meus da viret eu... douar gant an ti, an deiz ma vo gwerzhet an ti-mañ e vo douar da-heul
[...]
mais après quand mon père était mort euh... euh... nous avions droit de garder un hectare de terres, et louer le reste, et nous les avons loué à l'agriculteur à côté là, mais que ferai-je d'un hectare de terres ? et j'avais pensé euh... prendre des moutons et depuis j'ai des moutons ! et ma foi, comme ça, bon... oh ! je ne gagne pas euh... ça ne gagne pas hein ! mais enfin, tant qu'à s'occuper un peu et garder... j'ai envie de garder euh... du terrain avec la maison, le jour où cette maison-ci sera vendue, il y aura du terrain avec
Gant : Mari Riou, ganet e 1944 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned / Plûned.
Dastumer : Tangi (2023-08-16)
-
👂 🔗 gwerzhet 'na anezhañ ivez, ha 'na gon... gonezet... eu... kant mil lur warnañ
[ˈgwɛɹzɛ na ˌneˑɑ̃ ˌiˑə - a na gɔ̃ - gɔ̃ˈneˑət - ə - kɑ̃n ˈmil ˌlyˑɹ waɹnɑ̃]
il l'avait vendu aussi, et il avait gag... gagné... euh... cent mille francs dessus
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Ana Kozhig, ganet e 1929 e Peurid, o chom e Bear, tud bet ganet e Mantallod / Langoad.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha fidamdou ! eñ 'na kemeret tout aze met... pa e oa arri amañ, 'na prenet eu... daou bull bihan, daou bull moyen kwa, hag e renke lakat daou bull evit tennañ... evit... evit tennañ eu... ar souchennoù deus... deus an touflez, pa oa arriet 'ba... 'ba... 'ba ar Bod Derv aze, betek ar Bod Derv 'h a Mousteruz, e oa foutu-tout e... e... e bulloù, 'na ket gonezet gwenneg ebet
[a ˌfidəmˈdu - ˌhẽ na keˌmɛˑɹɛt ˈtud ˌɑˑe mɛ - pe wa ˌɑj ˈɑ̃mɑ̃ - na ˈpɹeːnəd ə ˌdo̞w byl ˈbiˑən - ˌdo̞w byl ... kwa - a ˌɹɛŋkɛ ˈlɑkəd do̞w ˈbyl wi ˈtɛnɑ̃ - wit wit ˈtɛnɑ̃ ə - suˈʃeno dœz dœz ən ˈtufle - pe wa ˈɑjə bah bah bah boˈdɛɹv ˌɑhe - ˌbetɛg boˈdɛɹv ha ˌmusteˈɾyˑ - wa ˈfuty ˌtud i i i ˈbylo - ˌna kə gɔ̃ˈneˑəd ˈgwɛnɛg ˌbet]
et bon sang ! il avait tout pris là mais... quand il était arrivé ici, il avait acheté euh... deux petits bulls, deux bulls moyens quoi, et il devait mettre les deux bulls pour enlever... pour... pour enlever euh... les souches du... du fossé, quand il était arrivé à... à... à ar Bod Derv là, Mousteruz va jusqu'à ar Bod Derv, ses... ses... ses bulls étaient complètement foutus, il n'avait pas gagné le moindre sou
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Andre ar Filous, ganet e 1931 e Peurid-ar-Roc'h, o chom e Mousteruz, marvet e 2024, tud bet ganet e Mantallod / Rospez.
bet maer Mousteruz e-pad ur pennad-matDastumer : Tangi
-
👂 🔗 bepred e vezan pedet... da Gawan, gant Moris, hag eu... 'ma kavet eu... Prad, Roje Prad, maer... maer... eñ a oa maer d'ar c'houlz-se c'hoazh, ha 'ma lâret dezhañ, « an deizioù all... » se a oa bloaz an eleksionoù, « an deizioù all eu... esa adkomañs se neuze ? » hag eu... « marteze ! emezañ », 'oa ket... 'oa ket sur deus e jeu tamm... tamm ebet, ha 'oa ket... bet e oa paket ivez kwa, ha se 'neus eu... feiz, 'neus eu... se 'neus gonezet an nerfs, hennezh zo marvet e-skeud-se, an drubuilh
[ˈbopə ve̞n ˈpeːdət - də ˈgɑwɑ̃n - gɑ̃n moˈɹis - ag ə ma - ma ˈkɑːd ə pɹɑt - ˌʁoʒeˈpɹɑt - ˈmɛːɹ ˈmɛːɹ - hẽ wa ˈmɛːɹ də ˈhulsːe hwas - a ma ˈlɑːɹ ˈdeˑɑ̃ - ˌndejoˈɑl - ze wa ˈblɑː ən elɛkˈsjɔ̃ːno - ˌdejoˈɑl ə - ˈhe̞sa hatˈko̞mɑ̃s se ˈnœˑe - a ə - maˈtehe ˈmeˑɑ̃ - ˌwakə ˌwakə ˈzyːɹ dəz i ˈʒœː tɑ̃m - ˈtɑ̃m bet - a ˌwakə - be wa ˈpɑkəd ˈie kwa - a ze nøz ə - feː nøz ə - ze nøz gɔ̃ˈneːəd ˈnɛɹ - ˈhẽːs so ˈmɑɹwə skœdˈze - ən ˈdɾyːbyj]
je suis toujours invité... à Kawan, par Moris, et euh... j'avais trouvé euh... Prat, Roger Prat, le maire... le maire... il était encore maire à cette époque-là, et je lui avais dit, « dans les jours qui viennent... », c'était l'année des élections, « dans les jours qui viennent euh... [tu vas] essayer de recommencer ça alors ? » et euh... « peut-être ! » qu'il avait dit, il n'était pas... il n'était pas sûr de son coup... pas du tout, et il n'était pas... il avait été battu aussi quoi, et ça a euh... ma foi, ça a euh... ça a gagné les nerfs, celui-là est mort suite à ça, le tracas
Gant : Pier Gotie, ganet e 1938 e Plûned, o chom e Plûned, tud bet ganet e Plûned, Kawan.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha ma breur a oa (letision ?), eñ 'neus gonezet milionoù
[a ma vɾœ:ʁ wa leti’si:ɔ̃n hẽ̞: nøz gɔ̃’ne:ət mi’ljɔ̃:no]
et mon frère était (électricien ?), il a gagné des millions
???
Gant : Michel Talgen, ganet e 1951 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Plûned.
Brezhoneg brav ha distaget evel tud kozh-kozh, distummañ a ra geriennoù avat.Dastumer : Tangi
-
🔗 gonezet 'teva da devezh !
[gɔ̃'ne:ət teva də 'dewəs]
tu avais gagné ta journée [accident] !
Gant : Lusiena ar C'harluer, ganet e 1928 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2021, tud bet ganet e Tonkedeg / Plûned.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 met egile alies-a-wech a rey un devezh mat ha 'no ket gonezet mann ebet e-barzh
[mɛd e'gi:le a'li:əz weʃ ɹɛj 'dewəz mɑt a no kə gɔ̃'ne:əd mɑ̃n be bɑʁs]
mais l'autre souvent il fait une grosse journée et il ne gagne rien au bout
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 bet on o c'hoari mat eu... me 'meus gonezet e Toulouse tri bloaz diouzhtu
[bed ɔ̃ hwɑj mɑ:d ə me møs gɔ̃’ne:ət tu’luz tɾi bla dy’sty:]
à une époque j'ai bien pratiqué euh... j'ai gagné à Toulouse trois années de suite
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 me zo o c'honit ma... me a bae amañ ha me... te 'to gonezet du-hont hag e-giz-mañ e-giz-hont
[me zo ’hɔ̃:nid mə me bɛ: ’ɑ̃mɑ̃ a me te to hɔ̃’ne:əd ’dy:ən a ’gimɑ̃ ’gisɔ̃n]
moi je gagne ma... moi je paye ici et moi... toi tu auras gagné là-bas et patati et patata
Gant : Eme Toudig, ganet e 1937 e Plûned, o chom e Bear, tud bet ganet e Pederneg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 peogwir 'meus gonezet tout, tout ar c'herioù prest a-walc'h
[py'gy:r møz gɔ̃'neət tut tut 'ke̞rjo pre̞st ə'wɑh]
puisque j'ai gagné tout, toutes les villes quasiment
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ma vije bet graet hennezh eeun e vije bet aet tremen ur metr war-dreñv, e-kichen evel-se int (biskorn ?), aet war-dreñv ya, hag e vije bet gonezet hag evel-se emaint a-skizh evel e vez lâret tout kwa
[ma viʒe be gwɛt hẽ̞:z ’ɛ̃:vən viʒe bed ɛd ’tɾemɛn mɛt waɹ dɾẽ: ’kiʃən və’se hɛɲ ’biskɔɹn - ɛd waɹ’dɾẽ̞: ja a viʒe be gɔ̃’ne:əd a və’se mɑ̃ɲ ski:s wɛl ve lɑ:t tut kwa]
si celui-là [mur] avait été fait droit il serait passé plus d'un mètre en arrière, alors que comme ça ils sont (biscornu ?), reculé oui, et on aurait gagné, et comme ça ils sont complètement de biais comme on dit quoi
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ar re-mañ 'meus gonezet, hemañ o c'hoari voulloù
[ʁemɑ̃ mœz gɔ̃’ne:ət kwa ’hemɑ̃ hwɑj ’vulo]
ceux-ci je les ai gagnés, celui-ci en jouant aux boules
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
🔗 eñ 'neus gonezet bern arc'hant en ur werzhañ loened
[hẽ: nøz gɔ̃’neɛd bɛrn ’ɑrhɑ̃n nɔ̃n ’wɛrzɑ̃ ’lwɛ:nət]
il a gagné beaucoup d'argent en vendant des bêtes
traduction
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2