Klask
« hañval »
Frazennoù kavet : 35
Pajennoù : 1 2
-
👂 🔗 geo, geo, geo ! me a lârfe se Pont Houarniou, me 'mije lâret se, met Roudouarniou n'eo ket hañval deus mann ebet hañ !
[... - ... - ˌpõnuˈaꝛɲu ... - ... - ... ˌɹuduˈaŋu ...]
Langoad
Frazenn dastumet e-maez Bro-Vear
Gant : Paol Katou, ganet e 1936 e Langoad, o chom e Langoad, tud bet ganet e Peurid / Kemperven.Dastumer : Tangi (2023-09-06)
-
👂 🔗 ar memes aer 'deuint met n'int ket hañval
[ˌmɔ̃məz ˈɛːɹ dɑ̃ɳ mɛ ˌnɛɲ cə ˈhɑ̃ːval]
ils ont le même air mais ils ne sont pas pareils [deux frères]
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 luzern saovaj, hañval deus luzern hañ
[lyzɛɹn 'ʒo:vaʃ 'hɑ̃:val e̞ dəz ly'zɛɹn ɑ̃]
de la luzerne sauvage, ça ressemble à de la luzerne hein
Gant : Janed Merrien, ganet e 1936 e Koadaskorn, o chom e Bear, tud bet ganet e Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa 'deuint tapet komañs tennañ digantañ pelec'h ha petra a oa bet kwa, ha feiz... neuze e oa goulennet gantañ xxx (?) eñ 'na lâret e oa bet ba ar maternite, « ha petra zo bet ? ur paotr bihan ? ur plac'h bihan ? hein ? ha deus piv eo hañval ? deus e dad pe deus e vamm ? » hag eñ respont « deus e dad-kozh emezañ, blevenn ebet war e benn emezañ, dant ebet en e c'henoù ! »
[pe dœɲ ’tɑpət ’komɑ̃s ’tɛ̃nɑ̃ di’gɑ̃ntɑ̃ ple̞h a pɾɑ wa bet kwa a fe: ’nœ:he wa ’gu:lət kɑ̃tɑ̃ ??? ẽ̞: na lɑ:ʁ wa bed bah matɛʁ’nite ɑ pɾɑ zo bet ə pot ’pi:ən plɑh ’pi:ən hɛ̃ a dœs piw hɛ ’hɑ̃:vəl dœz i dɑ:t pe dœz i vɑ̃m a hẽ̞: ’ʁespɔ̃n dœz i dɑt’ko:z meɑ̃ ’blɛwən bed waʁ i bɛn meɑ̃ dɑ̃n be ni ’he:no]
quand elles ont réussi à commencer à lui tirer les vers du nez, où et quoi, ma foi... alors on lui avait demandé xxx (?), il avait dit qu'il avait été à la maternité, « et qu'est-ce que c'est ? un petit gars ? une petite fille ? hein ? et il ressemble à qui ? à son père ou à sa mère ? » et lui de répondre « à son grand-père dit-il, pas un cheveu sur la tête dit-il, pas une dent dans la bouche ! »
???
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 pa 'deuint tapet komañs tennañ digantañ pelec'h ha petra a oa bet kwa, ha feiz... neuze e oa goulennet gantañ xxx (?) eñ 'na lâret e oa bet ba ar maternite, « ha petra zo bet ? ur paotr bihan ? ur plac'h bihan ? hein ? ha deus piv eo hañval ? deus e dad pe deus e vamm ? » hag eñ respont « deus e dad-kozh emezañ, blevenn ebet war e benn emezañ, dan ebet en e c'henoù ! »
[pe dœɲ 'tɑpət 'komɑ̃s 'tɛ̃nɑ̃ di'gɑ̃ntɑ̃ ple̞h a pɾɑ wa bet kwa a fe: 'nœ:he wa 'gu:lət kɑ̃tɑ̃ ??? ẽ̞: na lɑ:ʁ wa bed bah matɛʁ'nite ɑ pɾɑ zo bet ə pot 'pi:ən plɑh 'pi:ən hɛ̃ a dœs piw hɛ 'hɑ̃:vəl dœz i dɑ:t pe dœz i vɑ̃m a hẽ̞: 'ʁespɔ̃n dœz i dɑt'ko:z meɑ̃ 'blɛwən bed waʁ i bɛn meɑ̃ dɑ̃n be ni 'he:no]
quand elles ont réussi à commencer à lui tirer les vers du nez, où et quoi, ma foi... alors on lui avait demandé xxx (?), il avait dit qu'il avait été à la maternité, « et qu'est-ce que c'est ? un petit gars ? une petite fille ? hein ? et il ressemble à qui ? à son père ou à sa mère ? » et lui de répondre « à son grand-père dit-il, pas un cheveu sur la tête dit-il, pas une dent dans la bouche ! »
Gant : Lusieñ Minous, ganet e 1926 e Brelidi, o chom e Bear, marvet e 2024, tud bet ganet e Sant Laorañs / Koadaskorn.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 1. me n'onn ket, deus piv int hañval avat, ne oaran ket 2. ne oarez ket deus piv int hañval ? 1. dioute o-unan bepred 2. ya, se da gomañs
1.[me nɔ̃ kə dəs piw hiɲ ’hɑ̃:vəl hat wa’ɹɑ̃ kət] 2. [wa’ɹɛskə dəs piw hiɲ ’hɑ̃wəl] 1. [djɔ̃ntɛ o’hy:n ’bopət] 2.[ja ze də ’gomɑ̃s]
1. moi je ne sais pas, à qui ressemblent-ils ? je ne sais pas 2. tu ne sais pas à qui ils ressemblent ? 1. à eux-mêmes toujours 2. oui, pour commencer
Gant :
– Alis Maledan, ganet e 1927 e Trezelan, o chom e Bear.
– Ivon Maledan, ganet e 1931 e Trezelan, o chom e Bear.Dastumer : Tangi
-
🔗 E delioù zo hañval deus al lizeron, e gwrizioù evel patatez.
I dèlyo zo hanveul deus liseron-n, i gwiryo vèl patateus.
[i dɛljo zo hãvəl døs lizeʁõn i gwiʁjo vɛl pa’ta:təs]
Ses feuilles ressemble au liseron et ses racines aux patates.
Gant : Yves Pichouron, ganet e 1926, o chom e Bear.
Dastumer : Julien
-
🔗 Hañval deus ar ganig met brasoc'h eo.
[ˈhɑ̃vəl døs gãˈnitʲən mɛ ˈbʁasoχ ɛ]
Qui ressemble au canard mais elle est plus grande. [l'oie]
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 hañval deus
['hɑ̃wəl døz]
semblable à
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
🔗 Hañ ? Te a zo ur c'hwil bihan, hañ ? Ya hañ ? deus piv eo hañval ? deus e dad pe deus e vamm ? (T : Deus e... deus e vamm kentoc'h !) Ah ya ma 'h eo ur marmouz bihan ya lâr se ya ! gwelloc'h eo lâr (?) se hañ !
[ɑ̃ te zo wil ˈbiən ɑ̃ ja ɑ̃ døs piw e̞ ˈhɑ̃vəl døs i dɑːd pe døs i vɑ̃m ɑ̃ ja ma ɛ ˈmaʁmuːs ˈbiən ja lɑːʁ ze ja welɔχ ɛ zɑːd ze ɑ̃]
Hein ? Tu es un petit espiègle, un petit filou, hein ? Oui, hein ? Oui hein ? À qui il ressemble ? À son père ou à sa mère ? (T : À sa mère plutôt !) Ah oui si c'est un petit coquin oui il vaut mieux dire ça !
Gant : paotr, ganet e 1951 e Pabu, o chom e Bear, tud bet ganet e Runan / Sant Laorañs.
O chom en Bear abaoe 'neus 4 bloaz.Dastumer : Julien
-
🔗 paotr bihan koant, n'eo ket hañval na deus e dad na deus e vamm !
[pɔt ’piən kwɑ̃n nɛ kə ’hɑ̃:vəl na dəz i dɑ:d na dəz i vɑ̃m]
le mignon petit garçon, il ne ressemble ni à son père ni à sa mère [humour]
Gant : Jañ ar Wern, ganet e 1934 e Bear, o chom e Sant Laorañs, tud bet ganet e Bear / Ploueg.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 n'eo ket linad eo kar hañval a oa dioutañ avat
[nɛ kə 'li:nəd ɛ kar 'hɑ̃:vəl wa djɔ̃tɑ̃ hɑ]
ce n'est pas de l'ortie que c'est car elle ressemblait
Gant : Roje Dollo, ganet e 1932 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2019, tud bet ganet e Bear / Bear.
Selaou a ra an abadennoù brezhonek er radio.Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 ha hemañ eo ar machin eu... ar gaouenn, ar gaouenn-gazh, ya, eñ eo ar gaouenn, xxx ( ?) an daou all, ya, n'eus ket ! ur gaouenn, se a vez lâret, ur gaouenn, ur gaouenn-gazh a vez lâret, moarvat dre an avani eu... eo hañval... deus ur c'hazh un tamm, 'neus kazi... kazi ur penn kazh un tamm
[ha ˈhemɑ̃ he̞ maˌʃiˑn ə - ˈgɔwən - ˌgɔwənˈgɑːs - ˌjɑ - ˈhẽ e̞ ˈgɔwən - ? dɔw ˈɑl - ˌjɑ - ˌnøs kə - ˈgɔwən - ˈze ve ˈlɑːɹət - ˈgɔwən - ˌgɔwənˈgɑːz ve ˈlɑːɹət - maˈhɑd dɹe naˈvɑ̃ɲ ə - he̞ ˈhɑ̃wəl - døs ˈhɑːs ˌtɑ̃m - nøs ˈkɑˑe ˈkɑˑe pe̞n ˈkɑːs ˌtɑ̃m]
et celui-ci c'est le machin euh... la chouette, le hibou, oui, ça c'est la chouette, xxx ( ?) les deux autres, oui, non ! une chouette, ça on dit, une chouette, un hibou qu'on dit, sans doute puisque euh... elle ressemble... à un chat un peu, elle a presque... presque une tête de chat un peu
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 geo, hañval deus ar c'hi eo
[ge 'hɑ̃wəl dəz hi: ɛ]
si, elle ressemble au chien [loutre]
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
👂 🔗 hañval e vezont deus al louarn
['hɑ̃wəl vɛɲ døz 'luarn]
ils ressemblent au renard
Gant : Manuel Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... hañval deus den ebet
['hɑ̃:vəl døz den’bet]
... ne ressemble à personne
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 hennezh zo hañval deus kochon Fañch ar Gwern
[hẽ:s so ’hɑ̃:vəl døz ’hoʃɔ̃n fɑ̃ʃ ə wɛrn]
celui-là ressemble au cochon de Fañch ar Gwern [il ne ressemble à personne]
Gant : Dominik Baodour, ganet e 1965 e Bear, o chom e Bear, tud bet ganet e Bear / Pleuzal.
Kalz gerioù a vez distroet er familh (argot familial ?)Dastumer : Tangi
-
🔗 hag eñ n'eo ket hañval diouzhit pa oas bihan
[a hẽ: wa kə 'hɑ̃:vəl diwit pə was 'bijən]
et lui il ne te ressemble pas quand tu étais petit
Gant : Ivet Aofred, ganet e 1931 e Bear, o chom e Bear.
Dastumer : Tangi
-
🔗 ... ne oa ket hañval deus he mamm
[wa kəd 'ɑ̃:vəl døz i mɑ̃m]
... ne ressemblait pas à sa mère
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
-
🔗 n'eo ket hañval deus den ebet
[ne kəd 'ɑ̃:vəl døz den bet]
il ne ressemble à personne
Gant : Selina Jagin, ganet e 1920 e Bear, o chom e Bear, marvet e 2015.
Dastumer : Tangi
Pajennoù : 1 2